Mont d’an endalc’had

E korn an oaled/Yan e vaz houarn

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Yann e vazh houarn.

Imprimerie de la Presse Libérale 4, Rue du Château, 1923  (p. 27-43)



II


Eur wech oa hag eur wech n’oa ket, mes eur wech oa bepred.

Hag e oa eur paotr yaouank ha dre ma kreske e oad e kreske ive e nerz en eur fesoun burzudus. E hano oa Yann.

N’oa c’hoaz nemet daouzek vloaz hag e serviche da varc’h-limoun d’e dad. Evit kerc’hat ar foen d’ar gear ha kas an teil d’ar park, hen a dreine ar c’har.

D’ar mareou-ze, ive, oa bet eun devez gant e dad o prena eun eujen en eur foar. P’oa ar mare da zond d’ar gear an eujen oa mouzet. Ne felle mui d’ezan bale. Ha Yann foura e benn a zindan e gof ha digas anezan d’e graou war e chouk.

D’an oad a ugent vloas ne gouie mui petra da ober, kement a nerz en doa. Hag hen lakaat en e benn mont da redet ar bed evit klask e bar.

Araog en em lakaat en hent e falvezas gantan kaout eur vaz. Mez bizier koad ? D’ober petra ? Ne badjent ket outan. Ha da gaout eur marichal da lakaat ober eur vaz houarn.

Ar marichal a boagnas, epad eiz devez, da ober eur vaz vrao. Teo oa evel breac’h eun den ha rikamanet oll penn-da-benn. Sur, avad, — a zonje, — Yann a vezo lorc’h ennan gant ar vaz-ma.

Mez pa oa deuet d’he digas d’ezan, Yann a savas e ziouvrec’h evel eun den souezet :

— « O ! marichal, marichal paour ! a lavaras, brao sur eo da vaz ! Mez petra rin-me gant an dra-ze ? Hounnez ar vaz-se ne zere ket ouzin-me. N’eo mat nemet evid eur bugel ! » Hag en eur he c’hemeret e kammas hag e tigammas anezi etre e vizied.

Ar marichal a en em lakeas da ober eun all. Farda ’reas anezi ken teo ha morzed eun den. Mez hounnez ne blijas ket kennebeut da Yann. He zerri ’reas var benn e c’hlin.

Ar marichal a zastumas an tammou ha pa oa deuet d’e gofel e labouras epad eur mis penn-da-benn, da renka eur vaz da Yann. En dro-ma, e ’reas anezi hir ha teo evel eur wezen bin ugent vloaz. Yann a veze, bemdez, o welet al labour. Ha pa oa echu e kemeras ar vaz en eur lavaret : « Mat, mat sur. Houn-ma ’zo diouz va doare. »

Hag e paeas, na petra ’ta ?



D’an devez warlerc’h, abred, edo Yann en hent. Noz oa dija pa en em gavas e traon eur menez. Hag e welas o vont d’ar gear, d’e goan emechans, eur mengleuzier, eur pikol roc’h ken huel hag hen gantan war e chouk. Dougen a rea an dra-ze ken eas, da welet da vihana, hag eun duilh lin.

— Kre mil borgnon ! eme Yann. Hen-ma zo butun gantan avad. Hen-ma, dre e nerz, ’zo re bar d’in-me.

Pa oa o tremen ebiou e lavaras d’ezan : Dond a rafes ganen d’ober tro ar bed da glask re all par deomp ?

— Ah ! a lavaras, en eur deuler eur zell var Yann ha war e vaz houarn, perak ne dafen ket ? Deomp da zribi koan da genta ha warc’hoaz ni ’welo.



En deiz varlerc’h, mintin mat, edont en hent, Yann e vaz houarn en e zorn, hag ar mengleuzier, e roc’h var e skoaz.

War dro kreisdeis, e tremenont ebiou d’eun ti milin. An hanv a oa. An amzer n’en doa ket roet glao abaoue pell. Al lenn oa seac’h. Ar vilin ne droe mui. Hag en eur dremen e welont, er prad oa e tal al lenn, ar miliner o c’hoari pilpot gant e vein-milin.

