Mont d’an endalc’had

E korn an oaled/Ian al laer

Eus Wikimammenn
Imprimerie de la Presse Libérale 4, Rue du Château, 1923  (p. 287-305)



XIX


Yvona ti roz a veze o klask he boued. Koz ha kabac’h ’oa deuet dija ar paour keaz Yvona.

Eur mab he doa, ugent vloaz bennak, hag a veve diwar goust e vamm.

An dud a gave oa eun druez gwelet ar vaouez o klask an aluzen hag a lavaras d’ezi : « Perak ne gasit ket ho mab da glask pe da c’hounit ? Ne zere mui ouzoc’h galoupat an hentchou. Ho mab a zo gouestoc’h eget na doc’h ?…

Pa deuas Yvona d’ar gear en devez-ze, e lavaras d’he mab : « Asa, Ian, red e vezo d’it en em gemeret en eur c’hiz pe c’hiz. An dud ne fell mui d’ezo rei d’in an aluzen hag a lavar e rankan kas ac’hanout da glask pe da c’hounit.

— Mad, mamm, eme Ian ; kent-se zur, it da c’houlenn digant Santez Anna peseurt micher e fell d’ezi, a rafen. Mez c’houi ’oar, Santez Anna a gav mad krampoez lardet. Grit krampoez gand ar bleud ’zo deuet ganeoc’h, lakit aman druz outo ha kasit d’ezi, da vihana, eun hanter dousen.

— Mad, eme Yvona goz, kouls tra d’in ober evel ma lavarez.

Hag an hini goz o vont d’ar pilpazig gant krampoez lardet, d’ar chapel, da gaout Santez Anna.

Mez Ian, skanvoc’h e droad eget hini e vamm, en devoa skoet dre ar parkeier hag a oa digouezet en he raog e ti Santez Anna. En em lakaat a reas adrenv ar skeudenn venniget.

Pa voe digouezet, an hini goz a yeas war he daoulin ha, truezus, e c’houlennas : « Santez Anna ? Petra ’ve mad d’am mab ober, mar plij ?

— Mont da laer, a respountas, Ian adrenv kein ar Zantez.

— Ichekoun ! Da laer ?! Mat !

Hag ar paour keaz koz, lezel he c’hrampoez gand ar zantez ha d’ar gear.

Ian a dapas krog er c’hrampoez hag a ziredas en-dro. Pell ’oa digouezet araog e vamm. Pelloc’h ec’h eruas ive an hini goz.

— Ac’hanta, mamm, eme Ian, pe seurt micher a zo lavaret d’in gant Santez Anna da gemeret ?

— Va Doue ! va mab, mont da laer ; kleo.

— Gant piou ez eus lavaret d’eoc’h e rankjen mont da zeski ?

— Ah ! e feiz ! n’em eus ket goulennet.

— Mat, mamm, it buan en-dro, ha kasit ganeoc’h en taol-ma, eur podad leaz dous. Rag, sur awalc’h, ar zantez he deus sec’hed brema, warlerc’h ar c’hrampoez.



Setu ar vamm, en dro, da gaout santez Anna.

Ian ive a red a-dreuz ar parkeier d’ar chapel, d’en em lakaat adrenv kein ar skeudenn venniget.

— Gant piou, mar plij santez Anna, eme ar vamm-goz, pa voe digouezet, e tle va mab mont da zeski beza laer ?

Ian a respount : « Gand an tonton bras a zo miliner e Milin-ar-Stêr !

Ar vaouez keaz a zistro d’he zi.

Ian ’oa digouezet dija.

— Ac’hanta, mamm, petra ’zo lavaret d’eoc’h ?

— Va Doue, emezi, e rankfez mont da zeski da vicher gant da donton eus Milin-ar-Stêr,

— Alo, mat, mamm ! me zo ’vont. Ha Ian da di e donton.

— Tonton, emezan, me ’zo lavaret d’in gant santez Anra, dont da zeski ganeoc’h beza laer.

— A zo mat, mat-tre, niz. Ah ! me ’oar dreist ar vicher-ze, avat.



Ian a jomas e ti e donton.

Kenta ’welas e voe eur c’higer bet o kerc’hat eul leue bihan en eun tiegez war ar meaz. Al leue ’oa liammet e dreid hag ar c’higer a zouge anezan war e benn. Ian a zelle ouz boutou ar c’higer. Koz, uzet, toull e oant.

