Mont d’an endalc’had

Morgan

Eus Wikimammenn
Armorica, 1935  (p. 27-28)



MORGAN
___________


Eul lestr o luskellat,
Tre war ribl an traez.
Eun den ’ra e gimiad
D’e zousik mestrez.
An tonnou mor a skô,
Ar garrek a gren.
D’ezan na vo dizro,
Hi n’e gwelo ken.

An eon zeu da wenna
War ar bezin glaz.
Ar wagen da ganna
War ar reïer braz.
Ar barrajou avel
A zo diredet,
Al lien vel eskel
A zo digoret.

Ar mor don fulôret
A ziroll bemde,
Ar plac’hik glac’haret
A walc’h he ene.
Bemde zeu da grial,
He c’halon mantret.
Morgan en eur grozal
D’ezi ’n euz c’hoarzet !


« Kement a gemeran
Zo d’in da viken.
Gwele kaër a roan
D’am oll koantizien !
Na dal ket d’id lenva,
Merc’hik, te zo foll,
Me a zalc’h ar brava
Barz ar mor diroll !… »

Ar plac’hik, gant glac’har,
A zo ’n em dolet
En dour leun a gounnar,
A vo he bered.
Kavet deuz he fried,
Breman da viken,
Int o daou unanet,
Hag o eskern gwen !


_______________