— Pitiaoul a rez aze ? a lavarjont d’ezan. Sur ar mein-milin ’zo ganez a zo tammou spouenv.

— Salokras, avad, eme ar miliner. Ar re-ma ’zo mein ha mein kalet. Mez va milin ne hell troi mui. Ha da c’hedal e rankan en em zivuzi gant eun dra bennak.

— Mad, eur gwaz out ! Dond a rez ganeomp ? Ni ’zo ’vond d’ober tro ar bed da glask re all par d’eomp. Dond a rez, ive ?

— Ar memez tra, avad. Tremen a rin dre ’l leac’h ma ’z afoc’h.

Hag e kemeras e vein milin unan a zindan pep kazel evit mont d’o heul.



Bale rajont epad an deiz.

Pa deuas an noz oant digouezet var bord eur ster. En tu all d’ar ster, oa eur c’hoad bras.

— Deomp d’ar c’hoad, a lavaras Yann e vaz houarn.

— Deomp ’ta, a lavaras ar re all.

Yann a daolas eur penn deus e vaz en dour hag oc’h en em harpa var ar penn all e lammas dreist ar ster. — Paot ar roc’h a daolas e vean en dour hag e diou rampaden oa en tu all. — Hag ar miliner a reas eur c’harbount gant e vein-milin hag oa er c’hoad kerkent hag e gamaraded.

Goude bale eun tammig dre douez ar gwez, e tigouezont e tal eur c’hoz ti fall. Eun denig oajet ha treut oa e tal an nor, azezet var eun tam piltoz.

— Deiz mad ! eontr, a lavaront dezan. Da biou ar c’hoad-ma ? D’it eo ?

— O ! nan, siouaz ! emezan. Mestr ar c’hoad-ma eo mestr ar c’hastell zo du-hont pelloc’h. Mes eun devez eo eat kuit ne ouzer na penaos na pe da vare. Hag abaoue, holl ar re ’glask mont da jom d’an ti-ze a vez lazet d’an eur a greisteiz.

— Lazet ! a lavaras an tri gamarad. Gant piou da viana ? Ni ya da welet.

— Ia, ia, kit da velet ma ho peus c’hoant, eme an denig koz. ’Mez taolit evez rag eun Aotrou baro hir.

— O ! bezit dinec’h. Ma lakeomp hor c’hrabanou warnan, ne finvo mui.

Hag ez ejont d’ar maner.



Ar maner oa eun ti deus ar re gaera. N’oa den ennan. Mez, avad, beza oa ar pez a garied : kig ha bara da zibri, gweleou plunv da gousket, hag, er c’hao, gwin, chistr hag a bep seurt traou mat da eva.

Evel ma oant skuiz ez ajont, dioc’h-tu, da gousket goude beza debret eur goan vad. O c’housk oa bet deus ar gwella. N’o doa klevet trouz ebet.

Ha deus ar mintin, goude beza debret mat o lein, c’hoas, ec’h en em glevomp da dremen an deiz hep beza inouet. Lakeat oa e chomje unan er maner da ober ar geusteuren. An daou all a yaje da jaseal. Ha pa vije bet prest mern, war dro mareou ar c’hreisteiz, e vije sonet, na petra ta ? kloc’h ar maner.

Ar mengleuzier a c’houlennas chom da genta, er gear. An daou all, eta, a gemeras fuzuilhou ha poultr oa eno. Hag en hent.

Paot e roc’h, en em lakeas a-zevri da farda eur vern vad. Lakaat a reas ar pod war an tan. Ar zouben a verve dija. Ar c’haol oa poaz. An traou all oa ’vont da veza prest. Kerkoulz an horolaj a verke, dija kreisteiz. Ha dres e sonje mond da zon ar c’hloc’h pa glevas trous er siminal. « O ! emezan, eul lapous noz bennak dihunet dre ar moged a yea en e fri. »

Mez, sada o koueza eur mean, hag eun all, hag eun all c’hoas.

— Bremaik, lapous daonet, a lavaras, me raio d’it disken.

