E korn an oaled/a-bezh

Eus Wikimammenn
Imprimerie de la Presse Libérale 4, Rue du Château, 1923
Skrid a-bezh






Kinniget d’an Aotronez :


Rozec, persoun e Plonevez-ar-Faou ;

Jezegou, kure e Sant-Thégonnec ;

Coquil, kure e Kerber ;

Jezegou, kure e Craozon ;

Queran, rejant e skol Santez-Genovefa, Versailles ;

Queran, mestr skol diere e Sant-Ave ;

Jezegou, mestr skol diere e Sant-Evarzek.


EUR GER ARAOG


————


An istoriou ’zo el leor-ma, ’zo bet dastumet, ama hag a hont. Klevet a ris, gwechall er gear, kounta e korn an oaled, an darn-vuia anezo.



E ti ma zud, brema ’zo hanter-kant vloaz, pa vije drebet koan, epad ar goanv, goude ma vije lavaret ar pedennou ha lennet Buhez ar Zent, ar mevel a yea, atao, d’ober eur mel tantad tân.

Ar re all a laboure : ar merc’hed da c’hoalc’hi staliou koân ha da ober stam ; ar goazed da baluc’hat lin, da zresa ’r starnachou ha me oar…

Deuz an amezeien e teue, bemdez, unan bennak.

Beilhet e vije beteg dek, unnek eur noz. Hag hir, morse, na vije kavet an amzer. Rak goude beza kozeet eus nevezentiou ar c’harter hag ar barrez, lennet Feiz ha Breiz, deveziou a vije, ar mevel a gomanse dibuna e istoriou.

Eun orin-den, ar mevel-ze ! E hano oa Jean Paskoet. Biskoaz, em buhez, ne gavis den all ebet hag a ve bet renket kement a draou fentus en e gelorn.

Ha koulskoude, ne gouie ket lenn.

Mes klevet en doa re all o kounta. Hag evel ar re all, e kounte ar pez en doa klevet. Rak dre Vreiz a-bez e tremene, neuze, an traou e giz e ti ma zud. Kredi ’ran, avad, eo bet Jean Pascoët an diveza deus ar gounterien istoriou, e bro Leon.



Hirio, an dud desket ha tud ar gouarnamant, zoken, a ra ar pez a c’hellont evit miret na zei da goll al labourou-dorn a jom ganeomp deus ar re goz. An taoliou-mean, ar mein-hir a zo en hor parkou, den mui na hell o c’has da netra. Kalz ilizou ha tiez koz, ive, a zo difennet chench doare d’ezo. D’am zonj d’in-me, e tlefed ober ar memes tra evid an istoriou o deus, a rum da rum, great plijadur d’hon tadou gwechall.



Great em eus eul leor all, dem-henvel ouz hen-ma : Kontadennou.

Goude ma ’m oa gwerzet al leor-ze, mammou a skrivas d’in. « Betek-hen, a lavare peb-unan en he mod, betek-hen ne c’hellen ket lakaat va bugale da lenn ar brezoneg. Ne gouient ket lenn ha ne felle ket d’ezo deski. Mez, evel dre chans, em eus prenet ho leor kontadennou. Va bugale o deus lennet hag aslennet anezan. C’hoant o doa da anaout penn-da-benn an istoriou a zo ennan. Hag evel-se, en despet d’ezo, koulz lavaret, o deus desket lenn yez hor bro. »

Eurus e vefen o welet al leor-ma oc’h ober ar memes tra.



Evelkent n’eo ket kement-se eo am poulz da ober moulla al leor-ma.

Em farrez ez eus eur c’harter hag en deus izom eur beleg.

Ar c’harter-ze eo Leskonil.

Eul leo ema diouz ar bourg. Ennan ez eus berniet daouzek pe drizek kant den. Hini anezo, mui, na deu war dro iliz ar barrez da ober e zevosionou.

Hag ar pez ’zo gwasoc’h, eur pastor protestant, eun tam saoz deus bro Lloyd George, enebour touet ar C’hallaoued, — hag evit gounit ar milluriou a ve roet d’ezan bep bloaz, — a ve koulz lavaret, bemdez, war o zro. Zoken, gant Bro-Saos, zo savet d’ezan, eun iliz, du-ze.

Tud Leskonil, avad, a zo re fur evit mont d’an iliz protestant. Hag ar pastor a ya da brezek d’ezo e korn ar ruiou, e pleg an hentchou, war bord ar mor, e pep leac’h. Ne jach ket muioc’h a dud da vont war e dro. Mez ober a ra eun drouk spountus abalamour ma laz ar feiz kristen er c’halonou.



Eun iliz katolik a zo, ive, e Leskonil. Ne vank mui nemet an ti da loja ar belek.

Mennout a ra d’in e zevel. Mez n’em eus ket arc’hant ha rusia ’rafen o vont da gestal. Great am eus al leor-ma. Ma za mat an traou e tigaso d’in lod eus an arc’hant am eus ezom.

Eun tammik e vo kavet ker, marteze. Mez arabat d’ar prener kaout keuz d’e wenneien. E brena ’vo rei aluzen evit kas eur beleg da Leskonil.


◆ ◆ ◆ ◆ ◆ ◆



Sant Alar ha Nonna Goz


I


Eur wech oa, — pell, avad, ’zo abaoue, — hag e oa e Sant Alar, e Kerne, eur vaouez koz hanvet Nonna.

Nonna n’he doa netra war e hano nemed eun toullig ti, eur yar hag eur prad. Ha c’hoaz he zi oa ker fall ma rea glao ennan evel er meaz. E yar, evelkent, a roe d’ezi eur vi bemdez. Ha bep bloaz e verze foen he frad ha gant ar pris e prene he bara pemdeziek.

Er giz-se e veve braoik awalc’h. Bara ha viou a vije atao. N’oa ket drus. Mez Nonna oa kristenez vat hag a c’hortoze gwelloc’h er bed all.

Eun devosion vras he devoa, dreist oll, da Zant Alar. Klevet he doa persoun ar barrez o prezek diwar e benn, hag e krede e oa, en Envou, kalz hueloc’h eged an Aotrou Doue.



Doue, war a leverer, a gar gwelet pegen krenv eo feiz an dud vat. Abalamour da ze e tigas, awechou, d’ezo poan.

Eun devez, Nonna a gouezas klanv. E derou an nevez-amzer ’ oa. Red oa d’ezi mont d’he gwele. Eun amezegez vat a deuaz da rei d’ezi tizan diwar bleün skao. Mez kaer oa, an derchen ne dec’he ket kuit. Red oa gervel ar medesin.

Nonna oa pareet. Mes, Gwerc’hez Vari ! Nag ar medisin oa ker ! Ha n’he doa netra nemet he zi, he yar hag he frad. Hag e sonje : ha mar gwerzfen va frad ? — Hag e sonje, ive : gwerza a ve eas ! Ha beva goudeze ?

Nec’het maro oa.



Nonna ! Nonna !… Sada ma klevas eur vouez o c’hopal. Digeri ’reas an nor. Ar Riwig koz oa oc’h an treujou. Eun den pinvidik ar Riwig-ze. Mes stag e groc’hen ouz e gein, e giz ma ve lavaret. E barkou oa e kichen prad Nonna. Hag e oa deuet da c’houlen diganti e frad da brena.

— Nonna, emezan, gouzout a ran e peus traou da baea. Me ’c’helfe sikour ac’hanout.

Nonna ’zonjas oa digaset ar Riwig d’ezi gant sant Alar. He c’haloun a deuas laouen hag e lavaras : « Doue d’ho pennigo ! »

Ar Riwig a c’hoarzas evel ma tle c’hoarzin al louarn pa ve e klud ar yer.

— Nonna ! ’ lavaras c’hoaz : me ro pemp kant lur d’it evit da brad.

— Pemp kant lur ! eme Nonna. Mez talvout a ra tri mil lur, hag ouspen.

— Te n’ouzout ket petra lavarez, Nonna baour ! Da brad ne dalv netra. Ema goloet, bremaïk, gant ar brouan.

Brouan ! Riwig. Mez n’eus ket eur vrouanen ennan.

— Gwelet fall e peus. Nonna geaz ! Me ’ lavar d’it ez euz brouan ebarz. Hag araog pell e vo kemeret holl gant an hudurnez-ze. E gis ma karfez, evelkent. Da gemer pe da lezel. Pemp kant lur a roin d’id ; n’e po ket eur gwenneg muioc’h.

Nonna oa nec’het. Koulskoude e ranke paea ar medisin. Ha ne oa den all er vro, gouest da brena he frad. Chom a reas da zonjal.

— Sell, Nonna, ’lavaras, pelloc’h, ar Riwig, n’oun ket kristen fall. Me ’ roio d’it pemp kant lur deus da brad. Hag ouspen, me ’ lezo ganez, bep bloaz, ar foen a c’hello eur falc’her da droc’ha en e zevez.

— Mad, Riwig, emezi, kountant oun evel-se.

Hag ec’h astennas he dorn. Ar Riwig a grogas ennan ha gant e zorn all e skoas warnan en eur lavaret : great ar werz ! Pemp kant lur !



An amzer a yeas en dro. Deuet e oa miz Even. War ar meaziou, pep tra oa drant ha laouen. Al lapoused a gane er bojennou. An eost evel eur mor glas a lintre er parkou. Er prad ar yeot a gomanse dougen bleün. Goude ar goanv, ar vuhez, e peb leac’h, a zo, adarre, birvidik…

— Gut ! Gut ! Gut !

Edo Nonna o c’helver e yar. Ar yarig a zifouche deus eur ribin. D’he heul ’zo eur c’hlodad yer bihan. Nonna he doa sonjet oa koz he yar, dija, hag he doa lakeat anezi da c’hori. Ha dre ma teue al lapoused bihan e taole d’ezo gwiniz du. Hag e savent o lostou en ear, en eur bikat an douar d’o dastum.

— O braoa klodad ! a lavare Nonna.

Hag ar yar a zelle outi, evel pa vije bet o c’hedal eur chalantis benag. Ha Nonna ’ yeas war he c’hrabanou da floura he fluen d’ar yar. Rak karet a ra he yarig hag he yarig, ive, ’gar anezi. Araok kaout yer bihan ne dea morse er meaz deus an ti. Pignat a rea war an daol. Hag epad ma rea Nonna stam pe dantelez, e troe warzu enni, ec’h astenne he gouzoug beteg ma kemere he mestrez anezi, ma he lakea war he barlen ha ma komze dous ha brao outi. Ha netra kaeroc’h eged an diou geazez-se oc’h en em garet an eil heben.

— O na brao klodad ! a lavare, c’hoaz, Nonna.



D’ar mare-ze, ar Riwig oa oc’h ober an dro d’ar prad. Ar yeot ennan oa druz ha tener. Tam brouan e nep leac’h, na petra ’ta.

— Gwella prad ’zo er vro, a lavare ar Riwig en eur frota e zaouarn, Nonna ne oar ket petra dalv prajou !

Hag e c’hoarze.

En dro d’ezo, pep tra ive oa laouen. Ar pintig a gane :

« N’eo ket troc’het c’hoaz,
» Ar yeot glas, glas, glas. »

An alc’houeder a zave en ear hag a sutelle :

« Paket e vo ar paot fin,
Gwelet vo piou, piou, piou ?
’Vo ’n diveza o c’hoarzin… zin… zin… »

Hag er ster, dre ar prad, an dour a hiboude hag a lavare :

Ar Riwig
Koll, koll ;
Ar c’holl
D’ar Riwig.



Koulskoude ar mare oa deuet da droc’ha ar foen.

Nonna, ’zonjas klask eur falc’her d’ober d’ezi eun deveziad troc’ha. Mont a reas da di he amezeg Fanch an Tolc’h. Mez ne elle ket dont. Kemeret en doa fret e leac’h all. Ha nec’het maro, Nonna en em lakeas en hent da vont da glask, ne gouie da beleac’h.

Sada ma tigwezas ganti, eun den war manchou e roched.

— C’houi ’zo o klask eur falc’her, va zintin, a lavaras da Nonna.

— Ya, da, emezi.

— Mad : me ’yelo da falc’hat d’eoc’h. Mez kaout a rankin, avad, ugent real ha va boued.

— Ya, ya, eme Nonna. Hag ho pezo. Mez falc’hit tiz. Hag e kountas d’ezan an emgleo great gant ar Riwig pa en doa prenet he frad.



En deiz warlerc’h eun heol a zavas deus ar re gaera. Falc’her Nonna ’yeas warzu ar prad. Sellet a ra ouz ar yeot pleget o fennou hag o komans gwenna dija. Hep diskwez tam mall e troadas e falc’h, e stagas deuz banden e vragou korn e vean-higolen. Neuze ec’h en em lakeas da lemma. Hag ar falc’h da gana e zon, evel ma ra, atao, d’ar mareou-ze :

« Krampoez lardet !
Krampoez lardet ! »

Hag an hekleo a respounte :

« Krampoez lardet !
Krampoez lardet ! » [1]




Ar Riwig a glev hag a en em laka en e brenest : — Sell, falc’her Nonna, emezan, Gwelomp ’ta petra ’rei en e zevez.

Nonna, ive, a glev. Skrabat ’ra he fenn evel nec’het maro.

— Asa ! emezi, petra roin-me da hennez d’e vern ? Souben ? Ya, petra lavaro ?… N’em eus ket a gig, koulskoude.

Hag eun dra benag a lavare d’ezi : « Laz da yar. Da yer bihan ’zo deuet. » Va Doue, he mignounes, he yarig karet ! Hag ec’h heje he fenn : — nan ! nan ! biken, a lavare.

Mez kaer he doa, en he skouarn oa eun dra bennak hag a voude atao : « Laz da yar ; laz da yar ! »

Pelloc’h ez a warzu ar c’hlud. Tapout a ra he yar hag e four beg ar zizailh en he gouzoug. Staga ’reas anezi ouz eun tach hag e chom, he c’haloun rannet hag he daoulagad beuzet a zaelou, da zellet deuz outi o vervel.



« Krampoez lardet ! Krampoez lardet ! »… Ar falc’her a lemme e falc’h. Nav heur eo. Mez er prad, tam yeot ebet diskaret c’hoaz. Nonna n’he deus ket, kerkoulz, amzer da vont da welet, kement a diz ’zo varni o farda mern d’e falc’her.

Mez en e brenest, ar Riwig ne ehan da c’hoarzin. « O ! a lavare, evid eur falc’her, Nonna he deus kavet eur falc’her, avad ! Mar kendalc’h da vond evel-se ganti, e vo noz ha na vezo troc’het tam foen !

. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

« Krampoez lardet ! Krampoez lardet ! » Teir eur eo : Ha n’eus ket c’hoaz diskaret eur yeoten. Nonna gant he dipit he deus kribinset he fenn. Mennout a ra mond da folli war an devezour feneant. Mez aon he deus, aon rag e varo hir, emechans. Rag beza en deus eur mel baro hag a zisken beteg e gof. Da beder heur oa mare an asmern. Ema ar falc’her o tond warzu an ti. Ha bremaik e klevo ! bremaik e lavaro d’ezan n’eo ket brao ober goab ouz an dud paour !

E lavaro dezan, ive, e vo ar feneantis kastizet er bed all gant Doue.

Mez pa eo deuet d’an ti, ne lavar ket eur ger. E bedi ’reas da vond ouz taol. Azeza ’ra digomplimant. Korda ’ra boued eun eston. Ar yar holl a ya en e gorf, penn ha lost. Eva reas ive. Ha goude m’oa fin d’e bred e lavaras : « Allo ! deomp d’al labour, brema. »

Nonna ne gouie petra da zonjal. Marteze, he doa gwelet fall. Ar falc’her en doa ear eun den mat. Mez an diaoul, emechans, a vire outi da welet mat e labour ! Mond a reas a nevez d’he frad. N’eus ket troc’het eur yeoten. Hag ec’h en em erbed ouz he zant muia karet.



Ar Riwig a zo, atao en e brenest. C’hoarzin a ra leiz e gornailhen. An noz a dosta hag ar falc’her a ra, atao, ar memes sôn :

« Krampoez lardet ! Krampoez lardet ! » Ar mean ’ve gantan, bepred, war e falc’h. Pelloc’h an heol ’zo ’vond da guzat.

Ar falc’her ne zôn mui. Ar Riwig a zell c’hoaz war e brad hag a jom sabatuet. Sevel a ra evit gwelet gwelloc’h. E zremm a jench liou. Ar foen oa astennet war al letounen a renkennajou, evel an ed er parkeier pa vezont medet.

Nonna, ive, a jom sebezet. Gwelet a ra ar prad touzet. Hag ar pez ’zo kaeroc’h, gwelet a ra e yar o klask boued d’he lapoused bihan dirag he zi… En eur zevel e daoulagad e wel eur goumoulen lugernus. Deuz ar goumoulen e teu eur vouez hag a lavar : Ne zilezan, morse, ar re a bed ac’hanon. Kenavo ! Nonna. Da falc’her, hirio, a zo bet Sant Alar. »



Ar zent ’zo hor mignouned
Hag hor zikour bepred
Pa vezont pedet


————



Yann e vaz houarn


II


Eur wech oa hag eur wech n’oa ket, mes eur wech oa bepred.

Hag e oa eur paotr yaouank ha dre ma kreske e oad e kreske ive e nerz en eur fesoun burzudus. E hano oa Yann.

N’oa c’hoaz nemet daouzek vloaz hag e serviche da varc’h-limoun d’e dad. Evit kerc’hat ar foen d’ar gear ha kas an teil d’ar park, hen a dreine ar c’har.

D’ar mareou-ze, ive, oa bet eun devez gant e dad o prena eun eujen en eur foar. P’oa ar mare da zond d’ar gear an eujen oa mouzet. Ne felle mui d’ezan bale. Ha Yann foura e benn a zindan e gof ha digas anezan d’e graou war e chouk.

D’an oad a ugent vloas ne gouie mui petra da ober, kement a nerz en doa. Hag hen lakaat en e benn mont da redet ar bed evit klask e bar.

Araog en em lakaat en hent e falvezas gantan kaout eur vaz. Mez bizier koad ? D’ober petra ? Ne badjent ket outan. Ha da gaout eur marichal da lakaat ober eur vaz houarn.

Ar marichal a boagnas, epad eiz devez, da ober eur vaz vrao. Teo oa evel breac’h eun den ha rikamanet oll penn-da-benn. Sur, avad, — a zonje, — Yann a vezo lorc’h ennan gant ar vaz-ma.

Mez pa oa deuet d’he digas d’ezan, Yann a savas e ziouvrec’h evel eun den souezet :

— « O ! marichal, marichal paour ! a lavaras, brao sur eo da vaz ! Mez petra rin-me gant an dra-ze ? Hounnez ar vaz-se ne zere ket ouzin-me. N’eo mat nemet evid eur bugel ! » Hag en eur he c’hemeret e kammas hag e tigammas anezi etre e vizied.

Ar marichal a en em lakeas da ober eun all. Farda ’reas anezi ken teo ha morzed eun den. Mez hounnez ne blijas ket kennebeut da Yann. He zerri ’reas var benn e c’hlin.

Ar marichal a zastumas an tammou ha pa oa deuet d’e gofel e labouras epad eur mis penn-da-benn, da renka eur vaz da Yann. En dro-ma, e ’reas anezi hir ha teo evel eur wezen bin ugent vloaz. Yann a veze, bemdez, o welet al labour. Ha pa oa echu e kemeras ar vaz en eur lavaret : « Mat, mat sur. Houn-ma ’zo diouz va doare. »

Hag e paeas, na petra ’ta ?



D’an devez warlerc’h, abred, edo Yann en hent. Noz oa dija pa en em gavas e traon eur menez. Hag e welas o vont d’ar gear, d’e goan emechans, eur mengleuzier, eur pikol roc’h ken huel hag hen gantan war e chouk. Dougen a rea an dra-ze ken eas, da welet da vihana, hag eun duilh lin.

— Kre mil borgnon ! eme Yann. Hen-ma zo butun gantan avad. Hen-ma, dre e nerz, ’zo re bar d’in-me.

Pa oa o tremen ebiou e lavaras d’ezan : Dond a rafes ganen d’ober tro ar bed da glask re all par deomp ?

— Ah ! a lavaras, en eur deuler eur zell var Yann ha war e vaz houarn, perak ne dafen ket ? Deomp da zribi koan da genta ha warc’hoaz ni ’welo.



En deiz varlerc’h, mintin mat, edont en hent, Yann e vaz houarn en e zorn, hag ar mengleuzier, e roc’h var e skoaz.

War dro kreisdeis, e tremenont ebiou d’eun ti milin. An hanv a oa. An amzer n’en doa ket roet glao abaoue pell. Al lenn oa seac’h. Ar vilin ne droe mui. Hag en eur dremen e welont, er prad oa e tal al lenn, ar miliner o c’hoari pilpot gant e vein-milin.

— Pitiaoul a rez aze ? a lavarjont d’ezan. Sur ar mein-milin ’zo ganez a zo tammou spouenv.

— Salokras, avad, eme ar miliner. Ar re-ma ’zo mein ha mein kalet. Mez va milin ne hell troi mui. Ha da c’hedal e rankan en em zivuzi gant eun dra bennak.

— Mad, eur gwaz out ! Dond a rez ganeomp ? Ni ’zo ’vond d’ober tro ar bed da glask re all par d’eomp. Dond a rez, ive ?

— Ar memez tra, avad. Tremen a rin dre ’l leac’h ma ’z afoc’h.

Hag e kemeras e vein milin unan a zindan pep kazel evit mont d’o heul.



Bale rajont epad an deiz.

Pa deuas an noz oant digouezet var bord eur ster. En tu all d’ar ster, oa eur c’hoad bras.

— Deomp d’ar c’hoad, a lavaras Yann e vaz houarn.

— Deomp ’ta, a lavaras ar re all.

Yann a daolas eur penn deus e vaz en dour hag oc’h en em harpa var ar penn all e lammas dreist ar ster. — Paot ar roc’h a daolas e vean en dour hag e diou rampaden oa en tu all. — Hag ar miliner a reas eur c’harbount gant e vein-milin hag oa er c’hoad kerkent hag e gamaraded.

Goude bale eun tammig dre douez ar gwez, e tigouezont e tal eur c’hoz ti fall. Eun denig oajet ha treut oa e tal an nor, azezet var eun tam piltoz.

— Deiz mad ! eontr, a lavaront dezan. Da biou ar c’hoad-ma ? D’it eo ?

— O ! nan, siouaz ! emezan. Mestr ar c’hoad-ma eo mestr ar c’hastell zo du-hont pelloc’h. Mes eun devez eo eat kuit ne ouzer na penaos na pe da vare. Hag abaoue, holl ar re ’glask mont da jom d’an ti-ze a vez lazet d’an eur a greisteiz.

— Lazet ! a lavaras an tri gamarad. Gant piou da viana ? Ni ya da welet.

— Ia, ia, kit da velet ma ho peus c’hoant, eme an denig koz. ’Mez taolit evez rag eun Aotrou baro hir.

— O ! bezit dinec’h. Ma lakeomp hor c’hrabanou warnan, ne finvo mui.

Hag ez ejont d’ar maner.



Ar maner oa eun ti deus ar re gaera. N’oa den ennan. Mez, avad, beza oa ar pez a garied : kig ha bara da zibri, gweleou plunv da gousket, hag, er c’hao, gwin, chistr hag a bep seurt traou mat da eva.

Evel ma oant skuiz ez ajont, dioc’h-tu, da gousket goude beza debret eur goan vad. O c’housk oa bet deus ar gwella. N’o doa klevet trouz ebet.

Ha deus ar mintin, goude beza debret mat o lein, c’hoas, ec’h en em glevomp da dremen an deiz hep beza inouet. Lakeat oa e chomje unan er maner da ober ar geusteuren. An daou all a yaje da jaseal. Ha pa vije bet prest mern, war dro mareou ar c’hreisteiz, e vije sonet, na petra ta ? kloc’h ar maner.

Ar mengleuzier a c’houlennas chom da genta, er gear. An daou all, eta, a gemeras fuzuilhou ha poultr oa eno. Hag en hent.

Paot e roc’h, en em lakeas a-zevri da farda eur vern vad. Lakaat a reas ar pod war an tan. Ar zouben a verve dija. Ar c’haol oa poaz. An traou all oa ’vont da veza prest. Kerkoulz an horolaj a verke, dija kreisteiz. Ha dres e sonje mond da zon ar c’hloc’h pa glevas trous er siminal. « O ! emezan, eul lapous noz bennak dihunet dre ar moged a yea en e fri. »

Mez, sada o koueza eur mean, hag eun all, hag eun all c’hoas.

— Bremaik, lapous daonet, a lavaras, me raio d’it disken.

— Ah ! ya. Mall az peus da welet ac’hanon, a lavaraz eur vouez. Gortoz ma rin da stal d’it.

Ha kerkent, sada war an oaled eur mell den, baro d’ezan hag a získenne beteg e voutou. Kregi ’reas er mengleuzier hag e tibradas anezan evel eur bugel. Goude e liammas d’ezan e zaouarn hag e dreid, hag en sebelias dindan ar mean oaled.



Koulskoude an daou jasseour o doa naon, dija.

— Petra ’zo c’hoarvezet da viana, a lavare Yann e vaz houarn. Ema kreisteiz. Hag ar c’hloc’h ne zon ket. Deomp da welet.

Hag e teujont d’ar maner.

E feiz ! eur zouezen o doa bet pa oant digouezet. An oaled oa freuzet. Ar pod houarn oa torret, hag ar zouben skuilhet ama-hag-ahont dre ar gegin. A zindan ar mean oaled e klevent klemmadennou truezus.

— O ! paour-keaz, emezo en eur denna kuit o c’hamarad, e pe stad emaout lakeat ? Petra ’zo c’hoarvezet ’ta ?

— Petra ? An aotrou baro hir ! Ah ! fidandoulle ! eur gwall baot eo !

— Eur gwall baot ? Ha pa ve kerniel an diaoul war e benn ni ’grenno d’ezan e varo. E peleac’h ema ?

— Ne ouzoun ket e pelec’h e c’hellfe beza. Mez dre ar siminal eo deuet.



En devez varlerc’h, ar miliner a ginnigas chom da farda mern. « Mar teu, aze, emezan, — me vo war evez, — mar deu aze, me vanno outan va mein-milin. »

Edo great ar zouben, adarre. Ar miliner oa o vont da dapout korden ar c’hloc’h evit gervel e gamaraded pa gouezas eur mean er zouben.

— Aze eo ! ema o tont ! Peleac’h ema va mein-milin ? a lavaras.

Mez ker buan ha ma ’n doa lavaret, setu an Aotrou Baro hir o kregi ennan hag o lakaat chadennou en dro d’ezan evel ma ve lurennet eur bugel bihan. Stanka ’reas e c’hinou gant eun torch-listri ha teuler anezan war e benn er bailh da gwalc’hi. Goudeze, war ar bailh, e lakeas ar mein-milin.



D’ar mare-ze an daou jasseour a lavare, en eur zellet euz an heol : « e tlie beza kreisteiz, Deomp da welet petra zo digouezet. »

Kaout a rajont, er gegin, ar pod houarn, adarre torret, hag an tammou strinket ama-hag-ahont war ar c’haol hag ar c’hig. Mez trouz ebed dre an ti ha ne welent den.

— Baro-hir an diaoul ! eme Yann e vaz houarn. Klaoustre en deuz lazet hor c’hamarad en dro-ma. Mez e peleac’h en deus lakeat e gorf !…

Tenna ’reas ar mein milin divar ar bailh hag e welas eno, siouaz ! ar paour-keaz miliner hanter-varo dija ! « Baro-hir ar gounnar ! a lavaras, kement-se a gousto ker d’it. Mar gellan da gaout dirag va daoulagad, da ler a baeo ! »



En dervez warlerc’h edo e dro da jom er gear. En eur ober ar geusteuren, ne denne lagad diwar ar siminal. E vaz houarn a vije atao en e gichen.

D’ar c’hreisteiz, e kouezas, adarre, mein er zouben.

— Ah ! emaout krog da zisken… Ha Yann, paka e vaz houarn. Ha pa oa an Aotrou o tont deus ar siminal, dao ! eun taol war gern e benn ha leda ’nezan var al leur-zi. Treina ’reas e gorf d’ar c’hao, hag eno e rodellas e varo hag e kloumaz anezo en dro da grapounou houarn oa er voger. Neuze, en eur c’hoarzin e zeas da zini ar c’hloc’h.

E gamaradet a deuas, raktal. Ha foug enno e c’houlennont : « Ac’hanta ? deuet out a-benn anezan ? »

— Deuit da welet, eme Yann.

O zri, e tiskenjont d’ar c’hao. Mez siouaz ! Eno, n’oa mui den. Ar baro, hepken, oa chomet stag ouz ar c’hrapounou. Mes pikadou gwad a ziskoueze peseurt hent en doa kemeret ar Baro-hir da vont kuit. Dispenn a reont e roudou dre ar pikadou gwad-se. Hag e tigouezjont e kreiz ar c’hoad, e tal eur puns. Pell e chomont da zellet ennan. Mez kaer o doa sellet ne welent tam an dour er puns. Ha koulskoude, oa warnan eun droel hag eur gorden.

— Mad, a lavaront, aze ema. Emechans, eo maro. Red eo mont da welet.

— Me ya da zisken, eme ar menglenzier. Ma sao beac’h warnon me a strilho ar gorden. N’ho pezo nemet chacha. Mez chacha, avad, dioc’htu.

Epad eun heur ar gorden a zistroas da vont er puns. N’oa ket distroet oll na dija, pa oa gwelet o strilha, o strilha… o strilha c’hoaz.

E gamaradet a savas ar mengleuzier.

— Ac’hanta ! Petra ’zo ? Petra ’peus gwelet ?

— Petra ? paotred paour ! Ginou an Ifern, emechans. Tan, tan c’hoaz, ha tan. Evidon-me, ne din ket mui en toull-ze.

— Mad, gortoz ! me zo ’vont, a lavaras ar miliner…

Eun eur hanter oa tremenet, hag ar gorden a ziruilhe atao. Pelloc’h oa gwelet o strilha. Kerkent oa tennet er meaz.

— Ha te ? Petra ’peus gwelet ? petra ’peus klevet ? a lavaras d’ezan e zaou gamarad.

— Gwelet ’meus eun tan bras ha klevet eur vouez o lavaret : « Pa vo tom ar forn, c’houi ’dolo ebarz an hini ’zo o tisken. O ! awalc’h am eus bet ! O ! awalc’h am eus bet, ive ! Ne din ket mui er puns-ze. » Hag en eur lavaret kement-se, ar mengleuzier a dorche e c’houezen hag a grene c’hoaz.

— Te, kenneubeut, ne dez mui, eme Yann. Kre mil borgnon ! me zo ’vont. Me rank gouzout petra ’dremen en toul-ze. »

Hag en deus korden ar puns.



Eun hanter devez, dija, oa bet o tisken. Digouezet beteg ar strad, e welas evel eur bed all dirag e zaoulagad. Dirazan oa eur maner deus ar re gaera. Tud gwisket deus a zilhajou pinvidik a vele o tond hag o vond en dro d’ezan.

— Da biou ar palez-ma ? ’lavaras d’ezo.

— Unan a respontas : « Hennez, ar palez-ze, a zo da eun Aotrou ha na gavas, morse, e bar. Mez eun devez ’zo, ema klanv. War e wele ema. Ha difennet krak en deus lezel den da vont beteg ennan.

— Den ! eme Yann. O ! me rank mont d’e veteg, avad. Me, kenneubeut, n’em eus kavet va far, morse. Me ’rank gwelet an Aotrou-ze.

— Esaït mar kirit. Mez diwallit ouz e gounnar. Er prizoun, aze, zo eun den pinvidik hag a zo bet falvezet gantan en em zevel eneb d’ezan, eun devez. Teir blac’h yaouank en doa hag a zo dalc’het ive, aze, gant o zad kevret.

— Bah ! eme Yann, en eur skoazia e ziskoaz, me ’rank mont da welet, atao.

Hag hen er maner.



Kerkent, eur bern tud a deuas a benn d’ezan da viret outan mont larkoc’h. Mez n’oa ket bet pell evit en em zizober anezo. Eun taol baz en tu-ma, eun taol all en tu-ze hag e oant holl taouarc’hennet. Hag ez ea, evel-se, deus an eil kambr d’eben. Pelloc’h e tigouezas en hini oa an Aotrou enni.

Edo, eno, astennet war e wele. Deus e benn ne weled nemed ar c’hig ruz. Ha teir blac’h koant ha fichet kaer oa o louzaoui anezan.

O welet Yann, e reas eur skrijaden. Hanter-zevel a reas war e c’holc’hed, hag e zouarn e kroaz, e lavare : « O ! en han’ Doue ! ne lazit ket ac’hanon. Lezit va buhez ganen ha me roio deoc’h va frizounerezed koant hag o zad.

— Kré mil borgnon ! Kement-se dioc’htu, eme Yann, en eur vousc’hoarzin hag en eur anaout an Aotrou Baro-hir. Allô ! ar memez tra ! »

— Ia, ia, Kasit anezo ganeoc’h pa geroc’h ha kiit kuit.



An dimezelled ne c’houlennent ket gwelloc’h, a helloc’h kredi. Inouet awalc’h, oant, eno. Yann a gasas ar gosa dirag giou ar puns, a lakeas anezi da gregi start er gorden hag a lavaras d’e gamaradet chacha.

P’oa deuet ar gorden d’an traon, a nevez, edo eno gant an eil deus ar plac’hed yaouank. Mez kaer en doa strilha ar gorden, netra na finve el laez.

— Drol avad, eme Yann. Petra ’zo a nevez ’ta du-ze ? Hag hen lakaat ar plac’h yaouank war e gein, hag a arzou deuz ar gorden, pignad d’ar gorre.

Pa oa digouezet e welas e zaou gamarad oc’h en em ganna diwar benn gouzout piou a gemerje da bried ar plac’h yaouank en doa digaset d’ezo da genta.

— Peoc’h ! nom de mil Borgnon ! eme Yann. Peoc’h paotred ! Setu ama eur plac’h yaouank all. Dalc’hit anezo o diou. Me ’zo ’vont en dro da gerc’hat eur c’hoar o deus du-ze. Er giz-se on devezo pep-hini e hini. Hag hên er puns, adarre.

Mez an taol-ma, a veac’h m’oa diskennet, e zaou gamarad a zavas ar gorden.



Koulskoude, Yann a yeaz da di an Aotrou Baro-hir. Kemeret a reaz ar plac’h yaouank all hag he zad. Dont a reaz buan, ganto kevret, da c’hinou ar puns. Ar plac’h yaouank a zanse gant ar foug oa enni ! Mez digouezet gant an toull ne weljont korden ebet mui.

— An dud fall ! eme Yann. Tennet o deus ar gorden ganto. Brema vo brao d’eomp ! Ama e rankfomp chom, nemet ar Baro-hir a lavarfe d’eomp penaos mont d’hor bro heb ar gorden.

Hag hên da di ar Baro-hir, en dro, da gounta ar pez oa digouezet.

— Eo, eo, eme an Aotrou, sevel a reoc’h d’ar gorre. Setu ama eur c’hap houarn. Lakit an dra-ze var ho penn hag e savoc’h goude ma ve beteg ar baradoz.

Mezaon, en doa mall da welet Yann pell dioutan. Ha Yann digouezet e ginou ar puns, lakaat ar c’hap houarn var e benn, kemer an tad war eur vreac’h hag ar plac’h yaouank war eur vreac’h all, hag en eur mare, edont douget war an douar.



E gamaraded ne c’hedent mui anezan. Kaout a rea d’ezo ne c’hellje biken dont deus ar puns hag e vevent drant ha dizoursi.

An eil hag egile o doa kemeret da briejou ar plac’het yaouank oa bet digaset d’ezo gant Yann. Beva ’reant kevret er maner hag oa bet digouezet ennan kement a wall ganto en deveziou araog.

Mez, Yann, kounnar ennan, a lakeaz e vaz houarn da c’hoari. Teuler a reas anezo er meaz eus ar maner.

Hag eun nebeut deveziou goude, e kemeras da bried ar plac’h yaouank oa deuet gantan da ziveza.



Ar yez latin a lavar mad :
Audaces fortuna juvat,
Gant tud hardis an traou ’dro mat.



————



An Higen Vurzudus


III


Eur wech oa, en eun enezen, eur roue. E hano oa Tolgos. Mestr oa war an douar ha war ar mor.

