Sellet ’ran en dro d’in, sellet ’ran a bep tu,
Ha tan a veofe c’hoaz, dindan berniou ludu ?
Kalon va c’henvroïz a chomfe distagel ?
Daoust ha Breiz a vag c’hoaz, tud a nerz, a spered,
Ne deint ket, en avel,
Skampet holl e moged ?
Gwechall, pa oan-me iac’h, friand ha dibreder,
E moa kalz kenvreudeur, eveldon holl seder.
Dre hent ar blijadur e kerzchomp dorn ouz dorn,
Hag an eil d’egile e touchomp fealded,
Dêvet an tan er forn,
Ha savet e moged !
Gwechall, ’vel an dour red o vond dindan ar roc’h,
Va c’halon giz eun nenv karget a soniou kloc’h,
A dride birvidik en glander ar mintin,
Ha drant, eur plac’hig koant gomze d’in kaër meurbed :
Musc’hoarz ha mouez lirzin
Maint semplet e moged.
Gwechall ’moa tud ive, ’moa kerent, e ’moa ti.
Va zud kez dianket, va zi kouezet en pri,
A rann d’in va c’halon, hag a sklas va envor,
Pa hirvoud em spered va sonj paour ankeniet,
Va iaouankiz, horor,
Sklabezet e moged…
Gwechall, pa oan kredus, lagad tener ha lemm
A lake levenez ha sklerder war va dremm.
An evned ’barz ar c’hoat a gane hep ehan.
Ha me, d’ar bravente, meur a wech meuz touet
Karantez dre va c’han ;
Dirannet e moged…
Breman, am euz disket kerzout hep lorc’h er bed.
’Vit an dud sod ha ven, al lore zo troc’het.
D’ar c’hablus, va c’hredit, na sklapit ket ar men,
Ha mar grit d’an nesa hervez al lealded
N’euz c’hwerventez o ren
Na saofe e moged !
|