Mont d’an endalc’had

Falz karantez

Eus Wikimammenn
Armorica, 1935  (p. 75-76)



FALZ KARANTEZ
___________


Dirag ar Werc’hez sakr ha sant Yann-Badezour
He doa touet d’ezan gant he mouezik ken flour,
    Karantez peurbadus !
Hag a boan war al lê, a varve ar geriou
Pa zavas he c’halon eneb he muzellou,
    Ar gaou heuzus !

Touet he doa d’ezan, penoz biken eun all,
Na lakche e ene da zoned da dridal,
    Keit a vije er bed !
Ha dustu war al lec’h — faë war ar wirionez,
Dindan he malven hir, a guz, an draïtourez,
    Eur falzente dibred !

Touet he doa d’ezan, tre da vetek mervel,
He c’horfik mistr ha meür, prof d’ar giz broadel,
    Dre ar briedelez !
Ha neuze, tremenet flamm an tantadik ven,
Torret ar vaz-valan ha dilezet an den.
    Foei d’an drubarderez !

Dirag ar Werc’hez sakr ha sant Yann Badezour,
War he daoulin pleget, gant he mouezik ken flour,
    D’he c’halonig mignon,
Amzavas dre eul lê, ar feiz en he c’homzou,
Ar c’houeka karantez a c’hellfe an nenvou,
    Binniga hep sermon !


Na oar ket vit petra ha na oar ket perag,
He deus grêt kement-se, en eun tol krenn, a dag,
    Rag leal oa arog !
Ha sonjal e ree hen karout sterd, avad,
D’an unvaniez red, ’n em roche gant gwir stad,
    Met an drubuill zo rog !

Touellet he unan, a berz an droug-speret,
Gwall skwer da bephini ha d’an ifern gwestlet,
    Balamour d’an tech koz !
Daoust hag ar gaou ganet en kalonig Eva,
Dre an herez diaoulek a zeu da c’hrienna,
    Dindan reveulz an noz ?

Met pegwir zo urz vad, dre gemenn ar Salver,
A vezo pouezet piz, — aotread ar barner —
    Gant eur c’hrog [1] dizamant
Lod an droug hag ar gwall, da bep den tamallet,
Eneb talvoudegez ar vad grêt ha rannet,
    Bezomp hep nec’hamant !

Dirag ar Werc’hez sakr ha Sant Yann-Badezour
He deus touet a galon ha nac’het a vouez flour
    ’Vel en despet d’ezi !
Ha da biou gout an droulans — d’ar ginou pe d’ar gwad ?
D’ar plac’h pe d’al ligne ? — d’ar bugel pe d’an tad ?
    Da biou ar falzoni ?


_______________


  1. Eur c’hrog-pouezer.