I
An deliou a gren gant anken,
Er gwez da gala-goanv.
Hag ho liou deomp a c’hourc’hemen
Ez int rêvidik ha klanv.
An avalou a zo avet,
Bars al liorzou.
An ilin moc’h, prestik gwentet,
Er c’harz a vreïnou.
II
Ar mouar sebeliet breman,
Er c’henvi louz ha glepiet
A restol o gwad war-n-hezan,
D’an douar, ma vo sunet.
Ar barr a bil gant farserez,
Druillajou kraon fô.
Hag an drask bepred war evez,
Prim o diblusko.
III
Pad an noz, an eneou daonet,
Dinasket vit ober reuz.
A zeu er fourrad dirudet,
Hep gellout prena ho c’heuz.
An hoper a iouc’h er reïer,
D’an teuziou diroll.
Hag al loaned en o c’hreïer,
A chech war o roll.
IV
Ha goude koan, ar mammou koz,
A zibuno gant ho neut
Kontadennou kaër a-brepoz,
Evit an holl baôtred reut…
An tan mouded war an oaled,
A c’hoarz ken lirzin
Ma sant an tad-koz dihunet,
Ar flamm en e c’hlin.
V
En despet d’an amzeriou fall,
Ha da gement kaouad kri,
Ar re iaouank red da lec’h all,
Rag o gwad zo o virvi.
Ar galon n’euz met eur mare,
Keit a sko kalet.
Red eo klask d’ezhi dizale,
Plac’h… ma vo pâret.
VI
N’euz ket ken ambludadegou,
Dindan lagad ar stered.
D’an dansou nevez gant begou,
A ziroll an holl verc’hed…
Sôn ar biniou, ra vo gwelet
O chom sterd atao.
En Kerne a zo c’hoaz paotred,
Vit ar jabadao.
VII
Bombard dispak eun ton buan,
Ma ielo ar c’helc’h en dro.
Dorn ouz dorn kanomp an diskan,
Hardi’ ta ! Flemmomp d’ hon tro.
Stokomp ar seuliou war al leur
Ha iouc’homp d’ eoc’h holl
Iec’hed padus ha gwir vadeur !
Ar furnez zo foll !
|