— Ah ! ya. Mall az peus da welet ac’hanon, a lavaraz eur vouez. Gortoz ma rin da stal d’it.

Ha kerkent, sada war an oaled eur mell den, baro d’ezan hag a získenne beteg e voutou. Kregi ’reas er mengleuzier hag e tibradas anezan evel eur bugel. Goude e liammas d’ezan e zaouarn hag e dreid, hag en sebelias dindan ar mean oaled.



Koulskoude an daou jasseour o doa naon, dija.

— Petra ’zo c’hoarvezet da viana, a lavare Yann e vaz houarn. Ema kreisteiz. Hag ar c’hloc’h ne zon ket. Deomp da welet.

Hag e teujont d’ar maner.

E feiz ! eur zouezen o doa bet pa oant digouezet. An oaled oa freuzet. Ar pod houarn oa torret, hag ar zouben skuilhet ama-hag-ahont dre ar gegin. A zindan ar mean oaled e klevent klemmadennou truezus.

— O ! paour-keaz, emezo en eur denna kuit o c’hamarad, e pe stad emaout lakeat ? Petra ’zo c’hoarvezet ’ta ?

— Petra ? An aotrou baro hir ! Ah ! fidandoulle ! eur gwall baot eo !

— Eur gwall baot ? Ha pa ve kerniel an diaoul war e benn ni ’grenno d’ezan e varo. E peleac’h ema ?

— Ne ouzoun ket e pelec’h e c’hellfe beza. Mez dre ar siminal eo deuet.



En devez varlerc’h, ar miliner a ginnigas chom da farda mern. « Mar teu, aze, emezan, — me vo war evez, — mar deu aze, me vanno outan va mein-milin. »

Edo great ar zouben, adarre. Ar miliner oa o vont da dapout korden ar c’hloc’h evit gervel e gamaraded pa gouezas eur mean er zouben.

— Aze eo ! ema o tont ! Peleac’h ema va mein-milin ? a lavaras.

Mez ker buan ha ma ’n doa lavaret, setu an Aotrou Baro hir o kregi ennan hag o lakaat chadennou en dro d’ezan evel ma ve lurennet eur bugel bihan. Stanka ’reas e c’hinou gant eun torch-listri ha teuler anezan war e benn er bailh da gwalc’hi. Goudeze, war ar bailh, e lakeas ar mein-milin.



D’ar mare-ze an daou jasseour a lavare, en eur zellet euz an heol : « e tlie beza kreisteiz, Deomp da welet petra zo digouezet. »

Kaout a rajont, er gegin, ar pod houarn, adarre torret, hag an tammou strinket ama-hag-ahont war ar c’haol hag ar c’hig. Mez trouz ebed dre an ti ha ne welent den.

— Baro-hir an diaoul ! eme Yann e vaz houarn. Klaoustre en deuz lazet hor c’hamarad en dro-ma. Mez e peleac’h en deus lakeat e gorf !…

Tenna ’reas ar mein milin divar ar bailh hag e welas eno, siouaz ! ar paour-keaz miliner hanter-varo dija ! « Baro-hir ar gounnar ! a lavaras, kement-se a gousto ker d’it. Mar gellan da gaout dirag va daoulagad, da ler a baeo ! »



En dervez warlerc’h edo e dro da jom er gear. En eur ober ar geusteuren, ne denne lagad diwar ar siminal. E vaz houarn a vije atao en e gichen.

D’ar c’hreisteiz, e kouezas, adarre, mein er zouben.

— Ah ! emaout krog da zisken… Ha Yann, paka e vaz houarn. Ha pa oa an Aotrou o tont deus ar siminal, dao ! eun taol war gern e benn ha leda ’nezan var al leur-zi. Treina ’reas e gorf d’ar c’hao, hag eno e rodellas e varo hag e kloumaz anezo en dro da grapounou houarn oa er voger. Neuze, en eur c’hoarzin e zeas da zini ar c’hloc’h.

E gamaradet a deuas, raktal. Ha foug enno e c’houlennont : « Ac’hanta ? deuet out a-benn anezan ? »

— Deuit da welet, eme Yann.