Beza en doa daou vab : Roderik ha Sousor. O daou oant koantik holl, seder ha yac’h. Sousor a garie pesketa ha klask var bord an aod kregin ha yeot mor. Roderik, avad, a gave gwelloc’h chaseal. Plijadur en doa o klevet al lapous o kana er brankou gwez ha plijout a rea d’ezan, c’hoaz, klask bleuniou e pleg reier ar menez.

O santout ar gozni o tont hag ar maro demdost d’an treujou, Tolgoz a c’halvas e vugale :

— « Pa na vezin mui, a lavaras d’ezo, c’houi ’ranno etrezoc’h va rouantelez. Ne garfen ket e rafoc’h, morse, brezel an eil d’egile. Abalamour da ze, te, a lavaras da Roderik, a vezo roue var an douar, ar c’hoajou hag ar meneziou. Dal va gwareg arc’hant ha va birou dir ha n’o deus morse, great taol gwenn ebet. Sousor, te vo mestr war ar mor hag ar pez a zo ennan. Setu ama va higen aour hag evit tapout pesked n’he deus izom tamm boued. Ne ziskrog, morse, kenneubeut, eur wech krog.

En em garit, va bugale. Na rit trouz ebet morse, an eil d’egile. Ar brezel etre breudeur a denn koler Doue. »

Hag ar roue koz a varvas eun nebeut goude.



An daou vreur a ouelaz kalz d’o zad. Bepred, ive, oa bet dous ha mat en o c’hever, Roderik ha Sousor a lakeas e gorf en douar. Goude an anteramant e pokjont an eil d’egile, ha pep-hini en em dennas en e du.

Roderik a yeas d’ar c’hoad, ha gant e gwareg e tape ar pez a garie a lapoused hag anevaled gouez. Sousor a ziskennas var ribl ar mor. E higen aour a zigase, ive, d’ezan pesked eleiz.

Mez ober ar memez tra bemdez, da galz a zo divlas. Sousor a deuas buhan da veza inouet. Kaer en doa paka pesked deus eur seurd nevez, bemdez, pesked a bep seurd ment hag a bep seurd liou, kaer en doa bernia krogen var grogen ar c’hregin a gave, n’en doa plijadur ebet mui. Dont a rea da veza jalous ouz e vreur. Hag ankounac’heat gantan kenteliou e dad, e klaskas an dro da laerez diwar e goust e wareg arc’hant hag e virou dir. C’hoant en doa da veza d’e dro roue war ar c’hoajou ha war ar meneziou. Mez penaos en em gemeret ? Roderik oa bras ha galloudus. Ouspen-ze en doa e armou. N’oa ket brao c’hoari outan. Ha Sousor, evel an dud avius, a zonjas mont d’ezan dre izign.



Eun devez, eta, ez eas varzu e vreur. Kaout a reas anezan e kreis ar c’hoad bras o poazat d’e vern eur mell kostezen bijorc’h.

— Ah ! deiz mad d’it ! breur, a lavaras d’ezan. Doue d’az tiwallo ! Me laka e peuz great, hirio, tro vat. Kerkoulz n’eo ket dies d’it. Ar c’hoad a zo leun a anevaled gouez.

— Sell ! te eo, Sousor, eme Roderik, laouen. Ah ! mad e peuz great o tont, avad. Mall em oa d’az kwelet ! Penaos a rez ’ta ? » Hag e pedas anezan da zibri e vern.

N’oa ket bet izom d’e bedi diou wech, chelloc’h kredi.

P’oa leun e gof e lavaras : — Ac’hanta ! N’out ket c’hoaz skuiz, Roderik, o redek atao, ar memes koajou ? Ha ma rafemp eun trok ? Ne gaf ket d’id e ve laouenoc’h hor buhez ma c’helfomp en em emell, an eil goude egile, deuz an douar ha deuz ar mor ? Ro d’in-me, epad eun devez, da wareg ha da virou. Me, en em lakaio da jaseal ha te, ’yelo da besketa gant va higen.

Roderik en doa kalon vat. Beza oa, ive, ar yaouanka. N’en doa tam difisians. Rei a reas e wareg. Ha Sousor a lezas gantan e higen aour stag ouz eul lasen seiz. Mes deus al lasen-ze, avad, en deus araog, uzet an neuden en eur frota anezi ouz eur roc’h. Roderik ne zellas ket, zoken, outi, hag a ziskennas var bord ar mor, eürus ha laouen da veza great plijadur d’e vreur, ha kountant, ive, da ober, eur vicher nevez.

Digouezet var bord ar mor, e klask eun toull doun etre diou roc’h da deuler e higen. Goudeze, e kemeras plijadur o sellet ouz ar bezin o neûn evel rubanou hag o welet ar cheored o c’haloupat an eil varlerc’h eben, etouez ar yeot mor.

Sada ma sant eun dra bennak o kregi. — Aze, eo ! emezan. Hag e chache goustadik e higen, o sonjal e teuio gantan eur pesk bras bennak. Mes krak ! al lasen a dor. Pesk hag higen zo eat ebiou. Ha glac’haret neat, e teu warzu e vreur da gounta d’ezan e wall-dro.



D’ar mare-ze, Sousor a oa o c’haloupat e kreiz ar c’hoat. N’edo tamm en imor vat. Rak ne gouie ket ar mod da jaseal ha ne bake tra.

Roderik a gountas d’ezan ar pez a yoa digouezet.

— Mil azen ! a respountas. Brema ’peus great eun taol brao ! Me’ rank kaout va higen. Kea d’he c’hlask. Mar teuez dirazon hebdi, me da lazo gant da wareg ha da virou. — Mez ennan e-unan e veize [2]: Va breur en em veuzo, o klask an higen. Hag ar zonj-se a roe d’ezan laouenedigez en e galon.

Roderik, avad, a blegas e benn, ha tristik holl e tiskennas var ribl ar mor. Petra raje ? N’en doa mui netra evid en em zifen eneb e vreur. Ha koulskoude, ive, na c’helle ket mont da strad ar mor da glask ar pesk en doa lonket e higen. Ken glac’haret oa, ma sonjas en em veuzi. Daoust ha n’oa ket gwelloc’h mervel en eun taol eget mervel a nebeudou gant an naon, pe zoken, beza debret gant an anevaled gouez.

O ruilh ar sonjou-ze en e spered, e tigouezas war ar roc’h en doa kollet e higen dindani. An dour oa sioul ; ar mor glas en doa an ear da lavaret d’ezan disken ennan ; ar gwagigou a deue, an eil goude eben, da lipat e dreid. Disken a reas a nebeudou, hag a nebeudou, koulz lavaret heb her gouzout, oa goueledet er mor.

Ar yenien a lakeas e izili da sounna. Serri ’reas e zaoulagad. E ziskouarn a voude. Hag e ziwesker, evel ploum, a denne anezan varzu ar strad.

Pegeit en doa lakeat da zisken ? Ne oar den. Mez sada e dreid o steki ouz eun dra bennak. Divorfila ’reas. Edo ploum en e zav. Eur sklerijen c’hlas a lugerne en dro d’ezan. Ar bezin a zave, en daou du, evel ar gwez palmez en eur c’hoad. Ha dirazan e welas eur toull bras e touez ar reier.

Roderik a jomas mantret holl. Dispourbella ’reaz e zaoulagad. Mes ne wele netra. Hag hen mond en toull.



An toull-ze oa palez Doue ar mor. E vogerou oa great gant kregin ormel hag ar pave gant kregin Sant Jakez. Er penn-huela edo mestr an ti. Azezet on var eun trôn perlez. E varo, blansounet, a zalc’he en o blansoun eur bern bigerniel alaouret. War e benn oa eur gurunen, Hag en e zorn e touge eur forc’h tri biz.

An ear en doa da veza gwall-dra. Roderik spountet holl, a gouezas d’an daoulin en eur grial : « O ! na rit ket a zroug d’in ! na rit ket a zroug d’in, mar plij. »

Doue ar mor a reas eur mousc’hoarz ha gant eur vouez dous a lavaras : « N’o pezet ket aon. Me zo ho mignon. »

Ha Roderik, kennerzet dre ar c’homzou-ze, ’gountas d’ezan e blaneden hag a c’houlennas sikour enep e vreur.

Doue ar mor a flouras e varo. Chom a reas eur pennad da zonjal. Goude e lavaras : « Kemer an daou vean lugernus a zo etre da dreid. Ober a reont sevel ha disken ar mor hervez ma ve c’hoant. Gant ar mein-ze e vezi treac’h d’az preur hag e c’helli kaout digantan da wareg. Brema, klaskomp an higen. »

Doue ar mor a gemeras eur foultren bigorn. Lakaat a reas anezan etre e vuzellou, hag e sonas evel eun drompilh.

Kerkent ar palez a deuas da veza leun a besked a bep seurt ment hag a bep seurt liou : re vihan, re vras ; re rus, re wenn, re c’hlaz, re arc’hant, re alaouret. Dont a reont dioc’h renk. Ober a reont en dro d’an trôn hag ez eant kuit.

Digouezout a reas, evel-se, pesket epad pell amzer. Roderik oa dija skuiz maro o sellet. Hag hen, pelloc’h, gwelet o tont, goustadik, lochore, eur mell pesk glas. Eun neuden seiz oa stag ouz e veg hag a strobe anezan. Roderik a velas e penn a neuden an higen aour krog en e vuzell. Doue ar mor a reas sin. Ar pesk a jomas a-zav. Roderik a ziskrogas e higen. Ar pesk a daolas eun tammig gwad hag a yeas kuit evel ma oa deuet.

Roderik a zaoulinas dirak Doue ar mor. Lavaret a reaz bennos d’ezan hag e c’houlennas digantan sevel war ar mor ha dont war an douar, adarre.

— « Euz ar voger aze, a respountas Doue ar mor, ez eus bokedou bleun-mor. Kemer ha lak anezo a-zindan d’az fri.

Ar bleuniou-ze a reas d’ezan kousket.

Pa zifunas edo war ar roc’h hag oa divarni bet risklet en dour. « Daoust, a sonjas, ha me zo bet oc’h huvreal ? »

Mez nan. En e gichen edo an higen aour hag an daou vean lugernus. Dastum a reas anezo ha yao varzu ar c’hoad.

Sousor hen gwelas o tont. Krial a reas d’ezan a ziabell : « Tec’h diouzin, loan divalo ! Ne meuz izom ’bet ac’hanout ! Ne zellin ket ouzit ken a zigasi d’in va higen aour.

— Mez setu anezi, ama. Dal ! Kemer ha ro d’in ya gwareg.

— Han ! va higen ? gwel ’ta. Hag e kemeras an higen en e zorn.

— Va higen eo, avad ! Mez kea pelloc’h c’hoaz diouzin brema. Ne roin d’it da higen na da wareg. Me eo, brema, mestr ar c’hoad hag ar mor. Me da lazo mar dez da enebi…

Hag en eur gomz evel-se dremm Sousor oa ken fuloret ma teuas Roderik da gemeret aon. Mont a reas kuit hag e tiskennas da gaout ar mor.

Eur vag oa eno o vransellat var al lano. Roderik a bignas. Goude e taolas unan deus e vein en dour.

Kerkent ar gwagou a zavas. Kerzet a reont dreist ar c’herreg, dreist an teven. En em leda ’reont war ar prajou, ar parkeier. Kendelc’her a reont da vont a-gil bep gammad. Pelloc’h edont er c’hoad el leac’h ma oa Sousor. Hen-ma ’chaloupe. Aon en doa. Mez an dour a yea buanoc’h egetan. Abarz pell e welas oa kollet.

Koulskoude, bag Roderik a yea da heul an treac’h hag a vranselle en tu-ma, en tu-ze, ken braoik ha tra.

Sousor en doa, dija, dour beteg e hanter. Ne gouie mui e peleac’h bale, e peleac’h tec’het. Hag e krias : Breur ! o Breur ! war va sikour ! Emaoun o vond da goll ! »

— « Var da zikour ! den fallakr. O ! ne dan ket na ne dan. N’e peus ket c’hoanteat va maro, te da unan ? N’e peus ket lavaret d’in mond da glask da higen e dounder ar mor bras ? Ne p’eus ket, zoken gourdrouzet va laza gant va gwarek ? Brema emaout o vond da veza beuzet. En em denn mar gellez. »

— Me ’roio d’id da wareg, eme Sonsor, en dour beteg e ziskoaz, me roio d’id da higen.

— N’e peus ket kemeret evidout da unan an holl danvez oa bet rannet etrezomp gant hon tad ?

— War va sikour, en han’ Doue ! eme Sousor, an dour o tarlounkat en e c’houzoug. Keuz am eus. Truez ! Na lez ket ac’hanon da veza beuzet !



Roderik n’oa ket den fall. Kalon vat en doa, zoken. Ne zalc’he tamm drougiez. Diskouez a rea kaout imor, mez, e gwirionez, en doa truez ouz e vreur. Teuler a reas en dour ar mean all en doa bet digant Doue ar mor.

Kerkent ar gwagou a ehanas da bignat. An treac’h a deuas. Bagig Roderik a yeas, d’e heul hag a jomas a-zav var an treaz.

Eno, Sousor a gouezas d’an daoulin dirazan. Rei ’reas d’ezan e wareg arc’hant. Rei ’reas ouspen, an higen aour en doa bet digant e dad. Ha Roderik a deuas da veza Roue, evel-se, var an douar ha var ar mor.



An den dle harpa ’n den ha Doue peb unan,
Anez, ne ve er bed, nemet anken ha poan.


————



Boulou Glas ar Roue Salomon


IV


E Brest oa, gwechall, eur c’homiser polis hag a gave dies gwelet an oad o tont d’ezan. E zeveziou oa bet, atao, griet gant neud aour ha neud arc’hant. Ne zonje nemet gant tristidigez er boan a deu da heul ar gozni. Skrija ’rea dreistoll, o velet e teu, atao, gant an oad, ar maro.

Hag e kemere e velezour, aliesoc’h eget bemdez, da c’houlen outan pe oad a roe d’ezan. Hag e tenne e vleo pa zeraouent griza. A bris ebet na felle d’ezan mervel. Ha selaouet en defe an diaoul, zoken, ma ve bet deuet da ginnig d’ezan eur bloavez muioc’h.

Abalamour da ze, e kemeras da gamarad eur medisin a jome e kichen e di. Esper en doa ’vije deuet an den-ze, dre e zeskadurez, da viret outan da vervel.

Kerkoulz, ive, avad, o daou oant great an eil diouz egile.

Ar medesin oa bambocher. O daou, alies, e tremenent an noz o frikota. Ar medesin a bae ar friko. Mez evid en em dapout e werze d’e gamarad, ha ker, eun tamm louzou bennak, var ’digare rei d’ezan eur yaouankiz nevez.



Eun nozvez, ar c’homiser ha pevar all, a yeas da ober tro kear diouz an noz. Ar goanv oa. An noz oa tenval. An avel a c’houeze hag en eur c’houeza a yude. Ar pemp den a yea dre ar ruiou. Ne gafjont ket eur c’hristen. Ne veljont ket, zoken, na ki na kaz. An amzer oa re fall.

Goude beza great tro kear edont var dreujou o zi, dija, pa glevjont trouz bale. Unan a zavas al letern. Hag e weljont dirazo eur pikol den bras. E varo oa hir ha du. E wiskamant a ziskoueze n’oa ket deus ar vro.

— Piou ’zo ? a lavarjont ?

— Eun den, eme an estranjour.

— Eun den ? na peseurt respount !

— Ne c’hellan lavaret ken.

— Hoc’h hano ?

— Eun dra eo ha ne sell ket ouzoc’h.

— A beleac’h e teuit ?

— Deus ar hed holl.

— Da beleac’h ez it ?

— D’al leac’h ma karo Doue va c’has. Va hent zo dre ar bed. Mont a ran hep gouzout da beleac’h. Bale a ran kerkent hag ar goulou deiz. Ehana ’rankan pa deu noz hag ez an da ziskuiza da balez ar Roue, kerkoulz ha da di ar paour.



Ar c’homiser a zelle piz ouz an estranjour. Ne ouie ket kalz petra da zonjal. Pelloc’h e lavaras d’ezan gant eur c’hoarz yud : — « Deuit, aotrou, d’ar prizoun. Ni welo, varc’hoaz, petra ’zo kuzet dindan ho komzou.

— N’em eus lavaret nemed ar wirionez.

— Ni ’welo an dra-ze. Warc’hoazs e rankoc’h kounta ho puez. Mar en em fazian e vezoc’h lezet da vont kuit. Mez mar doc’h an hini a zonjan e vezoc’h krouget.

Hag an estranjour a reas eur c’hoarz trist. O ! a lavaras, me ’garfe beza krouget ! Ma c’hellfen beza krouget, pelloc’h !

— Warc’hoas e vo gwelet.

— Warc’hoas ?… An deiz a deuio da c’houlaoui hag an avel am poulzo, adarre, atao evel atao, varzu broiou all.

— Kement-se a zello ouz ar pez hon devezo kavet en ho puez.

— Ah ! brema, e kozeit mat

— Allo, a lavaras d’e gamaraded, furchit e c’hodellou ha tennit digantan e baperou hag an traou all a c’helfe dougen.



Abred diouz ar mintin, d’an deiz warlerc’h, ar c’homiser oa dirag e vureo, eul lunedou var e fri, o lenn paperou an estranjour. Ar paperou oa koz, ken koz ma oant uzet, debret gant an amzer. Hano oa enno deus an traou oa bet, gwechall, mez ar pella gwechall. War eun eneben edo ar c’homzou-ma : « Gwelet am eus ar C’hrist o vervel. » War eun eneben all : « Gwelet am eus gwez el leac’h e ma, hirio, kear Vrest. » — War eun all c’hoaz : « Nag oa kaer, gwechall, ar prajou ema enno brema, keariou Landerne ha Kemper ! »

Hag ar c’homiser a gave pennadou skrid e brezoneg, pennadou all e galleg, pennadou all c’hoaz ne gouie ket e pe seurt yez. — « Oh ! a veize, n’ouzoun ket piou eo. Mez eun den desket e rank beza. » Hag e troe follennou, re all ha re all c’hoaz, pa zigouezas war ar barzaz-ma :

Beza em eus melkoni ha poan
O vont dre ar bed,
Dre rankout kerzet atao, va-unan
Hep mignon ebet.

. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

Pa veljon e zaoulagad,
O para varnon,
Dous meurbed hag hegarat,
D’an daoulin e kouezjon.

Kerz, a lavaras d’in, kerz dre ar bed,
Heb ehana morse ;
Ha diwar neuze, dre an hentchou bepred,
Ne harzan da vale.

Bevet em eus kant vloaz ha kantvejou c’hoaz,
Den mui n’am anavez ;
’Vel ma tremen hirio, e tremeno varc’hoaz !
Den ouzin n’hen deus truez !

. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

Pa deu an noz, bep tro, ar maro ’c’hortozan
Mez an deiz a deu heol nevez gantan

Ha gantan ive, bepred, evidon
Nerz ha buhez krenvoc’h em c’halon.

. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

O lenn an traou-ze, ar c’homiser a jenchas liou. — « Mez a lavare - ma c’hententan mad, — an den-ze en deuz bevet kantvejou, eb dond da veza koz. Neuze an den-ze en deuz eun dra benag hag a laka ar bloaveziou da vont ebiou d’ezan eb kas ganto tam deuz e vuhez. E ranko, kousto pe gousto, lavaret penaos ec’h en em gemer, pe me er c’haso, araog an noz, hirio, da goânia gant an diaoul d’an ifern.

Hag hen da c’hervel e gomisien : « — Eh : Loïs, Fanch, Alour !

— Petra ’zo, Aotrou ?

— It da gerc’hat an den o poa klozet er prizoun deac’h da noz, ha digasit anezan ama, dioc’h-tu.

Dek munut, goude, ar c’homiser oa penn-oc’h-penn gant ar prizounier.

— Ne dafoc’h ket kuit ec’halen, a lavaras d’ezan, ken o pezo roet d’in oc’h hano, hano o pro, o micher ha lavaret petra glaskit var dro ama.

— Aotrou ; d’an noz tremenet e meuz en lavaret deoch dija. Va hano ’zo eur myster. Den ebet na ello en anaout nemet va unan el lavarjen d’ezan. Bale a rankan, bemdez eb eana, morse. Digwezout a raan deuz an noz en tu-pe-du. Diskuiza ’raan eun tammik. Mez pa deu an heol da zevel, eur vouez a lavar d’in : « Kerz. » Hag e rankan mont. Kaer en deuz an dud klask va derc’hel, ne ellint, biken. Doue en deuz merket d’in e rankan bale bepred. Setu aze, Aotrou, va micher ; setu, aze, va stad a vuez,

— N’eo ket guir. Emaout o liva geier. Ma ne lavarez ket ar virionez, a benn ma tremeno an deiz-ma, e vo lakeat da groc’hen da zec’ha.

— O ! na pegement e karfen kement-se ! Mez, siouas ! en dro ma, e vezo evel en troiou all. Bet oun bet kemeret evit eul laer, evit eun treitour ; bet oun bet taolet er prizoun. Hag en devez varlerc’h, e vijen pell deuz ar re a glaske va derc’hel.

— Deuz a beleac’h oc’h ’ta ?

— Euz Jerusalem.

— Pet bloas o peuz ?

— Tri c’hant vloas ha tregont.

— Ta ! Ta ! n’eo ket guir. Tri-c’hant vloas ha tregont. Diskwezit d’in ar myster-ze. Lennet e meuz ho paperou. Gwelet a meuz e zoc’h melkoniet o rankout bale oc’h unan dre ar bed. Mad. Lavarit d’in e pe c’his o peuz gellet beva keit all, ha me en tou, me ’valeo ganeoc’h kevret.

— Siouas ! ne ouzoc’h ket petra ’livirit. Mez, selaouit : me zo ’vond da gounta deoc’h. Me ’zo bet eur mignoun d’ar Roue Salomon.

Oc’h e glevet, ar c’homiser a rampe e c’hinou hag a zispourbelle e zaoulagad.

— Ia. Bet oun eur mignoun d’ar Roue Salomon. Pa deuaz ar Roue-ze d’en em roi d’ar pec’het ha pa velaz e kreis e bec’het ar maro o tostaat, e lavaras d’in : « Ac’hasverus ! te zo bet va mignoun brasa. Araog mervel e lezan ganez eun dra a bris. Mesk an eil gant egile, al louzeier a zo merket var ar paper ma. Lonk anezo, goudeze, hag e vevi pelloc’h egedon. Dre va deskadurez oun deuet a benn da anaout vertus al louzeier-ze. Mes siouas ! ne vo ket talvoudus evidon. Ne meuz mui amzer… » Hag e varvas en eur gozeal.

Mad. Mesket e meuz al louzeier-ze, e gis ma oa merket. Great a meuz ganto boulou. Ama emaïnt er gwest ma. Hag en eur gemer outo unan, bep kant vloas e meus buhez evit kant vloas all, adarre… Selaouit penn-da-benn, mar plij, aotrou. Dre ma c’hellen beva keit ha ma karien, oan deuet da veza didruez, ha zoken, da veza eun istrogel deus ar re falla. Beza oan e Jerusalem pa oa lakeat an Aotrou Christ d’ar maro. Gwelet em oa e gas war ar c’halvar, el leac’h ma roas e vuhez evit prena ar bed. Tremen a eure ebiou va zi. Ar jolori a rea an dud oa ouz e heul a boulzas ac’hanon d’en em lakaat em frenest. Jesus a astennas e zorn varzu ennon hag a c’houlennas eur werennad dour en han’ Doue ! Skuiz oa hag ec’h eseas azeza war traon va frenest. — « Nan, nan, a lavarjon d’ezan, kerz, kerz d’al leac’h ma ’z eo douget d’it mont. » — Ha Jesus gant eur vouez, c’hoaz dous, mez yen ken a sklase va c’halon, a respountas : « Te, ive, a gerzo, den fall, te ive a gerzo, en dro d’ar bed hep gellout ehana morse. » Ha diwar neuze, ’meus ranket bale. Me eo ar Boudedeo ! Setu aze va buhez. Ar boulou-ze a deu bep kant vloaz da renevezi va nerz. Dont a ran, adarre, yaouank hag ez an…

Ar c’homiser a jome digor e c’hinou, digor e zaoulagad, alvanet holl. Ha setu hen d’an daoulin hag en eur lénva e lavaras : « Roit d’in al louzou-ze, mar plij. Roit anezo d’in : me yelo d’ho c’heul dre ar bed holl. N’em eus netra da rei d’eoc’h en dizro nemet va c’harante. Me ho karo ! O ! roit d’in kant vloaz buhez !… »

— Ro peoc’h, maleürus !

— Nan. Roit d’in : ne lezin ket ac’hanoc’h da vont kuit ken ho po…

— Dal : setu aze diou voul. Rei a rint d’it kant vloaz buhez. Mez epad ar bloaveziou-ze, gra mad da zever e-kenver Doue.

Ar Boudedeo a gomze c’hoaz pa oa klevet eur vouez o lavaret : « Kerz ! Kerz ! » Hag ez eas en e rout.



Chomet e-unan, en e vureo ar c’homiser oa nec’het maro. — « Daoust ha gwir eo, a lavare, en eur zellet ouz ar boulou, daoust ha gwir eo e ro ar re-ma ar vuhez ? Ha ma pakfen va maro divarno ! Marteze, an den-ze en doa c’hoant gwelet ac’hanon o kreuvi.

« Petra ’rin ? a lavare c’hoaz. Setu ama ar boulou etre va bizied. Mez va c’halon n’eo ket evit miret da grena ! Ha mar dafen da gaout ar medesin ? Ia. Mez hennez ’zo paot fin hag a lonko anezo, marteze… Ha va zad koesour ? Mar dafen d’e gaout ? — Ne dan ket da. Hennez ’rafe goab ouzin o lavaret e vefen bet o kaout eur sorser. Va Doue ! Penaos da vihana en em gemeret ? Ma lonkan anezo e c’hellan kaout kant vloaz buhez ! Ia. Mez, marteze, ive, e varvin dioc’htu… Petra ’n diaoul a rin-me da viana ?… »

Hag an deiziou a dremene an eil warlerc’h egile. Hag ar c’homiser a jome atao nec’het. Ouspen kant gwech bemdez e selle ouz ar boulou bihan, ouspen kant gwech e kemere anezo en e zorn hag e fourre anezo er goest.

Pelloc’h, koulskoude, e lavaras : « Ah ! bah ! Gwelloc’h eun droug anavezet eget eun dra vat ha na anavezer ket. Va deveziou a dremeno, atao evel atao, ma choman c’hoaz d’ober ar sod. Deuet eo ar mare d’en em gemer er c’hiz pe c’hiz. Koll pe c’hounit. Deomp da gaout ar medesin. »



Pa zigouezaz, ar medesin oa kousket.

War ar bank e kichen e wele oa eur volennad leaz dous. — Ar medisin oa boaz da gemeret leaz dous en eur zevel, bemdez.

— « Ah ! kousket eo ? eme ar c’homiser. Gwell a ze ! Gortoz ! gortoz ! »

Hag e taolas ar boulou el leaz.

— « Mar kreuv, a lavaras, gwaza-ze ! Met den ne gouezo abalamour da betra. Hag e varo ’vo ’vit paea an dud en deus e-unan kaset d’ar bed all, abaoue ma eo medisin. »

Hag hen en dizro d’e di, beteg gouzout petra ’vije digouezet. Bep munut a zo evitan, da c’hedal, hir evel eun deiz penn-da-benn.

Pelloc’h, goude teir eur amzer, maouez ar medisin a deu strafuilhet-holl da lavaret d’ezan ema he gwaz astennet, koulz lavaret maro, war leuren e gambr.

Ar c’homiser a deuas da veza drouk-livet. Mont a eure da di e vignoun. E gaout a reas evel m’oa lavaret d’ezan, astennet en e di, dilavar ha difronket-holl. E zremm oa glas. E vuzellou sklaset ha goloet a dakadou du evel eun den hag en deus lonket kontam. Evelkent, beo oa c’hoaz.

An itron a hirvoude.

Ar c’homiser, c’hoant gantan da welet penaos ez aje an traou, a jomas e kambr an den klanv.

— « Setu aze, a zonje, petra eo beza fin. Ma ’m bije lonket ar boulou, oa great ganen !…



Da ziwez an noz, ar c’homiser a yeas, evelkent d’e wele. Skuiz oa. Mez e gousk, a c’hellit kredi, ne oa ket evel hini eur bugel. Ne rea nemet trei ha dizrei war e c’holc’hed. Ober a rea, ive, uvreou spountus. Pelloc’h, koulskoude, e kouskas c’houek awalc’h.

Dija an heol oa uhel hag ar c’homiser a gouske c’hoaz. E kreiz e gousk setu ma klevas skei war dor e gambr.

— Piou zo, ’lavaras en eur frota e zaoulagad.

— Digorit. Me eo.

Ar c’homiser a yeas war e zaoulin. An anken en e galon, ec’h en em lakeas da zrailha pedennou ha da en em erbedi ouz kement sant ha santez a deue en e zonj. Rak anavezet en doa mouez ar medisin.

— Digor ’ta, pennok, pe me ’zo vont kuit.

— Ia, ia. Kea da gaout Doue. Me ’rei pinijen evidout.

— Pinijen ! Mil diaoul ! gra ar binijen a giri. Mez eur weac’h c’hoaz, digor, pe me zo vont…

— Ia, ia. Kea d’ar bez e peoc’h…

— Petra ! Te zo troet da benn ! Me eo an aotrou Lucas, medisin.

— Va Doue !

— Digor. Me ’m eus eur bern traou mantrus da gounta d’it…



Ar c’homiser a zigoras. Gwelet a reas ar medisin yaouankeat holl, e vuzellou livrin, e zremm livet kaer ha fresk. Mont a reas, kerkent, en egar : ar gwad a zavas d’e benn. Hag e taolas war ar medisin eur zell ken spountus ma ’z eas hen-ma daou bas war e giz.

— Neuze ’ta, te zo beo ? eme ar c’homiser.

— Ia laouen ! evel ma welez.

— Ha nerzusoc’h, yaouankoc’h eget biskoaz ?

— Oan dres deuet d’her c’honta d’it. Ha koulskoude, ne ouzoun ket kaer penaos eo digouezet kement-se.

— Ah ! ne ouzout ket ? Mad, me oar, maleüruz ma ’z oun ! Sot ma ’z oun bet !

— C’houi ’c’hoar penaos eo c’hoarvezet ar mirakl-ze ?

— Ia, zur. Tec’h kuit ! Kea buan ! Ma na dec’hez ket, diwall diouz va c’hounnar.

— Petra ? petra ’zo ?

— Kuit ! ha buan pe me rei bleud gant da eskern ! Hag en eur lavaret kement-se, daoulagad ar c’homiser oa diskeulfet, e c’hinou a eoenne.

Ar medisin a dec’has. Edo a veac’h o tont deus an ti war ar ru, pa welas e gamarad oc’h en em deuler er-meaz dre e brenest. Lammad a reaz d’e gaout. Mez penn ar c’homiser oa faoutet. Ne zaleas ket da vervel. Hag en eur vervel e lavare : « Milliget ra vo deskadurez Salomon ! »



Doue eo mestr ar vuhez,
Ober e volontez
A ve furnez.
Na c’hoanta, morse, beva pell.
Mez gra ervad abarz mervel.



Ar Sorser


V


Kre nom de nom ! a lavare eun devez Louik Kervilar hag a oa o klask e arc’hant en eun toull moger. Kre nom de nom ! Hag e fourre e zorn, c’hoaz, hag e toulbabe.

— Petra ’zo ’ta, Laouik, a lavaras e wreg ?

— Petra ’zo ? Red eo ma ve laeron en ti. An arc’hant ’m oa lakeat ama, ’zo eat kuit.



Laouik Kervilar ha Fantik, e wreg, oa piz war o liardou. E kichen mantel ar siminal en o zi, adrenv eur sklasen, oa eun toull er voger. Eno e lakeant, a wenneg da wenneg, an arc’hant a hellent da gaout bemdez. Ha pa vije kresket ar bern e kasent anezan da di ar marc’hadour arc’hant pe da di an noter evit kaout leve diwarnhan. An arc’hant oa eat kuit. Ha Laouik a viske. Hag e klaske gant piou e c’helje beza eat : — « Gant Soaz, ar vatez ?

— O ! nan ! onesta plac’h ’zo er barrez. — Gant Kaour, ar mevel bras ? O ! nan ! — Gant Saïk, ar mevel bihan ? Nevez deuet eo en ti, ne anavez ket, c’hoaz, an ardremez. — Gant ar falc’herien a zo o troc’ha va foen, hirio ? N’int ket bet en ti nemet o tibri o lein ! Nan. N’eo ket ar re-ze ! » Hag e fourre c’hoaz e zorn. Hag e pec’he : Kre nom de nom de nom !…

— Mad, a lavaras e wreg, petra dalv d’it glac’hari ? Eat int kuit, koulskoude ; n’emaint ket mui da vont. Brema n’ez peus netra da ober nemet lavaret d’ar sorser dont ama.



Ar sorser a jome du-ze en eur c’hoarn eus ar menez. Koz oa dija. E varo oa hir ha louet. Mez e lagad a verve. War e benn e touge eun tam boned great gant kroc’hen lapin, hag en e gerc’hen e talc’he eur chupen hag a oa enni takoun war dakoun. Ouz e welet ne vije ket lavaret oa arc’hant en e di. Ha koulskoude, oa pinvidik. Brudet oa da anaout an traon kuzet. Bemdez, deus a bell ha deus a dost, e vije tud o vont d’e gaout. Ha paet mad e vije, bep tro.

Beza en doa eur c’hoz ti dirapar, diou gambr hebken ennan. En e ser e veve eur vaouez koz, louarn evelhan. Pa deue tud da c’houlen ar sorser, e lavare d’ezo bep tro, e vije er park. Hag e kase anezo en unan deus ar c’hambjou. Ha war digare gedal he gwaz da zont d’ar gear, e lakea anezo da gozeal ha da gozeal eus an traou oant deuet da c’houlen.

E keit-se, ar sorser a vije, atao, er gambr all, o selaou. Pa en dije klevet ar pez a felle d’ezan gouzout, ez ea er-meaz da gemeret eur bal pe eur var hag e teue warzu ar gambr e leac’h ma edo an dud, evel pa vije o tont diwar e labour. « O ! a lavare d’ezo kerkent ha ma tigoueze, me oar divar-benn petra oc’h deuet. C’hwi zo evit klask an dra ma ’n dra. » Hag an holl dudou keiz-se a jomme mantret o welet peger koulz e c’helle ar sorser lenn en o buhez.

Laouik a lakas kemen d’ezan dont d’e di.



Digouezout a reas war dro peder eur bennak, en eur chilgammat. En e zorn e touge eur foultren baz. Ouz e welet, ar vatez oa dare d’ezi sempla. Ar yer a rede hag a grie dre ma tostea. Dont a reas er gegin.

— Ah ! deiz mad ! deiz mad ! ma merc’h, a lavaras d’ar vatez. Hag ez eas da azeza e stern an daol. Ar vatez a redas kuit hep respont d’ezan.

Mêz ar mestr hag ar vestrez oa war evez. Dond a rejont en ti. Kinnig a reont d’ezan eur banne gwin. Ha kerkent, na petra ’ta, kaoz diwar-benn al laeronsi.

Ar sorser a zelaoue. Awechou e skrabe beg e fri gant penn e viz meud. Awechou all e rea goulennou evit gwelet ha gellout a raje anaout eun dra bennag diwar-benn dizelei al laer. Kaer en doa, ne gave netra. Mez ne jomas ket berr. En eun taol, e reas an neuz da zelaou…

— Aze, eo ! a lavaras. Setu an diaoul o kozeal d’in e pleg va skouarn !… Lavarit d’an dud a zo war dro ho ti dont ama, holl.



Soaz oa o tont hag o vont dre eno. Kaset e voe da lavaret d’ar falc’herien. Dont a rajont hep marc’hata ha ganto kevret Kaour ar mevel bras ha Saïk, ar mous saout. Evel-kent, oant war aon. Sellou ar sorser o zreuze evel birou. Hag e krenent.

— Digasit ama, brema, eme ar sorser, eur zailhad dour, evit ma welin ebarz, lagad al laer. Rag ama, etouez ho tud ema al laer. Brema me welo e lagad en dour hag a doullo al lagad-ze.

En eur lavaret evel-se, mouez ar sorser oa deuet da gemeret eun ton ha na vije ket bet lavaret deus ar bed-ma. Hen e unan ’oa evel chenchet en eun all. Ne oa ket mui ar memes den. Kroummet, daou-bleget betek neuze e savas ploum war e ellou. E zaoulagad a zeve. E visaj a lugerne. Hag an holl a grene gwasoc’h-gwaz, en dro d’ezan.

