E korn an oaled/Ar C’housker

Eus Wikimammenn
Imprimerie de la Presse Libérale 4, Rue du Château, 1923  (p. 89-93)



VI


Eun intanvez he doa tri mab. Unan anezo, Dorik, a veze atao kousket.

Dimezomp anezan, eme an intanvez. An dra-ze hen dihuno.

Mez, siouaz ! eur wech dimezet, an Dorig a zifennas ouz e wreg sevel deus he gwele. Ne vezent gwelet nemet ouz an daol, da vare ar pred.

An daou vreur all a yeas e kounnar bras. « Araog, emezo, n’oa nemet unan o kousket. Brema emaint daou. Gwella ’zo, eo ranna an danvez ha lavaret d’ezo mont en o rout.

Dorig hag e wreg, Got, a gemeras o lod hag a yeas kuit.

Ne voe ket pell o doa lipet o stal.

Neuze, Dorik ha mont da besketa. Paka ’reas eur pesk, eur seurt n’oa gwelet morse. Falvezout a reas gantan e gas d’ar Roue.



E dor ar palez oa eur zoudard. — « Da beleac’h ez ez, a lavaras d’ezan. Ha Dorig a ziskouezas e besk : — Mont a ran da gas hen-ma d’ar Roue. »

— Mad. Mar kerez lavaret rei d’in an hanter deus ar pez a vezo roet d’it, e lezin ac’hanout da vont. A hent all ne rin ket.

— Eo, hag e pezo.

E kichen an deleziou oa eur zoudard all.

— « Ne di ket larkoc’h, emezan, ma na lavarez ket rei d’in ar bevare deus ar pez a vezi paet. »

— Mad. Eo. Beza e po.

Tost da gambr ar Roue, oa eun all c’hoaz hag a c’houlennas, ive, he lod deus ar pez a vije roet d’ezan evit e besk.

— Mad, mad. Rei ’rin d’it, eme Zorig.

Dorig a deuas, pelloc’h, a benn da vont beteg ar Roue.



Ar Roue ’voe laouen bras hag a ginnigas d’ezan kant lur evit e besk.

— Nan, Aotrou Roue, emezan.

— Nan ! Mez petra ’fell d’it ’ta ?

— Me, ve gwelloc’h ganen kaout kant taol fouet.

Ar Roue a gredas oa Dorig eun den sot. Mez Dorig a zalc’has mad. Hag ar Roue, a asantas rei d’ezan ar pez a c’houlenne.

Neuze, Dorig a reas gelver an tri zoudard dirag ar Roue.

— Hen-ma, a lavaras en deus goulennet an hanter deus ar pez am bije bet evit va fesk. Roit d’ezan ar pez ’zo dleet.

Ar zoudard a bakas hanter-kant taol fouet. Krial ha lammet a rea gwasoc’h eget n’ouzoun petra. Met e lod en devoa, evel just. Hag en dro d’ezan an holl a rea goab hag a c’hoarze.

Evit an eil hag an trede soudard, oa ar memes tra. Pep-hini oa roet e lod d’ezan.

Ar Roue a lavaras goude da Zorig : « Brema e chom daouzek taol evidout, »

— Ia ’vad. Mez me gavo, marteze, unan bennak d’o c’hemer em leac’h.

— Ah ! mad. Kerz da welet.



Ha Dorig e kear da di eur marc’hadour fouetou.

— Pegement ar pez eus da fouetou ?

— Dek lur.

— Mar kerez mont, da di ar Roue e po ar fouet vit netra.

— Ar fouet, e ti ar Roue, evit netra !

— Ia evit netra. D’in me eo bet kinniget. N’em oa ket izomm. Deus d’e gerc’het hag e vezo roet d’it.

— O ! mont a ran, avad.

Kerkent ez ejont kevret da di ar Roue.

Pa zigouesjont, Dorig a lavaras : « — Hen-ma, Aotrou Roue, a gemero, a volontez vat, ar fouet a zo kinniget d’in-me. »

— Ia ! Gwir ? eme ar Roue, en eur vousc’hoarzin.

— Ia, a volontez vad ! eme ar marc’hadour.

— Mad, eme ar Roue. Roit ar fouet d’ezan.

Hag ar marc’hadour a dapas daouzek gweach ar fouet e leac’h Dorig.



Ar Roue ’gavas an dra fentus.

Dont a reas da veza mignoun da Zorig. Rei a reas d’ezan ugent lur bemdez. Dorig a vevas evel eur mondian. Meur a weach e pedas da leina e vamm hag e vreudeur. Ha friko ’veze, bep tro, betek nao gwennek-hanter. [1]



Beza paot fin a dalv arc’hant !
List da lavaret an dud diskiant.


————


  1. Ar mod, e kostez Kastel-Paol, da lavaret oa bet eur friko bras.