O zri, e tiskenjont d’ar c’hao. Mez siouaz ! Eno, n’oa mui den. Ar baro, hepken, oa chomet stag ouz ar c’hrapounou. Mes pikadou gwad a ziskoueze peseurt hent en doa kemeret ar Baro-hir da vont kuit. Dispenn a reont e roudou dre ar pikadou gwad-se. Hag e tigouezjont e kreiz ar c’hoad, e tal eur puns. Pell e chomont da zellet ennan. Mez kaer o doa sellet ne welent tam an dour er puns. Ha koulskoude, oa warnan eun droel hag eur gorden.

— Mad, a lavaront, aze ema. Emechans, eo maro. Red eo mont da welet.

— Me ya da zisken, eme ar menglenzier. Ma sao beac’h warnon me a strilho ar gorden. N’ho pezo nemet chacha. Mez chacha, avad, dioc’htu.

Epad eun heur ar gorden a zistroas da vont er puns. N’oa ket distroet oll na dija, pa oa gwelet o strilha, o strilha… o strilha c’hoaz.

E gamaradet a savas ar mengleuzier.

— Ac’hanta ! Petra ’zo ? Petra ’peus gwelet ?

— Petra ? paotred paour ! Ginou an Ifern, emechans. Tan, tan c’hoaz, ha tan. Evidon-me, ne din ket mui en toull-ze.

— Mad, gortoz ! me zo ’vont, a lavaras ar miliner…

Eun eur hanter oa tremenet, hag ar gorden a ziruilhe atao. Pelloc’h oa gwelet o strilha. Kerkent oa tennet er meaz.

— Ha te ? Petra ’peus gwelet ? petra ’peus klevet ? a lavaras d’ezan e zaou gamarad.

— Gwelet ’meus eun tan bras ha klevet eur vouez o lavaret : « Pa vo tom ar forn, c’houi ’dolo ebarz an hini ’zo o tisken. O ! awalc’h am eus bet ! O ! awalc’h am eus bet, ive ! Ne din ket mui er puns-ze. » Hag en eur lavaret kement-se, ar mengleuzier a dorche e c’houezen hag a grene c’hoaz.

— Te, kenneubeut, ne dez mui, eme Yann. Kre mil borgnon ! me zo ’vont. Me rank gouzout petra ’dremen en toul-ze. »

Hag en deus korden ar puns.



Eun hanter devez, dija, oa bet o tisken. Digouezet beteg ar strad, e welas evel eur bed all dirag e zaoulagad. Dirazan oa eur maner deus ar re gaera. Tud gwisket deus a zilhajou pinvidik a vele o tond hag o vond en dro d’ezan.

— Da biou ar palez-ma ? ’lavaras d’ezo.

— Unan a respontas : « Hennez, ar palez-ze, a zo da eun Aotrou ha na gavas, morse, e bar. Mez eun devez ’zo, ema klanv. War e wele ema. Ha difennet krak en deus lezel den da vont beteg ennan.

— Den ! eme Yann. O ! me rank mont d’e veteg, avad. Me, kenneubeut, n’em eus kavet va far, morse. Me ’rank gwelet an Aotrou-ze.

— Esaït mar kirit. Mez diwallit ouz e gounnar. Er prizoun, aze, zo eun den pinvidik hag a zo bet falvezet gantan en em zevel eneb d’ezan, eun devez. Teir blac’h yaouank en doa hag a zo dalc’het ive, aze, gant o zad kevret.

— Bah ! eme Yann, en eur skoazia e ziskoaz, me ’rank mont da welet, atao.

Hag hen er maner.



Kerkent, eur bern tud a deuas a benn d’ezan da viret outan mont larkoc’h. Mez n’oa ket bet pell evit en em zizober anezo. Eun taol baz en tu-ma, eun taol all en tu-ze hag e oant holl taouarc’hennet. Hag ez ea, evel-se, deus an eil kambr d’eben. Pelloc’h e tigouezas en hini oa an Aotrou enni.