Kaour oa eat da gerc’hat ar zailhad dour. Lakaat a reas anezi dirag ar sorser.

Hen-ma, neuze, a zistroas ouz Laouik Kervilar :

— Beza ho peus eul lanven, aze ? a lavaras.

— Eul lanven ? Eur gountel eo a c’houlennit ?

— Nan. Eul lanven, a lavaran d’eoc’h.

Laouik a yeas da gerc’hat euz vaz-houarn a ioa e korn ar siminal evit brocha an tan.

Ar sorser a gemeras anezi, a lakeas e viz meud war he beg evit gwelet ha troc’ha ’rea.

— N’eo ket eul lanven eo, emezan. Mez an dra-ze ne ra netra. Ganti, bremaik, me greuvo lagad al laer pa baro en dour.

Eur gridien a dremenas dre izili an holl. Laouik Kervilar hag e c’hroeg oa, zoken, eun tammig nec’het o daou. Me gred o doa keuz da veza klasket ar Sorser. Gant eur vouez hag a groze evel ar gurun, e c’hourc’hemennas d’an holl dont da zellet en dour evit ma helfe dizoloi lagad al laer hag e greuvi.

Kaour, ar mevel bras, a dosteas da genta. Asten a reas e benn war an dour sklear. Soaz a deuas goude. He c’houstians ne rebeche netra d’ezi. Mez, evelkent, e teuas gwenn evel eun tamm paper. Ar falc’herien a deuas war-lerc’h. N’oant tamm fier ha buana ma c’hellent e chachent o fennou ganto.

Saïk, ar mous saout, a c’hourlerc’he da zont. Krena ’rea e holl izili. Ar sorser ne denne ket e lagad diwarnan. « Allo ! a lavare, deus, ma vo gwelet. Deus ! deus ! » Hag er memes amzer, e save e vaz houarn e giz ma vije bet o vont d’e sanka er zailh.

Dont a reas, mez ne zellas tam en dour. Trei ha distrei a rea e benn, dreist bordou ar zailh.

— Gwelet awalc’h em eus e lagad, eme ar Sorser. Setu aze al laer !

Saïg a gouezas d’an daoulin : — Oh ! a lavare, arabat kreuvi va lagad.

— He meritout a rafes, koulskoude, kalken ma ’z out. Mes ne skoin ket warnan abalamour ma out yaouank.

Met dija Laouik Kervilar oa lammet war e vevel bihan hag a zistribilhe anezan : — Va arc’hant, a lavare, e peleac’h ema va arc’hant ?

— Adrenv an ti, e traon eur wezen avalou. Lezit, me ’zo ’vont d’o c’herc’hat. O ! en han’ Doue ! n’am diskuilhit ket d’an archerien.

Hag eun nebeut goude, Laouig en doa e arc’hant.



Pegement a vankan deoc’h, a lavaras, neuze, d’ar Sorser.

— Foei ! pep hini a rank beva eus e stad. Lakomp eur pez a ugent lur.

Ker avad, a sonje Laouig. Mez ne gredas ket en em glemm. N’oa ket da chipotal gant unan hag a wele ken sklear en aferiou ar re all.

En eur denna eun alanad hir, e kerc’has deus e c’hodel eur zac’hik lian hag e roas ugent lur d’ar sorser. Mall en doa d’e welet o vont kuit, en aon da veza sorset gantan d’e dro.

Evelkent, e kinnigas d’ezan eur banne gwin.

— Nann ! bennoz Doue, Laouig. Koz oun. Ne dan mui founnuz gant va hent. Mall eo d’in mont. Va hini goz ’vo inouet ouz va gedal. Kenavo eur wech-all.



— Pegement, a lavaras, neuze, Fantik d’he fried, pegement oa eat d’it gant al laer ?

— Dek lur. Hag em euz dispignet ugent lur evit o c’haout. Ar zorserien ’zo eun tammig ker !



Dizesk oa an dud, gwechall,
Hag er zorserien e veze kredet.
Mez, biskoaz, muioc’h eget eun all,
Ne hellent anaout an traou kuzet.
Tud fin, avad, int bet atao,
Hag awechou
E c’houient tenna brao
Ho flaniou.


◆ ◆ ◆ ◆ ◆ ◆



Ar C’housker


VI


Eun intanvez he doa tri mab. Unan anezo, Dorik, a veze atao kousket.

Dimezomp anezan, eme an intanvez. An dra-ze hen dihuno.

Mez, siouaz ! eur wech dimezet, an Dorig a zifennas ouz e wreg sevel deus he gwele. Ne vezent gwelet nemet ouz an daol, da vare ar pred.

An daou vreur all a yeas e kounnar bras. « Araog, emezo, n’oa nemet unan o kousket. Brema emaint daou. Gwella ’zo, eo ranna an danvez ha lavaret d’ezo mont en o rout.

Dorig hag e wreg, Got, a gemeras o lod hag a yeas kuit.

Ne voe ket pell o doa lipet o stal.

Neuze, Dorik ha mont da besketa. Paka ’reas eur pesk, eur seurt n’oa gwelet morse. Falvezout a reas gantan e gas d’ar Roue.



E dor ar palez oa eur zoudard. — « Da beleac’h ez ez, a lavaras d’ezan. Ha Dorig a ziskouezas e besk : — Mont a ran da gas hen-ma d’ar Roue. »

— Mad. Mar kerez lavaret rei d’in an hanter deus ar pez a vezo roet d’it, e lezin ac’hanout da vont. A hent all ne rin ket.

— Eo, hag e pezo.

E kichen an deleziou oa eur zoudard all.

— « Ne di ket larkoc’h, emezan, ma na lavarez ket rei d’in ar bevare deus ar pez a vezi paet. »

— Mad. Eo. Beza e po.

Tost da gambr ar Roue, oa eun all c’hoaz hag a c’houlennas, ive, he lod deus ar pez a vije roet d’ezan evit e besk.

— Mad, mad. Rei ’rin d’it, eme Zorig.

Dorig a deuas, pelloc’h, a benn da vont beteg ar Roue.



Ar Roue ’voe laouen bras hag a ginnigas d’ezan kant lur evit e besk.

— Nan, Aotrou Roue, emezan.

— Nan ! Mez petra ’fell d’it ’ta ?

— Me, ve gwelloc’h ganen kaout kant taol fouet.

Ar Roue a gredas oa Dorig eun den sot. Mez Dorig a zalc’has mad. Hag ar Roue, a asantas rei d’ezan ar pez a c’houlenne.

Neuze, Dorig a reas gelver an tri zoudard dirag ar Roue.

— Hen-ma, a lavaras en deus goulennet an hanter deus ar pez am bije bet evit va fesk. Roit d’ezan ar pez ’zo dleet.

Ar zoudard a bakas hanter-kant taol fouet. Krial ha lammet a rea gwasoc’h eget n’ouzoun petra. Met e lod en devoa, evel just. Hag en dro d’ezan an holl a rea goab hag a c’hoarze.

Evit an eil hag an trede soudard, oa ar memes tra. Pep-hini oa roet e lod d’ezan.

Ar Roue a lavaras goude da Zorig : « Brema e chom daouzek taol evidout, »

— Ia ’vad. Mez me gavo, marteze, unan bennak d’o c’hemer em leac’h.

— Ah ! mad. Kerz da welet.



Ha Dorig e kear da di eur marc’hadour fouetou.

— Pegement ar pez eus da fouetou ?

— Dek lur.

— Mar kerez mont, da di ar Roue e po ar fouet vit netra.

— Ar fouet, e ti ar Roue, evit netra !

— Ia evit netra. D’in me eo bet kinniget. N’em oa ket izomm. Deus d’e gerc’het hag e vezo roet d’it.

— O ! mont a ran, avad.

Kerkent ez ejont kevret da di ar Roue.

Pa zigouesjont, Dorig a lavaras : « — Hen-ma, Aotrou Roue, a gemero, a volontez vat, ar fouet a zo kinniget d’in-me. »

— Ia ! Gwir ? eme ar Roue, en eur vousc’hoarzin.

— Ia, a volontez vad ! eme ar marc’hadour.

— Mad, eme ar Roue. Roit ar fouet d’ezan.

Hag ar marc’hadour a dapas daouzek gweach ar fouet e leac’h Dorig.



Ar Roue ’gavas an dra fentus.

Dont a reas da veza mignoun da Zorig. Rei a reas d’ezan ugent lur bemdez. Dorig a vevas evel eur mondian. Meur a weach e pedas da leina e vamm hag e vreudeur. Ha friko ’veze, bep tro, betek nao gwennek-hanter. [3]



Beza paot fin a dalv arc’hant !
List da lavaret an dud diskiant.


————



Perik filhor ar Roue


VII


Eur wech oa eur boutaouer koat hag a deue d’ezan kement a vugale ma na gave mui paeron na maeronez ebet.

O klevet e oa ar Roue o tremen dre ar vro, ez eas beteg ennan.

— « Aotrou Roue, a lavaras d’ezan, me ’m eus eur bern bugale. Holl int evit ho servicha. Er mintin-ma, ’zo ganet eun all d’in. Daoust hag eas e vefec’h, mar plij, da veza paeron d’ezan ? »

— Ah ! foutre ! eme ar Roue, ia sur ; eürus hag a galon vat e vefen paeroun d’az pugel.

Ar bugel ’voe hanvet Perig.

Abarz mont kuit, ar Roue a daolas eur yalc’had aour war an daol, en eur lavaret : « — Setu, aze, peadra da sevel va filhor. Pa vezo deuet da baotr yaouank, c’hwi ’lavaro d’ezan dont d’am falez. »



Triouac’h vloaz goude, Perig a yea da welet e baeron. Deuet oa da veza eur paotr yaouank deus ar re goanta.

En eur vont e welas eur marc’h o peuri var an hent bras.

Pa oa o tremen, ar marc’h a savas e benn.

— « Paotr yaouank, a lavaras, te zo ’vont da welet da baeron. An hent ’zo hir : ne anavezez ket anezan. Pign war va c’hein ; me ’gaso ac’hanout da di ar Roue.

Ha Perig, mantret da genta, a bignas koulskoude, var gein ar marc’h.



Dija en doa kerzet epad daou zevez ha diou nozvez. Oant digouezet war bord eur ster. Ar marc’h a yeas da eva dour. Hag epad ma torre, evelse e zec’hed, Perig a welas eur verienen oc’h en em zifreta en dour hag o klask savetei he buhez.

Taol d’ezi eur yeoten, a lavaras ar marc’h, ha chach anezi war al letoun.

Perig a reas e-giz ma oa lavaret d’ezan. Mez mantret oa bet pa welas ar verienen vihan o sevel he fenn ha gant eur vouez dous ha tano, o lavaret : « Trugarez d’it ! Perig, filhor ar Roue. Me eo rouanez ar merien. Ma ’peus izom ac’hanon, eun devez, n’ez pezo nemet va gelver. Me yelo buan war da zikour.

Ha Perig en hent gant e varc’h.



Goude beza baleet pell-pell, edo o tremen demdost d’eur c’hlanien. En eur zellet war an doureier, e zaoulagad a welas eur waz [4] oc’h en em zifreta ouz eul lasen.

Ar marc’h a jomas a-zav : — « Kea da ziluia ar waz gouez-ze, emezan, Hounnez ’zo paket en eur stign. Lez anezi da vond kuit. »

Perig a ziskennas adarre. Troc’ha ’reas al lasou korvigellet en dro da dreid ar waz. Ker buan al lapous a zavas er vann. Trei ha dizrei a reas a-us da benn Perik. — « Mil trugarez ! Perig, filhor af Roue, ’lavaras. Me eo Rouanez ar gwazi. Mar deu d’it, morse, kaout izom ac’hanon, me ’yelo war da zikour,

— ’Te ive, eme Berig. Allô ! Gwell-a-ze ! Hag ez ajont adarre, en hent, e varc’h hag hén.



Diouz a noz, en devez-se, e tigoueschont e palez ar Roue.

Perig oa eun den deus ar re goanta, hon eus lavaret dija. Eun tourked bleo melen oa rodellet en dro d’e dal. E zremm oa flour ha livet brao ; e zaoulagad glas ha leun a zousder.

Ar Roue a reas d’ezan eun digemer deus ar gwella. Laouen bras oa ouz e welet. Ha kement e plije d’ezan ma na helle tenna e zaoulagad diwarnan.

— Deus ’ta en ti, a lavaras, deus tre ’ta.

— O ! nan, paeron, eme Berig, ne din en ho ti, ken n’ ho pezo diskouezet d’in e peleac’h vo lakeat va marc’h.

Ar marc’h ’voe kaset da eur marchosi hag a oa frank ha ledan evel eun ti.



A Roue en doa eur verc’h er memes oajou da Berig, Kerkent ha ma welas an den yaouank ne voe mui mestrez d’he c’halon. Hag abarz pell, he daoulagad, he c’homzou, he oberou a lavaras d’ar paot yaouank pegement e karie anezan : « — Goulen ac’hanon da bried, a lavaras d’ezan, eun devez : ni vefe eürus kevret. »

Komzou ar plac’h yaouank e leac’h ober plijadur da Berig a lakeas anezan da veza doaniet. — « Ia, zur, a zonje, ni ’ve eürus kevret. Met ar Roue ne rofe morse e verc’h d’in me da bried. »

Mont a reas da gounta e abaden d’e varc’h.

— Eo, eme ar marc’h, goulen merc’h ar Roue da bried.



Edont, eun devez, ar Roue hag hen, oc’h ober eur bourmenaden er c’hoad e kichen ar palez.

— Paeroun, eme Berig, ho merc’h eo ar gaera eus merc’hed ar vro. Ema ugent vloa. Bremaik eo deuet ar mare d’ezi da zimezi.

— Petra ’ra an dra-ze d’it ? eme ar Roue.

Perig a deuas da veza ruz evel eur gerezen da vezeven.

— Eo, emezan, kement-se ’ra d’in eun dra bennak. Me ve laouen o kaout ho merc’h da bried.

Ar Roue a zirollas da c’hoarzin. Drol e kave gwelet mab eur boutaouer-koad o c’houlen beza e vab-kaer.

Ne lavaras ket nan, krak ha berr, koulskoude. Mez en em gemer a reaz a hent all, en eur zonjal distrana anezan.

— An hini ’vo pried d’am merc’h, a lavaras d’ezan, a ranko ober meur a labour dies. Da genta, aze ’zo ed er c’hrignol, war dro mil sac’had. Beza emaint kerc’h ha gwiniz, ed-du hag heiz, holl mesk-ha-mesk. An hini ’vo mab kaer d’in, a ranko, en eur penn-devez, didoueza holl ar greun-ze ha lakaat pep-hini en e vern.

Perig a blegas e benn. Sonjal a reaz, merc’h ar Roue ne vo ket dimezet, morse. Piou ’c’hello, en eur penn-devez, didoueza kemend-all a ed ha lakaat pep-hini en e vern ?

Pa voe echu e bourmenaden ez eas da gaout e varc’h. Edo melkoniet holl, hag e dal a verke pegen poaniet oa e galon.

— Petra ’zo, Perig, a lavaras d’ezan e varc’h. Te ’peus melkoni.

— Ia, eme Berig. Me ’gar merc’h ar Roue. Karout a rafen kaout anezi da bried. Met ar Roue ne fell ket d’ezan.

— Perak ’ta ?

— Oh ! me ne ouzoun ket. N’en deus ket lavaret nan d’in, koulskoude. Nemet, emezan, an hini ’vo pried d’e verc’h a ranko, en eur penn-devez, didoueza mil sac’had ed ha lakaat pep-hini en e vern, an heiz, ar gwiniz, ar c’herc’h hag an ed-du ! An dra-ze zo eul labour ha ne c’hello den da ober.

— Eo, Perig. Galv war da zikour rouanez ar merien, ha te ’welo.

— A gav d’eoc’h ? eme Berig.

— Ia zur.

Ha Perig d’ar c’hrignol da zellet ouz an ed. Beza oa eur mell bern, a c’helloc’h kredi. Mil sac’had ed ! Deus ar zolier beteg an doen.

— Mad, eme Berig. Me zo ’vont da welet. Ha gant eur vouez glac’harus, e benn troet ne ouie warzu peleac’h, e lavaras : « Rouanez ar merien. O ! ma ve ho madelez, deuit war va zikour !… »



A veac’h ma en doa komzet e voe gwelet merien o tont dre bep seurt hent. Lod a deue dre an nor, lod all dre ar prenestrou : re all c’hoaz dre gwask mein ar pignoun, ha re all dre an doen. Mont a reant d’ar bern ed. Pep-hini a gemere he greunen. N’oa ket dek munut ma oa eno, an heiz, ar gwiniz, an ed-du hag ar c’herc’h oa lakeat pep-hini en e vern. N’o doa ket bet izom da vont, holl, diou wech da glask o greunen, kement oa anezo. Hag evel ma oant deuet oant eat kuit. Perig, al laouenedigez en e galon, hag an dour en e zaoulagad, n’en doa ket, zoken, bet amzer d’o zrugarekaat.

Mont a reas da gaout e varc’h : An ed, a lavaras d’ezan, a zo didouezet. Merien a zo deuet eur vanden ha na helfe den da niveri.

— Mad, eme ar marc’h, kea da gaout ar Roue ha lavar d’ezan ez peus great al labour.



Ar Roue ’jomas mantret pa welas.

— Foutre ! a lavaras d’e filhor, eur gwaz out. Mezaon e rankin rei d’it va merc’h da bried. Met araog, koulskoude, e vo red d’it ober eul labour all.

E traon prad ar maner ez eus eul lenn, daou zevez arat a zindannan. Kent beza mab-kaer d’in, e rankez skarza ’l lenn-ze gant eun hanaf toull.

— Eun hanaf toull ? eme Berig ; eun hanaf toull ! Penaos da vihana e rin-me an dra-ze ?

— E giz ma kiri.

Ha Perig, doaniet adarre, ha da gaout e varc’h.

— Petra zo ’ta, c’hoaz, eme ar marc’h ?

— Eo red, brema, skarza lenn ar maner gant eun hanaf toull.

— Al labour-ze n’eo ket diesoc’h eget egile. N’az pezo ket izom, zoken, deus da hanaf toull. Galv, en taol-ma, war da zikour, rouanez ar gwazi.

— Ah ! sell, ia ’vad ; na zonjen mui.

Ha Perig, d’ar c’haloup, da gaout al lenn. Hag eno, goude beza troet ouz ar pevar avel, e lavaras : « Rouanez ar gwazi, deuit war va zikour, mar plij. »

Kerkent e welas gwazi, var nij, o tont deus ar c’huz-heol, ar zao-heol, an hanternoz, ar c’hreisteiz. Beza ’oa re yaouank, re goz, re vras, re vihan. Ken bras oa ar vanden, ma oa kuzet an heol ganto. Disken a rajont war al lenn. Pep-hini a gemeras he loumig dour. Al lenn oa dizec’het buanoc’h eget na heller lavaret. Eur waz koz, bet torret hec’h askel, a zigouezas eun tammig bennak war an diwezadou. Turia ’reas al lec’hid en eur grial : « Koag-koag ! Koag-koag !… » Met kaer he devoa turiat ne gavas ket eul lipaden.

Perig, laouenik holl, a yeas da gaout ar Roue hag a lavaras d’ezan oa seac’h al lenn.

— N’eo ket gwir !

— Eo. Seac’h eo. Iit da velet.

— Sada biskoaz. M’ eus douet e ranki beza mab-kaer d’in !

Met eun dra, evelkent, a jom ganez da ober. War douribel uhel ar maner ez eus eur c’hilhog aour. Araok beza pried d’am merc’h, e rankez, hep skeul ebet, kerc’hat ar c’hilhog-ze d’in.



O klevet kement-se, Perig a deuas da veza ankeniet evel na oa bet morse. Diesoc’h-diesa oa al labourou a roe d’ezan ar Roue.

Mont a reas da zellet ouz an douribel. Gwelet en doa anezi meur a wech, dija. Met n’en doa ket taolet spled da welet pegen uhel oa.

Mantret e chomas. An douribel a guze, evel pa lavarfen he fenn er c’houmoul. Beza he doa da vihana daou c’hant troatad huelder.

Evelkent, ne golle ket esperans. Kenta ’reas voe mond da gaout e varc’h evit goulen penaos en em gemer.

— Ac’hanta ? eme ar marc’h, penaos eo tremenet an traou evit al lenn ?

— O ! mat tre, eme Berig. Met eul labour all ’zo roet d’in hag a vo diesoc’h da ober.

— Petra ’ta ’zo lavaret d’it da ober ?

— Lavaret ’zo d’in e rankan kerc’hat d’ar Roue, hep skeul ebet, ar c’hilhog a zo war douribel ar maner.

— O ! gwell-a-ze ! avad. Ma karez e vo eas d’it al labour-ze. Te ’lazo ac’hanon.

— Ho laza, c’houi ! Ah ! biken, eme Berig. Laza ac’hanoc’h goude beza great kement a vad d’in ! Laza ac’hanoc’h ? Ha da gaout piou ez afen, hiviziken, pa vezin nec’het ?

— Eo, laz ac’hanon, — pe evit lavaret gwelloc’h, laz ar marc’h a zervich d’in d’ober va finijen. Me, va mabig, eo da dad-koz. Pa oan maro ez is da gaout sant Per da c’houlen beza kemeret, na petra ’ta, e Baradoz Doue. Met n’em oa ket great awalc’h a euvrou mad, epad va buhez. Ha dre c’hras Doue ez eus bet roet d’in dek vloaz da zont, adarre, war an douar. Kemeret a ris korf eur marc’h koz. Gantan em eus eseat ober an euvrou a vanke d’in. Ma lazez ar marc’h, va ene diluiet a nijo d’an Env. Gant kroc’hen ar marc’h e ri eul leren hir awalc’h evit tizout beteg an douribel. Stag eur mean ouz penn al leren. Taol ar penn-ze gant ar mean er vann. Ma taolez anezan gant her awalc’h, ez ei d’en em rodella en dro d’an ahel ema ar c’hilhog aour o trei warnan. Goudeze, e savi, a arzou, gant al leren, hag ez i, da unan, beteg ar c’hilhog.



En eur zelaou, Perig a lênve. Met e dad-koz ne ehane da lavaret d’ezan : « Laz ar marc’h ! Laz ar marc’h ! » ma tennas, pelloc’h, e gontell. Hag en eur grena e fourras anezi e kalon al loan paour. Ober a reas, goudeze, ar pez oa lavaret, hag a-benn an noz, oa eat da gas ar c’hilhog aour d’ar Roue.



Ar Roue ’jomas alvanet. — Penaos ’ta, lavaras, ez peus gellet kaout anezan ? N’eus skeul ebet war dro ar maner. Penaos ez peus gellet sevel beteg an douribel ?

— Dre guzul vat ha dre izign.

— Mad, filhor, va merc’h a vo d’it. Great ez peus labourou ha den em rouantelez, sur awalc’h, na helfe ober. Den muioc’h galloudus evidout da c’houarn ar vro war ma lerc’h !

Hag an eured a voe great.

Hag eur friko eus ar re gaera oa bet roet d’ar re oa pedet. Beza oa da breja :

Diskouarn kelien,
Treid siliou,
Lostou merrien
Ha kig viou ;
Yod da frita,
Yod da zifrita,
Yod e klud ar yer o tistana ;
Bara mouchen a renkennajou,
Keit ac’halen da Zant-Kadou.


Ober vad pa heller
Droug a rear pa gerer ;
Eur vad grêt
Ne vez kollet.
D’ar bed all, ni gas ganeomp
An droug hag ar vad a reomp.



————



Ar C’hlapez


VIII


En devez ma oa bet va aad o tiskleria, en ti-kear, ez oa ganet va c’hoar Monik, ar mear a c’houlennas digantan : « Pet bugel ez peus pelloc’h ? »

— E feiz ! eme va zad, eiz am eus brema : pevar mab ha peder merc’h.

— Koublad ha koublad evel evid an dans. Ne vank mui d’it, brema, nemed eur sôner.



Unnek miz goude-ze, e teuen war an douar. Ha kerkent, na petra ’ta ? e voen hanvet ar sôner. Va zud o deus dalc’het an hano-ze warnon, betek hen, daoust ma na ouzoun ket son an distera. Met d’an oad a c’houec’h vloaz, e pakis eun hano all : « Ar c’hlapez ! Dre c’hras Doue, an hano-ze n’eo ket bet dalc’het warnon. Ha koulskoude, sùr, em eus santet meur a weac’h beza gounezet anezan.



Eun devez oan gwintet war Margot, ar gazek koz a oa du-ma. Dindanon oa eur zac’had ed hag a dlien da gas da vala da Vilin ar C’harpount.

Araok mont en hent, va mam-goz, — Doue d’he fardono ! — a lavaras d’in : « Arabad d’it, avad, kleo, lezel ar miliner da gemeret ouspen eun dornad gwiniz evid e c’hobr.

— Mad, eme-ve, eun dornad gwiniz.

— Ia, eur dornad gwiniz, sur. Lavar an dra-ze en eur vont gant da hent. Kerkoulz, ma faot, red e vo d’it en em voaza da lavaret an traou en eur vont gant da hent. Rak da spered a zo ken berr ma na jom ket pelloc’h an traou ennan eget an dour er zil.

— Mat, mam goz, eun dornad bep sac’had ? Me ’lavaro.



Eun hanter-eur goude-ze, edon o tremen ebiou eur park. Tri mevel oa ennan oc’h hada gwiniz. Dibuna a rean va orogell : « Eun dornad bep sac’had, eun dornad bep sac’had…

Ha sada ’n tri mevel en-dro d’in hag o prada va c’hostennou gant troad ar rozell :

— Lustrugen fall ! a lavarent. Hag an dra-ze ’zell ouzit pegement a vo roet d’eomp ? Eun dornad bep sac’had ! Daoust hag an dra-ze zo eur gount ?

— Aï ! Aï ! Penaos ’ta vo red lavaret ?

— Ac’hanta ? furaat a rez ? Lavar : « Doue d’he bennigo ! »

Ha me en hent en eur skrabat va c’hostennou blounset hag o lavaret, en taol-ma, dre ma ’z ean : Doue d’he bennigo !



— Petra ? Kleo ar mec’hieg-ze petra ’lavar ? Daou zen oa dirazon. Treina ’reant war bouez diou gorden eur giez klanv oant o vont da veuzi. Hag e taolent mein ouzin en eur ober hu varnon.

— Aï ! Aï ! Petra ’zo ? N’eo ket mat ar pez a lavaran ? Petra ’vo red da lavaret neuze ’ta ?

— Marmous ! Lavar : «Ar giez villiget emaor o vont da veuzi ! »

N’oa ket eas delc’her sonj deus eul lavar ken hir ha hennez. War bouez poania, koulskoude, oan deuet a-benn. Hag en eur vont dre an hent e lavaren : « Oh ! ar giez villiget emaor o vont da veuzi ! »



N’oa ket pell e welis o tont dirazon eur bern tud yaouank. Goloet oant a rubanou, goazet ha merc’hed. Ar plac’het yaouank a zouge, ouspen, war o dilhad, dantelez ken flour ha gwiad kinid. En o zouez oa unan, evelkent, gwisket kaeroc’h eged ar re all. He daoulagad a lintre gant ar joa. Hag he diou jod oa ruz evel diou gerezen. En-dro d’he gouzoug oa [eur] gravaten seiz hag a goueze beteg an douar. He zavancher oa griet, penn-da-benn, gant neud aour ha neud arc’hant.

Ha me ’zelle. Me ’zigore va lukarniou. Rak n’em oa gwelet, morse, kaeroc’h traou. Hag en eur zellet me lavare : « Oh ! ar giez villiget emaor o vont da veuzi ! »

— Divergount bihan ! Loan vil ! eme eur paotr yaouank. E peleac’h out-te bet savet ma teuez evel-se, da lavaret droug eus eur plac’h yaouank ken blin ha ker koant ?

Hag e tilamme a benn-hêr warnon. Terri ’reas war va c’hein eur vaz kelen oa gantan. « An dra-ze ’zesko d’it, a lavare, da ober goab ouz eur plac’h yaouank a zo ’vont d’an iliz evit beza eureujet !

— O ! va Doue ! eme-ve, en eur droi ha dizroi va c’horf paour, brevet gant an taoliou. Me c’houlen pardoun ma ’m eus lavaret fall. Mes petra rankin lavaret ?

— Petra ? Lavaret sur : « ra vefent holl evel-se !

— Mat ! mat ! me lavaro.

Hag, atao, bransellet war gein Margot, ez ean en hent, en eur lavaret en dro-ma : « Ra vefent holl evel-se ! »



Digouezet e oan dirag eun ti, e pleg an hent.

Ar moged a zave dre an doen. An traou a strake. Ar flammou tan a deue dre ar prenestr hag an nor. Eur bern tud, en-dro d’an ti, a daole douar ha dour war an doen.

N’em oa, morse, gwelet tan-gwall ebet. Spountet oan. Hag e tremenen ebiou, en eur zibuna va litaniou : « Ra vefent holl evel-se ! »

— Loan vil ! Dal ! setu aze evit da reket milliget, a lavaras eun den. Hag an den-ze a daolas, en eur jarneal, eur bailhad dour ouz va dremm.

Dallet neat oan. Mil boan ’m oa o tigeri va daoulagad. Met, emon-me [5], petra ’zo ’ta adarre ? Penaos e rankin lavaret neuze, brema ?

— Mastin bihan ! petra da lavaret ? « Doue d’her mougo ! emechans sur. Setu aze ar pez a zo da lavaret.

Hag en eur vont gant ma hent, e kleven, c’hoaz, tonerdeal war ma lerc’h. Setu ama avad, kudennou, a zonjen. Eürusamant ema echu va beach. Bremaik emaoun er vilin. Hag en eur vont e lavaren sederroc’h : Doue d’her mougo !



Oan digouezet dirag eun ti govel. Ar marichal oa oc’h esa c’houeza ’n tan war houarn diou rod kar. Bernia ’rea rubanou a zindan ha war ar mouded. Met an tan oa dies da enaoui. Hag e c’houeze en eun tu hag e c’houeze en eun tu all. Met an tân ne groge ket. Hag e pec’he. Ken drol e kaven anezan ma ne oan ket evit miret da c’hoarzin. Ha dre va c’hoarz e lavaren ar geriou am oa desket da ziweza : « Doue ra her mougo ! »



Ar marichal a glevas. — « Dal, pez divalo emezan, moug hennez, ive ! » Hag e taolas ouzin, eun tam glaou ruz-tan. Ne stokas ket ouz va fenn, dre chans. Mez koueza ’reas war dailher Margot. Ha va c’hazeg paour d’an drot. N’he oa ket trotet pell a oa. Met, emechans, e sonje oa gwelloc’h trotal evit miret na gouesfe mui tan warni.

En eur zigouezout er gear, d’ar pardaez, e kountis va flaneden d’am mam-goz.

— Klapez keaz, a lavaras d’in, te ’vo sot atao. Dalc’h sonj, da vihana, mar gellez, eus al lavar koz-ma :

Dre re gôzeal
E taper e fall.


————



Niz Sant Per


IX


Eur weach oa, — brema ’zo mil pell ’zo, avat, — met eur weach oa, atao, hag e oa eur c’hemener hag a read an Tanguy anezan. Dimezet oa da eur gemenerez. Deiz o eured, emechans, en em garient evel ar re all. Met, paour keaz Doue ! ne badas ket pell an eürusded. Bemdez e veze kri ha dalac’hao ken a dregerne an ti eus an traon d’al laez. Bemdez e veze bac’hadou. Hag ar vaouez keaz, goude beza tapet he stal, a ranke pignat d’he c’hambr, bep tro, da louzaoui he gouliou.

An Tanguy, avat, ne veze gwelet, morse, na bosset na kribinset. Met an holl o doa truez outan pa deue da gounta siou fall he c’hroeg a oa, dioc’h ma lavare, feneantez, likaouerez hag eun tammig rastell-doul. [6]

Hogen, ar c’hemener ’oa eun den desket. Paperou deuet d’ezan diwar-lerc’h e dud koz, oa eur bern en e di. Hag an Tanguy, pa veze dibres, oa e blijadur ruilh ha diruilh ar paperou-ze ha sellet outo.

Ha setu eun devez, e lakeas e zorn war eun tenzor, war eur paper hag a ziskoueze sklear oa deus ar memes lignez gant sant Per.

Ia, niz oa da sant Per, mar plij.

O welet en doa eun tonton ker galloudus, e lakeas en e benn, dioc’h-tu, mont d’e gaout evit pedi anezan da lakaat ar peoc’h da ren etre e wreg hag hen.

Digouezout a reas prim e dor ar Baradoz.

An holl a oar ema sant Per porcher eno.

Skei a reas, gant e zorn, daou pe dri daol war an nor. Ha sant Per, lakaat e benn moal en eur prenestr bihan da zellet.

Ar c’hemener n’oa ket mud. Kozeal a rea evel eur breutaer. Dioc’h ma lavarer, zoken, pa veze e-unan en e di, e komze ouz ar mogeriou.

Bonjouri ’reas e donton ha rei ’reas d’ezan da anaout oa deus ar memes lignez gantan.

Sant Per a lakeas e lunedou war e fri ha da lenn ar paper a ginnige d’ezan an Tanguy. Pa en doe lennet e lavaras : Gwelet a ran ’omp kerent en ugentvet lignez. Petra glaskez ? »

— Eun dra ’garfen kalz kaout diganeoc’h, tonton.

— Petra ? Eur garg huel bennak ?

— O ! n’eo ket, avat.

— Petra ’ta, neuze ?

— Diwar-benn va gwreg.

— Gwaza-ze ! Gwaza-ze ! Mantrus eo an tor-penn a zo, ama, gant an traou a zell ouz merc’hed. An Aotrou Doue, pelloc’h, en deus roet an traou-ze da ziluia d’an dud reuzeudik a zo er purkator evit rei tro d’ezo da verraat o foaniou. Rak etouez an traou-ze ez eus lod hag a zo eun ifern dirouestla anezo.

— Me garfe ober an divors…

— Ro peoc’h ! ne ouzout ket eo kement-se difennet gant iliz Jesus-Krist.

— Mat ! mat ! eme an Tanguy, p’e gwir ne c’heller ket ober an divors, e c’houlennin eun dra all diganeoc’h. Va gwreg.

— Da wreg adarre ! Kea da sutal gant da wred.

— Goulskoude, tonton…

— Mat ! Gortoz, neuze. Pa ve da en em emmell diwar-benn kement a zell ouz ar merc’hed, ne gredan, morse, kemer an dra-ze war va c’hount. Ged eun tammig, aze. Me ’zo vont da c’houlen ali digant an Aotrou Doue, Dioc’h ma lavaro d’in, e c’helli goulen diganen, bremaik, ar pez a giri.

Porcher ar baradoz a zerras ar viched. Hag an Tanguy azeza war eur goabren ’oa eno, hag ober eur sigareten.



Abarz pell, sant Per a lakea, adarre, e benn er prenestr bihan, ha laouenik-oll, e lavaras : Goulen diganen ar pez a giri, niz ; an Aotrou Doue en deus roet d’in galloud evid an traou az peus da ziluia.

— Allo ! Kelou mat ! Lezit ac’hanon, tonton, da gounta d’eoc’h eun nebeudig diwar-benn va gwreg.

— Evel a giri.

— Pa ’m oa anavezet Ivonaik — Ivonaik eo hano va gwreg, tonton, — pa ’m oa anavezet Ivonaik, e kave d’in e oa ar wella, ar garanteuzusa eus ar merc’hed. Kemeret a ris anezi da bried. Epad daou vloaz em eus sonjet, atao, ar memes tra diwar he fenn. Mez goude dek vloaz dimezi e vije lavaret ’oa lakeat eun all en he leac’h. Atao o c’hourdrouz pe o c’hrougnal. N’eo ket evit gouzanv ec’h evfen eur banne, e rafen eun taol domino ; ne fell ket d’ezi, morse, ez afen da gousket d’an tiez all. Ha deuet oun ha ne garan mui nag he dremm, nag he c’homzou, nag he…

— Kôchou ! Sorc’hennou holl ! Lavar d’in, krak ha berr, petra ’fell d’it.

— Petra fell d’in ? petra fell d’in ? Me garfe ober va gwreg diouz va c’hoant ; rei d’ezi ar c’horf a garfen, an ene a garfen.

— Mat ! Kerz d’ar gear. Diwar ar mare-ma, e c’helli lakaat da wreg da veza evel ma kiri.

— Ia ! Penaos ’ta ?

— N’az po nemet gourc’hemen.

