E korn an oaled/Ar Sorser

Eus Wikimammenn
Imprimerie de la Presse Libérale 4, Rue du Château, 1923  (p. 79-86)



V


Kre nom de nom ! a lavare eun devez Louik Kervilar hag a oa o klask e arc’hant en eun toull moger. Kre nom de nom ! Hag e fourre e zorn, c’hoaz, hag e toulbabe.

— Petra ’zo ’ta, Laouik, a lavaras e wreg ?

— Petra ’zo ? Red eo ma ve laeron en ti. An arc’hant ’m oa lakeat ama, ’zo eat kuit.



Laouik Kervilar ha Fantik, e wreg, oa piz war o liardou. E kichen mantel ar siminal en o zi, adrenv eur sklasen, oa eun toull er voger. Eno e lakeant, a wenneg da wenneg, an arc’hant a hellent da gaout bemdez. Ha pa vije kresket ar bern e kasent anezan da di ar marc’hadour arc’hant pe da di an noter evit kaout leve diwarnhan. An arc’hant oa eat kuit. Ha Laouik a viske. Hag e klaske gant piou e c’helje beza eat : — « Gant Soaz, ar vatez ?

— O ! nan ! onesta plac’h ’zo er barrez. — Gant Kaour, ar mevel bras ? O ! nan ! — Gant Saïk, ar mevel bihan ? Nevez deuet eo en ti, ne anavez ket, c’hoaz, an ardremez. — Gant ar falc’herien a zo o troc’ha va foen, hirio ? N’int ket bet en ti nemet o tibri o lein ! Nan. N’eo ket ar re-ze ! » Hag e fourre c’hoaz e zorn. Hag e pec’he : Kre nom de nom de nom !…

— Mad, a lavaras e wreg, petra dalv d’it glac’hari ? Eat int kuit, koulskoude ; n’emaint ket mui da vont. Brema n’ez peus netra da ober nemet lavaret d’ar sorser dont ama.



Ar sorser a jome du-ze en eur c’hoarn eus ar menez. Koz oa dija. E varo oa hir ha louet. Mez e lagad a verve. War e benn e touge eun tam boned great gant kroc’hen lapin, hag en e gerc’hen e talc’he eur chupen hag a oa enni takoun war dakoun. Ouz e welet ne vije ket lavaret oa arc’hant en e di. Ha koulskoude, oa pinvidik. Brudet oa da anaout an traon kuzet. Bemdez, deus a bell ha deus a dost, e vije tud o vont d’e gaout. Ha paet mad e vije, bep tro.

Beza en doa eur c’hoz ti dirapar, diou gambr hebken ennan. En e ser e veve eur vaouez koz, louarn evelhan. Pa deue tud da c’houlen ar sorser, e lavare d’ezo bep tro, e vije er park. Hag e kase anezo en unan deus ar c’hambjou. Ha war digare gedal he gwaz da zont d’ar gear, e lakea anezo da gozeal ha da gozeal eus an traou oant deuet da c’houlen.

E keit-se, ar sorser a vije, atao, er gambr all, o selaou. Pa en dije klevet ar pez a felle d’ezan gouzout, ez ea er-meaz da gemeret eur bal pe eur var hag e teue warzu ar gambr e leac’h ma edo an dud, evel pa vije o tont diwar e labour. « O ! a lavare d’ezo kerkent ha ma tigoueze, me oar divar-benn petra oc’h deuet. C’hwi zo evit klask an dra ma ’n dra. » Hag an holl dudou keiz-se a jomme mantret o welet peger koulz e c’helle ar sorser lenn en o buhez.

Laouik a lakas kemen d’ezan dont d’e di.



Digouezout a reas war dro peder eur bennak, en eur chilgammat. En e zorn e touge eur foultren baz. Ouz e welet, ar vatez oa dare d’ezi sempla. Ar yer a rede hag a grie dre ma tostea. Dont a reas er gegin.

— Ah ! deiz mad ! deiz mad ! ma merc’h, a lavaras d’ar vatez. Hag ez eas da azeza e stern an daol. Ar vatez a redas kuit hep respont d’ezan.

Mêz ar mestr hag ar vestrez oa war evez. Dond a rejont en ti. Kinnig a reont d’ezan eur banne gwin. Ha kerkent, na petra ’ta, kaoz diwar-benn al laeronsi.

Ar sorser a zelaoue. Awechou e skrabe beg e fri gant penn e viz meud. Awechou all e rea goulennou evit gwelet ha gellout a raje anaout eun dra bennag diwar-benn dizelei al laer. Kaer en doa, ne gave netra. Mez ne jomas ket berr. En eun taol, e reas an neuz da zelaou…

— Aze, eo ! a lavaras. Setu an diaoul o kozeal d’in e pleg va skouarn !… Lavarit d’an dud a zo war dro ho ti dont ama, holl.



Soaz oa o tont hag o vont dre eno. Kaset e voe da lavaret d’ar falc’herien. Dont a rajont hep marc’hata ha ganto kevret Kaour ar mevel bras ha Saïk, ar mous saout. Evel-kent, oant war aon. Sellou ar sorser o zreuze evel birou. Hag e krenent.

