Nec’h

Eus Wikimammenn
Armorica, 1935  (p. 86-87)



NEC’H
___________


Da Loeiza Fléouter, a greiz kalon.


Awechou, pa iud an avel,
      va c’halon a ve trist kenan.
Tenvel giz ar pec’hed marvel,
      an daérou a veuz anezan.
Met desket meuz trec’hi va glac’har
      ha kana krenv e lec’h gouëla.
Koach a ran anken ha kounar
      er bed, na dal ket deomp lenva.
Nann ! na dal ket en em ziskuill,
Rag bea zo kalz a dud sod.
Euz a re fall vez kavet puill,
Stankoc’h vit bleuniou war ar bod.

Peb den a zoug e zamm — pephini neuz e lod
Ar bed a c’ha, a zeu, hag an holl draou a ruill.
Ha ma glaskit eur wech lakaat an harz d’ar rod,
A po ziwar ho fri — vel eun diskroug — anduill.

Awechou, pa ziroll em spered,
      envoriou didruez ha kri.
A zeblant d’in ez oun bet merket
      vit maga gwall ha kasoni.
Goulskoude zo tomder em c’halon,
      eun tantad flamm met dalc’het kloz.
Digare meuz hag a bep feson,
      d’hen kuzet mad : war-n-on, malloz !


Feuket am euz meur a hini,
      ’n eur larout d’ê ar wirione.
Darn all neuz roet d’in testeni,
      ha bennoz douz o c’harante…
Met piou velse neuz va aotréet
      da ziframma tud ven ha fall ?
Peb den gant lorc’h a zo kabestret,
      Atao en em gav didamall !

Awechou, neubeudik a dra,
      a ziskenn sklerijenn war-n-on.
Bennoz Doue oar diskarga,
      levenez vraz en hor c’halon.
Bennoz Doue eo an heol splann,
      an evned en gwarez ar c’hoat.
Sell, birvidik o daoulagad,
      hag ar garantez en o c’han !


_______________