— Ne faziit ket ? Sur ?

— Niz ! evit petra e kemerez ac’hanon ?

— Ia ! Met evit he c’horf, penaos e rin-me ?

— Evel evit he ene : en eur c’hourc’hemen ive. Evelkent, mar kavez gwelloc’h, e c’helli gant da zorn ober he c’horf diouz da zoare. Hec’h izili a vezo ker bouk, ma c’helli lakaat anezo evel ma plijo ganez.

— Trugarez ! tonton. Bennoz Doue d’eoc’h !



Sant Per o veza en em dennet deus e viched, an Tanguy a deuas d’ar gear, e benn pleget, e zorn en e c’hodellou, an ear da veza o tibri sonjou.

En eur vont en e di e welas e wreg akodet ouz ar bank ha kousket. Dihuna ’reas anezi.

— Ah ! bourjin ! deuet out pelloc’h ? An dra-ma ’zo maerou da zont d’ar gear ? Teir eur ’ao emaoun ouz da c’hortoz. Da goan ’zo yen. N’eus mui a geuneud d’ober tan. Pe da vare, ive, e vezi eun den renket evel ar re all ? E tlefes sonjal, koulskoude…

— Allo ! randounen ! peoc’h d’in-me ! Me zifen ouzit kôzeal araok tri miz.

Monaik a blegas he fenn hep lavaret eur ger. Ha mui ne veze klevet netra, nemed an Tanguy o lounka e voued

— Distenget, avat, a zonjas ar c’hemener. Va zonton zo galloudus. Brema ez an da veza gwaz da eur vaouez ar fura deus ar gwragez ’zo er bed. Gwelomp, adarre, ma vo gwelet.

— Gwreg, a lavaras, ne garan ket da gaout trist. Eur gwaz a c’hell goulen ma teufe e vaouez da veza laouen en e genver. Bez laouen.

N’oa ket a veac’h lavaret e gomz gant an Tanguy, ma c’hoarze Monaig laouenik holl outan. Laouen e tistalias staliou koan. Laouen e roas d’ezan tan da dana e gorn-butun. Laouen, c’hoaz, e plegas d’ezan e zilhad pa ’z eas da gousket. Ha diouz ar mintin pa voe dihunet, en deiz warlerc’h, kenta tra ’welas voe e wregik o c’hoarzin outan gant teneredigez.

— Ped eur eo ? eme an Tanguy. Hirio, mezaon, oun chomet da ober feneantis.

Monaig, mut evel eur pesk, a gendalc’he da c’hoarzin.

— Gwreg ! eme an Tanguy, eun tammig fachet, mat a rez beza laouen. Mes gra eur mousc’hoarz all. Na ziskouez ket, atao, da zent. Lavaret e ve great emaout oc’h ober goab ac’hanoun. Pet eur eo ? Emechans, n’out ket bouzar ?

Monaig ne lavare ger.

— Na me ’zo sot ! eme an Tanguy. Brema e teu da zonj d’in. Gourc’hemennet em eus d’ezi chom hep kôzeal epad tri miz. — Hag en eur zevel e vouez e lavaras : Mat, mat eo, grweg ; brema ’c’hellez kôzeal. Mes arabat kôzeal nemed evit respount d’ar goulennou a rin ouzit. Ped eur eo ?

— Nav eur.

— Mad ! ro d’in va zouben.

Monaig en em hastas da zenti.



An Tanguy ’jomas en e wele. Edo o sonjal ober korf e wreg d’e zoare. Mes nec’het oa. Ne ouie ket penaos en em gemer evit lakaat anezi da veza eur vaouez vrao. Ha koulskoude, en doa mall da ober eun dra bennak evit gwelet ha kaout a helje kement a c’halloud war he c’horf evel war he spered. Goude beza sonjet awalc’h, e lakeas en e benn ober deus Monaig eur vaouez vras, galloudus ha great mat.

E gwirionez, Monaig oa bihan ha mistr. Ne dape ket, zoken, d’an Tanguy, beteg e ziskoaz. Hag ar c’hemener en doa mez ganti, kouls lavaret.

Sevel a reas, gwiska e zilhad buhana ma c’helle ha mont da jacha war izili Monaig evit hirraat anezo. Hag, e berr-amzer, [e] wreg a deuas da veza eur mell maouez marz he gwelet.

He dilhad, na petra ’ta ? ne oant mui frank awalc’h. Hag ar boutounou a strinke hag ar manchou a roge. Monaig a grene gant ar spount. Kaout a rea d’ezi oa deuet hec’h eur diweza. Met an Tanguy oa laouen o welet pegement oa gwir komzou e donton.

Evelkent, avat, a sonje, e kouste keroc’h gwiska eur vaouez vras eged unan vihan. Ober a rankas dilhad. An nadoziou ’voe lakeat da vont en dro, hag a-benn kreis teiz oa echu ar wiskamant nevez evit Monaig.

Met ar vaouez keaz oa nec’het maro. Lénva ’rea pa zonje e ranke mont dirag an dud, kresket evel eun tour ha teo evel eur variken.

Na dez ket da lénva, a lavaras an Tanguy. Me zo ’vont da lavaret d’it ar pez ’zo digouezet. Deac’h oan bet o welet unan deus va zontoned koz, sant Per. Roet en doa d’in ar galloud da ober da ene ha da gorf diouz ma bolontez. Er c’hiz-se e vo, sur, peoc’h, atao, en hon ti. Ober a ranki bepret, pe e plijo ganez pe ne rai ket, ar pez a c’houlennin. Emechans, out eas deus ar c’hras-ze am eus bet digant an tonton ?

Monaig a helle respount d’ar goulennou a vije great outi. Ha hi lavaret : — Eas ? Ha n’oun ket, avat. Ma en dije gouezet sant Per, pegen sot oa e niz, biken n’en dije roet ar galloud-ze d’ezan. N’ez peus ket a vez, da veza roet d’in ar vent am eus ? E peleac’h e kavin-me, brema, gwele bras awalac’h ebet ? E peleac’h e kavin-me, eun daol da zibri, eur gador da azeza ? Sell, Tanguy, sotoc’h evidout-te ’ez eus ket war an douar !

— Peoc’h en toull-ze ! eme ar c’hemener. Da zever kenta e vo kaout mat ar pez a ran, me hen gourc’hemen d’it. Gwelomp : Eürus out pe n’out ket da veza bet lakeat e giz ma ’z out ?

— Eürus ! O ! ia. Kountant bras, mignounig tener.

— Ne gav ket d’it em euz spered ?

— O ! eo. Kalz zoken.

— C’hoant az peuz e teufen da labourat c’hoaz, hag atao, hervez ar galloud em eus bet digant va zonton sant Per ?

— Ia, ia.

— Ah ! mat-tre, setu aze kôzeal. Ro eur pok d’in.

Ha Monaig a blegas kement ha ma c’helle da lakaat eur pok war dal he gwaz.



An Tanguy n’en doa c’hoaz great netra deus dremme itroun. He dremm koz oa chomet war he c’horf nevez. C’hoant en doa, na petra ’ta, da rei d’ezi eun ear eus ar re gaera.

Hag evel ma klaske penaos en em gemer ganti, setu ma teuas sonj d’ezan eus eur zôn en doa kanet, gwechall, pa oa yaouank :

Va mestrezig a zo koant
Hag he deus bleo melen
He dent ’zo olifant…

Setu aze, atao, evit he dent hag he bleo, eme an Tanguy. Gwelomp ’ta petra lavare, c’hoas, ar zôn-ze ?

Ha war bouez sonjal, e teuas d’ezan envor eus an diou rimodell all-ma :

He daoulagad a lugern evel diou stereden,
He diou chod a zo ru flam, evel diou gerezen.

Gervel a reas Monaig, d’e gaout, ha kerkent reketi d’ezi eun dremm evel ma lavare ar zôn.

Tudou paour ! na drola tra ! Monaig n’oa mui hènvel ouz maouez ebet.

D’ar weach kenta ma ’z eas ganti da bourmen, an holl a c’hoarze hag a zelle dre ma tremenent. Ar vugale vihan a rede war o lerc’h en eur grial. Hag ar gwazed a heje o diskoaz hag a lavare : « Peleac’h da vihana en deus an Tanguy kavet ar vaouez drol-ze ? »

Ar c’hemener n’oa ket bet pell e bourmenaden. Dont a reas prim d’e di. Mezek oa. Gwelet rea n’en doa ket kavet ar gened da rei d’e wreg. Ah ! ar zon milliget ! a lavare. Da gana, an dra-ze ’oa ker brao, koulskoude. N’oun nemet eur zod. Falvezet eo bet ganen kaeraat Monaig, ha n’em eus great nemet diotach.

Eürusamant oa eul louzou evit parea e velkoni. Rak hervez ar galloud bet digant e donton sant Per, e c’helle ober e vaouez hervez e volontez, netra nemet gant gourc’hemen. Setu perak e lavaras : « Ra vo Monaig rozen ar merc’hed ! Ra vo ar gaera, an hini he dezo ar muia spered ; ra ’vo deus an holl grouadurien an easa da garet ! »

En dro-ma e teuas a-benn eus e daol. An Tanguy en doa eur vaouez eus ar seurt na ve kavet en nep leac’h. Evid ar gened e oa dispar : ar merc’hed gwisket kaera oa maskaradennou en he c’hichen. Hag evid ar spered, an deskadurez, an dud ar muia gouiziek a ranke anzav na gouient netra e par da Vonaig.

Ar c’hemener oa e galon barr a joa. « Va gwreg, a lavare, a zo e-giz ma fell d’in : n’em eus netra da reketi d’ezi mui ! Bennoz Doue d’am zonton ! »

Ar c’hemvers a yea en dro, ma ’z oa eun dudi. An dud a veze servichet buan, hag atao, eus ar gwella. Ne ehanent da rei meuleudi d’ar vestrez. Abarz pell, ar gemenerien all n’o devoe mui netra da ober. An holl a deue da di Monaig.

Dond a rajond da veza pinvidik.

Brud vad maouez an Tanguy a deue da veza ker bras ma tirede an holl da c’houlen kuzul diganti. Unan a vije kam e vioc’h : dond a rea da gaout Monaig. Eun all a vije klanv e vugel, Monaig a ranke mond da welet ar c’hlanvour. Hen-ma ’vije ’vont da gaout prosez ? Araok prosezi e c’houlenne ali Monaig… En eur ger, n’oa ken hano nemet diwar-benn Monaig : Monaig en tu-ma, Monaig en tu-ze ; Monaig, atao !

Met an Tanguy, avat, oa dilezet, ankounac’heat gant an holl. Koll a reas, zoken, e hano. Ne reat mui anezan nemet gwaz Monaig.

Awechou e tigoueze d’ezan kaout c’hoant da lakaat e fri en traou a veze roet da ziluia d’e wreg. Met kaset e veze da bourmen, na veze ket pell : « Ser da veg, diot ma ’z out, a lavare an dud d’ezan. Lez da vaouez da gôzeal. »



Koulskoude, buez an Tanguy a deuas, gant an amzer, da veza muioc’h c’houero, c’hoaz, eget diagent. O welet fougasi, atao, e wreg hag o welet, ive, na vije mui great stad ebet anezan, e teuas da veza jalous. Hag ar jalouzi — an holl her goar, — a vag eur prénv hag a zebr ar galon.

An Tanguy a zizec’he war e dreid. Ne lavare ger ebet mui. Melkoniet e veze atao. Ha pelloc’h, e lakeas, adarre, en e benn mont da gaout sant Per.

Hag hen ha mont.



En devez-se, dres, porcher ar baradoz oa dilabour. Laouen en em gavas o welet e niz o tigouezout.

— Ah ! deiz mat d’it, niz, a lavaras d’ezan. Deuet e oas adarre ?

— Ia zur, tonton.

— Ac’hanta ? Me laka ez out an eürusa den ’zo war an douar. Rag den all ebet n’en deus, eveldout, eur vaouez hervez e c’hoant.

— Se ’zo gwir, tonton Per, a respontas ar c’hemener, en eur ober eur skrabig d’e benn. Met…

— Met petra ? Petra ’zo ’ta adarre ?

— Petra ? Va groeg ’zo ker mat, ker fur, ker koant, ken desket, ma n’emaoun mui er gount.

— Daoust ha ne gar ket ac’hanout ?

— O ! eo. Kalz, zoken.

— Daoust ha n’eo ket dous bepred en da gever ?

— Eo, eo, avat, mardouen. [7]

— Daoust ha ne gas ket mat da di en dro ?

— Deus ar gwella. Gras d’ezi omp pinvidik.

— Met neuze ?…

Met neuze ! Tonton paour ! ne ouzoun ket penaos lavaret kement-se d’eoc’h. Va maouez zo dispar. Met d’am zonj d’in-me, eo re zesket, re vat, re garantezus, he deus re a gened. Holl ar meuleudi a zo eviti. Met me, brema, a zo kemeret evit netra. Pa gaoze, an holl a zelaou anezi : pa gomzan, ne ve ket taolet muioc’h a evez eged euz eun azen o vlejal. Pa dremen, an holl a denn o zokou d’he zaludi. Ha me, pa ’z an dre an hent, ne vez ket great muioc’h a stad ouzin eget ouz eur c’hi. Ah ! tonton ! doare eur gwaz, lakeat eveldoun, a zo doanius.

— Mat. Petra ’fell d’it ?

— Me garfe e teufec’h da ober va maouez diouz ho toare d’eoc’h-choui, tonton Per.

— Ah ! goustadik, avad, eme sant Per. Te garfe, brema, lakaat war va c’hein ar boan az peus. Ma vijes bet fur ez poa goulennet lakaat ac’hanout da-unan da veza gwelloc’h. Ezom az poa, muioc’h eget Monaig, da wellaat.

Met, brema, eo re ziwezat. Ne hellez mui, zoken, ober chenchamant ebet en da vaouez. En em c’hra ganti mar fell d’it beza eurus.

Ha, sant Per, droug ennan eun tammig, a roas d’ezan eun taol troad evid e gas diwar dreujou ar baradoz.



Biskoaz er bed ’ez eus bet gwelet
Na groeg na loan hep si ebet.
A ze gwaz ne dle ket fougeal,
Rak si en deus kouls hag eun all.



Ar Bigouden hag an diaoul


X


Eur weach oa eur Bigouden hag a oa maro e bried. Seiz bugel en doa bet. Met ar vugale, dre ma oant deuet en oad, a oa eat peb-hini en e du. Ha pelloc’h, va faotr koz oa chomet e-unan.

Pinvidik oa.

Met karet a rea ober lip-e-bao. Feneant oa, ive, gant an dra-ze. Ne laboure mui : ne c’houneze netra. Emechans, a lavare, va danvez a bado keit ha ma vezin beo.

Met kemer hep lakaat, nebeut e pad. Hag eun devez ec’h en em gavas hep tra ebet nemet seiz gwenneg.

Bastagn ! [8] a lavaras en eur skrabat e benn, ne hellan ket beva heb arc’hant. Goude beza bet pinvidik ne din ket da glask na ne din. Seiz gwenneg ’zo c’hoaz. Awalc’h eo, evit prena eur gorden d’en em grouga.

Hag hen ha mont da brena eur gorden. Ha goude-ze, da glask eur c’hoch koz bennag d’en em grouga outan.

Ha dre ’z ea evel-se gant e hent, e tigouezas gant eun aotrou bras hag a zouge eur mell troc’had baro du.

— Deiz mat d’it, a lavaras an aotrou d’ezan.

Te zo tenval da dal, avat ! Da beleac’h ez-ez.

— Hag an dra-ze ’zell ouzit ?

— Bah ! mezaon n’eo ket eün da vouroun. Lavar d’in, atao, da beleac’h emaout o vont.

— Da en em grouga.

— Ichekon ! Da en em grouga ! Perak da vihana ?

— Perak ? Me ’zo bet pinvidik. N’em eus gwenneg ebet mui. Mez am befe o vont da c’houlen. Gwelloc’h e kavan lakaat fin d’am buhez.

— C’hoant az peus da gaout arc’hant ? Ma kerez me roi arc’hant d’it.

— Te rofe d’in arc’hant ?

— Ia, kement ha ma kiri. Met ne vo ket evit netra. Evid an arc’hant a roin d’it, te roio d’in da ene a-benn bloaz hag eun devez ama.

— Bastagn ! Va ene ! Mes piou out te ? Te eo en diaoul, neuze ?

— Ia, me eo. Me oar e peleac’h ’zeus berniou arc’hant. Me zigaso arc’hant d’it, kement ha ma ez pezo c’hoant.

Ar Bigouden a jomas eur pennad da zonjal. Bloaz hag eun devez !… N’eo ket pell, pell… Mez ac’halen da vloas em bezo amzer da welet ha da en em gemer…

Pelloc’h e lavaras d’an diaoul : « Mat, ia : a-benn bloaz hag eun devez. »

Neuze, an diaoul a ginnigas d’ezan sina gant e wad eur paper da ziskouez oa great ar werz : e roe [e] ene evid arc’hant.

Hag e sinas gant e wad.



Diwar ar mare-ze, hor Bigouden a deuas, adarre, da veza pinvidik. Bep noz, araok mont da gousket, e lakea e yalc’h war mantel ar siminal, ha bep mintin pa gemere anezi, e veze mil lur enni. Hag e rea friko. Hag e kemere e blijadur. Hag ez ea du-ma, du-hont, eleac’h ma troe en e benn. Ha, bep tro atao, na petra ’ta, ez ea en ostaliriou gwella da glask lojeis ha da breja.

Met an amzer a dremene, koulskoude. Dek miz oa dija eat en-dro. Ha va den a lavare outan e-unan, alies, nec’het e spered : « Bremaik e vo deuet an termen : penaos a rin-me ? »



Seiz bugel, hon eus lavaret, seiz bugel en doa bet deus e wreg. Seiz paotr oant. Ha pep-hini, dre ma oa deuet en oad, en doa kemeret an hent a blije d’ezan. Ar re gosa oa eat da veleien. Ha d’ar mare-ze, ar c’henta oa pab ; an eil arc’heskob ; an trede eskob ; ar pevare persoun ; ar pempet kure ; ar c’houec’hvet ermit, hag ar yaouanka kabiten laeroun.

Va Bigouden a yeas, da gounta e blaneden d’e vugale hag e lavare d’ezo, tennit ac’hanoun eus skilfou Satan ! »

— « Tad, a respontas an eil goude egile, ar pab, an arc’heskob, an eskob, ar persoun hag ar c’hure, n’eus ket kalz hag a c’helfe terri ar werz ho peus great. Paolik a zo eur gwall-baotr ha dies kaout afer outan. Met, hor breur ermit a zo eur zant. Beza en deus kalz mignouned etouez tud ar baradoz. Marteze e c’helfe ober eun dra bennak evidoc’h. »

Sada ma ’z eas da gaout e vab ermit a oa o veva war bordou eur c’hoad bras, en eul lochen kuzet etouez ar brouskoad.

— Ah ! va zad paour ! Eur gwall-dra, avad, a lavaras hen-ma. Mes Doue zo mestr war bep tra. Trugarezus eo, ha pardouni a ra d’ar brasa pec’herien. Me ’zo vont da c’houlen kuzul digantan.

Hag ez eas war e zaoulin evit pedi. Goulen a reas savetei ene e dad. Kinnig a reas e vuhez evid e zilvidigez.



Daou eal a c’hournije d’ar mare-ze, a-us d’ar c’hoad. Klevet a reent peden an ermit. Hag ez eont da gounta d’ar Werc’hez Vari ar pez o doa klevet.

— Oh ! na kaera tra ! a lavaras mamm Doue, na kaera tra gwelet eur mab o kinnig e vuhez evit savetei ene e dad. Kement-se a raio plijadur vras d’am mab. Netra ne helfe mont muioc’h beteg e galon.

Ha hi, raktal, da gounta da Jesus.

— Mat tre ho peus great, eme Jesus, o tont da lavaret d’in kement-se. Abalamour da beden e vab, e fell d’in ober eun dra bennak evid ar paour keaz den-ze. Dalit, va mamm. Setu aze eur vaz. Lakit rei ar vaz-se d’ezan. Hounnez, pa stoko ouz unan-bennak, n’eus forz piou, a lakaio anezan da vont en arraj. N’eus diaoul ebet en ifern hag a c’helfe erzel outi.



An elez a gasas ar vaz d’an ermit.

— Doue ’ra vezo benniget ! a lavaras hen-ma d’ezo. Gant ar vaz-se va zad a yelo beteg an ifern da gerc’hat ar paper en deus lakeat e hano warnan evit gwerza e ene.

An tad oa eno hag a glevas.

— « D’an ifern ’ta ! emezan gant spount. Mont d’an ifern ! Ma c’hanavesfen an hent c’hoaz. »

— Ah ! ia ; an hent, eme an ermit. Ne zonjen ket. Met me gav d’in ne vo ket dies d’eoc’h e gaout. En tu all d’ar c’hoad ez eus eun toull doun etouez eur bern reier. Eur vanden laeron a zo ennan. Va breur eo ar mestr ganto. It d’e gaout. Setu ama eul lizer evitan en aon na anavesfe mui e dad. Me laka e tle hent an ifern beza, en eun tu bennak, war dro an toull ma chom ebarz.



Ar Bigouden koz a yeas dre ar gwenojennou a gase en tu all d’ar c’hoad.

E-doug eun eur en doa dija baleet, pa glevas, adrénv eur voden gelvez, daou laer o krial outan : — « Ar yalc’h pe ar vuhez ! »

— Va yalc’h n’ho pezo ket, eme ar paotr koz. Lezet em eus anezi er gear er mintin-ma. N’e meus ket ezom anezi, kerkouls, evit digouezout el leac’h em eus da vont. Va buhez a gavan re c’houek evit hen rei d’eoc’h. Seit : « Setu ama ar pez a hellan evidoc’h. »

Hag en eur lavaret kement-se, e skoas warno gant e vaz.

Kerkent an daou laer a lammas an eil war egile : ha taoliou dorn ha taoliou treid, ha taoliou dant ha taoliou penn.

Ar Bigouden a azezas war eun tamm piltos oa eno. Lakaat a reas eur c’horniad. Pelloc’h, pa velas oa leun-wad al laeron, e lavaras d’ezo : « Awalc’h brema. Kasit ac’hanon da gaout ho kabiten. »



Edo, dija, e ginou an toull. Hag hen gwelet eur paotr yaouank, drant ha seder, o rei e c’hourc’hemennou da eur vanden lakepotet treset fall.

Dioc’h-tu, en doa anavezet e vab.

Ar paotr yaouank hen anavezas ive.

— Sell ’ta ! ’lavaras : va zad ! Ha gant eur ear goapaus : d’ober petra oc’h deuet ? emezan. C’hoant ho peus, ive, d’en em lakaat etouez ar gamaraded am eus ama ?

— Na ra ket goab, va mab, a respountas. Kerkoulz n’oun ket deuet ama da glask kaoziou. Me rank mont d’an ifern hirio, pe e vezin daonet. Sinet em eus d’an diaoul eur paper evit gwerza va ene. An termen evidon a zo en noz-ma, da hanter-noz. N’em eus ket amzer da goll, war a welez. Ma na hellan ket diframma ar paper-ze diouz daouarn an diaoul emaoun kollet. E peleac’h ema hent an ifern ? Ma ’c’h anavezez anezan diskouez hen d’in, buan.

— Ma n’eo red nemet an dra-ze da ober plijadur d’eoc’h, ne vezo ket dies o lakaat eürus. E traon ar c’hao, ama, ez eus eun hent hag a gas da zindan an douar. E penn an hent-se, ’ma an ifern. N’eus da drei nag a gleiz nag a zeou : mont war-eüun, atao. Eun nor uhel ha ledan a weloc’h dirazoc’h pa vezoc’h digouezet. Hounnez eo dor an ifern.



Hep marc’hata, va Bigouden a gemeras an hent a gase da zindan an douar. Mont a rea buana ma c’helle. Ne gouie ket pegement a vale en doa da ober hag en doa aon da veza re ziwezad.

Setu a-benn eur pennad, ma klevas klemmou hag eur jolori spountus : tud o youc’hal, tud o vlasfemi, tud o tamall. An holl o huanadi. E galoun a yea bihan. Met mont a ranke. Hag ez ea. Ha pelloc’h, e pleg an hent, hag hen gwelet an nor houarn. Ruz-glaou oa. En-dro d’ezan an ear oa tomm. N’oa ket souez ! Ar flammou tan a deue er meaz dre gwaskou an nor ha toullou ar voger. Edo e kichen dor an ifern. Krena rea e holl izili. Met e baper a ranke da gaout. Hag hen rei eun taol gant e votez.

Kerkent an nor a zigoras en eur wigourat war he gwidurennou, ha prizoun ar re zaonet oa dirag e zaoulagad.

Hénvel oa ouz eur forn pa vez goret. Hag e kreiz, war eun tron houarn ruz-glaou, e oa azezet mestr bras an ifern, Paol Gorniok. En dro d’ezan edo ar re zaonet. Hag e kichen pep-hini eur bern diaoulou bihan o vrouda anezo gant ferier houarn.



O welet ar paotr koz e-tal an nor, Paol Gorniok a reas eur c’hoarzaden ken skiltrus ma tregernas pevar c’horn e balez. An dud daonet en desped d’o foan a zavas o fennou. An diaoul a c’hoarze, atao, leiz e gornailhen, ken a zigore e veg beteg e ziouskouarn. Hag en eur c’hoarzin e lavare : « Ah ! Ah ! te eo ar Bigouden, paotr ar groug ! ah ! ah ! meuleudi d’it evid ar vall az peus da zont ama. Met deuet out araog ar mare merket. Eun devez az poa c’hoaz. Ah ! ah ! ah ! mat ! mat eo. Abalamour ma ’z out bet fidel d’az ker, me lakaio da vab en da gichen pa deuio ama abarz pell. Sell, setu aze, da skabell, ha setu aze hini da vab. »

Hag en eur lavaret kement-se, an diaoul a ziskoueze diou skabell ken entanet ma ’z ea beteg an nein ar flamin anezo.

— Trugarez ! Paolig, a lavaras an den koz. N’oun ket deuet c’hoaz da azeza en da di. Me zo ama, evit kaout diganez ar paper am euz sinet war da c’her, bremaik e vo bloaz.

An diaoul a zirollas da c’houarzin, adarre, hag a reas sin da eur bern diaoulou bihan da vont da gregi er Bigouden.

Met, dija, ar vaz a skoe warno, araog ma oant deuet re dost. Hag an diaoulou, en arraj, da lammat an eil war egile. Blejal a reant evel saout penfollet. Gwintal a reant lemmen, beteg an nein hag o bleo a jome stag ouz ar vaout. Ar ferier houarn a c’hoarie : an eil a doulgove egile.

Pelloc’h e c’houlennont truez.

— Truez ebet, eme ar paotr koz, ma n’am eus ket va faper.

Hag e skoe warno, atao.

— Dal da baper, eme Paol Gorniok, en eur strinka anezan d’ezan en e zaoulagad, dal da baper ha na laka mui da dreid ama.

— Evel-se bezet great, eme ar Bigouden. Hag e teuas er meaz.

Kerkent an nor a zerras gant eur gwigour hag eun trouz spountus.



— Ac’hanta ! Tad, a lavaras d’ezan e vab pa voe deuet en dro da gao al laeroun, ac’hanta, hag ar paper ? Bet ho peus anezan ?

— Ia.

— Petra ho peus gwelet du-ze ?

— Petra am eus gwelet, va mab ? Gwelet am eus da skabell e kichen va hini, tan holl e kreiz an tan. An diaoul a lavar e varvi abaz nemeur. Va mab, pell ’zo, oa ar mare d’it da zont en dro. Ma kendalc’hez da veza laer, sur e vezi daonet…



Ar mab a lezas e vicher. Mont a reas da di e vreur ermit da zeski gantan hent ar baradoz.

An tad ne zaleas ket da vervel.

Ar c’helou ’voe buhan kaset d’an ifern. Rak, er bed-ma, eur bern diaoulou a zo atao en dro da bep-hini ac’hanomp. An diaoulou-ze a gasas ar c’helou du-hont. Ha Paol Gorniok, pa glevas, a reas stanka ’n toullou a oa er voger, serra gwaskou an nor. Aon en doa na deuje ar paotr koz gant e vaz da c’houlen lojeis digantan.

Met nan. Ar Bigouden en doa bet keuz d’e bec’hejou. Ober a reas eur maro santel. Hag an daou eal o doa digaset d’ezan ar vaz da vont d’an ifern, a zougas e ene d’ar baradoz.

Keuz ha glac’har er galon
A zo sur da gaout pardon.



Eur Chastellinad


o kas an amzer en dro


XI


Eur weach oa, e traon menez Kelc’h, e Kastellin, eul labourer-douar. Krapig a read anezan.

Hag ar C’hrapig-ze, a veze atao oc’h en em glem deus an amzer. Mennout a rea mont sot pa wele an traou o sevel fall en e barkeier. Ar glao, emezan, eo a vanke. Re a sec’hor… re dom an heol… ha me oar !

Hag eun devez, Krapig lakaat en e benn mont da gaout Doue d’ar baradoz.



Goude bale pell e tigouezas.

Ar c’henta ’gavas ’voe sant Per.

— C’houi eo ar porcher ama, a lavaras d’ezan.

— Ia, va mignoun.

— C’houi ’c’hell lavaret d’in, mar plij, piou a en em emmell eus an amzer e palez [an] Dreinded.

— Peseurt amzer ? An amzer vrao, pe an amzer c’hlao ?

— Eus an eil hag eus egile, aotrou sant Per.

— Evid an amzer vrao ema sant Barnabas hag evit an amzer c’hlao ema sant Medard.



Ar C’hastellinad a voe kaset da eur gambr eus ar baradoz. Hag e voe galvet da zont d’e gaout sant Barnabas ha sant Medard.

Ne ouzor tam ar pez a dremenas etrezo. Met, evid an doare, e ranke beza bet tabut. Rak an daou zant a bignas da gaout Doue.

— « Aotrou Doue benniget, a lavarjond d’ezan, ni ’zo ’tont da veza bet sinkanet gant eun istrogell, eus Kastellin. Lavaret a ra e reomp fall hon labour : ez eus re a zec’hor, eo devet an traou war an douar gant an heol, ha ni ’oar… Mat a rafec’h o lakaat ar penn-eog-se [9] eur pennadig er purkator. »

An Tad Eternel a deuas eur mousc’hoarz war e vuzellou hag a lavaras d’ezo kemen d’ar C’hastellinad dont d’e gaout.



Krapik, a c’hellit kredi, n’oa ket re fier o vont da gaout an Aotrou Doue. Met floura ’reas e vleo, renka mad e chupen en-dro d’ezan hag hen e baradoz Doue, e dog en e zorn.

Goude beza stouet e benn dirag Mestr an Env hag an douar, e lavaras d’ezan ar pez en doa dija lavaret da zant Barnabas ha da zant Medar. — « Ar pez ’zo sur, emezan goude, ma karfec’h, Aotrou Doue, karga eul labourer-douar da gas an amzer en dro, ne ve ket great kement a glemmou ha ma rear, bemdez, betek-hen. »

— Mat eo, eme an Tad Eternel, mat. P’e gwir emaout ama, me ’garg ac’hanout eus an amzer epad c’houec’h miz. Te raio heran amzer epad c’houec’h miz. Te raio da Gorentin [10], evit ma roio da anaout dre ar « C’hourier », ar garg nevez a roan d’it. Ma teuez a benn da lakaat an holl eürus, me roio d’it, keit ha ma vo ar bed en e zav, ar garg am oa roet da zant Barnabas ha da zant Medard.



An daou zant a gasas ar C’hastellinad da gambr an amzer, er baradoz.

En daou du d’ar gambr oa lasou a istribilh. A zindan al lasou oa skrivet : avel, glao, arne, amzer vrao, glao bihan, lukachen, ha me oar, c’hoaz ? Eun daouzek lasen bennak oa evel-se.

— Te, sel, a lavaras d’ezan an daou zant, n’ez peus netra da ober nemet chacha war al lasou evit kaout ar pez a zo skrivet a zindano. Pa ’pezo c’hoant kaout glao, chach war al las-ma ; amzer vrao : var al las-ze. War al lasou all e vo ar memes tra. Evel-se ez pezo an amzer a giri.

Kalz plijadur d’it er gambr-ma, aotrou Krapig ! Ni deuio en dro da welet, a-benn c’houec’h miz ama.

Hag int-i, sant Barnabas ha sant Medard, en em denna en eur gambr a gostez, d’ober eun taol c’hoari domino.



Krapig, a c’hellit kredi, oa lorc’h ennan. Sellet a reas ouz al lasou an eil goude egile. Ha pelloc’h — evid eun esa ha netra ken, — e chachas warno pep-hini d’e dro. Ha da viz mae e lakeas da goueza erc’h e Kastel-Paol ; kazarc’h e Mountroulez ; glao-puilh e Kastellin ; frim e Kemper hag avel-put ha skorn e Kemperle.

Mes kement-se n’oa nemet diwar c’hoari. En em lakaat a reas da ober e vicher nevez a zevri. Dreist-oll e tiwallas da rei gwall-avelou. Digas a rea war an douar an amzer en dije karet kaout ma vije bet c’hoaz en e diegez e traon Menez-Kelc’h.

Kaout a rea d’ezan ez ea mad an traou ha beb ar mare e lavare : « — Me laka n’o deus ket da glemm eus an amzer e Kastellin du-ze. »

Hag e frote e zaouarn hag e korde e varo : « Evit ma en em glemmont, a lavare c’hoaz, ne ouzoun ket peseurt amzer e vo red rei d’ezo. »



Koulskoude, ar c’houec’h miz oa tremenet.

An daou zant a zistroas da gambr an amzer. Ha dre urz Doue ar C’hastellinad ’voe kaset war an douar evit gwelet ha kavet mat oa e labour gant e genvroïz.

Lorc’h ennan, Krapig a ziskenn, douget war eur goabren. En eur zisken e sonje e teuje, d’ar zul warlerc’h, an holl d’e drugarekaat ha da baea banneou d’ezan. Marteze, zoken, diwezatoc’h, e vije portredet war plasen foar Sant Lukas. Piou oar ?…

Met allas ! n’eo ket evel a zonje e tremenas an traou. Pa voe gwelet o tisken, eur bern tud a redas beteg ennan. — « Den sot ! a lavare an holl d’ezan, ema kollet eost ar bloa-ma ganez. N’eus bet netra er parkou. Morse, n’euz bet amzer vat d’an drevajou. Pa veze red glao, e peus roet heol tom ; pa veze red heol tom ez peus roet yenien. N’ez peus ket a vez !… »

Kalz a venne skei gantan.

Met ar re a grie c’hoaz ar muia oa ar merc’hed yaouank. Deiz pardoun Kastellin, diouz ar mintin, e rea eun heol eus ar re gaera. Lakeat o doa o dilhad ar muia fichet, na petra ’ta ? Hag epad ar brosesion e reas eur glao spountus, ma oant lakeat holl evel maskaradennou. Da lun ha da veurz ar pardoun oa bet ar memes tra.

Krapig, emechans, ne wele, d’an deiziou-ze, nemed e irvin hag e gaol bihan, ha ne zonjas tam e pardoun e barrez.



Evit troc’ha berroc’h, an daou a oa araok e penn an amzer a gemeras, a nevez, o c’harg. Krapig n’en em glemmas mui deus ar glao na deus an amzer vrao. Labourat a reas gwella ma c’helle e zouarou e traon Menez-Kelc’h.



Kalon an den a zo c’hoantus :
Pa en deus gwenn e c’houlen ruz,
Pa ve sec’hor e c’houlen glao,
Eun dra bennak a vank atao.
Koulskoude :
Daou dra ’vo red, atao, da ober
Gouzanv ar merc’hed hag an amzer.


————



Ar Manac’h Dom Yan


XII


Eun devez, Jesus-Krist en doa lakeat en e benn mont da ober eur bale dre vro Leon. En eur dremen dor ar baradoz e lavaras da zant Per dont gantan kevret.

Goude beza baleet dre an henchou epad pell, setu-i o tigouezout dirag eur gouent eus ar re gaera. An iliz, savet uhel, a weled dreist an tiez, evel eun dantelezen astennet en ear. Hag ar gwer a liou oa warnezi a lintre skedus e sklerijen an heol.

— Kouent Sant Vaze-Penn-ar-Bed, a lavaras Jesus da zant Per. Eur gouent eo deus an devota. Deomp ebarz hag e welimp va mignouned.



Kerkent ha ma voent digouezet er gouent, an holl venec’h a ziredas d’o c’haout. Koueza ’rejont d’an daoulin dirak Jesus, ha pep-hini a c’houlenne digantan eur c’hras bennak.

