E korn an oaled/Boulou glas ar roue Salomon

Eus Wikimammenn
Imprimerie de la Presse Libérale 4, Rue du Château, 1923  (p. 61-75)



IV


E Brest oa, gwechall, eur c’homiser polis hag a gave dies gwelet an oad o tont d’ezan. E zeveziou oa bet, atao, griet gant neud aour ha neud arc’hant. Ne zonje nemet gant tristidigez er boan a deu da heul ar gozni. Skrija ’rea dreistoll, o velet e teu, atao, gant an oad, ar maro.

Hag e kemere e velezour, aliesoc’h eget bemdez, da c’houlen outan pe oad a roe d’ezan. Hag e tenne e vleo pa zeraouent griza. A bris ebet na felle d’ezan mervel. Ha selaouet en defe an diaoul, zoken, ma ve bet deuet da ginnig d’ezan eur bloavez muioc’h.

Abalamour da ze, e kemeras da gamarad eur medisin a jome e kichen e di. Esper en doa ’vije deuet an den-ze, dre e zeskadurez, da viret outan da vervel.

Kerkoulz, ive, avad, o daou oant great an eil diouz egile.

Ar medesin oa bambocher. O daou, alies, e tremenent an noz o frikota. Ar medesin a bae ar friko. Mez evid en em dapout e werze d’e gamarad, ha ker, eun tamm louzou bennak, var ’digare rei d’ezan eur yaouankiz nevez.



Eun nozvez, ar c’homiser ha pevar all, a yeas da ober tro kear diouz an noz. Ar goanv oa. An noz oa tenval. An avel a c’houeze hag en eur c’houeza a yude. Ar pemp den a yea dre ar ruiou. Ne gafjont ket eur c’hristen. Ne veljont ket, zoken, na ki na kaz. An amzer oa re fall.

Goude beza great tro kear edont var dreujou o zi, dija, pa glevjont trouz bale. Unan a zavas al letern. Hag e weljont dirazo eur pikol den bras. E varo oa hir ha du. E wiskamant a ziskoueze n’oa ket deus ar vro.

— Piou ’zo ? a lavarjont ?

— Eun den, eme an estranjour.

— Eun den ? na peseurt respount !

— Ne c’hellan lavaret ken.

— Hoc’h hano ?

— Eun dra eo ha ne sell ket ouzoc’h.

— A beleac’h e teuit ?

— Deus ar hed holl.

— Da beleac’h ez it ?

— D’al leac’h ma karo Doue va c’has. Va hent zo dre ar bed. Mont a ran hep gouzout da beleac’h. Bale a ran kerkent hag ar goulou deiz. Ehana ’rankan pa deu noz hag ez an da ziskuiza da balez ar Roue, kerkoulz ha da di ar paour.



Ar c’homiser a zelle piz ouz an estranjour. Ne ouie ket kalz petra da zonjal. Pelloc’h e lavaras d’ezan gant eur c’hoarz yud : — « Deuit, aotrou, d’ar prizoun. Ni welo, varc’hoaz, petra ’zo kuzet dindan ho komzou.

— N’em eus lavaret nemed ar wirionez.

— Ni ’welo an dra-ze. Warc’hoazs e rankoc’h kounta ho puez. Mar en em fazian e vezoc’h lezet da vont kuit. Mez mar doc’h an hini a zonjan e vezoc’h krouget.

Hag an estranjour a reas eur c’hoarz trist. O ! a lavaras, me ’garfe beza krouget ! Ma c’hellfen beza krouget, pelloc’h !

— Warc’hoas e vo gwelet.

— Warc’hoas ?… An deiz a deuio da c’houlaoui hag an avel am poulzo, adarre, atao evel atao, varzu broiou all.

— Kement-se a zello ouz ar pez hon devezo kavet en ho puez.

— Ah ! brema, e kozeit mat

— Allo, a lavaras d’e gamaraded, furchit e c’hodellou ha tennit digantan e baperou hag an traou all a c’helfe dougen.



Abred diouz ar mintin, d’an deiz warlerc’h, ar c’homiser oa dirag e vureo, eul lunedou var e fri, o lenn paperou an estranjour. Ar paperou oa koz, ken koz ma oant uzet, debret gant an amzer. Hano oa enno deus an traou oa bet, gwechall, mez ar pella gwechall. War eun eneben edo ar c’homzou-ma : « Gwelet am eus ar C’hrist o vervel. » War eun eneben all : « Gwelet am eus gwez el leac’h e ma, hirio, kear Vrest. » — War eun all c’hoaz : « Nag oa kaer, gwechall, ar prajou ema enno brema, keariou Landerne ha Kemper ! »

Hag ar c’homiser a gave pennadou skrid e brezoneg, pennadou all e galleg, pennadou all c’hoaz ne gouie ket e pe seurt yez. — « Oh ! a veize, n’ouzoun ket piou eo. Mez eun den desket e rank beza. » Hag e troe follennou, re all ha re all c’hoaz, pa zigouezas war ar barzaz-ma :

Beza em eus melkoni ha poan
O vont dre ar bed,
Dre rankout kerzet atao, va-unan
Hep mignon ebet.

. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

Pa veljon e zaoulagad,
O para varnon,
Dous meurbed hag hegarat,
D’an daoulin e kouezjon.

Kerz, a lavaras d’in, kerz dre ar bed,
Heb ehana morse ;
Ha diwar neuze, dre an hentchou bepred,
Ne harzan da vale.

Bevet em eus kant vloaz ha kantvejou c’hoaz,
Den mui n’am anavez ;
’Vel ma tremen hirio, e tremeno varc’hoaz !
Den ouzin n’hen deus truez !

. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

Pa deu an noz, bep tro, ar maro ’c’hortozan
Mez an deiz a deu heol nevez gantan

Ha gantan ive, bepred, evidon
Nerz ha buhez krenvoc’h em c’halon.

. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

O lenn an traou-ze, ar c’homiser a jenchas liou. — « Mez a lavare - ma c’hententan mad, — an den-ze en deuz bevet kantvejou, eb dond da veza koz. Neuze an den-ze en deuz eun dra benag hag a laka ar bloaveziou da vont ebiou d’ezan eb kas ganto tam deuz e vuhez. E ranko, kousto pe gousto, lavaret penaos ec’h en em gemer, pe me er c’haso, araog an noz, hirio, da goânia gant an diaoul d’an ifern.

Hag hen da c’hervel e gomisien : « — Eh : Loïs, Fanch, Alour !

— Petra ’zo, Aotrou ?

— It da gerc’hat an den o poa klozet er prizoun deac’h da noz, ha digasit anezan ama, dioc’h-tu.

Dek munut, goude, ar c’homiser oa penn-oc’h-penn gant ar prizounier.

— Ne dafoc’h ket kuit ec’halen, a lavaras d’ezan, ken o pezo roet d’in oc’h hano, hano o pro, o micher ha lavaret petra glaskit var dro ama.

— Aotrou ; d’an noz tremenet e meuz en lavaret deoch dija. Va hano ’zo eur myster. Den ebet na ello en anaout nemet va unan el lavarjen d’ezan. Bale a rankan, bemdez eb eana, morse. Digwezout a raan deuz an noz en tu-pe-du. Diskuiza ’raan eun tammik. Mez pa deu an heol da zevel, eur vouez a lavar d’in : « Kerz. » Hag e rankan mont. Kaer en deuz an dud klask va derc’hel, ne ellint, biken. Doue en deuz merket d’in e rankan bale bepred. Setu aze, Aotrou, va micher ; setu, aze, va stad a vuez,

— N’eo ket guir. Emaout o liva geier. Ma ne lavarez ket ar virionez, a benn ma tremeno an deiz-ma, e vo lakeat da groc’hen da zec’ha.

— O ! na pegement e karfen kement-se ! Mez, siouas ! en dro ma, e vezo evel en troiou all. Bet oun bet kemeret evit eul laer, evit eun treitour ; bet oun bet taolet er prizoun. Hag en devez varlerc’h, e vijen pell deuz ar re a glaske va derc’hel.

— Deuz a beleac’h oc’h ’ta ?

— Euz Jerusalem.

— Pet bloas o peuz ?

— Tri c’hant vloas ha tregont.

— Ta ! Ta ! n’eo ket guir. Tri-c’hant vloas ha tregont. Diskwezit d’in ar myster-ze. Lennet e meuz ho paperou. Gwelet a meuz e zoc’h melkoniet o rankout bale oc’h unan dre ar bed. Mad. Lavarit d’in e pe c’his o peuz gellet beva keit all, ha me en tou, me ’valeo ganeoc’h kevret.

— Siouas ! ne ouzoc’h ket petra ’livirit. Mez, selaouit : me zo ’vond da gounta deoc’h. Me ’zo bet eur mignoun d’ar Roue Salomon.

Oc’h e glevet, ar c’homiser a rampe e c’hinou hag a zispourbelle e zaoulagad.

— Ia. Bet oun eur mignoun d’ar Roue Salomon. Pa deuaz ar Roue-ze d’en em roi d’ar pec’het ha pa velaz e kreis e bec’het ar maro o tostaat, e lavaras d’in : « Ac’hasverus ! te zo bet va mignoun brasa. Araog mervel e lezan ganez eun dra a bris. Mesk an eil gant egile, al louzeier a zo merket var ar paper ma. Lonk anezo, goudeze, hag e vevi pelloc’h egedon. Dre va deskadurez oun deuet a benn da anaout vertus al louzeier-ze. Mes siouas ! ne vo ket talvoudus evidon. Ne meuz mui amzer… » Hag e varvas en eur gozeal.

