O va mamm gez, a galon laouen
Me garfe, dre eur Sônik flour,
Lakaat Karantez em c’hanaouen,
Sklèr vel an dour.
Me a garfe reï d’it da gompren
Penoz da garan ar muia,
Touez an tenzoriou a welen,
Te, ar c’haëra !
O mamm, va skevent a zo tizet.
Te na m’out ken vit va frealzi,
O mamm, ra vezi te binniget.
Karet e zout, karet a vezi.
Doue bars trubuillou an douar,
’N euz c’hoantet merka memes tra
Eun tamm levenez kreïz ar glac’har.
O daëlou, pebeuz peadra !
O va mamm, pa lintre da lagad,
A domme va c’halon meurbed
Ha neuze ’c’h anvezen va eurvad,
Va evurusted,
Pell e zout aet, o va mamm garet,
Mes atao da welan seder.
Pa zizroï zeui an evurusted
Ganes d’ar ger.
Pelec’h gafen muioc’h a zouster,
Eget en da gichen, va mamm ?
Pehano neuz kement a c’hlander,
Ha da hini, hano divlamm ?
Mari, hano meulet mamm Doue,
Lavar kement a draou iskis,
Flamm hag askellek vel eun hunvre
D’an nenv o nijal sioul ha tis.
Ia, pell ’m omp an eil ouz egile,
Mes ma ’c’h erruomp c’hoas, n’euz forz,
Ra glevin c’hoas ebars va forz,
Trouz da droad, bemde !
|