Mont d’an endalc’had

Karantez

Eus Wikimammenn
Armorica, 1935  (p. 21-22)



KARANTEZ
___________


Plac’h, me gan d’it a greïz va c’halon.
       Gant holl nerzou va ene.
Plac’h, me gan d’it gant devosion
       Son kaëra ar garante.

Da vamm gwech all, gredan a oa bet krouet
       Ouz relegen hon tad kenta.
Ar memes gwad a verv en hon gwazied,
       Memes gwad a zeu d’hon ruia.
Da galonik a zo breur da va hini,
       Ha breudeur c’hoaz, hor sperejou.
Hon gwenn ive an euz ar memes kozni.
       Heuilla ’ramp hevelep roudou.

Va zud eo da dud, da di eo va hini,
       Er memes Doue ’memp kreden.
Memes trubuill a zeu d’hon glac’hari,
       Ar memes heol a sked war hor penn.
Da zaoulagad a c’halv bepred va zellou,
       Da vouez ken sklêr zo eun dudi
Ha blaz ker mad a zo war da vuzellou
       Ma lak va re d’in da deuzi.

En da c’hened e lakan gwir va buhez,
       En da zornik va eurüsted.
Da zell dispar eo milizour va ene,
       Plac’hik, plac’hik, kement karet.


Frealz va glac’har ha plijadur va deïou
       Drid atao ’barz da c’hoarz lirzin ;
Rag da galon seder evel ar bleûniou
       A c’houez ezen glan ar mintin.

Plac’h, ia va mouez a zao d’az meuli
       Gant daërou a levenez,
Ken a gren va holl izili…
       Kantik koz, bepred nevez !…


_______________