— Digasit ama, brema, eme ar sorser, eur zailhad dour, evit ma welin ebarz, lagad al laer. Rag ama, etouez ho tud ema al laer. Brema me welo e lagad en dour hag a doullo al lagad-ze.

En eur lavaret evel-se, mouez ar sorser oa deuet da gemeret eun ton ha na vije ket bet lavaret deus ar bed-ma. Hen e unan ’oa evel chenchet en eun all. Ne oa ket mui ar memes den. Kroummet, daou-bleget betek neuze e savas ploum war e ellou. E zaoulagad a zeve. E visaj a lugerne. Hag an holl a grene gwasoc’h-gwaz, en dro d’ezan.

Kaour oa eat da gerc’hat ar zailhad dour. Lakaat a reas anezi dirag ar sorser.

Hen-ma, neuze, a zistroas ouz Laouik Kervilar :

— Beza ho peus eul lanven, aze ? a lavaras.

— Eul lanven ? Eur gountel eo a c’houlennit ?

— Nan. Eul lanven, a lavaran d’eoc’h.

Laouik a yeas da gerc’hat euz vaz-houarn a ioa e korn ar siminal evit brocha an tan.

Ar sorser a gemeras anezi, a lakeas e viz meud war he beg evit gwelet ha troc’ha ’rea.

— N’eo ket eul lanven eo, emezan. Mez an dra-ze ne ra netra. Ganti, bremaik, me greuvo lagad al laer pa baro en dour.

Eur gridien a dremenas dre izili an holl. Laouik Kervilar hag e c’hroeg oa, zoken, eun tammig nec’het o daou. Me gred o doa keuz da veza klasket ar Sorser. Gant eur vouez hag a groze evel ar gurun, e c’hourc’hemennas d’an holl dont da zellet en dour evit ma helfe dizoloi lagad al laer hag e greuvi.

Kaour, ar mevel bras, a dosteas da genta. Asten a reas e benn war an dour sklear. Soaz a deuas goude. He c’houstians ne rebeche netra d’ezi. Mez, evelkent, e teuas gwenn evel eun tamm paper. Ar falc’herien a deuas war-lerc’h. N’oant tamm fier ha buana ma c’hellent e chachent o fennou ganto.

Saïk, ar mous saout, a c’hourlerc’he da zont. Krena ’rea e holl izili. Ar sorser ne denne ket e lagad diwarnan. « Allo ! a lavare, deus, ma vo gwelet. Deus ! deus ! » Hag er memes amzer, e save e vaz houarn e giz ma vije bet o vont d’e sanka er zailh.

Dont a reas, mez ne zellas tam en dour. Trei ha distrei a rea e benn, dreist bordou ar zailh.

— Gwelet awalc’h em eus e lagad, eme ar Sorser. Setu aze al laer !

Saïg a gouezas d’an daoulin : — Oh ! a lavare, arabat kreuvi va lagad.

— He meritout a rafes, koulskoude, kalken ma ’z out. Mes ne skoin ket warnan abalamour ma out yaouank.

Met dija Laouik Kervilar oa lammet war e vevel bihan hag a zistribilhe anezan : — Va arc’hant, a lavare, e peleac’h ema va arc’hant ?

— Adrenv an ti, e traon eur wezen avalou. Lezit, me ’zo ’vont d’o c’herc’hat. O ! en han’ Doue ! n’am diskuilhit ket d’an archerien.

Hag eun nebeut goude, Laouig en doa e arc’hant.



Pegement a vankan deoc’h, a lavaras, neuze, d’ar Sorser.

— Foei ! pep hini a rank beva eus e stad. Lakomp eur pez a ugent lur.

Ker avad, a sonje Laouig. Mez ne gredas ket en em glemm. N’oa ket da chipotal gant unan hag a wele ken sklear en aferiou ar re all.

En eur denna eun alanad hir, e kerc’has deus e c’hodel eur zac’hik lian hag e roas ugent lur d’ar sorser. Mall en doa d’e welet o vont kuit, en aon da veza sorset gantan d’e dro.

Evelkent, e kinnigas d’ezan eur banne gwin.

— Nann ! bennoz Doue, Laouig. Koz oun. Ne dan mui founnuz gant va hent. Mall eo d’in mont. Va hini goz ’vo inouet ouz va gedal. Kenavo eur wech-all.



— Pegement, a lavaras, neuze, Fantik d’he fried, pegement oa eat d’it gant al laer ?

— Dek lur. Hag em euz dispignet ugent lur evit o c’haout. Ar zorserien ’zo eun tammig ker !



Dizesk oa an dud, gwechall,
Hag er zorserien e veze kredet.
Mez, biskoaz, muioc’h eget eun all,
Ne hellent anaout an traou kuzet.
Tud fin, avad, int bet atao,
Hag awechou
E c’houient tenna brao
Ho flaniou.


◆ ◆ ◆ ◆ ◆ ◆