KAN, D’AR MOR
___________
D’am mignon Léopold Pascal.
An noz-man, am euz kousket, dindan trouz ar mor braz…
Hag an tonnou ken dicheg war ar garrek peur-noaz
O deuz douget ha bleinet nijadenn va hunvre,
Dianket dec’h eun tammik deuz hentchou ar mene.
Diskan : Roll, diroll, o mor disurz,
Dour spontuz ha garo,
Leun a zroug hag a gounnar,
Ruill da gorvou maro.
An ezen mik kounnaret a c’houez war an aodou,
Blaz an holen hag alan an douriou hep mestrou.
Avel gwalarn pa fulor, war vein gwalc’het an traez,
A frê lann glaz ar c’hleuniou hep damant na truez.
Dirazout kement anken, ve dustu mantret krenn,
Ha peb glac’har sebezet a renk stoui he fenn.
Piou a deufe da blêdi ne n’out ket eun ene
Birvidik vel hon hini, ha dishenvel bemde ?
Ma vusc’hoarzes awechou ez eo vit ober goab
Rag da douelli an dud a peuz doare dibab.
Dindan an nenvou heuzet hag al loar sarac’het.
Penoz c’helles, muntrerez, golo mad da dorfet ?
War da vronn garantezuz e c’halves gant mouez flour
Ha da vouskan luskelluz zeseo ar pesketour ;
Egiz eur c’hast e tommder en em roes d’an holl
Ha pokou da vuzellou bepred a gas da goll !
Perag ebarz da wele vid ar briedelez
A ziskenn al linser-gaon war dôl an dud nevez ?
Perag e lec’h entana, teus da sklasa ar gwad ?
Perag ive zeo d’ide koantiz kement breizad ?
Rag ni holl, en hor sellou, hon euz skeudenn ar mor,
Hunvre skeduz ar sklerder, barzoniez Arvor !
Ha sethu hi da viken, despet da gement tra,
Daouste ma droc’h ar vuhez, mestrez euz ar gwella !…
|
_______________