E korn an oaled/Sant Alar ha Nonna goz
Eur wech oa, — pell, avad, ’zo abaoue, — hag e oa e Sant Alar, e Kerne, eur vaouez koz hanvet Nonna.
Nonna n’he doa netra war e hano nemed eun toullig ti, eur yar hag eur prad. Ha c’hoaz he zi oa ker fall ma rea glao ennan evel er meaz. E yar, evelkent, a roe d’ezi eur vi bemdez. Ha bep bloaz e verze foen he frad ha gant ar pris e prene he bara pemdeziek.
Er giz-se e veve braoik awalc’h. Bara ha viou a vije atao. N’oa ket drus. Mez Nonna oa kristenez vat hag a c’hortoze gwelloc’h er bed all.
Eun devosion vras he devoa, dreist oll, da
Zant Alar. Klevet he doa persoun ar barrez o
prezek diwar e benn, hag e krede e oa, en
Envou, kalz hueloc’h eged an Aotrou Doue.
Doue, war a leverer, a gar gwelet pegen krenv eo feiz an dud vat. Abalamour da ze e tigas, awechou, d’ezo poan.
Eun devez, Nonna a gouezas klanv. E derou an nevez-amzer ’ oa. Red oa d’ezi mont d’he gwele. Eun amezegez vat a deuaz da rei d’ezi tizan diwar bleün skao. Mez kaer oa, an derchen ne dec’he ket kuit. Red oa gervel ar medesin.
Nonna oa pareet. Mes, Gwerc’hez Vari ! Nag ar medisin oa ker ! Ha n’he doa netra nemet he zi, he yar hag he frad. Hag e sonje : ha mar gwerzfen va frad ? — Hag e sonje, ive : gwerza a ve eas ! Ha beva goudeze ?
Nec’het maro oa.
Nonna ! Nonna !… Sada ma klevas eur vouez o c’hopal. Digeri ’reas an nor. Ar Riwig koz oa oc’h an treujou. Eun den pinvidik ar Riwig-ze. Mes stag e groc’hen ouz e gein, e giz ma ve lavaret. E barkou oa e kichen prad Nonna. Hag e oa deuet da c’houlen diganti e frad da brena.
— Nonna, emezan, gouzout a ran e peus traou da baea. Me ’c’helfe sikour ac’hanout.
Nonna ’zonjas oa digaset ar Riwig d’ezi gant sant Alar. He c’haloun a deuas laouen hag e lavaras : « Doue d’ho pennigo ! »
Ar Riwig a c’hoarzas evel ma tle c’hoarzin al louarn pa ve e klud ar yer.
— Nonna ! ’ lavaras c’hoaz : me ro pemp kant lur d’it evit da brad.
— Pemp kant lur ! eme Nonna. Mez talvout a ra tri mil lur, hag ouspen.
— Te n’ouzout ket petra lavarez, Nonna baour ! Da brad ne dalv netra. Ema goloet, bremaïk, gant ar brouan.
Brouan ! Riwig. Mez n’eus ket eur vrouanen ennan.
— Gwelet fall e peus. Nonna geaz ! Me
’ lavar d’it ez euz brouan ebarz. Hag araog pell
e vo kemeret holl gant an hudurnez-ze. E gis
ma karfez, evelkent. Da gemer pe da lezel.
Pemp kant lur a roin d’id ; n’e po ket eur
gwenneg muioc’h.
Nonna oa nec’het. Koulskoude e ranke paea ar medisin. Ha ne oa den all er vro, gouest da brena he frad. Chom a reas da zonjal.
— Sell, Nonna, ’lavaras, pelloc’h, ar Riwig, n’oun ket kristen fall. Me ’ roio d’it pemp kant lur deus da brad. Hag ouspen, me ’ lezo ganez, bep bloaz, ar foen a c’hello eur falc’her da droc’ha en e zevez.
— Mad, Riwig, emezi, kountant oun evel-se.
Hag ec’h astennas he dorn. Ar Riwig a grogas
ennan ha gant e zorn all e skoas warnan
en eur lavaret : great ar werz ! Pemp kant lur !