Pep-hini, nemed unan, evelkent.

Eur manac’h oa ha na c’houlenne netra.

Dom Yan a reat eus ar manac’h-ze.

Dom Yan a zelle ouz Jesus, a zelle ouz e genvreudeur, mes e vuzellou ne finvent ket. Ne lavare ger.

— Perak, eme zant Per, ne c’houlennez ket, ive, eun dra bennak, evel ar re all ?

— N’em eus ezom tra.

— Mat, divezatoc’h, pa deui da c’houlen ar baradoz diganen, me hen talvezo d’it.



A mestr a yeas kuit, evel m’oa deuet.

N’edo ket c’hoaz pell pa glevas e c’hervel.

— Petra ’zo ?… Sell, Dom Yan ! Petra ’fell d’it, Dom Yan ?

— Ar re all, eme ar manac’h, o deus goulennet grasou diganeoc’h, Mestr. Me c’houlen eur c’hras ive, mar plij.

— Poent oa avat, Dom Yan ! Mes n’eo ket re ziwezat. Petra ’fell d’it ’ta ?

— Roit d’in, Mestr, ar c’hras da lakaat em zac’h holl ar re a girin.

— Evel-se bezet great. Rei a ran ar c’hras-ze d’it, Dom Yan.



Eun ugent vloaz bennak goude, Dom Yan a gommanse koza. Ar Maro deuas hag lavaras d’ezan : « N’ez peus mui nemet teir eur buhez. »

— E feiz, n’eo ket kalz ken, neuze, avat, eme ar manac’h. Met pa giri… Pa vezi prest, me vo ive. Pa deui d’am c’herc’hat, digouez ama eun hanter eur araog ar mare merket.

— Mat. Bez dinec’h. Me deuio.



Diw eur hanter goude, setu ar Maro dirag Yan, a nevez.

— Ah ! douje, eme ar manac’h, ne heller ket beza muioc’h sentus avat. Gortoz ! Hag hen digeri e zac’h ha lavaret : Em zac’h ! em zac’h !

Ar Maro en em zifretas eun tammig. Met mont a rankas e sac’h Dom Ian.

Ar manac’h a lasas stard warnan hag a yeas d’e gas da eur fornier, oa e Sant-Vaze.

— « Sell, a lavaras d’ezan, laka, mar plij, ar zac’h-ma er siminal. Dalc’h anezan da vogedi betek ma vezin distro. »

Hag evel-se ar Maro oa miret outan ober e droiou etouez an dud evel ma rea diagent.



Daou-ugent vloaz oa dija ha ne varve mui den ebet. An holl oa nec’het. Bugale vihan a deue, atao, war an douar. Met an dud ne deant ket kuit evit rei plas d’ezo. An holl oa lakeat diês…

Pelloc’h, koulskoude, Dom Yan a yeas da gerc’hat e zac’h ha da lezel ar Maro da redek.

Kerkoulz, ive, deuet oa, brema, da veza koz-noe.

E dammig korf oa kroummet holl ; e zaouarn oa seac’h ; e gorf-gar teuzet : e weled oa deuet da veza fall, ne helle mui, koulz lavaret, en em ambrek.

Ar Maro, na petra ’ta, ’lammas war Dom Yan, da genta. Ha goudeze ez eas da gerc’hat eneou ar re all a dlie beza maro en daou-ugent vloaz tremenet.



Dom Yan a yeas da skei war dor ar baradoz.

— Piou ’zo ? a lavaras ar porcher.

— Digorit d’in, mar plij, aotrou sant Per. Me eo manac’h koz Sant-Vaze.

— Ah ! te eo, pelloc’h, Dom Yan ? Ama n’eus plas ebet evidout.

— O va Doue ! Plas ebet ? Da beleac’h mont, neuze ?

— D’al leac’h ma kiri. Kea d’ar purkator.



Dom Yan a yeas eun tammig larkoc’h, beteg ar purkator. Skei a reas war an nor. An eal a deuas da zigeri, hen anavezas raktal, hag a lavaras d’ezan n’oa plas ebet evitan, eno, kenneubeut.

— Paour-keaz êlig Doue ! Plas ebet ama, c’hoaz, plas ebet er baradoz, kennebeut. Da beleac’h eta e rankin mont ? eme Dom Yan.

— Da beleac’h, va den paour ! Truez am eus ouzoc’h. Me p’e gwir ez oc’h maro, n’eus mui nemed eul leac’h hag a c’helfe loja ac’hanoc’h : it da welet d’an ifern.



Ha Dom Yan da drei a gleiz ha da zisken, da zisken…

P’oa digouezet, pelloc’h, e skoaz war an nor.

— Piou zo ! eme Lusifer.

— Dom Yan, deus kouent Sant-Vaze.

— Hola ! paotred. Eur manac’h e toull an nor ! Deuit buhan, ama.

Hag hen gervel holl diaoulou an ifern ha rei eur vaz da hen-ma, eur forc’h da hen-hont, eun orz da eun all, eun mailh da eun all c’hoaz.

— Met, a lavaras Dom Yan, petra ’zo ? Petra ’reot gant ar benviji-ze ?

— Miret ouzit da zont ama. Ne fell ket d’eomp digemer en hon touez manac’h ebet deus kouent Sant-Vaze.

— Ah ! evel-se eo, eme Dom Yan. Gortozit ma teskin d’eoch beza muioc’h seven e kever ar venec’h a deu da c’houlen loja diganeoc’h.

Hag hen digeri e zac’h oa, atao, gantan. « Em zac’h ! em zac’h ! » a lavaras.

Ha kerkent holl diaoulou an ifern, ha bihan ha bras, ha kam ha digam, ha tort ha luch, a rankas mont e sac’h Dom Yan.

Hag ar manac’h ha yao ! ha mont da gas e zac’had da govel Sant-Vaze.

Nao labourer oa eno, o skei war an tom.

— Pegement a gemeroc’h, emezan d’ezo, evit darc’hoi, pep-hini d’e dro, epad eiz devez hag eiz nozvez, war ar zac’had traou-ma ?

En em glevet oant war ar priz.

Hag an nao den-ze a labouras noz-deiz, epad eiz devez, da skei war ar zac’h, endra c’hellent. Mez kaer o doa, ne goagas tam ganto. Dom Yan a zelle outo. Pelloc’h, mestr ar c’hovel a lavaras d’ezan : « Ne goag tam ho sac’h. Petra zo ebarz ? Red e ve an diaoul ennan. »

— Ia ! ia ! eme Dom Yan. Kalz diaoulou zo ennan, zoken. Skoit dizamant.

Hag e skoent, e tarc’hoent ken oant skuiz.

Pelloc’h, Dom Yan a gemeras e zac’h hag a yeas da c’houlounder anezan en eul letounen vras oa eno, etre ar gouent hag ar mor. An holl diaoulou, a c’hellit kredi, a oa kam, chilgam, torret o c’horf, blounset o fenn. Mil boan o doa bet oc’h en em ruza beteg an ifern.



Hag ar manac’h a yeas eur wech all, c’hoaz, da skei war dor ar baradoz.

— Piou ’zo aze ? eme zant Per.

— Dom Yan a gouent Sant-Vaze.

— N’eus plas ebet ama, evidout.

— Lez ac’hanon da vont ebarz, Perig, pe me lavaro out eur c’hakous.

— P’e gwir es peus lavaret kakous d’in, ne deuï ebarz, biken.

― Allo ! mat, eme Dom Yan. Te pezo deus va c’helou.



Dom Yan a jomas e toull dor ar baradoz. Dre ma teue eneou da c’houlen digor, e fourre anezo en e zac’h. Ene ebet mui ne dea d’an Envou.

Sant Per oa inouet. Ne wele mui pen kristen ebet. Hag eun devez e lavaras d’an Aotrou Doue :

— Perak da vihana, ne deu mui den ama ?

— Perak ? Paour keaz sant Per ! Dom Yan a zo aze e toull an nor hag a laka en e zac’h an holl eneou dre ma teuont.

— Ah ! setu eur guden, avat. Petra da ober da vihana ?

— E feiz ! Kemeret e zac’h sur, a zo leun a eneou, ha digas anezan ama, mar gellez.



E kichen an nor ’voe great ar gaoz-ze. Dom Yan a glevas. Raktal en em lakeas e-unan en e zac’h.

Sant Per a zigoras dor ar baradoz, goustadik. Gwelet a reas ar zac’h war an hent. Sellet a reas a gleiz hag a zeou. Dom Yan ebet, war dro eno. Hag hen dastum ar zac’h ha buan e ti Doue.

Mall gantan da ginnig d’e vestr an eneou oa ebarz e tigoras anezan.

Met, va Jesus benniget ! mennout a reas sempla, pa welas ! Kenta hini a deuas eus ar zac’h oa Dom Yan. Ha droug ennan, sant Per a grogas en e golierou hag a zistribilhe anezan en eur grial : Manac’hig fall ! Manac’h droch ! ne jomi ket ama !…

Met an Aotrou a zigouezas war ar mare. Ober a reas da zant Per diskregi. Ha gant eur mousc’hoarz hegarat e lavaras :

D’ar baradoz pa deu eun den.
Ema eno, evit biken.


● ● ● ● ● ● ●



Fantig


XIII


Gwechall-goz, oa eur roue hag en doa teir merc’h. Met n’en doa mab ebet. E verc’hed, avat, oa koantik holl, evel an deiz pa ve brao.



Ar roue oa klanv-diglanv. Ne deue morse eus e gambr. Enni en doa teir c’hador : unan zu, unan c’hlas hag unan ruz. E verc’hed o deve mall, bemdez, da welet war beseurt kador e vije azezet. An hini zu a verke ar maro pe e ranke unan bennak mervel ; an hini c’hlas a ziskoueze en doa ar roue laouenedigez ; hag ar gador ruz a lavare ez oa dleet d’ezan ober brezel.



Eun devez en eur vont er gambr e kavont o zad azezet war eur gador ruz.

— Petra ’zo digouezet ’ta, tad ? emezo.

— Roue ar vro dosta, va amezeg, a ya da ober brezel d’in. Klanv evel ma ’z oun, ne c’hellan en em lakaat e penn va zoudarded.

Red e ve kaout eur c’habiten, koulskoude. Mez piou da glask ha piou da gaout ?

— Me, va zad, eme ar gosa. Mar am lezit me ’vo ar c’habiten-ze. C’houi ’welo. N’eo ket kalon a vanko d’in.

— Merc’h keaz, eme an tad, tristik holl mond e penn ar zoudarded d’ar brezel ne zere ket ouz ar merc’hed.

— Lezit ac’hanon da vond, atao. Gwelet a reot pegen brao ec’h en em dennin ganti.

— Mad. Ra vo great hervez da c’hoant. Kemer va zoudarded ha kas anezo d’an emgann. Mez gra, bepred, avat, evel eur gwaz. Ma teu en da benn sonjou eus ar seurt na ve nemet e penn ar merc’hed, deus buan en-dro. Gant ar seurt sonjou-ze, ne helfes biken beza treac’h. Kerkoulz, me ’lavaro d’am zoudarded beza war evez.



Ar brinsez a ya d’ar brezel.

En eur vont, e tremen dre eur c’hoadad gwez korz. Hag hi da zellet gant trugar. « Oh ! ar c’horz kaer ! a lavare. Hag eün ’ta ! Nag a geielou skanv ha flour a c’helfed da ober gant an dra-ze ! »

— D’ar gear ! d’ar gear, eme ar zoudarded. C’houi ’zo en ho penn hureou merc’hed. D’ar gear !

Hag an holl a zistroas d’o c’hear.



An eil eus ar merc’hed a ginnigas, neuze, d’he zad, mont e leac’h he c’hoar.

— Mad, kea ’ta, a lavaras d’ezi. Met diwal na lakfes en da benn sonjou merc’hed. Ma teu sonjou evel-se d’id, deus buan en-dro. Rag ma vefes gounezet gant ar sonjou-ze, ne helfes birviken kaout an treac’h.

— O ! me ne rin ket evel ma c’hoar. C’houi ’welo, tad.

Hag ar brinsez yaouank en hent gant ar zoudarded.



En eur vont, e tremenas dre eur geriaden. Eno, an holl verc’hed yaouank, azezet war dreujou o ziez, oa o farda dantelez.

Ha hi d’o c’haout da welet o labour.

A bân e chomas da zellet. — « O ! koanta dantelez ! » a lavare. « Nag ar c’hoefou brao, nag an tavancherou kaer a c’helfed ober gant an dra-ze ! »

— D’ar gear ! D’ar gear, eme ar zoudarded. Ne helloc’h ket beza mestr war eun arme gwazed. C’houi n’eus en ho penn ken sonj nemet deus ar braoigou a zere ouz ar merc’hed. D’ar gear !

Hag an holl en-dro, da balez ar roue.



Ar roue keaz, pa welas, a deuas da veza tenval e benn ha d’en em jala forz. Sur, a veize, ne gavin kabiten ebet. Penaos a rin-me ?

Ha setu o tond d’e gaout, en e gambr, Fantik, e verc’h yaouanka.

— Va zad, emezi, me ’gaso ar zoudarded d’ar brezel. Me ’c’hounezo ganto an treac’h war ar roue hoc’h enebour.

— Te, bugel paour ! eme ar roue, te ’zo re yaouank. Da ziou c’hoar n’o deus ket gellet ober evel gwazed a galon. Petra ’rafes te ?

— Va lezit, atao, da vont ganto, va zad. C’houi ’welo, goude, peseurt kalon ’zo em c’hreiz.

— Mad, eme ar Roue, kea ’ta, ma vezo gwelet.



Fantik a wiskaz dilhad soudard. Eur c’hleze a stagas ouz he c’hostez hag en he dorn e kemeras eur bistolen. Pignad a reas war varc’h. Doue, na koanta kavalier ! mistr he c’horf, soun he fenn, he daoulagad o lugerni. Ar zoudarded ne dennent lagad diwarni hag oa foug enno o vond d’he heul.

Tremen a reas dre ar c’hoad korz ; gwelet a reas ar merc’hed yaouank oc’h ober dantelez ha traou all c’hoaz. Mez ne zoublas ket he fenn da zellet ha ne reas vân ebet outo.



Pelloc’h oa digouezet dirag ar zoudarded ez ea da ober brezel d’ezo. Chomet oant a zav war bordou douar o bro. Ha dirazo, o roue a yea hag a deue eus eur c’hostez d’egile. Eur paotr yaouank oa eus ar muia fetis, soun ha drant war e ellou.

Fantik her gwelas dioc’h-tu. Mez ne jomas ket da zellet outan. Ha hi, ive, da vont ha da zont dirag he zoudarded evit lakaat urz vad en o zouez.

Mez ar roue yaouank, diouz e gostez, en deus, ive, gwelet anezi. Chom a ra a bân da zellet ; n’eo ket evit miret ouz e lagad da bara warni. Ne zonj mui eo deuet d’ober brezel.

Ha pelloc’h e teu d’he c’haout. Pedi ’ra anezi da vont gantan d’e balez. — « Sot eo, a lavare, ober brezel an eil d’egile, pa c’heller en em glevet. Sur, ni ’en em glevo ha ne vo ket a vrezel. »

Fantik a yeas d’e heul.

Ar Roue ’gasas anezi d’ar gambr kaera eus e balez. Ne ehane da zellet outi, sellet a rea ouz he dremm, ouz he bleo, ouz he daouarn. Ha seul-vui e selle, seul-vui e sonje : « Hen-ma, ar c’habiten-ma, ’zo eur plac’h yaouank. »

Hag hen ha mond da gaout e vamm, da gounta ar pez en doa great. Mamm, emezan,

Ar c’habiten-ze a lintr evel an erc’h,
E lagad hag e vouez zo gwerc’h.
Hennez a rank beza eur verc’h.

— Ia ? a lavaras ar vamm, te gav d’id ? Kas anezan d’ar gambr ema an armou enni hag e weli. Mar deo eur vaouez eo, ne zello na ne lakaio e zorn war tra ’bet.

A roue ’gazas Fantik da stal an armou.

En eur vont er gambr, Fantik a zellas ouz kement tra ’oa eno. Kemeret a reas eur zabren hag e lakeas anezi er vann. Goudeze, c’hoaz, e kemeras eur fusuilh ha dre ar prenest lezas eun tenn.



A roue zistroas da gaout e vamm hag a lavaras d’ezi ar pez en doa great ar c’habiten. Ha koulskoude, a lavare c’hoaz :

Ar c’habiten-ze a lintr evel an erc’h,
E lagad hag e vouez ’zo gwerc’h,
Red eo sur ma ve eur verc’h.

— Mad, eme ar vamm, kas anezan d’ar jardin. Mar deo eur vaouez eo, e kutuilho roz ha bleun ar goukoug a zo eno eleiz, hag e lakaio anezo ouz he bruchet. Mez mar deo eur gwas ’ne zello ket, zoken, ouz ar bleuniou. E leac’h kement-se e reio eur c’hornad butun pe eur sigareten.

Ar Roue a yeas d’ar jardin gant e gamarad.

En eur zigouezout, Fantik ne zellas nag ouz roz nag ouz bleuniou all. Mez ruilh a reas eur sigareten, etre he bizied, ha goudeze, e lakeas anezi e pleg he skouarn.

A roue a deuas da lavaret d’e vamm ar pez oa tremenet. Mez atao, e randounenne ar memez tra :

Ar c’habiten-ze a lintr evel an erc’h,
E lagad hag e vouez ’zo gwerc’h,
Hennez, sûr, a rank beza eur verc’h.




— Mad, eme ar vamm. Kas anezan ganez da leina. Ma troc’h bara en eur lakaat an dorz da harpa ouz e stomok, e c’hellez lavaret, heb en em fazia, ez eo eur vaouez. Met ma troc’h e damm, en eur zougen an dorz etre e zaouarn, eo sur eur gwaz.

Leina rajont kevret.

Ha Fantik a droc’has he bara hep lakaat an dorz da harpa outi.

A roue zistroas da gounta d’e vamm ar pez oa digouezet. Mez, en despet da ze, ne ehane da lavaret :

Ar c’habiten-ze a lintr evel an erc’h,
E lagad hag e vouez ’zo gwerc’h,
Hennez, sur, ’rank beza eur verc’h.



— Mad, eme ar vamm, gra c’hoaz eun esa all. Lavar d’ezan mond d’en em walc’hi ganez kevret d’ar poull-bras. Ma nac’h mond e kredfen awalc’h e ve eur verc’h.

A roue a ya d’ar c’haloup da gaout ar c’habiten hag a lavar d’ezan : « An amzer ’zo tom ; dond a rez da neûn, d’ar poull-bras ? »

— Warc’hoaz, eme Fantik, nan hirio : n’em eus ket amzer.

Met, kerkent, e karg eur zoudard da gas d’he zad eul lizer hag a lavar d’ezan : « Va zad ker, skrivit, dioc’h-tu, d’in, da lavaret oc’h klanv da vervel hag e rankan mont d’ar gear. »



D’an deiz warlerc’h, e mare ar c’hreiz-deiz, ar roue a c’hede Fantik war bord ar poull.

Pa zigouezas, pelloc’h, e lavaras : Diwiskomp hon dilhad.

— Oh ! nan, emezi. Tomm eo d’in. Gortozit ken a vezo tremenet va c’houezen.

Mez, e gwirionez, ne c’hortoze netra nemet eul lizer digant he zad. Siouaz ! ne deue ket. Hag ar roue a ziskoueze kaout mall hag a lavare c’hoaz : « Diwiskomp ’ta hon dilhad. »

— O ! nan, emezi. Mezaon oun klanv. Kridien am eus em diskoaz hag em divesker. Kement-se ’zo son fall. Eun droug bennak a zo ’vont da c’hoarvezout ganen, koulz lavaret sur.

— Bah ! Bah ! An dra-ze n’eo netra, lavaras ar roue. Allo. Deomp en dour. Peseurt droug, kerkoulz, a c’helfe digouezout ganeoc’h ?



Dres, d’ar mare-ze, setu eur zoudard o tigouezout, ha gantan eul lizer. Rei ’reas anezan d’ezi. Ha Fantik en eur e lenn dond da veza tenval he fenn ha lavaret d’ar roue :

— Ah ! me ’zonje mad e teuje eun droug bennag beteg ennon. Setu aze eur c’helou ankenius. Va zad zo ’vont da vervel hag a c’halv ac’hanon da vont d’e welet, dioc’h-tu. Ho kwitaat a rankan ’ta. Mez kredit ac’hanon : greomp ar peoc’h. C’houi neuze, a deuio d’am gwelet d’am falez hag ez afomp, pa vo tomm an amzer, da neûn hon daou kevret.



Ar prins yaouank a vennas koll e benn gant an dipit. Mez ne c’helle ket enebi ouz bolontez eun tad. Plega ’rankas.

Fantik a yeas d’ar gear. Met araog mont kuit, e skrivas ar geriou-ma hag e lakeas anezo war an daol er gambr oa bet roet d’ezi :


Fantik ama en ho palez.
A zo deuet ha chomet guerc’hez ;
Gwerc’hez kuit ez a en he dro
Ha d’eoc’h e lavar kenavo.



Ar prins ne gouskas banne pad an noz. E spered a nije warlerc’h Fantik.

Pa deuas an deiz ez eas d’ar gambr m’oa bet ar c’habiten enni, da welet ha n’oa chomet netra war e lerc’h.

Kaout a reas al lizer war an daol. Lenn a reas anezan. Ha setu hen da lenva, da hirvoudi, da grial. Melkoni en doa leiz e galon. Gervel a reas e vamm hag e tiskouezas d’ezi an tamm paper lezet gant Fantik.

Pelloc’h e laka sternia e garros hag ez a da di tud ar plac’h yaouank.

Hag evel-se, Fantik he doa gounezet peder victor ha great ar peoc’h.

Dimezi ’reas, na petra ’ta, d’ar roue yaouank. Ha pa voe maro he zad e voe rouanez, evel-se, war diou rouantelez.


Evel eur boked livet koant
Diglink eo kaer ar plac’h yaouank


————



Charlankik hag an Diaoul


XIV


Eur weach oa eun den : Charlankik a reat anezan. Hag ar Charlankik-se ne veze, morse hano gantan nemet eus an diaoul : diaoul ac’halen, diaoul ac’halese ; diaoul en tu-ma, diaoul en tu-ze. Pa veze amzer vrao, an diaoul emezan, eo hen roe. Pa veze amzer fall e lavare : petra ’n deus an diaoul o rei d’eomp eun amzer evel-se ?

— Taol evez, a lavared d’ezan meur a wech, an diaoul a glevo hag a deuio d’az kerc’hat.

— O ! me ne ran forz, a respounte. Mar deu d’am c’herc’had me ’gemero an tu d’en em entent gantan.

Charlankik a yoa mevel e bro Pont ’n Abat. Hag er vro-ze, pa deu gouel Santez-Katel,

Ez a ar mestr da vevel :

Da lavaret eo, ar mitizien a ya da di o zud, echu o bloaz ganto. Mez eun nebeud goude, ez eont da foar ar mitizien da glask fret adarre.

Charlankik a reas evel ar re all. Mont a reas ive d’ar foar, da werza c’hoaz, evit bloaz, poan e ziouvreac’h hag e labour.

Edo, o vond, e unan penn, war an hent pa welas eun den bras ha galloudus o tond warzu ennan.

Ne dalv ket ar boan d’it mont pelloc’h, Charlankik, a lavaras an den-ze d’ezan. Me ’me eus izom eur mevel. Te a zo diouz va doare.

— O fei ! aotrou n’eus forz e peleac’h servicha. Me yelo, awalc’h, da ’vidoc’h. Mez pegement a raoc’h d’in ?

— Kant skoet da vloaz, diou roched kanab, eur re voutou prenn hag eun tok voulous.

— Mad ar memez tra. Mad eo. Me yelo du-ze. C’houi pe eun all, an dra-ze ne ra netra d’in-me.

— Gwell a ze ! Warc’hoaz vintin, neuze, te ’deuio da duchen ar chorriked. Me ’vezo eno. Hag ez afomp d’am zi hon daou kevret.



En devez warlerc’h Charlankik n’oa ket diwezat o vond d’an duchen. Pa oa digouezet, e vestr oa eno o c’hortoz anezan.

— Deiz mat d’eoc’h, mestr, a lavaras d’ezan.

— Deiz mat d’it, Charlankik. Deuet out. Allo ! mad ! D’eomp brema buan. Rag eun hent hir hon eus da ober.

Bale ’rajont edoug an deiz warzu ar c’huz-heol.

Da vare ar sarr-noz, ’oant e kichen eur maner bras. An nor a zigoras ha Charlankik a welas holl brenestou an ti o flamina evel pa vije bet an tân enno.

— Brema emaout e maner an diaoul, a lavaras an aotrou. Alies ez peus kozeet diwar ma fenn. Klevet am eus pelloc’h. Beza ’vezin eur mestr mad, ma rez mad da labour. Sell. Setu aze ar marchosi. Aze ez eus ugent marc’h. N’ez po netra da ober nemet maga ha skrifellat anezo. D’in-me out, epad bloaz. Ne fell ket d’in e kuitafes epad-se. Kerkoulz an dorojou a vo prennet mad warnout.



Eur bloavez hep gwelet den ! Kement-se ’zo eun hir amzer.

Charlankik a deuas abred da skuiza. N’en doa ket c’hoaz great c’houec’h miz, hag en dije roet n’ouzoun ket petra evit gwelet e gamaraded.

Eurusamant evitan, oa chomet devot d’ar Werc’hez. Hag alies pa veze melkoniet dreist oll, ec’h en em harpe ouz eur speuren evit lavaret e japeled.

Ar Werc’hez e garie abalamour da ze hag a deuas war e sikour. Disken a reas er marchosi hag e lavaras d’ezan : Charlankik, ne jom ket ama. Tec’h kuit. N’eo ket red, morse, seveni da eur bromesa great d’an diaoul. Frot da japeled ouz potail dor ar marchosi hag an nor a zigoro. »



Pa deuas an noz, en devez-se, an diaoul o tond d’ar gear a welas Charlankik o pourmen, er jardin.

— Te ama ! a lavaras d’ezan mantret holl, penaos ez peus gellet dont kuit ?

— Dre an nor, sur mestr.

— Dre an nor ? Hag an diaoul en doa evel aon. Mad ! a lavaras koulskoude, ne di ket ken d’ar marchosi. Lezel a ran ac’hanout, da vond ha da zond dre ar maner. Mez, avad, difen a ran ouzit disken da gaout an nor a zo e traon an douribel. Mar dez di, neuze gwasa-ze, evidout ! Neuze, e kouezo truez ous da ler !



Charlankik a reas ar promesaou kaera. Met d’an devez warlerc’h an diaoul, a voa eat, adarre da duta.

Ha Charlankik mont da glask an nor a oa difennet outan. Disken a reas e traon an douribel. Hag e kavas eur mel dor-vras. Unan houarn oa. Charlankik a jome, evel sabatuet da zellet outi. Hag e kave d’ezan klevet klemmou ha lênv. — « Daoust, emezan, outan e unan, daoust ha petra ’zo en tu all ? Bremaik me ’welo sur. » — Hag hen tenna e japeled hag e frota ouz an nor.

Digeri ’reas, na petra ’ta ? Ha Charlankik a vennas sempla pa welas.

Dirazan edo ginou an ifern. Flammou tân a deue da lipat e zremm hag eur c’houez fall mantrus, c’houez ar c’hig brein, rostet, a groge en e fri.

Hag e wele, e kreiz an tàn, tud oc’h en em gorda gant ar boan hag o yudal. E kichen an nor edo e amezek ar miliner, en e zorn eur zil tân holl, ar zil oa gantan, emechans, pa veze o laerez bleud endra ma oa beo. Tost d’ezan edo Janik ar votez toull. Ha re all c’hoaz. Anaout a reas kalz re all.

Int-i, ive, o doa anavezet anezan. Ha dre o c’hlemmou e krient outan : « Petra Charlankik, te ’zo sot ? Tec’h kuit ! Sarr an or. Rak ma teu Lusifer-goz aze, ’maout devet. » « Gwella ma ’pefe da ober eo mont pell diouz e vaner milliget. »

— Ia. C’houi ’lavar, awalc’h. Met me ’m eus lavaret chom bloaz ; n’em eus c’hoaz great nemet c’houec’h miz.

— C’houec’h miz ! Awalc’h eo, emechans. Evit an diaoul, c’houec’h miz deis ha c’houec’h miz noz a ra eur bloa klos. Lavar an dra-ze d’ezan. Goulen digantan da gomanant. Mez na gemer ket arc’hant. Arc’hant an diaoul a ia, atao, da vrenn.

— Petra ’c’houlennin ’ta, neuze ?

— Goulen e vragou, ar bragou ’zo en e gambr stag ouz eur boenten.



An nor oa a veac’h sarret, ma tigouezas an diaoul.

— Va c’houmanant, Mestr, eme Charlankik.

An diaoul a reas eur c’hoarzaden yud.

— Da goumanant ? Mec’hiog, emezan. Met n’ez peus great c’hoaz nemet c’houec’h miz hag ez poa lavaret d’in e chomjes bloaz.

— Oh ! ia, Mez c’houec’h miz deiz ha c’houec’h miz noz a dle ober deoc’h, eur bloaz kloz.

An diaoul oa kerkent, stanket e farouel. Hag e sonje ; Hen-ma, ar mevel-ma zo gwall-c’hoarier. Mezaon eo gwelloc’h lezel anezan da vond kuit.

— Mad, a lavaras d’ezan, da goumanant az po. Lavaret em boa rei d’id kant skoed hag…

— O ! nan. Me n’em eus ket izom arc’hant.

— Petra ’ta neuze ?

— O ! netra koulz lavaret. Va bragez a goumans dont fall. Roït d’in ar bragez ’zo, en ho kambr, stag ouz eur boenten.

An diaoul a grizas e fri. An den yaouank-se a ranke sur, beza kelennet gant unan bennak, a zonje. Tremen mall oa e lakaat er meaz. Kommans a rea kaout aon. Hag hen mond da gerc’had d’ezan e vragez.



Ar bragez-se n’oa tam brao. Great oa gant ler bouc’h. Flear an tri mil oa gantan. Ouspen-ze an hini ’wiske anezan a deue da veza du pod evel eur morian.

Mez a-hend-all, avad, e talveze an holl densoriou. N’oa ken nemet lakaat an dorn en e c’hodellou evit tenna, bep tro, tri mil lur er meaz.

Ha Charlankik, gwisket ar bragou-ze gantan, a zeue warzu ar gear, douget war eur marc’h roet d’ezan, war ar marc’had, gant an diaoul.



Edo noz dija, pa zigouezas e tal eur maner koz-koz. An iliao a zave ouz e vogeriou, hag an doen kam-digam a oa evel war ar mare da goueza en he foull. Met, evit an doare, oa tud o chom ennan. Rag dre ar prenest e weled eur goulou o para.

Ha Charlankik mont er maner.

Kaout a reas eun aotrou azezet e stern an daol ha teir blac’h yaouank puchet war an oaled, e kichen an tân hag o neza.

Charlankik a dennas e dok en eur stoui e Lenn. Ha goude e lavaras d’an aotrou : — « Bez ho pefe, mar plij ar vadelez da rei lojeis d’in evit eun nozvez. Me ’meuz baleet, hirio, kalz, hag a zo dija skuiz.

— Chomit da gousket, oa lavaret d’ezan. Goulskoude, eme an aotrou, ne ve ket diez d’eoc’h kaout e leac’h all, gwelloc’h lojeis eget ama. Mez ar pez ’zo, ’vo roet d’eoc’h a galon-vad.



Kousket en doa e doug an noz. Ha ker laouen en em gave, diouz ar mintin ma kinnigas d’an Aotrou difalla ar maner.

Micherourien voe galvet dioc’h-tu. Al labour a yeas mad en-dro. Hag eur miz goude, ar maner oa deuet da veza evel eur maner nevez.

— Petra ’rofen-me d’eoc’h evit ho tigoll ? a lavaras mestr ar maner da Charlankik. N’em eus netra siouaz ! Da vihana, va c’halon a zalc’ho, atao, evidoc’h, anaoudegez vad ha karantez.

— A zo mad, aotrou. Mez ma kredfen, me c’houlenfe diganeoc’h eun dra hag a ve eas da rei d’in.

— Peseurt ’ta ?

— Aze ho peus teir merc’h, koantik evel elez ar baradoz. Roït unan anezo d’in da bried.

— O ! ia, sur a galon vad.



An teir merc’h oa o selaou.

Pa glevjont, an diou gosa a zavas o mourrou hag a droas o c’hein en eur lavaret :

— « Minerges ! beza maouez da eur c’hoz morian hag a zo flear ar bouc’h ouz e heul. O ! biken, avad ! »

Ar yaouanka ne lavaras ger. Mez plega ’reas he fenn en eur zerri he daoulagad. Ne gave ket kenneubeut brao an den, mez he c’halon oa anaoudek evitan abalamour d’ar pez en doa great evit he zad.

— Ha c’houi lavaras Charlankik d’ezi ?

— O ! me vo ho pried mar ho peus c’hoant.



An eured voe great eun deiziou bennak goude.

En eur zont deus an iliz an daou zen yaouank a welas war an hent, eur c’havalier soun ha drant war eur marc’h kellek.

Charlankik a anavezas an diaoul. Hag hen mont d’ar red warzu ennan. — « Deiz mad d’eoc’h, mestr », a lavaras d’ezan.

— Ah ! mad, Charlankik, eme an diaoul. N’ez peus ket bet aon o tont d’am c’haout dirag an holl ama. Abalamour da-ze me’ zo ’vond da rei d’id eun dra hag a rei plijadur d’az pried.

Hag e roas d’ezan eur pok. Hag ar pok-ze a gasas kuit diwar e dro ar c’houez fall hag a lakeas anezan da zont da veza livet brao, koant ha linvrin eus ar re gaera.

E bried na ehane da zellet outan.

He diou c’hoar a zelle ive. Mez ober a reant sellou a dreuz ha leun a zipit. Koueza ’reont jalous. An eil a daole e c’hounnar war eben. Hag oc’h en em ganna e kouezjond, eun devez, el lenn a ioa adrenv ar maner.



Bloaz goude, Charlankik a erruas c’hoaz gant an diaoul.

— Ac’hanta ! eürus out en da vaner nevez a lavaras hen-ma d’ezan.

— Oh ! eürus tre. N’euz er maner nemet va zad-kaer, va fried ha me. Va diou c’hoar…

— Ia, ia. Me oar. Du-ma emaint, bloaz ’zo, dija, e kichen Janik ar votez toull.

Yeunik hag e Gazez


XV


Eur veach oa eun den hag en doa tri mab. Kweza ’reaz klanv hag e varvas.

— Petra ’reomp-ni, brema, eme an tri breur ?

— Rannomp ar pez a zo eme an daou gosa : ni ’fell d’eomp mont da redet bro.

— Evel ma karfoc’h, a lavaras Yeunik, ar yaouanka. Me ne d’in ket ganeoc’h. Me ’jomo, ama, gant ar gazez vihan a c’houlennan da m’ lod.



An daou gosa a yeaz en o roud.

Yeunik a dapas e gazez hag a yeaz ganti da eun toull mengleuz a oa, eno, e kichen.



E mare kreisteis, ar gazez a lavaras d’e mestr : Me zo vond da bourmen eun tammik. Mez ne vo ket pell e teuin en dro. »

Dont a reaz en dro, e guirionez, hag e tigase ganti eur volennad souben, eur pladad kig, eun tam bara hag eur banne gwin.

Ar paot yaouank a zrebas.

Ar gazez vihan a lavaras neuze : « Mont a raan, c’hoas, da bourmen, mez eb dale pell me vo, adarre, ama.



Palez ar Roue a voa tost d’ar vengleuz. Ar gazez vihan a ya da grial dirag ar prenestrou : « Miaou ! Miaou ! »

— Petra ’zo ’ta ? loanik paour !

— Va mestr a zo kwezet en eur poull hag en deuz kailharet e zilhad. C’houi ’rofe d’in, mar plij dilhad da gas d’ezan da lakaat.

— A galoun vad, a lavaras ar mitizien ’oa eno.

Hag e roont dilhad d’ezi.

Araog an noz e tigasas anezo en dro hag e lavaras d’ezo mil trugarez.

— Piou da vestr ? a c’houlennas diganti unan euz ar mitizien.

— Eun aotrou bras ha pinvidik, emezi.



Eun devez all e zeas d’ar palez, c’hoas.

— Miaou ! Miaou !

— Petra ’zo ’ta ?