Mad. Mesket e meuz al louzeier-ze, e gis ma oa merket. Great a meuz ganto boulou. Ama emaïnt er gwest ma. Hag en eur gemer outo unan, bep kant vloas e meus buhez evit kant vloas all, adarre… Selaouit penn-da-benn, mar plij, aotrou. Dre ma c’hellen beva keit ha ma karien, oan deuet da veza didruez, ha zoken, da veza eun istrogel deus ar re falla. Beza oan e Jerusalem pa oa lakeat an Aotrou Christ d’ar maro. Gwelet em oa e gas war ar c’halvar, el leac’h ma roas e vuhez evit prena ar bed. Tremen a eure ebiou va zi. Ar jolori a rea an dud oa ouz e heul a boulzas ac’hanon d’en em lakaat em frenest. Jesus a astennas e zorn varzu ennon hag a c’houlennas eur werennad dour en han’ Doue ! Skuiz oa hag ec’h eseas azeza war traon va frenest. — « Nan, nan, a lavarjon d’ezan, kerz, kerz d’al leac’h ma ’z eo douget d’it mont. » — Ha Jesus gant eur vouez, c’hoaz dous, mez yen ken a sklase va c’halon, a respountas : « Te, ive, a gerzo, den fall, te ive a gerzo, en dro d’ar bed hep gellout ehana morse. » Ha diwar neuze, ’meus ranket bale. Me eo ar Boudedeo ! Setu aze va buhez. Ar boulou-ze a deu bep kant vloaz da renevezi va nerz. Dont a ran, adarre, yaouank hag ez an…

Ar c’homiser a jome digor e c’hinou, digor e zaoulagad, alvanet holl. Ha setu hen d’an daoulin hag en eur lénva e lavaras : « Roit d’in al louzou-ze, mar plij. Roit anezo d’in : me yelo d’ho c’heul dre ar bed holl. N’em eus netra da rei d’eoc’h en dizro nemet va c’harante. Me ho karo ! O ! roit d’in kant vloaz buhez !… »

— Ro peoc’h, maleürus !

— Nan. Roit d’in : ne lezin ket ac’hanoc’h da vont kuit ken ho po…

— Dal : setu aze diou voul. Rei a rint d’it kant vloaz buhez. Mez epad ar bloaveziou-ze, gra mad da zever e-kenver Doue.

Ar Boudedeo a gomze c’hoaz pa oa klevet eur vouez o lavaret : « Kerz ! Kerz ! » Hag ez eas en e rout.



Chomet e-unan, en e vureo ar c’homiser oa nec’het maro. — « Daoust ha gwir eo, a lavare, en eur zellet ouz ar boulou, daoust ha gwir eo e ro ar re-ma ar vuhez ? Ha ma pakfen va maro divarno ! Marteze, an den-ze en doa c’hoant gwelet ac’hanon o kreuvi.

« Petra ’rin ? a lavare c’hoaz. Setu ama ar boulou etre va bizied. Mez va c’halon n’eo ket evit miret da grena ! Ha mar dafen da gaout ar medesin ? Ia. Mez hennez ’zo paot fin hag a lonko anezo, marteze… Ha va zad koesour ? Mar dafen d’e gaout ? — Ne dan ket da. Hennez ’rafe goab ouzin o lavaret e vefen bet o kaout eur sorser. Va Doue ! Penaos da vihana en em gemeret ? Ma lonkan anezo e c’hellan kaout kant vloaz buhez ! Ia. Mez, marteze, ive, e varvin dioc’htu… Petra ’n diaoul a rin-me da viana ?… »

Hag an deiziou a dremene an eil warlerc’h egile. Hag ar c’homiser a jome atao nec’het. Ouspen kant gwech bemdez e selle ouz ar boulou bihan, ouspen kant gwech e kemere anezo en e zorn hag e fourre anezo er goest.

Pelloc’h, koulskoude, e lavaras : « Ah ! bah ! Gwelloc’h eun droug anavezet eget eun dra vat ha na anavezer ket. Va deveziou a dremeno, atao evel atao, ma choman c’hoaz d’ober ar sod. Deuet eo ar mare d’en em gemer er c’hiz pe c’hiz. Koll pe c’hounit. Deomp da gaout ar medesin. »



Pa zigouezaz, ar medesin oa kousket.