An amzer a yeas en dro. Deuet e oa miz Even. War ar meaziou, pep tra oa drant ha laouen. Al lapoused a gane er bojennou. An eost evel eur mor glas a lintre er parkou. Er prad ar yeot a gomanse dougen bleün. Goude ar goanv, ar vuhez, e peb leac’h, a zo, adarre, birvidik…
— Gut ! Gut ! Gut !
Edo Nonna o c’helver e yar. Ar yarig a zifouche deus eur ribin. D’he heul ’zo eur c’hlodad yer bihan. Nonna he doa sonjet oa koz he yar, dija, hag he doa lakeat anezi da c’hori. Ha dre ma teue al lapoused bihan e taole d’ezo gwiniz du. Hag e savent o lostou en ear, en eur bikat an douar d’o dastum.
— O braoa klodad ! a lavare Nonna.
Hag ar yar a zelle outi, evel pa vije bet o c’hedal eur chalantis benag. Ha Nonna ’ yeas war he c’hrabanou da floura he fluen d’ar yar. Rak karet a ra he yarig hag he yarig, ive, ’gar anezi. Araok kaout yer bihan ne dea morse er meaz deus an ti. Pignat a rea war an daol. Hag epad ma rea Nonna stam pe dantelez, e troe warzu enni, ec’h astenne he gouzoug beteg ma kemere he mestrez anezi, ma he lakea war he barlen ha ma komze dous ha brao outi. Ha netra kaeroc’h eged an diou geazez-se oc’h en em garet an eil heben.
— O na brao klodad ! a lavare, c’hoaz,
Nonna.
D’ar mare-ze, ar Riwig oa oc’h ober an dro d’ar prad. Ar yeot ennan oa druz ha tener. Tam brouan e nep leac’h, na petra ’ta.
— Gwella prad ’zo er vro, a lavare ar Riwig en eur frota e zaouarn, Nonna ne oar ket petra dalv prajou !
Hag e c’hoarze.
En dro d’ezo, pep tra ive oa laouen. Ar pintig
a gane :
« N’eo ket troc’het c’hoaz,
» Ar yeot glas, glas, glas. »
An alc’houeder a zave en ear hag a sutelle :
« Paket e vo ar paot fin,
Gwelet vo piou, piou, piou ?
’Vo ’n diveza o c’hoarzin… zin… zin… »
Hag er ster, dre ar prad, an dour a hiboude hag a lavare :
Ar Riwig
Koll, koll ;
Ar c’holl
D’ar Riwig.
Koulskoude ar mare oa deuet da droc’ha ar foen.
Nonna, ’zonjas klask eur falc’her d’ober d’ezi eun deveziad troc’ha. Mont a reas da di he amezeg Fanch an Tolc’h. Mez ne elle ket dont. Kemeret en doa fret e leac’h all. Ha nec’het maro, Nonna en em lakeas en hent da vont da glask, ne gouie da beleac’h.
Sada ma tigwezas ganti, eun den war manchou e roched.
— C’houi ’zo o klask eur falc’her, va zintin,
a lavaras da Nonna.
— Ya, da, emezi.
— Mad : me ’yelo da falc’hat d’eoc’h. Mez kaout a rankin, avad, ugent real ha va boued.
— Ya, ya, eme Nonna. Hag ho pezo. Mez
falc’hit tiz. Hag e kountas d’ezan an emgleo
great gant ar Riwig pa en doa prenet he frad.
En deiz warlerc’h eun heol a zavas deus ar re gaera. Falc’her Nonna ’yeas warzu ar prad. Sellet a ra ouz ar yeot pleget o fennou hag o komans gwenna dija. Hep diskwez tam mall e troadas e falc’h, e stagas deuz banden e vragou korn e vean-higolen. Neuze ec’h en em lakeas da lemma. Hag ar falc’h da gana e zon, evel ma ra, atao, d’ar mareou-ze :
« Krampoez lardet !
Krampoez lardet ! »
Hag an hekleo a respounte :
« Krampoez lardet !
