Mont d’an endalc’had

Kimiad (Abgrall)

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Kimiad.

Armorica, 1935  (p. 39)
◄  Douar Arvor Kimiad Kan ar yun  ►



KIMIAD
___________


Te na peuz ket eur galon gri
Tener awalc’h ez out, me gred
Da lagad sklear morse fazi
Ha noazout d’in, te na ri ket.
Karantez meuz vidout, dispar
Mes spered diaes meuz da ren,
Neubet a dra ra d’in glac’har
Ha neubetoch c’hoaz kalz anken.

Kement meuz gret, ma meuz tizet
Da galonig seder ha flam ;
Pa sonjen mad ez oun estlam,
Ha diflam biken na vin ket.
Na vin diflam ken a mo bet
Da bardon goude da gounnar
N’euz forz a rin, n’euz forz lavar
Ma vin c’hoaz eurus war ar bed.

Va frealz er bed, va eurvad
A zo ennout, mestrezik koant,
Enn dounder euz da zaoulagad
Dounder a gresk va nec’hamant !
Va frealz er bed ha va joa
Eo da c’henet, da yaouankis ;
Beva hep-te zo eur gwall dra
Breman e c’houzoun mad o friz.


_______________