— Roït d’in, mar plij, ar barr. Va mestr en deuz c’hoant da c’houzout pegement en deuz a aour.

Ar mitizien a gountas d’ar Roue.

— Ah ! gwir ! Me ve, avad, eürus, d’ober anaoudegez gant eun Aotrou ken pinvidik !

En devez varlerc’h, ar gazez vihan a zigasas ar barr d’ar gear. Mez deuz ar fons oa stag eul louis aour.

— Bennos ha trugarez ! emezi. Hag hi kwit.

— Mez ar mitizien pa velfomp a c’hopas varni :

— Mignounez vihan ! Mignounez vihan ! Ama ’zo eur pez aour stag deuz fons ar barr. Deuz ’ta d’e gerc’hat.

— Oh ! emezi, ne dan ket da. Dalc’hit anezan ganeoc’h. Du-ma, ne vank ket euz ar seurt-se.

— Kleo kazez vihan, ar roue en deuz c’hoant da velet da vestr.

— Mad ! Me ’zigaso anezan, ama.



Digwezet er vengleuz en devez-se, e lavaras d’e mestr : — « Varc’hoas, e ranki mont da di ar roue.

— Da di ar roue ! Mez paour keaz bisik, ne velez ket n’euz nemet truillou en dro d’in.

— Ma chomez heb senti diouzin, me ’grabinso. Mez kleo. Er palez e zo mezer kaer hed leuren ar gambr. Sao da dreid pa valei varno. Pa na vefe da ze, e kwesfez. Bale drant ha soun da benn. Anez e tremeni evit eur paour.

Goude beza lavaret kement-se, e skoas eun taol pao, var an douar. Ha setu, ne ouzoun penaos, oa gwisket, dioc’h-tu, e mestr gant eun dilhad deuz ar re binvidika.



Mont a rajond d’ar palez.

Ar brud, ’int erru, a ya en o raog. Hag ar Roue e unan a deu d’o diambroug. Ho c’has a ra d’e gambr. Hag e kozeont, na petra ’ta ? deuz ar glao, deuz an amzer vrao ha deuz kalz traou all.

— Mez, Aotrou, a lavaras, pelloc’h, ar Roue, dimezet oc’h, emechans ? Beza ’peuz gwreg ha bugale ?

— Nan, Aotrou Roue, lavaras ar gazez.

— Beza e maoc’h, er vro, evit pell amzer

— Evit eur mis benag, ebken, eme ar gazez.

— Ah ! mad ! Ober a rafoc’h ar blijadur d’in da danva va souben, hirio, en aon na c’helfoc’h ket dont, divezatoc’h.

— Ia, eme ar gazez, chom a rey da leina a galon vad ha gant plijadur pa hen pedit ker brao.

Ar gazez a responte, bep tro, e leac’h he mestr.

Ar Roue a jomas, c’hoas, eur pennadik ganto. Goudeze, war eun digarez be nag, ez eaz kuit hag e lezas anezo o unan.

Neuze, ar gazez a lavaras da Yeunik : — Pa zi da zibri, bremaik, arabat d’id en em gemeret ganti evel er vengleuz, du-ze. Eno, e tebrez evel eur marlounk. Beza ’vo digaset kalz traou, var an daol. Dibri eun nebeut deuz pep seurt. Mez arabat lounka re vuhan. Entent a rez ?

— Mez ma ’meuz naon, penaos, dibri nebeut.

— Peoc’h, mar plij, pe me ribinso.



Oc’h an daol Yeunik a reas e giz m’oa lavaret d’ezan gant e gazez. Mez easoc’h e kave dibri en e vengleuz. Ha goustadik e c’hrosmole : o va zruilhou ! O va mengleuz ! e peleac’h emaint ? »

— Ro peoc’h pe me’ ribinso.

— Petra lavar da vestr ? eme ar roue.

— Lavaret a ra : « O ar boued mad ha c’houek ! » En e vro n’eo ket ar boued evel ama.



P’oa savet diouz an daol ar roue a bedas anezo da jom da gousket. Plijadur a rafec’h d’in, emezan, o tremen, ama, diou pe deir nozvez. Yeunik a zellas ouz e gazez. Houn-ma, ’respountas : « Eo, Aotrou Roue, chom a reio, pa ra kement-se plijadur deoc’h. »



Ar roue ne gouie kalz petra da gredi. Yeunik n’en doa ket an ear da veza eur seurt aotrou-ze.

Hag hen ha mont da lavaret d’e vitizien : « Pedet em euz an hini ’zo bet o leina ganen da jom da gousket. C’houi ’lakaio d’ezan var e wele, linseliou kanab. Mar d’eo eun aotrou bras, ne deio ket en o zouez. Mez ma n’eo nemet eur paour, evel ma sonjan eun tammig, ez ei enno n’euz forz pegen rust e vefent.

A mitizien a reaz evel m’oa lavaret d’ezo.



Mez ar gazez vihan a yeas er gambr gant he mestr. Trounsa ’reas al linseliou.

— Ne di ket er gwele, en noz-ma, ’lavaras.

— O ! lez ac’hanoun da vond ebars mar plij ! keit all ’zo n’em euz ket gwele ebet.

— Nan, a lavaran d’it pa lavaran. Hag e ribinsas d’ezan e vorzed gand eun taol pao.

Yeunik a dremenas an noz en eur gador vouret hag a gouskas c’houek ar memez tra.



Diouz ar mintin ar gazez a ya dre ar maner eur grial : « Miaou ! Miaou ! »

— Petra ’zo ’ta, kazez vihan ?

— C’houi peus kemeret va mestr evit eul louidik, eun den ha n’en deus netra. En e wele ho peuz lakeat d’ezan dilhad groz hag en deus ranket tremen an noz war eur gador.

A mitizien a yeaz da gounta d’ar Roue.

— Foutre ! eme ar roue, hen-nez a zo eun Aotrou bras ha pinvidik. Me roio va merc’h d’ezan da bried.



Evelkent, pa deuas an noz e lavaras, c’hoas, d’e zervicherien : « Lakit, en noz-ma, war ar gwele, al linseliou fina euz ar palez, al linseliou a ve gallet da zastum en eun dornad. Mez, avad, taolit evez mad, warc’hoaz vintin. Mar d’eo eun Aotrou bras, an dilhad a vo, pa deui an deiz flour ha diroufen evel ma na vije ket bet den en o zouez.

Diouz an noz ar gazez a zellas, adarre. Gwelet a ra an dilhad moan ha fin,

— Kea d’az kwele en noz-ma, ’lavaras da Yeunik. Mez diwall petra rafez. Mar dez da loc’h, keit ha ma vezi ebarz, me ’ribinso ken a gavo d’it mervel.

An paotr a yeaz d’e wele. Ar gazez a jomas e kichen hag, e gwirionez, pa en em loc’he he mestr, dre e gousk, e roe d’ezan taoliou pao.

Ne gouskas ket eur berad, kouls lavaret.

Diouz ar mintin, plac’h ar gambr a deuas da c’houlen digantan petra en dije d’e zijuni. Gwelet a ra ar gwele eün brao an traou varnan hag e za d’el lavaret d’ar roue.

— N’em oa ket lavaret, eme ar roue, oa hennez eun Aotrou bras. Hirio, e kozein d’ezan divar benn va merc’h.



Edont o tibri ho meren. Etre daou dam kig rost, ar roue ’lavaras : « C’houi ’zo den yaouank. Mez, me laka, ne jomoc’h ket er stad-ze. N’ho peus ket sonjet, a-wechou, kemeret eur vaouez ?

— O ! eo, eme ar gazez, ma kavfe eur plac’h yaouank euz e zoare e timesfe a galon vad.

— Mad. Me ’m eus eur verc’h, eme ar roue, eur verc’h euz ar re goanta ha euz ar re wella.

N’eo ket abalamour m’ eo merc’h d’in e lavaran an dra-ze deoc’h, mez abalamour ma zeo ar wirionez. Kerkoulz, c’houi ’velo anezi ha ma plij deoc’h, me vo eürus da veza ho tad kaer.

— O ! respountas ar gazez, p’e gwir e reketit an dimezi-ze, an dra-ze zo eun dra c’hreat.



Ar verc’h oa en he c’hambr. Galvet oa da zont, dioc’h-tu. Pa zigouezaz, e zad a lavaras d’ezi en eur ziskwez Yeunik : « Setu aze ho kwas. »

— O ! evelkent, tad, c’houi ’gas an traou en dro, eun tammik buan, emezi.

Mez ne voe ket muioc’h a goziou. Hag an eured a voe great en deveziou kenta, goude.



Eur mis bennag warlerc’h, ar gazez a lavaras d’ar roue : « Mall eo d’eomp mont d’hor bro. Rag c’houi ’oar, ho mab kaer a zo, ive, roue. Hag er vro, du-ze, e zujidi a zo pell ’zo o c’hedal anezan. Moarvad, zoken, int en em lakeat dija, da c’hrosmolat. Rag pa ne ve ket ar roue er gear an traou ne deont ket ker mad war o zu hag an dud ne vezont ket ker laouen.

— Ah ! nan zur, eme ar roue. Ama e tigouez kement-se, ive. Kent-se, c’houi yelo d’ho pro, er zizun-ma. Me ’yelo ganeoc’h kevret. Rag c’hoant em eus da welet e peleac’h e za ma merc’h.



Ar roue a zavas d’e gambr.

Yeunik chomet e unan gand he gazez a lavaras d’ezi : « Da beleac’h ez peus c’hoant da gas va fried ? d’ar vengleuz du-ze ?

— Peoc’h en toull-ze, pe me ribinso. N’ez peus ket ezomm da veza nec’het a respountas.



Edont war an hent da zistrei d’ar gear. Hag ar gazez rei eun taol pao, d’an douar. Ha kerkent, dre holl, en dremwel e voe gwelet tiez ha maneriou eus ar re gaera.

— O ! na dudiusa bro ! Da biou an tiez hag ar maneriou-ze, a c’houlenne ar roue.

— D’ar roue Yeunik a lavare d’ezan an dud oa war an hent.

Ar gazez a gerze, atao. Mont a rea, war varc’h, araog karros e Mestr.

Pelloc’h e tigouezas er palez. N’oa dre holl nemet aour, arc’hant ha perlez. Eur bern mitizien oa e kichen an nor. Ha pa zigouezas Yeunik hag e c’hwreg ec’h en em lakejont da grial a bouez penn : « Buhez hir d’an daou bried ! »

Ar roue koz n’en doa gwelet, biskoaz, eur seurt tra. Lênva ’rea gant louenedigez : — « Ah ! a lavare, pebeuz dimezi kaer en deus great va merc’h ! Brema, e c’hellin mervel laouen, pa oun sur e vezo eürus ! »

Pelloc’h e rankas kimiada. Hag en eur vouchat d’e verc’h ha d’e vab kaer, e lavaras : « Kenavo ! eb kenavo ! ni ’skrivo en eil d’egile. »

Ha kuit.

An daou bried yaouank a jomas en o falez. Ar vuhez dre ma zea en dro, oa evitho gwella oc’h gwella, bemdez.



Eun devez, a benn eur pennad, goude, ar gazez a lavaras da Yeunik : « Me ’garfe kozeal ganez. »

— Petra ’zo ’ta ?

— Me ’garfe gouzout eun dra ; mez lavar d’in ar wirionez, avad.

— O ! ia sur : ar wirionez penn-da-benn. Petra e peus da c’houlen ?

— Te ’wel : dond a raan da veza koz.

— Ac’hanta ? Ha neuze ? Petra ’zo ?

Dont a ran da veza koz hag ar gozni ’zigas ar maro. Great em eus vad d’it. Da unan e c’houzout pegement. Pa vezin maro petra ’ri diouzin.

Oh ! siouas ! oh ! oh ! hi ! hi !

Ha Yeunik en eur lênva a lavaras d’ezi chom hep kozeal eus kement-se. « Arabat m’ar plij, emezan ober melkoni d’in gand ar sonjou-ze. »

— N’eo ket evid ober melkoni d’it eo. Mez me am eus c’hoant da c’houzout petra ’ri diouzin pa vezin maro.

— Petra ’fell d’it, eme Yeunik. N’oun ket evit sonjal en eun dra ken glac’harus. Hag e lenve atao. — Petra fell d’it a rafen ? Me lakeio ober eur c’hlaoier evit derchel da relegou.

— Ah ! gwir ?

— Ia, gwir. Mez ne gozeomp mui deuz kement-se.



Eur miziou bennak, goude, ar gazez a gailharas, respet deoc’h ! ar pallennou kaer hag ar c’hadoriou bouret en eur gampr, ar gambr kaera deuz ar palez. Ha goude-ze ec’h en em led en eur c’horn tro hag e ra an neuz da veza maro.

Diouz ar mintin, pa deu ar mitizien da zigeri, e santont eur flear spountus. Gwelet a reont an traou kailharet holl. Hag ez eont,

da lavaret petra ’zo digwezet. Ar roue Yeunik a deuaz da welet. Bounta rankas e fri. Dirazan e welas ar gazez, maro, a zonj d’ezan. — « O ! al loen vil ! a lavaras d’e vitizien. Dastumit an tamm teil-ze ha taolit anezan er ster, ma ’z aio buan gand an dour ! »



Siouaz ! n’oa ket e c’her a-veac’h lavaret oa, a nevez, kemm etre an traou. Edo er vengleuz, e wreg en e gichen, hep tamm da zibri na banne da eva. Rankout oa d’ezan skriva d’ar roue e dad-kaer, evit lavaret ar pez oa digwezet. « Deuit, emezan da gerc’hat e merc’h. Rag ne c’hellan ket, zoken, maga anezhi. »

Beza anaoudek a zo kaer.
Beza dianaoudek ’zo divar an aer.


————



Ar C’herniel


XVI


Eur wech ’oa eun den hag en em gave dilabour. Laouik a read anezan. N’oa ket pinvidik : pell diouz eno zoken.

Evit tremen e amzer hag en em dizinoui, hag hen ha mont da glask neiziou.

Ne voe ket pell e kavas unan, ar barez varnan.

War bouez mont, goustadik hag heb ober trouz, e pakas anezi. He digas a reas d’ar gear gand an daou vi a gavas dindani.

Hogen, var ar viou oa skrivet ar geriou-ma : « An hini a zebro kalon al lapous en deuz dofet ar re-ma, ’vezo pab, hag an hini a zebro e eü, a gavo, bep mintin en e wele, eur yalc’h mil lur enni. »



Mez Laouik ne ouie ket lenn. Ha goude beza diskouezet d’e wreg al lapous hag ar viou, e lavaras d’ezi : — « Petra ’rafomp gant ar re ma ? Me ’zo vont da gas anezo d’an ti all. »

Hag hen ha mont.

— Sell, a lavaras d’e amezeg, setu ama eul lapous ha daou vi. Ar re-ze ’zo mad d’az vugale ; ar viou da zibri hag al lapous da c’hoari.

— O ! ama, voe lavaret d’ezan n’eus ket izomm deuz a draou ar seurt-se. Kas anezo ganez.

Ha Laouik d’ar gear gand e lapous.

Dioc’htu, voe displuet ha poazet. Ha d’e goan e tebras anezan kevret gant e wreg hag e zaou vab : Saïk ha Nennik.



Mez ar viou en doa lezet war an daol, en ti all ! E amezek, eun tamm doktor anezan, a lennas diouz an noz, pa deuas d’an ti, ar pez oa skrivet varno.

Ah ! mallos ru ! a lavaras ma ’m bije gouezet ! Hag hen d’ar c’haloup da di Laouik da lavaret oa e vugale o lenva gand ar c’hoant da gaout al lapous.

— Foei ’vad ; re zivezat out. E ma debret voe lavaret d’ezan.



An amezek a yeas, en dro, d’ar gear. Kounta ’reas d’e wreg ar pez oa digouezet. Hag e skambenne, hag ec’h en em jale.

— O emezi, ne ket dao d’it en em disglac’hari. Laouik ’zo paour. Kea da lavaret d’ezan out kountant da zevel e vugale en da di. Roet e vezint d’it, a volontez vat. Hag evel m’eo dleet, an arc’hant a gavimp en o gwele a vezo d’eomp evit o maga. »

Hag hen en dro. — « Va mignoun, a lavaras da Laouik, falvezet eo bet ganez bremaik ober d’in plijadur, rei al lapous hag e viou d’am bugale. Mad, plijadur evit plijadur. Te ’zo eun tammig diskrog. N’eo ket eas d’it rei d’az taou vah ar pez o devez izomm ; va gwreg ha me, ’zo en em glevet da zevel da vugale kevret gant hon re. »

— O ! mil bennoz d’eoc’h ! Penaos ho trugarekaat a-walc’h ? C’houi ’wel, kaer am eus, ne gavan ket a labour. A volontez vat, e welin va bugale o vont d’ho ti. Mez c’houi ’lezo anezo da zont bep mintin, da vouchat [11] d’o zad ho d’o mamm.

— Oh ! emechans sur. Pa girint e teuint d’ho ti. Mez o boued hag o gwele a vo du-ma.

Hag e kasas, dioc’h-tu, an daou vugel gantan.

Lakeat e voent da gousket er memez gwele. Bep mintin ar vestrez a gave war ar c’holc’hed ar yalc’had aour. Hag abalamour da ze e rea stad eus ar vugale.



Tri bloaz oa dija ma pade an traou er giz-se. M’oant pinvidik diagent, ’oant pinvikoc’h c’hoaz goude.

Mes eur vintinvez an daou vugel, dihun, en em lakeas da c’hoari da c’hedal sevel. Hag en eur c’hoari e weljont o koueza eus o gwele war an douar eur yalc’h. Gand ar strouns ar yalc’h a zigoras hag e oa leun a aour.

— Hop ! emezo, n’emaomp ket mad ama mui. Ar mestr hag ar vestrez o deus kuzet arc’hant en hon gwele evit gouzout ha n’omp ket laer.

Da greisteiz, goude beza sonjet mat, ez eont da gaout an daou bried. — « Kenavo, emezo. Ni ’zo deuet da veza bras. Gouest omp brema d’en em denna hon-unan. Ni ’zo ’vont kuit.

— Mont kuit ? Mez perak ? N’emaoc’h tamm a re, ama. Ne vezoc’h gwelloc’h e neb leac’h. Chomit, chomit ganeomp.

— Nan da, a lavarjont. Ho trugarekaat a reomp da veza hon dalc’het, keit-all. Mez ni a zo tud yaouank brema. Ni ’vevo diwar hon labour.



— Mad. Ma rankit mont. Keuz a vezo ama d’eoc’h. Mez kementse zell ouzoc’h a lavaras ar mestr.

Hag e roas d’ezo peb a gant lur. An dra-ze ’lavaras, a vo talvoudek evidoc’h, da c’hedal beza kavet labour.



En em lakaat a rajond en hent. Mez an noz a deuas ha n’o doa kavet ti ebet. Hag e oant savet da gousket e beg eur wezenn doupok.

Pemzek vloaz o doa. D’an oad-se, e kousker mad atao, n’eus forz e peleac’h. Uhel ’oa an heol dija pa voent divorfilet. Hag int-hi diskenn d’an douar.

Ha setu, dre ma teuont a vrank da vrank, eur yalc’h o koueza. Henvel-poch e oa euz an hini o doa gwelet o koueza eus o gwele, en deiz araok. Mil lur ’oa ebarz. Chom a reont sabatuet. Sellet a reont an eil ouz egile. « Koulz lavaret sur, emezo, ni ’rank kaout ar vertuz da gaout ar mil lur-ze bep mintin. Abalamour da-ze n’oa ket c’hoant d’hor gwelet o vont kwit deac’h da noz. Ne oa ket souez ! »



Mont a reont adarre kevret. Hag e kerzent beteg eur c’hroaz-hent.

— Eno, unan anezo en don bet izomm da vont en eur park. Egile a yeas atao. Hag an daou vreur en em gollas. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .



Goulskoude Nennik, an hini anezo en doa debret kalon al lapous, a zigouezas en eur gear vras. N’en doa gwennek ebet en e c’hodell.

Er gear-ze, ar sakrist a oa maro. Goulenn a reas mont en he lec’h da ober al labour war dro an iliz. Kemeret e voe.

Prest goude ar pap a varvas ive.

Red ’oa kaout dioc’h-tu eur pab all.

Eur goulm ’voe lezet da vont en ear, dirag holl gristenien kear, bodet en iliz. Bep tro e veze great evel-se. Hag an hini a yea ar goulm var e benn a veze lakeat da bap. Mont a reas war benn ar sakrist. Hag evel-se, e teuas da wir, evit Nennik, ar pez a yoa merket war viou al lapous en doa debret.



E vreur Saik, d’ar mare-ze, goude beza troet ha dizroet, ’oa digouezet pelloc’h er memes kear. Mez n’oa ket paour evel e vreur, ha mont a reas, na petra ta ? d’an ostaliriou gwella. Ouspenn-ze, evit en em zivuzi, ez ea bemdez da welet an termaji. Dek lur bep tro, ’gouste kement-se. Mez petra ’oa an dra-ze da Saïk ? p’eo gwir e kave mil lur bep mintin en eur zont eus e wele ?

Goulskoude, mestrez an termaji o welet bemdez anezan o tont d’he stal, a zonje e ranke beza pinvidik-bras. Hag eun devez ez eas d’e gaout hag e lavaras d’ezan : « Plijadur ho peus ganeomp, aotrou ? »

— Ia, vat, itroun : plijadur awalc’h ?

— Mez eur mondian e rankit beza evit kaout dek lur bemdez da zont, ama.

— O ! lezit da gas, itroun. Me ’m eus meur a zek lur. Me, en eur zevel bemdez a gav mil lur em gwele.

— Mil lur, bemdez, ma Doue ! Penaos da vihana ?

— Ne ouzoun ket. Mes debret em eus eü eul lapous. Hag abaoue bep mintin, e kavan eur yalc’had aour em gwele.



Itroun an termaji a dremenas an noz o tibri sonjou. « Mar gellfen lakaat anezan da zislonka an eü-ze », a lavare ; Marteze, ema c’hoaz war e stomok. Red e vo gwelet. »

Hag e pedas anezan da zont da leina ganti,

Ober a reas friko. Lakaat a reas Saïk da eva ha da zribi ar pez a c’helle. Ha pa oa dija dem-vezo, e taolas d’ezan en e gafe louzou evit dislounka.

Ne voe ket pell o c’hortoz. Ar pred a deuas er-meaz ha, d’e heul, ei al lapous.

— Aze eo, a lavaras. Ema d’in ! Hag hi lounka anezan.



Diouz ar mintin, goude-ze, e kave ar yalc’had aour ne he gwele.

Mez ar paour keaz Saik a deuas da veza paouroc’h eget n’oa bet morse.

— Ah ! bah ! a lavare, ne dalv ket d’in en em c’hlac’hari. Emechans, gant labourat me a c’hello beva.

Klask a reas labour. Mez, siouas ! ne gavas tamm.

Ha kentoc’h eget kreuvi gand an naon, ez eas da eur choad, ’oa e-kichen kear, da glask lus pe eun dra bennak all da zibri.

Kaout a reas eur wezenn goloet a fiez.

Hag hen dibri eur fiezenn.

Kerkent, setu eus foultrenn korn o sevel war e benn.

Sell ! emezan, en eur lakeat e zorn varnan, setu ama eur c’hoari avad ! Debromp unan c’hoaz da welet. Hag eur c’horn o poulza d’ezan.

Neuze e troas da zont kuit. Mez e gerniel a luie er brankou gwez.

— Oh ! satordallik ! a lavaras. Brema oun lakeat brao ganti, avad. Petra ’rin-me, hiviziken ?

Goulskoude, eur feunteun oa e-kichen eno. Sec’hed en doa. Mont a reaz da eva dour. Kerkent en daou gorn a keas kuit.



Bale ’reas c’hoaz dre ar c’hoad hag e kavas saladenn c’houez.

En em lakaat a reas da zibri. Ha dioc’htu e teuas da veza eun azen.

— Gwasoc’h-gwaz ! a lavaras. Setu ama eur c’hoad hag en em gav traou iskis ennan, avad.

Dont a reas da eva dour c’hoaz. Hag e teuas adarre da veza eun den.

— Oh ! mat, mat : eul louzou all ouz eur c’hlenved all.

Hag e teuas en e benn eur zonj ifern.



Ober a reas eur baner gant brouskoad. Karga ’reas anezi a fiez. Hag e baner war e benn ez eas da grial dirak maner itroun an Termaji : « Fiez dous ! fiez mat ! daou wenneg an dousen ! »

Keginerez an itroun a gemeras diou zousen evit he mestrez. Mez he-unan, na petra ’ta ? e tanveas anezo da genta.

Kerkent daou foultrenn korn a zavas war he fenn. Santout a reas eun tamm debron bennak. Ha gant he dorn e frotas. — « Pitiaoul ! emezi. » Ha da zellet er mellezour. Mennout a reas sempla pa welas. Ken dies e kave ha kement a vez he doa, ma ’z eas d’en em guzat.

Ar mevel a zigouezas d’ar mare-ze. Gwelet a reas ar fiez war an daol. Hag hen buan tapa diou frouezenn, hag aon d’ezan da veza tamallet mont d’ar marchosi d’o dibri.

Mez digouezout a reas gantan evel gant ar geginerez. Ha ne gredas mui en em ziskouez.

Deuet mare mern, an itroun a glaskaz gouzout e peleac’h ez oa eat he mitizien. Mez kaer he devoe o gervel, hini ne respounte.

En eur dremen dre ar gegin e welas ar fiez. Ha hi en em lakaat da zibri. Sevel a reas war he fenn eur bern kerniel. Eun tammig e pikent en eur zont er-meaz. Hag e skrabe hag e tebre c’hoaz. Pelloc’h ez eas da zellet er mellezour. Ha spountet holl, ec’h en em lakeas da hirvoudi ha da grial kement ma teuas evelkent he mitizien war he zikour.

Sabatuet-holl e chomas pa welas. Petra emezi, c’houi, ive, ho peus kerniel ? Na peseurt klenved egazus ! »

Epad meur a zevez e chomjont kuzet, an ti sarret warno. Esper o doa da welet ar c’herniel o vont kuit e-giz ma oant deuet. Mez, siouaz ! ’leac’h mont kuit, e kreskent bemdez.

An itroun a c’halvas d’he c’haout eur bern medisinet. Holl e choment souezet. Biskoaz n’o doa gwelet eur seurt klenved.



Dre ar vro a bez n’oa hano nemet eus itroun an Termaji hag eus he c’herniel. An holl o doa truez outi. Mez Saïk, pa gleve kôzeal diwar he fenn, a c’hoarze leiz e gornailhen hag a lavare : « Ah ! ar c’hagn ! mad, mad a zo great d’ezi. »

Goulskoude, pelloc’h ez eas da gerc’hat eur vuredad dour da feunteun ar c’hoad hag e kerzas ganti da di an hini glanv.

Me ’zo medisin, emezan en eur zigeri an nor.

An Itroun ’oa eno. Ha hi d’en em strinka d’an daoulin dirazan : « O aotrou ! aotrou ! a lavare, pareit ac’hanon, mar plij, neuze. »

— Ia. Me ’c’hell ho parea. Mez, araok, e rankan lavaret d’eoc’h e vezo ker al labour.

— O ! n’eus forz pegement e kousto, pareit ac’hanoun.

— Parea ac’hanoc’h a gousto kant mil lur.

— N’eus forz. Beza ho pezo kant mil lur.

— Aotrou ! aotrou, a lavaras, neuze, ar vatez o tifoucha eus eun toul kuz, pareit ac’hanoun ive !

— Ia, demezel. Mez c’houi n’oc’h nemet eur vatez. Me ho pareo evit mil lur.

Ar mevel en em erbedas outan, c’hoaz.

— Da gount a vo evel hini ar vatez, eme Saïk.

Paet e voe dioc’h-tu.

Ha Saïk, neuze, a roas d’ezo peb a vanne dour eus ar vured a oa gantan.



Saïk ’oa deuet da veza pinvidik-bras. Mez ne c’helle ankounac’haat an dro fall a oa bet great d’ezan gant itroun an Termaji. C’hoant en em venji en doa atao.

Hag hen d’ar c’hoad a-nevez, da gerc’hat saladenn. Goude beza kemeret dilhad all, ez eas da ginnig e zaladen da di an itroun. Druz ’oant ha kaer. An itroun he doa, kent ma o gwelas avi outo.

— Tanveit anezo, itroun, eme Saïk. Mad int. C’houi ’welo peger mad.

An itroun ne jomas ket da varc’hata. Lakaat a reas eun tamm en he ginou. Ha kerkent e teuas da veza eun azenez.



D’ar mare-ze, e-kichen kear, edod o sevel eun ilis, war eur menez uhel. An dud, o doa stargnet azened evit dougen mein d’ar vansounerien. Mez aon ’oa da skuiza al loened paour, hag abalamour da ze ne reant nemet eun dro diouz ar mintin hag eun all diouz an noz.

Saïk ’en em lakeas, ive, da gas mein. Mez n’en doa ket aon da skuiza e azenez. Ober a rea nao, dek tro, bemdez.

E gamaraded o doa truez ouz e loen kez. Mes pelloc’h, emechans, o doa klevet eun dra bennak. Hag int-i mont war-eün da lavaret d’ar pab.



Ar Pab a c’halvas Saïk da vont d’e gaout :

— Perak, emezan e wall-gasez da aneval ?

— Evit gounit muioc’h a arc’hant.

— Nan : n’eo ket gwir. Perak e lavarez gaou ?

— Petra ? C’houi ’peus klevet eun dra bennak ?

— Ia.

— O ! mad, eme Saïk, setu ama petra ’zo. Hag e kountas d’ezan, penn-da-benn, an traou evel ma oant digouezet.

Ar pab a zelaouas. Sellet a rea outan gant karantez dre ma tibune e blanedenn.

— Me eo da vreur, a lavaras d’ezan, pelloc’h. Me eo Nennik, da gamarad gwele gwechal, Lez ar goz itronig-se da vont d’he Zermaji. Te brema a jomo ama, ganen em falez.

Hag e tremenjont ar rest eus o buhez oc’h en em garet hag o veza eürus.

Kaout eun dro vad d’ober eun dra
Ne c’houlen ket chom da varc’hata.
Mez pardoni ’zo red, ar memes tra.


————



Ar Zarpant Milliget


XVII


Beza ’oa eur wech eur pesketour. Dimezet oa abaoe dek vloaz. Mez siouaz d’ezan ! dizher e oa chomet.

Eun devez da heul e higenn e tennas dious an dour eur pesk eus ar re gaera.

Mez a-veac’h deuet en e vag, ar pesk en em lakeas da glemm ha da gôzeal evel eun den : « Lez ac’hanon da vont kuit, a lavare, ha me ziskouezo d’it e peleac’h kaout pesked a vern. »

Lezet e voe da vont en dour. Diskouez a reas warzu peleac’h mont er mor. Ha pesked, e gwirionez, ’voe paket diouz an druilh.



Mez, pa glevas petra oa digouezet, maouez ar pesketour a gemeras dipit hag a yeaz et kounnar. Kaout a ranke ar pesk a gaozee.

En deiz war-lerc’h, ar pesketour ’oa red d’ezan mont c’hoaz da besketa.

Tapout a reas adarre ar pesk burzudus. Mez truez a gemeras outan a-nevez. Hag, evit eur wech all, e lezas anezan da vont kuit.

Ar wreg en taol-ma, pa glevas, a yeas evel er meaz anezi he unan. Ne roas peoc’h ebet ken n’oa eat he gwaz da besketa a-nevez.

Evel en troiou all e pakas ar pesk a gaozee hag er wech-ma, ’tigasas anezan d’ar gear.

Taolet e voe en eur bailhad dour. Ha dirazan ar wreg a gounte d’he gwas ar pez a raje evit boazat.

Ar pesk a zavas, neuze, e benn, war bordou ar bailh hag a lavaras : « — Pa rankan mervel e lezoc’h ac’hanon, emechans, da verka va bolontez diveza ? »

— Ia, zur, ’voe lavaret d’ezan.

— Mad. Pa vezin maro ha poaz, c’houi, maouez, ha c’houi hepken, a zebro ar c’hig. An dour a vezo bet o poazat ac’hanoun, a rooc’h d’ar gazeg a zo en ho kraou. Va eskern a daoloc’h d’ar giez. Hag, er jardin, e fouroc’h, en o zav an tri drean bras a gavoc’h ennon. »

— Ia, voe lavaret d’ezan.

Ha great e voe hervez ma en doa lavaret.



Nao miz, goude, ar vaouez he doe tri mab, ar gazeg tri bouch hag ar giez tri gi bihan. An drein ’oa lakeat er jardin ’oa poulzet ha kresket hag oa deuet da veza tri goaf.

Tri mab ar besketourez ’oa ken henvel ma voe ranket merka anezo evit o anaout en eil diouz egile.

Pa voent deuet da dud yaouank, an tad a roas da bep-hini eur marc’h, eur c’hi hag eur goaf.

An hini ’oa ganet da genta ’deuas buan d’en em inoui er gear. C’hoant en doa da vont da redek bro. Hag, eun devez, ez eas kuit.

Mez araog en em lakaat en hent, e lezas gand e dud eur vuredad dour. — « Dalit, emezan ; setu aze mellezour va buhez. Dalc’hit mad d’ezan : sellit alies outan. Ma welit an dour o tont da veza tenval, deuit, buan, war va zikour. Rak sur, neuze, va buhez a vo war var… Kenavo ! »

Hag hen war e varc’h, e c’hoaf war e skoaz, e gi war e lerc’h, ha kuit.



Bale ’reas epad seiz dervez ha seiz nozvez. Hag e tigouezas en eur gear ma oa an holl dud enni e kaon.

Mantret o welet kement-all a velkoni, e c’houlennas petra ’oa a nevez.

Allaz ! ’voe lavaret d’ezan, ni ’zo ama en eur rouantelez gwalleurus. E jardin ar roue, en douar, a zindan eur wezen, ez eus eur zarpant hag en deus seiz penn. Bemdez, da greisteiz, e teu da glask e damm. Bemdez betek-hen, e rea eun droug, spountus. Laza ’rea kement a gave. Mez, hiviziken, ar roue a ro dezan eun den bemdez. Ne deu mui eus e doull nemet da gerc’hat e zen. Hag ec’h en em gavomp eürus c’hoaz. Mez hirio, ar roue a dle kas d’ezan e verc’h kosa ! »

O klevet kement-se, gwad an den yaouank a verve. O ! a veize, me ’rank laza al loen vil-ze !

Ha da gaout ar roue, da c’houlen outan hag eurus e ve o welet laza ar zarpant.

Eürus, eme ar roue, o ya, sur. Hag a galon vad, e roin d’it va merc’h da bried ma teuez a benn eus da daol.



An den yaouank a lammas gand e varc’h, er jardin.

Edo merc’h ar roue war he daoulin, strafuilhet-holl, tost da doull ar zarpant. Koantik en em gave en desped d’he spount ha d’he glac’har. Hag an den yaouank, ouz he gwelet, a garas anezi dioc’h-tu.

Horolaj ar palez à zonas ar c’hreisteiz. An douar en em lakeas da grena. Eun toull a zigoras. Hag eus an toull-ze a tifouchas eul loen diwalo. Seiz penn en doa. Digeri a rea e seiz ginou. E zaoulagad a lugerne. Ha dre e fronellou, e taole en ear, sutadennou spourounus. Laouen ’oa, emechans, da welet er jardin, daou zen hag eur marc’h da zibri.



Mez trumm an den yaouank a boulzas e varc’h war ar zarpant hag a dreuzas anezan gant e c’hoaf. Ar c’hi ive, a zankas e skilfou en e groc’hen. An den yaouank a ziskennas, neuze, ha gant e zabren e tistagas ar seiz penn.

Ar plac’h yaouank a gouezas d’an douar semplet gant al laouenedigez. Ha dre gear e voe sonet laouen ar c’hleier evit embann, dre-holl e oa lazet al loen vil.

An den yaouank a droc’has seiz teod ar zarpant. Lakaat a reas anezo en e vouchouer hag e pignas war e varc’h da vont da eun ostaleri, da en em lakaat e par da vont dirag ar roue.



Koulskoude, demdost d’ar palez, ez oa eun tammik ti-soul. Ennan edo o chom eur paourkeaz reuzeudik, tort, luch, kamm, pikouzet, eun druez e welet. Beg-lor a read anezan.

Eus e di, e zaoulagad a bare, bemdez, war ar zarpant pa veze o kerc’hat e damm.