War ar bank e kichen e wele oa eur volennad leaz dous. — Ar medisin oa boaz da gemeret leaz dous en eur zevel, bemdez.

— « Ah ! kousket eo ? eme ar c’homiser. Gwell a ze ! Gortoz ! gortoz ! »

Hag e taolas ar boulou el leaz.

— « Mar kreuv, a lavaras, gwaza-ze ! Met den ne gouezo abalamour da betra. Hag e varo ’vo ’vit paea an dud en deus e-unan kaset d’ar bed all, abaoue ma eo medisin. »

Hag hen en dizro d’e di, beteg gouzout petra ’vije digouezet. Bep munut a zo evitan, da c’hedal, hir evel eun deiz penn-da-benn.

Pelloc’h, goude teir eur amzer, maouez ar medisin a deu strafuilhet-holl da lavaret d’ezan ema he gwaz astennet, koulz lavaret maro, war leuren e gambr.

Ar c’homiser a deuas da veza drouk-livet. Mont a eure da di e vignoun. E gaout a reas evel m’oa lavaret d’ezan, astennet en e di, dilavar ha difronket-holl. E zremm oa glas. E vuzellou sklaset ha goloet a dakadou du evel eun den hag en deus lonket kontam. Evelkent, beo oa c’hoaz.

An itron a hirvoude.

Ar c’homiser, c’hoant gantan da welet penaos ez aje an traou, a jomas e kambr an den klanv.

— « Setu aze, a zonje, petra eo beza fin. Ma ’m bije lonket ar boulou, oa great ganen !…



Da ziwez an noz, ar c’homiser a yeas, evelkent d’e wele. Skuiz oa. Mez e gousk, a c’hellit kredi, ne oa ket evel hini eur bugel. Ne rea nemet trei ha dizrei war e c’holc’hed. Ober a rea, ive, uvreou spountus. Pelloc’h, koulskoude, e kouskas c’houek awalc’h.

Dija an heol oa uhel hag ar c’homiser a gouske c’hoaz. E kreiz e gousk setu ma klevas skei war dor e gambr.

— Piou zo, ’lavaras en eur frota e zaoulagad.

— Digorit. Me eo.

Ar c’homiser a yeas war e zaoulin. An anken en e galon, ec’h en em lakeas da zrailha pedennou ha da en em erbedi ouz kement sant ha santez a deue en e zonj. Rak anavezet en doa mouez ar medisin.

— Digor ’ta, pennok, pe me ’zo vont kuit.

— Ia, ia. Kea da gaout Doue. Me ’rei pinijen evidout.

— Pinijen ! Mil diaoul ! gra ar binijen a giri. Mez eur weac’h c’hoaz, digor, pe me zo vont…

— Ia, ia. Kea d’ar bez e peoc’h…

— Petra ! Te zo troet da benn ! Me eo an aotrou Lucas, medisin.

— Va Doue !

— Digor. Me ’m eus eur bern traou mantrus da gounta d’it…



Ar c’homiser a zigoras. Gwelet a reas ar medisin yaouankeat holl, e vuzellou livrin, e zremm livet kaer ha fresk. Mont a reas, kerkent, en egar : ar gwad a zavas d’e benn. Hag e taolas war ar medisin eur zell ken spountus ma ’z eas hen-ma daou bas war e giz.

— Neuze ’ta, te zo beo ? eme ar c’homiser.

— Ia laouen ! evel ma welez.

— Ha nerzusoc’h, yaouankoc’h eget biskoaz ?

— Oan dres deuet d’her c’honta d’it. Ha koulskoude, ne ouzoun ket kaer penaos eo digouezet kement-se.

— Ah ! ne ouzout ket ? Mad, me oar, maleüruz ma ’z oun ! Sot ma ’z oun bet !

— C’houi ’c’hoar penaos eo c’hoarvezet ar mirakl-ze ?

— Ia, zur. Tec’h kuit ! Kea buan ! Ma na dec’hez ket, diwall diouz va c’hounnar.

— Petra ? petra ’zo ?

— Kuit ! ha buan pe me rei bleud gant da eskern ! Hag en eur lavaret kement-se, daoulagad ar c’homiser oa diskeulfet, e c’hinou a eoenne.

Ar medisin a dec’has. Edo a veac’h o tont deus an ti war ar ru, pa welas e gamarad oc’h en em deuler er-meaz dre e brenest. Lammad a reaz d’e gaout. Mez penn ar c’homiser oa faoutet. Ne zaleas ket da vervel. Hag en eur vervel e lavare : « Milliget ra vo deskadurez Salomon ! »



Doue eo mestr ar vuhez,
Ober e volontez
A ve furnez.
Na c’hoanta, morse, beva pell.
Mez gra ervad abarz mervel.