Edo, eno, astennet war e wele. Deus e benn ne weled nemed ar c’hig ruz. Ha teir blac’h koant ha fichet kaer oa o louzaoui anezan.

O welet Yann, e reas eur skrijaden. Hanter-zevel a reas war e c’holc’hed, hag e zouarn e kroaz, e lavare : « O ! en han’ Doue ! ne lazit ket ac’hanon. Lezit va buhez ganen ha me roio deoc’h va frizounerezed koant hag o zad.

— Kré mil borgnon ! Kement-se dioc’htu, eme Yann, en eur vousc’hoarzin hag en eur anaout an Aotrou Baro-hir. Allô ! ar memez tra ! »

— Ia, ia, Kasit anezo ganeoc’h pa geroc’h ha kiit kuit.



An dimezelled ne c’houlennent ket gwelloc’h, a helloc’h kredi. Inouet awalc’h, oant, eno. Yann a gasas ar gosa dirag giou ar puns, a lakeas anezi da gregi start er gorden hag a lavaras d’e gamaradet chacha.

P’oa deuet ar gorden d’an traon, a nevez, edo eno gant an eil deus ar plac’hed yaouank. Mez kaer en doa strilha ar gorden, netra na finve el laez.

— Drol avad, eme Yann. Petra ’zo a nevez ’ta du-ze ? Hag hen lakaat ar plac’h yaouank war e gein, hag a arzou deuz ar gorden, pignad d’ar gorre.

Pa oa digouezet e welas e zaou gamarad oc’h en em ganna diwar benn gouzout piou a gemerje da bried ar plac’h yaouank en doa digaset d’ezo da genta.

— Peoc’h ! nom de mil Borgnon ! eme Yann. Peoc’h paotred ! Setu ama eur plac’h yaouank all. Dalc’hit anezo o diou. Me ’zo ’vont en dro da gerc’hat eur c’hoar o deus du-ze. Er giz-se on devezo pep-hini e hini. Hag hên er puns, adarre.

Mez an taol-ma, a veac’h m’oa diskennet, e zaou gamarad a zavas ar gorden.



Koulskoude, Yann a yeaz da di an Aotrou Baro-hir. Kemeret a reaz ar plac’h yaouank all hag he zad. Dont a reaz buan, ganto kevret, da c’hinou ar puns. Ar plac’h yaouank a zanse gant ar foug oa enni ! Mez digouezet gant an toull ne weljont korden ebet mui.

— An dud fall ! eme Yann. Tennet o deus ar gorden ganto. Brema vo brao d’eomp ! Ama e rankfomp chom, nemet ar Baro-hir a lavarfe d’eomp penaos mont d’hor bro heb ar gorden.

Hag hên da di ar Baro-hir, en dro, da gounta ar pez oa digouezet.

— Eo, eo, eme an Aotrou, sevel a reoc’h d’ar gorre. Setu ama eur c’hap houarn. Lakit an dra-ze var ho penn hag e savoc’h goude ma ve beteg ar baradoz.

Mezaon, en doa mall da welet Yann pell dioutan. Ha Yann digouezet e ginou ar puns, lakaat ar c’hap houarn var e benn, kemer an tad war eur vreac’h hag ar plac’h yaouank war eur vreac’h all, hag en eur mare, edont douget war an douar.



E gamaraded ne c’hedent mui anezan. Kaout a rea d’ezo ne c’hellje biken dont deus ar puns hag e vevent drant ha dizoursi.

An eil hag egile o doa kemeret da briejou ar plac’het yaouank oa bet digaset d’ezo gant Yann. Beva ’reant kevret er maner hag oa bet digouezet ennan kement a wall ganto en deveziou araog.

Mez, Yann, kounnar ennan, a lakeaz e vaz houarn da c’hoari. Teuler a reas anezo er meaz eus ar maner.

Hag eun nebeut deveziou goude, e kemeras da bried ar plac’h yaouank oa deuet gantan da ziveza.



Ar yez latin a lavar mad :
Audaces fortuna juvat,
Gant tud hardis an traou ’dro mat.



————