Krampoez lardet ! » [1]
Ar Riwig a glev hag a en em laka en e brenest : — Sell, falc’her Nonna, emezan, Gwelomp ’ta petra ’rei en e zevez.
Nonna, ive, a glev. Skrabat ’ra he fenn evel nec’het maro.
— Asa ! emezi, petra roin-me da hennez d’e vern ? Souben ? Ya, petra lavaro ?… N’em eus ket a gig, koulskoude.
Hag eun dra benag a lavare d’ezi : « Laz da yar. Da yer bihan ’zo deuet. » Va Doue, he mignounes, he yarig karet ! Hag ec’h heje he fenn : — nan ! nan ! biken, a lavare.
Mez kaer he doa, en he skouarn oa eun dra bennak hag a voude atao : « Laz da yar ; laz da yar ! »
Pelloc’h ez a warzu ar c’hlud. Tapout a ra he
yar hag e four beg ar zizailh en he gouzoug.
Staga ’reas anezi ouz eun tach hag e chom,
he c’haloun rannet hag he daoulagad beuzet a
zaelou, da zellet deuz outi o vervel.
« Krampoez lardet ! Krampoez lardet ! »… Ar falc’her a lemme e falc’h. Nav heur eo. Mez er prad, tam yeot ebet diskaret c’hoaz. Nonna n’he deus ket, kerkoulz, amzer da vont da welet, kement a diz ’zo varni o farda mern d’e falc’her.
Mez en e brenest, ar Riwig ne ehan da c’hoarzin. « O ! a lavare, evid eur falc’her, Nonna he deus kavet eur falc’her, avad ! Mar kendalc’h da vond evel-se ganti, e vo noz ha na vezo troc’het tam foen !
« Krampoez lardet ! Krampoez lardet ! » Teir eur eo : Ha n’eus ket c’hoaz diskaret eur yeoten. Nonna gant he dipit he deus kribinset he fenn. Mennout a ra mond da folli war an devezour feneant. Mez aon he deus, aon rag e varo hir, emechans. Rag beza en deus eur mel baro hag a zisken beteg e gof. Da beder heur oa mare an asmern. Ema ar falc’her o tond warzu an ti. Ha bremaik e klevo ! bremaik e lavaro d’ezan n’eo ket brao ober goab ouz an dud paour !
E lavaro dezan, ive, e vo ar feneantis kastizet er bed all gant Doue.
Mez pa eo deuet d’an ti, ne lavar ket eur ger. E bedi ’reas da vond ouz taol. Azeza ’ra digomplimant. Korda ’ra boued eun eston. Ar yar holl a ya en e gorf, penn ha lost. Eva reas ive. Ha goude m’oa fin d’e bred e lavaras : « Allo ! deomp d’al labour, brema. »
Nonna ne gouie petra da zonjal. Marteze,
he doa gwelet fall. Ar falc’her en doa ear eun
den mat. Mez an diaoul, emechans, a vire
outi da welet mat e labour ! Mond a reas a
nevez d’he frad. N’eus ket troc’het eur yeoten.
Hag ec’h en em erbed ouz he zant muia
karet.
Ar Riwig a zo, atao en e brenest. C’hoarzin a ra leiz e gornailhen. An noz a dosta hag ar falc’her a ra, atao, ar memes sôn :
« Krampoez lardet ! Krampoez lardet ! » Ar mean ’ve gantan, bepred, war e falc’h. Pelloc’h an heol ’zo ’vond da guzat.
Ar falc’her ne zôn mui. Ar Riwig a zell c’hoaz war e brad hag a jom sabatuet. Sevel a ra evit gwelet gwelloc’h. E zremm a jench liou. Ar foen oa astennet war al letounen a renkennajou, evel an ed er parkeier pa vezont medet.
Nonna, ive, a jom sebezet. Gwelet a ra ar prad touzet. Hag ar pez ’zo kaeroc’h, gwelet a ra e yar o klask boued d’he lapoused bihan
- ↑ E bro Leon edo ar c’hiz, gwechall, da rei krampoez lardet ha leaz dous d’ar falc’herien d’o aslein.