Pa welas ez oa en,em dennet an den yaouank en doa tennet merc’h ar roue a-dre skilfou ar zarpant, e tiskennas er jardin. Dastum a reas ar seiz penn. Trempa ’reas e gountell er gwad a zivere c’hoaz diouto hag ez eas da di ar roue.

— Aotrou roue, e lavaras d’ezan, me meus lazet ar zarpant : setu ama e bennou am eus distaget ha setu ama, ive, va c’hountell leun-wad. Deuet oun da lavaret d’eoc’h seveni, mar plij, d’ar bromesa ho peus great, meur a wech, da rei ho merc’h da bried d’an hini a lazfe ar zarpant.



Ar roue oa nec’het maro pa welas beg ha tres fall an hini en doa saveteet e verc’h. Keuz en doa d’e bromesa. Koulskoude e lavaras : « Mar deo te ez peuz lazet ar sarpant va merc’h a vezo d’it. »

Ar verc’h a zigouezas d’ar mare-ze.

— Petra lavar hennez, emezi, en eur zellet outhan diwalo ? Hennez ’zo eur gaouiad. N’eo ket hen eo en deus lazet ar zarpant.

— Penaos ? a lavaras an istrogel fall, n’eo ket me eo ? Mez, setu ama ar pennou am eus troc’het gant va c’hountell.

— Hag ar roue, tristik holl hag en eur skoazia e ziskoaz a lavaras c’hoaz : « Mad ! mad ! va merc’h a vo d’it. »

Ar c’helou a voe embannet, dre bevare c’horn ar rouantelez. Ar friko a voe deisiadet a-benn teir zizun.



Pelloc’h, an den yaouank, goude beza en em gempennet gwella ma c’helle a yea, ive, var zu ar palez. Mez digouezet e-tal an nor, e voe miret outan mont larkoc’h. Kaer en doa kôzeal brao, kôzeal rust, netra ne rea. Beg-lor en doa lavaret : arabat lezel den yaouank ebet da vont beteg ar roue. Ha ne voe, morse, lezet da dremen.



Goulskoude, araog ar friko, e read leinou bras, bemdez, er palez.

Epad al leinou-ze, Beg-lor a veze lakeat atao, e-kichen merc’h ar roue.

Kement-se ’oa anavezet dre gear holl.

An den yaouank en doa lazet ar zarpant, a gave diaes.

Hag eun devez e lavaras d’e gi : — « Kea d’ar palez. Gra chalantis hag allazig da verc’h ar roue. Hag, araog dont kuit, taol d’an traon kement a vo war an daol. Diwall, avad, da veza paket.

Hag ar c’hi ha mont d’ar piltrotik. Lipat a reas he daouarn d’an dimezell. Hi hen anavezas, raktal. Hag en eur floura e benn e lavare, an daelou en he daoulagad : « E peleac’h ema da vestr ? O ! lavar d’ezan en em hasta da zont ama. »

Mez ar Beg-lor oa oazus [12]. Ober a reas kas ar c’hi er-meaz.

Ar c’hi a reas an dro d’an daol. Hag araok mond kuit, e krogas e korn an doupier hag e taolas d’an traon an holl draou mad a oa warni.



D’an deiz warlerc’h, na petra ta ? ’oa friko, adarre.

— Kea c’hoaz, a lavaras an den yaouank d’e gi.

Hag ar c’hi, war goulenn vestr a reas ar memes tra.



D’an trede devez, e lavaras d’e gi : — « Kea eur wech all, c’hoaz, d’ar palez. Mez en dro-ma, goude beza chachet d’an douar an traou ’vo war an daol, te ’lezo kregi ennout.

Ar c’hi ’reas evel m’oa lavaret d’ezan.

Kerkent e voe klasket e vestr ha kerc’het d’ar palez.

— Sell, eme ar roue, dal m’her gwelas, n’eo ket te ez poa en em ginniget da savetei va merc’h.

— Eo, aotrou roue. Ha mar deo beo c’hoaz ho merc’h, eo abalamour d’in-me.

Beg-lor a oa eno. Dond a reas da veza gwenn evel eun tamm paper. Hag ec’h en em lakeas da grial : « Gaouiad ! Me am eus lazet ar zarpant. Ar pennou am eus digaset d’ar roue evit diskouez an taol-kaer em oa great.

— E peleac’h ema ar pennou ! eme an den yaouank. Digasit anezo ama.

Ar pennou a voe lakeat dirazan.

Hag an den yaouank a lavaras d’ar roue : Gwelit : daoust hag an teodou a zo en o ginou ? »

— N’emaint ket, avad, a lavaras ar roue, goude beza sellet.

— Setu anezo ama, eme an den yaouank.

Hag e kountas petra en doa great.

Beg-lor a yeas neuze e kounnar hag a grie : « N’eo ket, gwir. Hen-nez, aotrou roue, ’zo o liva gevier d’eoc’h. N’eus nemet muzulia. an teodou hag e vo gwelet.

An teodou a voe muzuliet. Ha dres, da bep-hini e voe kavet e leac’h e seiz ginou ar zarpant.

Epad an amzer-ze, Beg-lor a glaskas en em zila kuit. Mez kroget e voe ennan hag ar roue e lakeas staga ouz ar groug hep marc’hata.

Merc’h ar roue a zimezas d’an hini oa dleour d’ezan eus he buhez. An eured a voe great, en devez-se, dioc’h-tu. Friko oa bet e giz n’ez eus bet gwelet morse. Hag an holl voe laouen, dreist-holl ar brinsez yaouank hag he zad.



D’an devez goude ’n eured, an den nevez, o tigeri e brenest diouz ar mintin, a welas dirazan eur c’hoad bras.

— Sell a lavaras d’e bried, eur c’hoad e-kichen aze ! Da c’hedal ma vezi savet ha gwisket, me ’zo vond d’ar c’hoad-ze, d’ober eun dro jase.

— O ! nan, va mignoun, eme ar briñsez yaouank. O ! nan ! Ne da ket, en hanv’ Doue ! Kement-hini a ya d’ar c’hoad, aze, a jom ebarz. N’euz eus gwelet hini morse o tont kuit. »

Mez an den yaouank en doa e benn.

Gervel a reas e gi, kemeret eur fusuilh hag en hent.

Lazet en doa dija eur bern anevaled gouez. Edo o sonjal dont d’ar gear pa darzas war ar c’hoad eur barr-arne spountus : glao hag avel-foll, tan ha luc’het evel n’ez eus bet gwelet biskoaz.

Ar pried yaouank a glaske e hent. Mez kaer en doa mont ha dont, ne gave nag hent na gwenoden.

An noz a deuas. Hag ec’h en em gavas eürus da gaout eur mel toull evit en em c’houdori, Keuneut seac’h a gavas war leurenn an toull bras-se. Hag e c’houezas tân da zec’ha e zilhad.

Dre ma kroge an tân, e lugerne an traou en toull. Hag e welas skeudennou tud e mein gwen. Mez ne daolas ket kement-se e evez. Skuiz oa ha naoun en doa ive. Hag hen diskroc’henna eul lapin da boazat d’e goan. Hag e veize : ma karjen beza sentet ouz va fried ! Keuz a deue d’ezan brema. Mez, evel e ve atao, ar c’heuz oa re zivezat.

Ha gwelet eur vaouezig vihan oc’h en em dreina var-zu ennan. He dremm oa krinet evel eun aval koz. He dent a strake e-gis ma ra’ re unan o krena gant ar riou. An ear lentik holl he doa gand an dra-ze. Tostaat a reas, koulskoude, hag e pedas an den yaouank da lezel anezi da vont da gichen an tân.

— Ia, ia mamm goz. Tostaït ’ta, hag e vezimp daou kevret : ne vezimp ket ken inouet.

Ar wrac’h koz a azezas war eur mean. Kinnig a reas holen evit ar c’hig, a oa o poazat ; kinnig a reas, ive, bara d’ar c’hi ha rei a reas lard da frota ouz ar fusuilh.

An den yaouank a gemeras a volontez vad. Ne ziskrede, ne helle ket zoken diskredi netra war ar vamm-goz.

Mez a-veac’h ma voe debret ar bara ha lounket ar c’hig, oant deuet holl da veza skeudennou mein gwen.



Diouz an noz, ar brinsez yaouank o welet na zistroe ket he gwaz, ne rea nemet en em c’hlac’hari. Ha diouz ar mintin goude, ar roue a lakeas sini kaon e kement iliz a oa e kear.



E ti ar pesketour, ive, ar vugale a zelle, bemdez, ouz ar vuredennad dour lezet gand o breur, abarz mond kuit.

Eun devez, diouz an noz, ar vured a deuas da veza tenval. Hag an hini a oa ganet an eil a lavaras d’e vreur yaouank : « Hor breur ’zo beac’h varnan, Mont a ran war e zikour. Mez araog en em lakaat en hent, setu ama va buredad dour d’in-me. Ma teu, eun devez, da veza tenval, te a ouezo petra ’pezo da ober. Kenavo ! »

Hag hen kuit.

Dre holl ma ’z ea, e c’houlenne kelou eus e vreur. « N’ho peus ket gwelet a lavare, o tremen dre ama, eun den yaouank henvel ouzin ? »

Hag an holl a zirolla da c’hoarzin. — « Eun all henvel ouzoc’h a lavarent ? Mez c’houi hoc’h-unan ho peus tremenet dre ama, n’eus ket pell. »

Hag ar breur a entente ez oa eat e vreur dre al leac’h ma ’z ea.

Pa zigouezas er gear eleac’h oa bet lazet ar zarpant, an holl a strake o daouarn ha laouen a lavare an eil d’egile « Mab-kaer ar roue, deuet en-dro ! Buhez hir da vab-kaer ar roue ! »

Ar roue, e verc’h ha tud e balez a gemeras, ive, anezan evid e vreur.

Hen na zifazias ket anezo. Ne dintas grik divar-benn kement-se, diwar benn lavaret piou oa. Mez ober a rea goulennou hag eus an eil goulen d’egile, e teu da anaout ar pez a oa digouezet gand e vreur en e raog.

Skuiz oa. Abalamour da ze e c’houlennas mont da gousket en e wele, e-unan.

Ha diouz ar mintin, en eur zevel, hag hen gwelet, ive, ar c’hoad dirazan.

En despet da aliou ha da zaelou merc’h ar roue, e kemeras e fusuilh, e c’halvas e gi hag ez eas da chaseal.

Digouezout a reas gantan, evel gand e vreur.



Goulskoude, ar vuredad dour en doa lezet e ti e dud, a oa deuet d’he zro, da veza tenval. Hag ar mab, yaouanka ’en em lakeas en hent da vont da glask e vreudeur. Dre ma tremene e c’houlenne digant an dud : « N’ho peus ket gwelet, dre ama, daou zen yaouank henvel ouzin ?

— Daou zeu yaouank hênvel ouzoc’h ? C’houi zo eur farser a zen ! C’houi hoc’h-unan a zo tremenet dre ama, n’eus ket gwall-bellou !

Entent a rea, en eur glevet ar c’homzou-ze, e tispenne an hent o doa kemeret e vreudeur.

Digouezet e kear, e voe kaset da di ar ar roue. Ha dre ma tremene, an dud a ziskoueze d’ezan stad ha laouenedigez.

Kemeret e voe ive evid e vreur kosa gant an holl, zoken gand ar roue hag e verc’h.

Evel e vreur all, e reas an neuz da veza skuiz-maro. Mont a reas da gousket en e wele e-unan.

Diouz ar mintin e welas, ive, ar c’hoad bras hag e falvezas gantan mont da jaseal. Ar brinsez a lakeas he holl izin evit miret outan d’he c’huitaat. Mez nan : mont a ranke, ha mont a reas. N’oa ket pell en doa paket kalz gedoun ha kounifet.

Ar barr arne spountus a zirollas evel diagent. Edo dirag an toull bras a oa e kreac’hienn ar c’hoad hag ez eas ebarz da glask disglao. Hag, o sellet ouz ar skeudennou a oa eno, ec’h anavezas e vreudeur.

Eur gridien a dremenas dre e gorf, Ah ! a lavaras, digoromp hon daoulagad ! Ama ema al leac’h trubard. »

Ober a reas tân.

Ar vaouezig koz a deuas adarre, en eur darlaskat, da c’houlenn outan tomma.

— Kit da bourmen ! a lavaras d’ezi gant eur vouez dichek. N’e meus izomm ebet ac’hanoc’h.

— Nan ? emezi. Pebeuz kaloun galet ho peus ? Koulskoude, me ’ro fe d’eoc’h peadra da ober eur goan vad. Setu c’hoalen ganen da lakaat gant ar c’hounif, bara evidoc’h hag evit ho ki, ha lard evit ho fusuilh da viret outi da vergla.

— Kaouen goz ! Sorserez villiget ! a lavaras d’ezi, petra ’peus great eus va breudeur ?

Hag e savas en e zav. Kregi ’reas e gouzoug an hini goz hag e ledas anezi war leuren ar c’heo. Hag eur c’hlin war he stomok, eun all war he c’hof e lavaras : « Ro d’in va breudeur, pe me ’zo o vont da sanka ya goaf ez kalon. »

— Va Doue ! eme ar wrac’h koz, da vreudeur ? Mez ne anavezan ket da vreudeur. N’em eus ket great droug d’az preudeur.

— Ah ! er c’hiz-se ema ? Ha dija edo e c’hoaf en ear prest da skei.

— Eo ! eo ! eme ar vaouezig koz strafuilhet-holl ; eo ! me ’roio d’it da vreudeur.

Hag e tennas eus he godell eur vuredad louzou.

— Sell, emezi, frot an dra-ze euz o skeudennou, aze, hag e teuint beo adarre.

— To ! To ! To ! Te ’ray an dra-ze da-unan gwelloc’h egedon-me.

Ha krog en he diouskoaz e kasas anezi da gaout e vreudeur.



An hini goz a frotas o izili gand al louzou ha, dre ma frote, e weled ar vuhez o tont enno… Ar vreudeur en em anavezas hag a vouchas gant karantez an eil d’egile.

Goude-ze, e rajond d’an hini goz frota louzou ouz ar skeudennou all a oa eno. Holl e teujont beo ive, hag e teujont kevret da balez ar roue.

Digemeret e voent a c’helloc’h kredi, eus ar gwella.

Friko ’voe great a-nevez en enor da verc’h ar roue ha d’he fried.

Diwar neuze, an daou vreur all a jomas er palez. Ar roue e-unan a glaskas d’ezo peb a vaouez e touez e gerent. Hag oc’h en em garet muioc’h-mui bemdez, e vevjont bepred eurus.

Karet ’zo mad, chom hep karet c’houero
Ar galon na gar ket ’zo eur galon varo.


————



Ar Blogorn


XVIII


Eur wech ’oa eun den hag en doa tri mab : Cheun, Paol hag Herve.

Cheun ’oa bras ha teo, ruz e benn ha bogolier ; Paol oa eur paotr treut, seac’h ha drouk-livet evel eun den oazus ; Herve ’oa speredek evel eun arc’heal. Mez e veg ’oa gwenn ha blin evel hini eur baotrez, ha chomet e oa bihanik, ker bihanik ma oa bet hanvet ar Blogorn.

An tad n’oa ket pinvidik : en e di ne veze nepred druz ar zouben. Abalamour da ze, dre ma teue ar vugale en oad e lavare d’ezo mont da glask o chans e-touez an dud : — « Er broiou all, emezan, an arc’hant ne vezo ket atao eas da c’hounit. Mez da c’hounit ’zo. E leac’h o chom er gear ama, e c’helloc’h a-veac’h kaout peadra da viret na varvoc’h gant an naon. »

A forz da glevet o zad o randounennat atao ar memes tra, ec’h en em lakejont en hent. Kerkoulz, klevet o doa meur a wech díja közeal diwar-benn an traou burzudus a zigoueze en eur rouantelez ha n’edo ket gwall-bellou diouz o c’hear.

Roue ar vro-ze en doa eur palez eus ar re gaera. Gwintet ’oa war eur menez-uhel. Diou douribel a harpe anezan diouz pep penn. An nor ’oa bras ha ledan. Ha prenestou eus ar re gaera a leze an heol da bourmen ennan, e peb mare eus an deiz.

Mez, setu eun devez — ha n’eus gouezet morse na perak na penaos, — setu, eun devez, eur wezen o sevel dirak dor ar palez.

Ar wezenn-ze a greskas buan. Sevel a reas ken uhel ha goloi a rea kement a zouar, ma oa prim bac’het an ti ganti ha ma na helle tamm sklerijenn ebet mui mont er c’hrambjou :

Eseat ’oa, na petra ’ta ? eseat ’oa meur a wech he diskar. Met ar vouc’hal a groge a-veac’h enni. Ha c’hoaz, pa veze troc’het eur skour pe eur c’hrizienn, e save dioc’htu re all en o leac’h.

Ouspenn-ze c’hoaz a c’hoarvezas. Ar puns a deuas da veza seac’h. Hag e ti ar roue an dud a ranke gwalc’hi o daouarn gant bier ha gant souchen.

E neb leac’h biskoaz ne voe gwelet kement-all.

A roue en doa prometet awalc’h rei douarou, arc’hant ha traou all d’an hini a deuje a benn da bilat ar wezenn ha da zigas dour er puns. Kalz tud oa bet oc’h ober eun esa. Mez, pelloc’h, den mui ne deue war dro.

Goulskoude, ar roue a lakeas embann dre hevar c’horn e rouantelez, e roje e verc’h da bried d’an hini a droc’hfe ar wezenn hag a doulfe eur puns nevez beteg an dour.

Ar bromesa ’oa tentus. Rak merc’h ar roue ’oa eur plac’h vat hag eur rozenn eus ar re gaera : kalz tud a deuas adarre d’ar maner gand o bouc’hal hag o languede.

Mez, siouas ! digouezout a reas atao evel atao. Ar re a glaske troc’ha ar wezenn ha toulla ar puns a golle o foan hag o labour. Lavaret e vije zoken e teue ar wezen kaletoc’h-kaleta dre ma skôet warni.



Eun devez ’ta, m’oa kôzeet dirag an tri breur eus ar pez a zigoueze e ti ar roue, e lakajont en o fenn mont ive da welet. Marteze int-i a raje gwelloc’h eged ar re-all. Piou ’oar ?

Dre ma ’z eant gand an hent, ar Blogorn a veze evel eur c’hi o vont a-zehou, a-gleiz, a-bell hag a-dost da welet kement ’oa. C’hoant en doa — lavaret e vije, — da anaout an holl draou dre ma tremene ; gwez, glasvez, mein ha traou all.

Beb ar mare e talc’he e vreudeur a-zav evit goulen diganto perak an dra-ma, perak an dra-ze : perak ez a ar gwenan er bleuniou ? perak e nij ar gwennili a-zioc’h an dour ? perak ar parpouilloun a gerz en tu-ma, en tu-ze, en tu-hont, e leac’h mont eün gand e hent ?…

Ouz e glevet, Cheun a c’hoarze. Paol a heje e ziouskoaz hag a lavare d’ezan chom peoc’h gant e zorc’hennou.



Edont o treuzi eur c’hoad hag a c’holoe eur menez penn-da-benn. War gern, ar menez e laez ar c’hoad, e kleved trouz eur vouc’hal o trouc’ha ha trouz brankou gwez o koueza.

— Sell eme ar Blogorn ! Neuze, ama ema ar c’hiz da bilad ar c’hoad dre ar penn-uhela. Setu aze ’zo iskiz, avat.

— Iskis eo sur. Ar re zot a gav iskis an holl draou, a lavaras Cheun.

— Hen-ma ’zo ’vel eur bugel goaezel, eme Baol. Lavaret e vije n’en deus gwelet morse trouc’ha koad.

— N’eus forz, eme ar Blogorn, me ’meus c’hoant gouzout penaos e tremen an traou er gorre, aze.

— Kea, kea da welet, a lavaras Cheun. Kerz da en em skuiza. An dra-ze ’zesko d’it klask beza desketoc’h eget da vreudeur.

Ar Blogorn ne reas van. Mond a eure war-zu al leac’h ma kleve skei an taoliou bouc’hal. Ha sabatuet e chomas, pa welas. Eur vouc’hal, he-unan ha den war he zro, den krog enni, a ziskare eur wezenn eus ar re gaera.

E oac’h ganti ? itroun ar vouc’hal, eme ar Blogorn. N’oac’h ket skuiz hag inouet, c’hoaz o trouc’ha gwez ama hoc’h-unan ?

— Aze oas, va mab ? Pell ’zo e c’hortozen ac’hanout.

Hag ar vouc’hal en em strinkas e harz e dreid.

Ar Blogorn ne oa ket pell nec’het. Dastum a reas anezi hag he fourra en eur zac’h ler a oa gantan.

Hag en hent war-zu e vreudeur.

Ac’hanta ? eme Cheun pa zigouezas, petra. ’zo a nevez e gorre ar c’hoad ?

— Oh ! fidoue ! netra. Trouz eur vouc’hal eo a glevemp o skei war ar gwez.

— Lavaret em oa d’it, eme Baol. Setu te en dour-c’hwez. Gwelloc’h oa bet d’it beza chomet ganeomp.



Eun tammig larkoc’h e oant o tremen dre eun hent striz kleuzet er reier e traon ar menez. Hag en uhelder e klevjont taoliou evel trouz eur morzol houarn skei war ar vein.

Ar Blogorn en em lakeas da zelaou.

— Petra ’zo adarre ’ta ? a lavaras d’ezan Cheun.

— Ne ouzoun ket. Mez mantrus eo ez afed er giz-se da denna mein war gorre eur menez pa ’z eus mein en traon.

— Asa, eme Baol, te ’vezo, atao, eur bugel. N’eo ket tenna mein eo a glevez. N’ez peus ket gwelet eur gazeg-koat a skei war eur wezenn taoliou beg evit he zoulla ?

— Gwir eo, a lavaras Cheun ; eur gazeg-koad eo, ha netra ken.

— N’eus forz. Me ’rank mont da welet. Ha setu mac’h en em laka da bignat ha da bignat.

Pa zigouezas e laez ar menez, e chomas mantret. Eul languede, den war e dro, den krog ennan, a doulle e unan ar roc’h kalet. Bep taol a skoe, e tiskolpe ar mean.

— C’houi ’zo aze, aotrou Languede, eme ar Blogorn ? N’oc’h ket skuiz hag inouet of skei war ar vein evelse ?

— Aze ’oas, va mab ? eme al Languede. Pell ’zo ’oan war c’hed ac’hanout.

— Ac’hanta ? setu me digouezet.

Evel ar vouc’hal, al languede en em daolas etre e dreid.

Hag hep marc’hata an distera, ar Blogorn a zastumas anezan en e zac’h. Ha laouen, adarre, da gaout e vreudeur.

— Pe seurt burzud en deus an Aotrouig gwelet er gorre, a lavaras Cheun d’ezan en eur ober goab.

— Trouz eur pik o koueza war ar vein eo a glevemp, eme ar Blogorn.



Eun tammig pelloc’h e oant digouezet war bord eur stêr. An dour ’oa sklear hag a hiboude en eur dremen.

— O ! eme a Blogorn, kement-se a zour war-dro ama. Me’ garfe gouzou ! eus a beleac’h e teu an dour-ze.

— A beleac’h e teu nemet eus an douar. Va Doue, hen-ma ’zo sot, eme Cheun.

— Mad, mad ! eme ar Blogorn, me ’rank gwelet a beleac’h e teu.

Ha setu-hen o vont eteid ar stêr.

Mont a ra pell-pell. Hag e wel an dour o vihanat, ar stêr o tont da veza eur wazig munut-munut.

Pelloc’h ’oa digouezet er penn pella eus ar stêr.

Petra ’gavas, a zonj d’eoc’h ? Netra nemet eur graonenn ! Ia. Klozenn eur graonenn ’oa eno, ha diouti e teue an dour a oa er stêr.

— Aze e oac’h, itroun an eienenn, eme ar Blogorn. N’oc’h ket skuiz hag inouet, en ho korn-tro o rei dour d’ar stêr.

— Oh ! va mab, eme an eienenn, te ’zo digouezet ? Pell ’zo, mil-fell ’zo e c’heden ac’hanout.

— Ia ! gwir ! setu me digouezet.

Hag e velas ar graonenn o tont war-zu ennan ive. Hag-hên dastum anezi. Stanka reas ar c’hleuz gant kinvi, evit miret ouz an dour da zont kwit hag e taolas anezi en e zac’h. Ha, laouen adarre, e tiskennas da gaout e vreudeur.

— Ac’hanta ? a lavaras d’ezan, Cheun, pa zigouezas, te ’oar brema eus a beleac’h e teu ar stêr ?

— Ia breur, a respountas, eus eun toull bihan, eus eun toullik bihan eo e teu.

— Hen-ma, eme Baol, hen-ma, ar bugel-ma ’varvo youank ; hen-ma ’n deus re a spered.

— Gwelet em eus ar pez a felle d’in gwelet ha desket em eus ive, ar pez a felle d’in deski, a lavaras ar Blogorn. Ha laouenik-holl a frote e zaouarn.



Digouezout a rajont e palez ar roue.

Ar wezenn ’oa tevoc’h eget biskoaz ; ar puns seac’hoc’h eget n’oa bet morse. Hag ouz an nor e oa staget eun paper hag a zouge e vije roet merc’h ar roue da bried d’an hini a deuje a benn da drouc’ha ar wezenn ha da gleuza eur puns hag a vije dour ennan.

Mez abalamour ma oa deuet ar roue da veza skuizet dre gement a dud a oa bet o kregi el labouriou-ze, e oa merket war eun paper all, ar c’homzou-ma : « Kement-hini a jomo berr war trouc’ha ar wezenn ha kleuza ar puns a vo krennet e ziouskouarn evit deski d’ezan arabat klask morse ober eul labour ha na helfe dont a benn anezan. »

— Hag en-dro d’an nor ’oa staget gant tachou eun hanter-kant skouarn bennak.

Cheun pa ’n doa lennet, en em daolas da vousc’hoarzin. Sellet a reas ouz e ziouvreac’h teo evel morzed eun den ha varno an nervennou c’houezet a rea evel eur gorden.

Kemeret a reas e vouc’hal. Trei a reas anezi azioc’h e benn, ha flao ; a-dreujou war ar wezenn. Distaga ’reas eur brank. Mez, kerkent, en e leac’h ’oa savet daou vrank all tevoc’h ha hiroc’h eget ar brank en doa diskaret.

Soudarded ar roue, na petra ’ta ? a lammas war an den yaouank hag a droc’has d’ezan e ziouskouarn.

Talfaser ! a lavaras Paol d’e vreur, en eur zellet outan gant truez.



Paol a gemeras ar vouc’hal. Trei a reas goustadik en-dro d’ar wezenn en eur zellet, emechans, e peleac’h skoi. Hag, o welet eur c’hrizien savet eun tammig dreist an douar, e troc’has anezi. Mez sada kerkent diou c’hrizien o sevel ha varno o tiwan bouilhas hag a zavas buan ken uhel hag ar wezenn vras.

— Krogit en den-ze, a lavaras ar roue. Ha p’eo gwir ar pez a zo digouezet gand e ’vreur n’en deus ket diarbennet anezan, troc’hit d’ezan e ziouskouarn a-resed e benn.

Ha kerkent ha ma voe lavaret, kerkent e voe great.



Ar Blogorn a yeas neuze war-zu ar wezenn.

— Pitiaoul ! eme ar roue. Da beleac’h ez a ar bugel-ze ? Kasit hen-nez da gaout e vamm. Ha ma teu da enebi krennit d’ezan e ziouskouarn hag e fri.

— Salokras ! Aotrou, eme ar Blogorn. Eur roue a dle beza gwirion d’e c’her. An holl, ho peus lavaret a hell esa trouc’ha ar wezenn. Me, daoust d’in da veza bihan, a zo unan eus an holl.

Mad ! kerz ; krog er vouc’hal. Mez taol evez na ve troc’het d’it da ziouskouarn ha da fri da heul.



Neuze, eus e zac’h ar Blogorn a dennas e vouc’hal. Ken uhel oa dija hag hen. Laoniet e oa bet o sevel anezi en he zav. Ha ’pa voe savet, e lavaras : « Trouc’h, trouc’h, va bouc’hal ! »

Hag er vouc’hal a drouc’he, a zave, a skoe a drouc’he c’hoaz, a gleiz, hag a zeou. Ne voe ket pell ar wezenn ’oa diskaret, divlenchet, faoutet, fagotet ha taolet holl en eur bern e porz-bras ar maner.

Neuze ar Blogorn a yeas da gaout ar roue. Stoui ’reas e benn dirazan ker brao ha tra, eur mousc’hoarz war e vuzellou, hag e lavaras : « Ac’hanta ? Aotrou roue, plijout a ra va labour d’eoc’h ? »

— Foutre ! eme ar roue, plijout ? Ia, zur. Eur mestr out, avat. Mez brema e rankez kleuza eur puns d’in beteg an dour.

— Ia, eme ar Blougorn me ’gleuzo anezan. E peleac’h, mar plij, ho peus c’hoant e ve kleuzet ?



Mont a rajont d’ar porz bras. Ar roue a verkas al leac’h ma en doa c’hoant e vije toullet ar puns. Chom a reas da zellet. E verc’h a deuas d’en em lakaat en e gichen. An ear he doa da veza enkrezet-holl. Sellou du a rea ouz Herve. N’he doa ket, — anat oa, — sonjet kaout da bried eun teuz bihan evel hennez.

Mez ar Blogorn ne spountas ket. Tenna ’reas eus e zac’h al languede. Hag o lakaat anezan el leac’h m’oa merket toulla ’r puns e lavaras : Krog pa giri, va languede ; sko, sko founnus ! »

Ha setu ar vein o tiskolpa hag a wintal ; an atrejou o tont er meaz. Hag abarz pell e oa kleuzet eur puns doun, doun, beteg eur c’hant troatad bennak.

Ar Blogorn a yeas adarre da zaludi ar roue, hag a lavaras d’ezan : « Aotrou roue, doun a-walc’h eo ar puns evel-se ? »

Doun a-walc’h ? Hag an dour ? N’eus ket a zour en da buns.

Gortozit, eun tammig. Bremazoun e vo dour e-barz.

Hag Herve kemeret e fons e zac’h, kloz ar graonenn en doa lakeat ennan. Fourra reas anezi e-kreiz eun takad fleur a oa eno. Hag a lavaras : « Ro dour, ma c’hraonennig, ro dour !… »

Ha setu aze an dour o tilamm dre-holl a-douez eur bleuniou, o vont dre ar porz hag oc’h en em zila er puns.

En eur mare e oa karget.

Hag e voe ranket kleuza eur c’hân d’an dour da vont kuit.

Neuze ar Blogorn a yeas, evid an drede gweach, da stoui e benn dirag ar roue. « Ac’hanta Aotrou roue, a lavaras, deuet awalc’h oun a benn euz ar pez a c’houlennit ?

— Ia, Aotrou markiz, eme ar roue. Rak hiviziken me fell d’in e vefes markis. Rei ’rin d’it a volontez vat, an hanter eus va rouantelez. Me avat, evit beza mab-kaer d’in… an dra-ze na zell ket ouzin. An dra-ze a zell ouz eun all.

— Petra ’rankin ’ta c’hoaz da ober, a lavaras ar Blogorn, en eur zellet ouz merc’h ar roue.

— Warc’hoaz e vezo lavaret d’it. Da c’hedal, deus ganen d’ar palez. Ar gambr kaera ennan a vo evidout.



Ar roue en em dennas.

Ar Blogorn a yeas da gaout e vreudeur. Iskiz en em gavent gand o skouarniou trouc’het.

— Ah ! mignouned, emezan d’ezo, lavarit c’hoaz na rean ket mad o klask gwelet hag anaout an holl draou !

— « Ar voul ’zo ganez, eme Cheun. Ruilh anezi keit ha ma c’helli. Ar chans na ve ket roet, ral e, d’an hini a dle he c’haout. Cheun oa oazus ouz e vreur bihan.

— Oh ! me ’zo laouen hag eurus, avad, eme Baol. Eur gwaz out ! Deuet eo da daol ganez! Mat, mat-tre eo ! va diskouarn a zo trouc’het. Ar memes tra, ez oun laouen. Ha ne vank d’in evit beza eürus-tre nemet gwelet hon tad, ama, o ranna ganeomp ar blijadur da welet an taoliou-kaer az peus great.



Ar Blogorn a gasas e zaou vreur gantan d’ar maner hag a bedas mestr ar mitizien da rei eul labour bennak d’ezo da ober.



E-doug an noz, ar roue ne gouskas tamm. Sonjal a rea : « Eur mab-kaer evel ar Blogorn a ve re vihan, evelkent. » Hag e klaske an tu da jom hep rei e verc’h, hep mankout d’e c’her koulskoude.

Nec’het evel ma oa, e reas gervel Cheun ha Paol da zont d’e gaout.

Paol a reas meuleudi e vreur bihan. Biken, a lavare d’ar roue, ne helfec’h kaout eun all par d’ezan.

Mez Cheun, avat, a lavaras a bep seurt droug.

— « Aotrou roue, emezan, ma vijen en ho leac’h, biken ne rojen va merc’h da eur c’hornandoun e-giz d’ezan. Eun teilok, eur bresser n’eo ken. Er vro, aotrou roue, ez eus war e glevan, eur rouf hag a gas gantan, ar zaout hag an ejened a-vern. Mad, sellit ! Gwelit pebeuz brabanser eo va breur bihan. Lavaret en deus, ouspen mil gweach, e c’helfe lakaat ar rouf-ze da veza mevel gantan !… »

— Ah ! foutre ! eme ar roue, kement-se en deus lavaret ! Eürus oun da c’houzout an dra-ze, avat…



D’an devez war-lerc’h ar roue a lakeas gervel ar Blogorn dirag holl dud e balez.

An den yaouank a zigouezas, laouen evel eun eal.

— Va mab-kaer, eme ar roue, — hag ar roue a boueze war ar gomz-se, — va mab-kaer, eun den a galoun eveldoc’h na c’hell kemeret eur brinsez da bried hep rei d’ezi ar pez he deus c’hoant da gaout. - E koad-an-noz, aze, ez eus eur Rouf. Eur mel den eo p’eo gwir, war a glevan, en deus ugent troatad uhelder. Dibri a ra eun ejen a-bez d’e zijuni. Gand eur galabousenn war e benn ha galonsou war e ziouvreac’h, hennez a rafe eur mevel-porz eus ar re wella. Va merc’h a fell d’ezi kaout ar rouf-ze da vevel. Ha, goude-ze, e vezo ho pried raktal.

— Mat, aotrou roue, pa fell d’ho merc’h, me glásko plega ’r rouf. Mez eur gwall-grogad a vo da ober.



Goude beza chomet eur pennad da sonjal, ar Blogorn a gemeras e, zac’h, e vouc’hal, eun tamm bara, eun trouc’hat farz guiniz-du poazet er forn, hag eur gountell.

Ha yao d’ar c’hoad.

Ouz e welet o kuitaat Paol a lenve. Mez Cheun, avat, a c’hoarze yud gand an ear da lavaret e vije eurus da jom hep kaout mui e vreur war e hent.



Digouezet e-touez ar gwez, e Koad-an-noz, ar Blogorn a zelle en tu-ma, en tu-ze. Mez ne wele netra. Ar yeot, zoken, oa uheloc’h egetan. Hag ec’h en em lakeas da gana :

Rouf du-ma, rouf du-ze,
Lavar d’in e peleac’h emaout-te.
Me ’rank kaout da gorf pe da vuhez :
D’in eo red d’it en em ziskouez.

Setu me ama ! a grias ar rouf, en eur youc’hal. E peleac’h emaout ? ma lounkin ac’hanout en eur c’hinaouad.

— Oh ! n’eo ket da d’it va lounka dioc’htu, evelkent, eme ar Blogorn. N’ez peus ket ezomm da gaout aon. Ne dec’hin ket kuit.

Ar Rouf a zigouezas. Disporbella a reas e zaoulagad. Sellet a reas en traon, en neac’h, a-gleiz a-zehou. Mez ne wele netra. Pelloc’h dre zellet izeloc’h, e welas, koulz lavaret harp outan, eur bugel azezet war eur piltos, eur zac’h gantan.

— Te eo, mec’hiog, an hini en deus dihunet ac’hanon e-kreiz va c’housk, a lavaras d’ezan, en eur ober sellou balc’h.

— Ia, eme ar Blogorn. Me ’zo deuet ama da c’houlenn diganez beza mevel ganen.

— Ah ! Ah ! Ah ! eme ar Rouf, en eur ziroll da c’hoarzin, ken na dregerne ar c’hoad eus an eil penn d’egile, da veza mevel ganez ! Me zo ’vont da deuler ac’hanout en neiz pik a zo aze, e beg ar wezenn. An dra-ze ’zesko d’it dont da bourmen em c’hoajou.

— Da goajou ? D’in-me eo ar c’hoajou-ma kement ha d’it-te. Ha, ma lavarez eur ger c’hoaz, me ’zo o vont da bilat holl ar gwez. Ha bremaik ne jomo mui gwezenn ebet en he zav.

— Oh ! oh ! oh ! me garfe gwelet kement-se, avat, tamm kornandoun brein !



Ar Blogorn, a lakeas e vouc’hal war an douar. « — Trouc’h ! Trouc’h ! va bouc’hal, trouc’h. » a lavaras.

Hag ar vouc’hal a yea a-gleiz, a-zehou, a-hed hag a-dreuz. Kement a stoke outo ’oa diskaret. Ne vije mui klevet nemet trouz an taoliou ha klemmou, strakadennou truezus ar gwez o koueza.

Hag ar Rouf, spountet, en em lakeas da grena. Ha dre e spount e lavare : A-walc’h ! a-walc’h ! Ne da ket, en han Doue ; da bilat holl gwez ar c’hoad. Piou out-te ? da vihana.

— Me eo markiz ar Blogorn, ar sorser brudet. Gand eur ger me ’lakafe va bouc’hal da drouc’ha d’it da benn. Ah ! ne anaiez ket ac’hanon, c’hoaz ! Chom aze. Malloz d’it ma teuez eur gammed larkoc’h.



Ar Rouf a jomas a-zav, sebezet-holl.

Ar Blogorn en doa naon. Kerkouls-mare mern e oa. Tenna ’reas eus e zac’h e damm bara hag e damm farz.

— Petra eo hen-nez ? an tamm traou gris-ze, eme ar Rouf ha n’en doa morse gwelet tamm farz-forn ebet.

— Eur mean, eme ar Blogorn. Hag e krogas ennan gand e zent.

— Neuze, te a zebr mein ?

— Evel a welez. An dra-ze eo va boued. Abalamour da ze, n’oun ket bras eveldont-te hag a zebr ejened. Mez abalamour da ze, ive, em eus deg gweach muioc’h a nerz egedout. E peleac’h ema da di ? Diskouez d’in da di.

Ar Rouf ne lavaras grik. Mez kerzet a reas evel eur c’hi araog ar Blogorn hag e kasas anezan d’e vaner.

— Selaou ! a lavaras ar Blogorn pa voe digouezet : Brema e rank beza unan a zaou : te, beza mevel d’in-me, pe me beza mevel d’it. Deomp d’ezi evelhen : ma rez eun dra bennak ha ne c’halfen ket ober, me ’vo mevel d’it. Mez, en eneb, te ’vo mevel d’in ma ran eun dra bennak ha na c’helli ket ober.

— Mar kerez avat ! Eürus e vefen o kaout da vevel eur sorser eveldout. Da genta, sell, setu ama sailhou. Kea da gerc’had d’in dour da lakaat e pod ar zouben.

Ar Blogorn a zavas e benn da zellet ouz ar zailhou. Diou foultrenn barrikenn hag o doa seiz troatad uhelder ha pemp a ledander.

— Ah ! Ah ! eme ar Rouf en eur c’hoarzin ; nec’het out. Gra ar pez a ran bemdez. Kea da gerc’hat dour gand ar zailhou-ze.

— Ia, ia. Emaoun o vont. Mez n’em eus ezomm ebet eus ar zailhou. Me’ gerc’ho an eienenn hag a daolo anezi ar joudouren. Ouspenn an hanter e vo easoc’h.

— Petra ? Kerc’hat an eienenn ! Nan, nan, avat. Dija ez peus dismantret va c’hoad. Ne fell ket d’in e kemerfez va eienenn. Warc’hoaz, n’em befe ket peadra da drempa va houed. Gra tân aze ; Me zo ’vont da gerc’hat dour.



A Rouf a daolas er pod eun ejen etre pevar dam, hanter-kant kaolenn, hag eur garrikellad karrotez.

Pa voe poaz an traou e lavaras. Deomp ouz taol brema. Gwelet e vo hag e stern an daol, te a zebro kement ha me. Me ’m eus naoun da zibri eur marc’h a-bez ha te, c’hoaz, war ar marc’had, koz tra fall.

Deomp oc’h taol, eme ar Blogorn.

Mez, araog azeza, e lakeas, a-zindan e jileten, e zac’h eteid d’e gof beteg e c’hronj,

Ar Rouf a zebre, a chaoke hag a gorde boued.

Ar Blogorn, ken nebeut, na jome ket da zellet. Kemerett a rea kig, bara, karrotez ha kaol. Mez, e leac’h lakaat anezo en e c’hinou, e taole anezo en e zac’h dre zindan e c’hronj. Ar Rouf ’oa ken touellet gand e voued ma na wele netra. Ha, goude beza debret ha debret, e tivountoune e jiletenn en eur vreugeudi : Ah ! douje ! a lavare, eur gwall-gofad am eus great en taol-ma.

— Debr, debr c’hoaz, eme ar Blogorn en eur lakaat eur gaolen dre zindan e c’hronj en e zac’h.

— Ne c’hellan mui, eme ar Rouf. Anat eo out boaz da zibri mein.

— Debr, debr ’ta.

— Ah ! nan. Va alan a vank d’in.

— Oh ! da alan a vank d’id ! Netra easoc’h eget diskarga e gof.

Hag e kemeras e gountell, ha ganti e trouc’has e jiletenn hag e zac’h ler, eus an traon beteg e c’houzoug.

— D’az tro, brema, eme ar Blogorn. Kemer ar gountell ha gra kemend-all.

— Nan avat ; nan avat. Gwelloc’h e kavfen beza mevel ganez. Me n’oun ket boaz da zibri mein.

Hag er c’hiz-ze, e teuas ar Rouf da veza mevel gand ar Blogorn. Pignad a reas war e skoaz hag e lakeas anezan d’hen dougen evel-se da balez ar roue.



D’ar mare-ze, tud ar palez ’oa o leina. Eul lein vras oa ganto. Den ne zonje mui er Blogorn.

Mez setu, en eun taol-kount, ma klevont eun trouz spountus. Al lez a grenas. Hag an holl a lammas er prenestrou da zellet, evit gouzout petra ’oa c’hoarvezet.

Ne oa ket c’hoarvezet kalz tra. Ar Rouf eo a rea an trouz-ze. En eur zigouezout en doa kavet dor ar maner re izel evitan. Ha gand eun taol troad, en doa taolet anezi d’an traon ha freuzet ar voger. Hag an holl a welas ar Rouf o tont er porz, ar Blogorn azezet war e skoaz.

— Prinsez, a lavaras ar Blogorn en eur stouï e benn dirag merc’h ar roue, c’hoant ho poa da gaout eur mevel. Setu daou ha ne c’houlennont nemet ober ho polontez.



Ar roue a yoa e gis nec’het. Ne ouie ket kalz petra da respount. Hag e chachas e verc’h a gostez. « Ne c’hellan mui enebi, a lavaras d’ezi. E rankez beza pried d’an den yaouank-se. Ne gaf ket d’in e vankfe kalz tra d’it en e ser. Dond a ra a benn d’ober kement a c’houlenner digantan.

An eured ’voe great.

Friko ’oa bet betek naontek guenneg hanter.

Mez ne dalv ket ar boan hen lavaret an holl frikoiou bras ’zo henvel.

N’oa bet netra muioc’h eget e leac’h all.

Eo, evelkent : evit dond eus an ilis d’ar palez.

An daou zen yaouank ’oa pignet er wetur evit dont d’ar gear, goude an eured. Met ar Rouf a zisternaz ar c’hezeg hag a lakeas er gwetur var e benn evit kas an dud nevez d’ar maner.


Diouz e benn hag e galon
Eo barn an den.
An nerz, ar gened aliez traou difonn
Ha netra ken !



————



Ian al laer


XIX


Yvona ti roz a veze o klask he boued. Koz ha kabac’h ’oa deuet dija ar paour keaz Yvona.

Eur mab he doa, ugent vloaz bennak, hag a veve diwar goust e vamm.

An dud a gave oa eun druez gwelet ar vaouez o klask an aluzen hag a lavaras d’ezi : « Perak ne gasit ket ho mab da glask pe da c’hounit ? Ne zere mui ouzoc’h galoupat an hentchou. Ho mab a zo gouestoc’h eget na doc’h ?…

Pa deuas Yvona d’ar gear en devez-ze, e lavaras d’he mab : « Asa, Ian, red e vezo d’it en em gemeret en eur c’hiz pe c’hiz. An dud ne fell mui d’ezo rei d’in an aluzen hag a lavar e rankan kas ac’hanout da glask pe da c’hounit.

— Mad, mamm, eme Ian ; kent-se zur, it da c’houlenn digant Santez Anna peseurt micher e fell d’ezi, a rafen. Mez c’houi ’oar, Santez Anna a gav mad krampoez lardet. Grit krampoez gand ar bleud ’zo deuet ganeoc’h, lakit aman druz outo ha kasit d’ezi, da vihana, eun hanter dousen.

— Mad, eme Yvona goz, kouls tra d’in ober evel ma lavarez.

Hag an hini goz o vont d’ar pilpazig gant krampoez lardet, d’ar chapel, da gaout Santez Anna.

Mez Ian, skanvoc’h e droad eget hini e vamm, en devoa skoet dre ar parkeier hag a oa digouezet en he raog e ti Santez Anna. En em lakaat a reas adrenv ar skeudenn venniget.

Pa voe digouezet, an hini goz a yeas war he daoulin ha, truezus, e c’houlennas : « Santez Anna ? Petra ’ve mad d’am mab ober, mar plij ?

— Mont da laer, a respountas, Ian adrenv kein ar Zantez.

— Ichekoun ! Da laer ?! Mat !

Hag ar paour keaz koz, lezel he c’hrampoez gand ar zantez ha d’ar gear.

Ian a dapas krog er c’hrampoez hag a ziredas en-dro. Pell ’oa digouezet araog e vamm. Pelloc’h ec’h eruas ive an hini goz.

— Ac’hanta, mamm, eme Ian, pe seurt micher a zo lavaret d’in gant Santez Anna da gemeret ?

— Va Doue ! va mab, mont da laer ; kleo.

— Gant piou ez eus lavaret d’eoc’h e rankjen mont da zeski ?

— Ah ! e feiz ! n’em eus ket goulennet.

— Mat, mamm, it buan en-dro, ha kasit ganeoc’h en taol-ma, eur podad leaz dous. Rag, sur awalc’h, ar zantez he deus sec’hed brema, warlerc’h ar c’hrampoez.



Setu ar vamm, en dro, da gaout santez Anna.

Ian ive a red a-dreuz ar parkeier d’ar chapel, d’en em lakaat adrenv kein ar skeudenn venniget.

— Gant piou, mar plij santez Anna, eme ar vamm-goz, pa voe digouezet, e tle va mab mont da zeski beza laer ?

Ian a respount : « Gand an tonton bras a zo miliner e Milin-ar-Stêr !

Ar vaouez keaz a zistro d’he zi.

Ian ’oa digouezet dija.

— Ac’hanta, mamm, petra ’zo lavaret d’eoc’h ?

— Va Doue, emezi, e rankfez mont da zeski da vicher gant da donton eus Milin-ar-Stêr,

— Alo, mat, mamm ! me zo ’vont. Ha Ian da di e donton.

— Tonton, emezan, me ’zo lavaret d’in gant santez Anra, dont da zeski ganeoc’h beza laer.

— A zo mat, mat-tre, niz. Ah ! me ’oar dreist ar vicher-ze, avat.



Ian a jomas e ti e donton.

Kenta ’welas e voe eur c’higer bet o kerc’hat eul leue bihan en eun tiegez war ar meaz. Al leue ’oa liammet e dreid hag ar c’higer a zouge anezan war e benn. Ian a zelle ouz boutou ar c’higer. Koz, uzet, toull e oant.

— Sell, tonton, a lavaras, me c’helfe laerez al leue-ze.

— E c’helfes, niz ?

— Ia, c’houi ’welo. Roït d’in ar boutou koad nevez a zo aze, ma ’z in d’ezan.



Ar c’higer en doa da dremen dre greiz eur parkad balan.

Ian a ya en e raog hag a laka war ar wenodenn en eur penn eus ar park, eur votez nevez hag, er penn all, eur votez all.

Ar c’higer a zigouezas. Sellet a reas ouz ar votez. « Eur votez nevez ? a lavaras. Va boutou d’in-me ’zo fall a-walc’h, avat, fidandoumen ! Mez petra ’rin gand eur votez hepken ?

Digouezet er penn all d’ar park e kavas eur votez all.

Hag hen sellet outi.

— Daon ! emezan, houn-ma eo parez eben a zo duze !

Ha tanfoeltri e leue er c’hrizen ha mont d’ar c’haloup da gerc’hat ar votez en doa gwe- let da genta.

Ian oa war c’hed a gement-se. Samma ’reas al leue hag her c’hasas da di e donton.

Digouezet en dro, ar c’higer ’voe mantret holl. Ne gave leue ebet mui. Klask a reas e-touez ar balan ; ober a reas meur a dro d’ar park hag evel m’oa red, leue ebet ne gavas.

Hag hen, lostok, d’ar gear. — Ganen-ine, emezan, euz eus digouezet eun dra iskiz avat ! ’Oan o fond d’ar gear, va leue liammet e bevar zroad ganen war ma fenn. N’em eus great nemet lakat anezan er c’hrizenn ha mont d’ar penn all d’ar park. Pa oun deuet en-dro, ne oa leue ebet mui. Kaer meus bet klask n’em eus kavet netra.

— Alo, eme ar vestrez, petra ’vo great ama brema ? Kemend-all a dud ’zo ’klask kig ! Ama e ranker kaout kig, n’eus ket da lavaret nann.

— Mad, eme ar c’higer, en tiegez oun bet ez eus eul leue all. Me ’zo ’vont da gerc’hat anezan.

— Ia, kerz buan, eme ar wreg. Ha setu ar c’higer bet o kerc’hat al leue hag o tremen ebiou d’ar vilin, en eur vont d’ar gear.

— Tonton, eme Ian, me laerfe al leue-ze c’hoaz.

— Mezaon n’eo ket da zeski out deuet ama, eme an tonton. Alo ! Gwelomp ’ta penaos ec’h en em gemeri.



Setu Ian buan d’ar valaneg, ha da en em guzat e-touez ar balan.

Pa edo ar c’higer o tremen ec’h en em lakeas da vlejal evel eul leue bihan : bêê ! bêê ! bêêê !

Hag ar c’higer teuler adarre al leue diwar e gein. — « Ah ! loenig paour, a lavaras, aze emaout !

Ha da redek dre ar balan da glask al leue kenta.

Ker buan ha tra, Ian a deu adarre war ar wenodenn, a zamm al leue ha gantan d’ar gear.

P’en doe galoupet a-walc’h dre ar valaneg hep kaout netra, ar c’higer a deuas da glask al leue all… Mennout a reas mont sot. Leue ebet ! kaer en doa sellet.

Hag-hen da bec’hi. Nonden tri mil ! An diaoul, sur a-walc’h, a zo er valaneg-ma !

Ha d’ar gear en eur jarneal.



Mat, eur gwaz out, a lavare, p’oa deuet an noz, ar tonton d’e miz. Me ’oar petra ’dlefes da ober. Er maner, du-ze, ez eun eun ejen lard. Met n’eo ket eas hen tapout, rak beza ema e korn ar c’hraou, stag, ouz pignoun an ti.

— Eo, eo, eme Ian, me ’zo vont d’e gerc’hat. Dont a rit ive ?

Hag o daou da gerc’hat an ejen.

Ian a dennas eas anezan er meaz. Mez goude-ze, an ejen ne felle ket d’ezan mui bale.

— Lazomp anezan, eme an tonton ha rannomp anezan. Da unan ar c’hroc’hen hag ar penn, d’egile ar c’hig.

— Mad, tonton, eme Ian, me ’gemero ar c’hroc’hen.

Setu Ian pa voe kignet an ejen, en hent, gand e groc’hen. An tonton a zammas ar c’hig. Mez ne helle ket mont da heul e niz.

Pa voe eat eur pennad war an hent, Ian en em lakeas da grial a bouez penn : Va buhez ! va buhez ! Lezit ’ta ! lezit ’ta ! N’eus nemet ar c’hroc’hen hag ar penn ganen-me. Ar c’hig ’zo gant va zonton ’zo arru war-lerc’h aze ! Aïou ! aïou !

Dal ! eme an tonton, o klevet ar c’hri, ema digouezet tud ar maner war Ian.

Hag hen stlepel kig an ejen war an hent hag a-dreuz d’ar gear.

Ian a deuas neuze war e giz, a bakas ar c’hig hag ar c’hroc’hen hag a gasas anezo d’e vamm.



Koulskoude, ar brud ’oa eat n’oun penaos, ’oa bet Ian o laerez ejen ar maner.

A-benn eun nebeut deveziou, an aotrou ’deuas da di Ian. N’oa er gear nemet ar vamm-goz.

— E peleac’h ema ho mab, mamm-goz ?

— O fei ! aotrou, ne ouzoun ket. Va mab a zo laer. Digaset en deus d’in kig ha sur n’ho peus ket gwelloc’h er maner.

— Foutre ! eme an aotrou, me oar ho peus kik mat. Mez lavarit d’ho mab, ma na deu ket fenoz da laerez va c’hezeg, me lazo anezan.

— Oh ! aotrou, mont a rey. E vicher eo beza laer. Mont sur a rey. Me ’lavaro d’ezan.



Pa voe deuet an noz. Ian a yeas betek marchosi ar maner. Daou varc’h a oa er c’hraou hag eur mevel war bep-hini anezo. An daou vevel oa ganto peb a fusuilh karget beteg ar beg.

Hag ar vevelien ’oa gand o c’haoz.

— Al laer daonet ! eme unan. Ha lavaret e teufe en noz-ma, dres, pa ’z eus dans er gear all, aze ! — Mar kerez, a lavare d’e gamarad, te ’yelo atao d’an dans da welet ha da zous a vo eno. Ma n’ema ket ha ma ve va hini-me, deus ama da ziwall ar re-ma ha me ’yelo.

— Fei ! eme egile, mat a lavarez, me ’zo ’zo ’vont.

Ha teuler e fusuilh ouz ar voger, hag en hent.

A-benn eur pennad goude, Ian a yeas er marchosi.

— Kea d’an dans, a lavaras d’ar mevel oa eno. Va dous-me, n’ema ket du-ze, met da hini-te ’zo.

— Ah ! ia. Mat. Gwell-a-ze ! Me ’zo ’vont neuze. Met diwall mat oul al laer ! Me gav d’in em euz klevet bremaik trouz el liorz aze.

— Oh ! lez da gas. Ama ez eus diou fusuilh garget, eme Ian.

Ha setu ar mevel all en hent.

Digouezet en dans, e wel e gamarad o fringal e-touez an danserien. Chom a reas sebezet.

— Sell, te ’zo aze ? emezan.

— Evel ma welez.

— Evel ma welan eo, sur. Met deomp buan d’ar gear. Ian a rank beza bet oc’h ober e dro.

Hag e kountas d’ezan ar pez a oa digouezet.

Mez Ian, a c’hellit kredi, n’en doa ket daleet da gemer ar c’hezeg. Tenna reas divarno an diprou hag ar pallennou hag e taolas anezo war diou vrae hir hag uhel a gavas er marchosi, hag en doa lakeat, e leac’h er c’hezeg, er speurenn.

Pa voe digouezet ar vevelien, e klaskjont, o toulbabat gant o daouarn : kaout a rejont ar stleujou. — « Oh ! pebeuz chans ! emezo. Hor c’hezeg a zo ama. N’eo ket bet Ian.

Hag int-i, kemeret o fusuilhou hag a c’hoaliad pep-hini war e vrae.



Diouz ar mintin, araog goulou-deiz, an aotrou ’voe mall gantan mont d’ar marchosi.

— Ac’hanta, paotred, emezan d’e vevelien n’eo ket bet Ian oc’h ober e dro.

— Oh ! nan, aotrou. Hennez a ouie petra ’oa o c’hedal anezan ama.

An aotrou a enaouas ar goulou, hag, e leac’h kezeg, e welas e vevelien pep-hini war e vrae. Mennout a reas mont sot.

— Genaouien ! emezan, azennet korniek ! War diou vrae ! E peleac’h ema va c’hezeg ?

An aotrou a yeas dioc’htu var-zu ti Ian.

Ian her gwelas o tont hag a lavaras d’e vamm : « Ema eru an aotrou adarre, va mamm, da lavaret d’in mont da c’hoari eun dro ziês bennak d’ezan. Me ’zo ’vont da guzat en arc’h toull, e traon an ti. Lavarit ne vezin ker er gear. Mez va biz a vezo en toull. Ma welfec’h va biz o fichal e chelloc’h toui d’an aotrou, ez in da ober ar pez o lavaro.

A-veac’h en doa chouchet Ian, en e arc’h, edo an aotrou en ti.

— Mamm-goz, e peleac’h ema Ian ?

— N’ouzoun ket, aotrou. Hennez ’zo laer. Me ’meus kig er bailh ha kezeg er marchosi ha diês e ve d’eoc’h, aotrou, kaout gwelloc’h en ho ti.

— Foutre ! her gouzout re vad a ran. Mez lavarit d’ho mab, ma ne deu ket fenoz da laerez ar forniad vara, du-ma warc’hoaz e vo staget ouz ar groug.

Ar vamm a zell ouz an arc’h hag a wel biz Ian o fichal : « Diwallit mad, aotrou emezi, mont sur a rey. Rak hennez ’zo e vicher beza laer.



D’ar sarr-noz Ian a yeas d’ober eun dro-vale, dre guz, war-dro ti-forn ar maner.

An aotrou, en taol-ma, mezaon, n’en doa ket a fizians en e vevelien. Ian a welas daou archer o vont hag o tont en ti forn.

Hag, evit gwir, Ian n’oa tamm en ebad. « Eur gwall-grogad avat, a lavare, en eur astenn e c’houzoug hag en eur griza e fri. » Sada ma klevas unan eus an archerien o lavarout d’e gamarad : — Te ’gav d’it e teuio. Ian, ama ? Pa welo daou archer, e skeud ar goulou, e save sur c’houenn en e lerou. Gwella ma ve d’eomp, eo ober eun taol kartou da dremen hon amzer.

Pa wel an daou archer krog mat er c’hoari, Ian a ya war ar forn ha toulla ar volz. Dre an toull e tennas er meaz ar bara hag ar wastell c’houek, ’oa great evit itroun ar maner. Neuze gant eun tamm pri, mesket prim ha prim, a reas eur gouign da deuler e-kreiz ar forn…

Ha d’ar gear da gas ar bara d’e vamm.



Diouz ar mintin, an aotrou, ne oa ket diwezat o tont d’an ti-forn.

— Ac’hanta, gwazed, emezan d’an archerien, n’eo ket bet Ian war ho o tro ?

— Ian ! o ! nan, aotrou, n’eus bet Ian ebet.

— Alo, gwell-a-ze ! tennomp ar bara, rak poaz-kraz e tle beza, abaoue deac’h da noz.

Kerkent ha ma voe savet an nor ’voe gwelet an toull er volz. Kaer oa klask gand ar bal-forn, tamm bara ebet, na petra ’ta ne deue er meaz. Ne voe kavet tra nemet eun tamm galetez melen-aour.

— Foutre, eme, an aotrou, ar forniad a zo eat holl gantan, nemet tamm kouign an itroun !

Dres, edo an itroun o tigouezout, deuet ive da welet.

— Sell ’ta, emezi ! o ! biskoaz ne welis eur gouign ken kaer !

Ha gant hast e kemeras eur c’hinaoued. Ac’h ! ac’h ! minerges !…

Dare ’voe dezi mervel eno. Dislounka he doa great kement, ma vije lavaret ez oa o vont da zifelc’hi.

An aotrou a yea hag a deue : mennout a rea mont e belbi.

Dioc’h-tu e redas adarre da di Ian.

— Ac’hanta ! mamm-goz, peleac’h ema ho mab ?

— O ! n’ema ket er gear. Hen-nez ’zo laer, aotrou. Mez ’meus kig ha bara da zibri diganta, ar seurt n’ho peus ket en ho maner.

— Foutre ! me ’oar vat. Mez lavarit d’ezan ma na deu ket da gerc’hat al linsel a vo a-zindan an itroun en he gwele, en noz-ma, me deuio ama d’hen laza, warc’hoaz, a daoliou fusuilh.

Ian ’oa kuzet en arc’h adarre.

Ar vamm a zell hag a wel biz Jan o fichal.

— O ! emezi, diwallit outan, aotrou ! Mont sur a raio pa lavarit d’ezan. E vicher eo, rak hennez ’zo laer !



Ian a reas eur bolom plous.

Pa oa deuet an noz, e lakeas eur skeul e prenestr kambr an itroun. Pignat a reas er skeul, krog e divesker e volom, hag e save hag e tiskenne anezan dirag prenestr ar gambr.

― Sellit, eme an itroun, ema Ian er prenestr.

Hag an aotrou tapout e fusuilh… Paon ! paon !… Daou den d’ar bolom. Ian a laoskas eur griaden hag a lezas e volom da goueza.

— Oh ! en taol-ma, ema d’in, eme an aotrou. Hag hen sevel da c’hervel e vevelien ha lavaret d’ezo e peleac’h mont da enterri Ian. A benn eur pennad, pa oant krog holl en o labour, Ian a bignas d’ar gambr. Tenval e oa. N’oa goulou ebet. An itroun oa en he gwele.

— Allo ! emezan, en eur drênvez an aotrou, brema e vo peoc’h : ema lazet Ian, pelloc’h. Mez an amzer ’zo ien, va Doue ! Me ’m eus riou.

— Tapit eur banne kognak. Aze ez eus kognak mad war an daol, eme an Itroun.

Ian a evas eur banne en eur staga ar voutailh euz e benn. Goude-ze, ez eas er gwele hag en eur rodella al linsel en-dro d’ezan e lavare : « Me ’m eus riou ! me ’m eus anoued ! »

Ha pa en devoa dastumet holl al linsel evel-se, e lavaras d’an itroun : Ah ! ne ’m eus ket bet sonj ! Mond a rankan da welet ha golóet mad eo korf Ian gand ar mevelien. Rak da deuler evez ’zo. Mar deu an archerien da ober enklask, ni ’c’helfe beza tapet, c’hoaz, diwar goust al lampoun-ze.



A veac’h ma oa eat kuit, setu an aotrou er gambr. « Ah ! gwreg a lavare laouen, en taol-ma eo paket an tan da Ian. Ema e gorf en douar.

E gorf en douar ? eme an Itroun oc’h anaout e vouez. N’edoc’h ket c’houi ama brema-souden ?

— Nann zur, eme an aotrou, n’oun ket bet ama, abaoe ma ’z oun diskennet.

— Va Doue ! neuze eo eat al linsel gant Ian. Hag an itroun a gountas penaos en doa al laer en em gemeret.

— Oh ! an ampouailh.

Hag an aotrou, tapa krog en e fusuilh ha, di Ian. E peleac’h e ma ho mab a lavaras d’ar vamm-goz.

— O ! n’oun dare. Hennez ’zo laer.

— Mat, lavarit d’ezan ma na deu ket da laerez ar goan diwar en daol duma, fenoz, me ’lakeio an tan en e di.

— O ! mont sur a rey ; hennez a zo laer hag a ya atao, pa ve lavaret d’ezan.



Pa deuas an noz, en devez-se, an aotrou en doa pedet soudardet hag archerien da goania gantan kevret.

Ian a yeas da welet penaoz e c’helje ober e daol. Hag hen mont dre ar prenestr en ti, e kambr ar vatez. Eno oa dija digouezet eul laer all.

Ian a gommansas d’ober trouz. Hag al laer all lammet er meaz. Mez gwelet e oa bet Hag an holl a zavas hag a yeas da redek war e lerc’h.

E-pad an amzer-ze, Ian a yeas en ti hag a gemeras kement a oa war an daol.



Pelloc’h, an dud ’oa dizro. N’o doa ket gellet tizout al laer. Pa ’z ajont en ti n’oa mui netra war an daol. Den, a hellit kredi, n’en devoe, en devez-se, tamm d’e goan.

— Asa, mat, eme an aotrou, eun den eo, evelkent. Laerez a c’helfe kement ’zo ama. C’hoant am oa d’e dapout o laerez. Mez gwelloc’h eo d’in lavaret d’ezan chom er gear.

Hag, en devez war-lerc’h ez eas c’hoaz da gaout e vamm. Lavarit d’ho mab, a lavaras d’ezi, arabat laerez mui. Me ’roio deus ar maner peadra d’ho maga ho-taou keit ha ma vezoc’h beo.

Ha Ian a vevas hep labourat e serr e vamm, ar rest euz e vuhez.

An istor ma, zo eun istor gaer,
Mez n’eo ket istor pep laer.

Micher al laer a ve tentus.
Ma vije ganti peoc’h padus ;
Ar peoc’h ganti an hini ’vank,
Rak pik pe vran diwar ar brank
A wel, a glev hag a ziskuilh.
Eur vicher eo leun a drubuilh.
Hag eul laer, mar marv pinvidik,
A lez bugale reuzeudik.
Rag atao malloziou Doue,
A gouez warnhan ha var e re.



Ar C’hemener hag an Diaoul


XX


Eur wech, eur c’hemener a yeas da zevezia war ar meaz.

Evel ma oa tomm an amzer, e lakeas e dorchen e disheol eur wezen brun.

Frouez oa er wezenn ker stank hag an deliou. Dare oant hag e kouezent diouz an daou du war ma c’hemener. An diaoul, ive, red e vije, o distage evit e denti. Rak derc’hent hanter-eost e oa ha d’an deiz-se ’zo yun evit ar gristenien.

Evit lavaret gwir, ar c’hemener a gemere ar frouez en e zorn, a waske varno gand e vizied hag o lakea a gostez. Bremaik, a lavare, da greisteiz, me ’zrebo an dra-ze. Mez araog, avat, ne rin ket na ne rin. Me ’c’houlen mont gant an diaoul ma torfen va yun araog kreisteiz.

Ar prun a goueze atao.

Pelloc’h, setu diou brunen o koueza war e vesken. Melen e oant evel an aour ha bouk evel ar mesper meüret er plouz. Netra nemet o sellet outo e teue an dour er ginou. Tenna ’reas e vontr ne vanke mui nemet pemp munut deus kreisteiz. — « Bah ! a lavare, pemp munut ? Kreisteiz a-walc’h eo brema e pep leac’h. »

Hag e tougas eur brunenn d’e c’hinou. Teuzi a rea war e deod, c’houek evel ar mel. Ar genta ’voe debret ; an eil a yeas d’he heul. Ar c’hemener oa c’hoaz o lipat e vizied hag e vourrou pa deuas an diaoul dirazan, eur zac’h, bras etre e zaouarn.

— Ac’hanta, kemener, emezan, setu me digouezet.

— Ia, sur, eme ar c’hemener, strafuilhet holl. Her gwelet a ran. Petra ’zo a nevez da vihana, ma redez evel-se war ar meaziou ?

— Me ’zo deuet d’ar kerc’hat.

— D’am c’herc’hat… Mez petra ?… Perak ?…

— Perak ? Dizounjet out ’ta, kemener ? Bremaïk, pa goueze warnout prun, ez peus goulennet mont gand an diaoul, ma teufes da zibri eur brunenn, araog kreisteiz. Mez n’eo ket unan, diou ’peus debret, hag oun deuet d’az kerc’hat.

— Dribi prun ?… Mez kreisteiz eo !

— N’eo ket. Sell ouz da vontr. Daou vunut a vank c’hoaz. Alo, er zac’h, ha buan. Me n’em eus ket amzer da goll.

Hag evel dre c’hoari, e testumas ar c’hemener en e zac’h-ifern hag e taolas anezan war e skoaz.



Edo o tremen gand an hent bras pa glevas, en eur park, eur plac’h youank o pec’hi war he zaout.

— Klev ’ta, emezan, houn-hont he deus c’hoant ive da vont d’an ifern, evit an doare. Kouls tra d’in mont d’he c’herc’hat, dioc’htu. Kuit e vezin da zont eur wech all, dre ama.

Hag an diaoul, lezel e zac’h hag ar c’hemener war an hent, ha da gerc’hat ar plac’h yaouank.

Ar c’hemener a ruilhe gand e zac’h, eus an eil kleuz d’egile.

Eur chaseour a eruas da dremen. Hag o welet ar zac’h o tont hag o vont dre an hent :

— Petra ’r foultr ! a zo aze da vihana ? a lavaras.

Hag e roas d’ezan eun taol botez.

— Aï ! Aï ! eme ar c’hemener.

— Petra ? Piou ’zo aze ?

— Me paourkeaz aotrou, o vont gand an diaoul d’an ifern !

— Gand an diaoul ’ta ?

— Ia, da ! eme ar c’hemener, hag an dra-ze, abalamour ma ’m eus debret diou brunenn araok kreisteiz !…

— O ! gortoz ! eme ar chaseour.

Hag e tilasas ar zac’h.

Ar c’hemener p’en doe gellet kaout e frankiz, ne jomas ket da vragal. En em denna reas da guzat gwella ma c’helle. Ar chaseour a c’halvas e gi Turk, eur pikol ki bras, hag a lakeas anezan e leac’h ar c’hemener. Ha kuit ive.



Koulskoude an diaoul en doa great tro wenn evit e blac’h-yaouank ; rak houn-ma pa he doa gwelet anezan o tont, ’oa kouezet d’an daoulin ; skei a rea war boull he c’halon, en eur c’houlen pardoun. Ha Doue a bardounas d’ezi. An diaoul ’oa droug ennan. Dont a reas war e giz, hag en eur lakaat war e gein ar zac’h en doa lezet war an hent-bras, e lavare : « N’em eus ket kollet va devez ; va c’hemener am bezo atao, evit hirio. »



Koulskoude, ar c’hi en em zifrete en e zac’h. Yudal a rea, regi a rea gand e ivinou kein an diaoul keaz ha zoken kregi en e feskennou gand e zent.

— Setu, avat, eur c’hoari, eme an diaoul. Biskoaz da vihana ! Douget em eus d’an ifern kalz kemenerien. Mez hini n’eo bet ken diês da gas evel an tamm lorgnez-ma !… »

— Digouezet en ifern, Lusifer a lavaras d’ezan : Ah ! deuet out, pelloc’h ? Diwezat out hirio. Petra ’zo ganez ?

— Eur c’hemener.

— Ah ! eun all, c’hoaz ! Mat, dilas ar zac’h ! Aze e kavo kamaraded ! N’eo ket kemenerien a vank ama.

Mez a-veac’h ma oa digoret ar zac’h, ar c’hi fuloret-holl, a sailhas war hen-ma, war hen-hont, war gement-hini en em gave. Eurus ’oa an diaoulou da gaout diwaskell. Nijal o doa ranket war dreustou an ifern.

— Pebeuz loen vil, a lavarent an eil d’egile. Ne c’helfed ket padout ama ganto. Red e vo digeri an nor d’ezan da vont er meaz.

— Ia, ia, a lavaras eun diaoulig bihan evidon-me a ro va dilez, ma chom hennez ama !

Ha gant o ferier houarn o doa gellet, hep disken, digeri an nor.

Ar c’hi a lammas er meaz.

Hag an diaoulou en em glevas diwar neuze, da jom hep digas mui kemener ebet, d’an ifern.


Eur gountaden ne deo ken :
Ha d’an ifern ez ei pep den,
Kemenerien hag all,
Mar marvont e stad fall.




TAOLENN
————
PAJENN
 79
 177
 259


  1. E bro Leon edo ar c’hiz, gwechall, da rei krampoez lardet ha leaz dous d’ar falc’herien d’o aslein.
  2. Meiza. — Penser
  3. Ar mod, e kostez Kastel-Paol, da lavaret oa bet eur friko bras.
  4. Oie e gallek.
  5. E Treger e vez lavaret — emon-me — evit eme-ve.
  6. « Indiscrète » e galleg. Eur ger eo hag a ve lavaret e bro-Leon.
  7. Yez Leon. — Mardouen ne ket anavezet e Kerne.
  8. Ger kals anavezet e bro ar bigoudenned.
  9. Penn-eog : lezhano ar C’hastellinad.
  10. Corentin : Rener ar gazeten hanvet « Ar C’hourier. »
  11. Bouchat : pokat e yez Leon.
  12. Oazus : jaloux.
  13. N’emañ ket en daolenn orin (Notenn gant Wikimammenn)