— Sell, tonton, a lavaras, me c’helfe laerez al leue-ze.

— E c’helfes, niz ?

— Ia, c’houi ’welo. Roït d’in ar boutou koad nevez a zo aze, ma ’z in d’ezan.



Ar c’higer en doa da dremen dre greiz eur parkad balan.

Ian a ya en e raog hag a laka war ar wenodenn en eur penn eus ar park, eur votez nevez hag, er penn all, eur votez all.

Ar c’higer a zigouezas. Sellet a reas ouz ar votez. « Eur votez nevez ? a lavaras. Va boutou d’in-me ’zo fall a-walc’h, avat, fidandoumen ! Mez petra ’rin gand eur votez hepken ?

Digouezet er penn all d’ar park e kavas eur votez all.

Hag hen sellet outi.

— Daon ! emezan, houn-ma eo parez eben a zo duze !

Ha tanfoeltri e leue er c’hrizen ha mont d’ar c’haloup da gerc’hat ar votez en doa gwe- let da genta.

Ian oa war c’hed a gement-se. Samma ’reas al leue hag her c’hasas da di e donton.

Digouezet en dro, ar c’higer ’voe mantret holl. Ne gave leue ebet mui. Klask a reas e-touez ar balan ; ober a reas meur a dro d’ar park hag evel m’oa red, leue ebet ne gavas.

Hag hen, lostok, d’ar gear. — Ganen-ine, emezan, euz eus digouezet eun dra iskiz avat ! ’Oan o fond d’ar gear, va leue liammet e bevar zroad ganen war ma fenn. N’em eus great nemet lakat anezan er c’hrizenn ha mont d’ar penn all d’ar park. Pa oun deuet en-dro, ne oa leue ebet mui. Kaer meus bet klask n’em eus kavet netra.

— Alo, eme ar vestrez, petra ’vo great ama brema ? Kemend-all a dud ’zo ’klask kig ! Ama e ranker kaout kig, n’eus ket da lavaret nann.

— Mad, eme ar c’higer, en tiegez oun bet ez eus eul leue all. Me ’zo ’vont da gerc’hat anezan.

— Ia, kerz buan, eme ar wreg. Ha setu ar c’higer bet o kerc’hat al leue hag o tremen ebiou d’ar vilin, en eur vont d’ar gear.

— Tonton, eme Ian, me laerfe al leue-ze c’hoaz.

— Mezaon n’eo ket da zeski out deuet ama, eme an tonton. Alo ! Gwelomp ’ta penaos ec’h en em gemeri.



Setu Ian buan d’ar valaneg, ha da en em guzat e-touez ar balan.

Pa edo ar c’higer o tremen ec’h en em lakeas da vlejal evel eul leue bihan : bêê ! bêê ! bêêê !

Hag ar c’higer teuler adarre al leue diwar e gein. — « Ah ! loenig paour, a lavaras, aze emaout !

Ha da redek dre ar balan da glask al leue kenta.

Ker buan ha tra, Ian a deu adarre war ar wenodenn, a zamm al leue ha gantan d’ar gear.

P’en doe galoupet a-walc’h dre ar valaneg hep kaout netra, ar c’higer a deuas da glask al leue all… Mennout a reas mont sot. Leue ebet ! kaer en doa sellet.

Hag-hen da bec’hi. Nonden tri mil ! An diaoul, sur a-walc’h, a zo er valaneg-ma !

Ha d’ar gear en eur jarneal.



Mat, eur gwaz out, a lavare, p’oa deuet an noz, ar tonton d’e miz. Me ’oar petra ’dlefes da ober. Er maner, du-ze, ez eun eun ejen lard. Met n’eo ket eas hen tapout, rak beza ema e korn ar c’hraou, stag, ouz pignoun an ti.

— Eo, eo, eme Ian, me ’zo vont d’e gerc’hat. Dont a rit ive ?

Hag o daou da gerc’hat an ejen.

Ian a dennas eas anezan er meaz. Mez goude-ze, an ejen ne felle ket d’ezan mui bale.

— Lazomp anezan, eme an tonton ha rannomp anezan. Da unan ar c’hroc’hen hag ar penn, d’egile ar c’hig.

— Mad, tonton, eme Ian, me ’gemero ar c’hroc’hen.

Setu Ian pa voe kignet an ejen, en hent, gand e groc’hen. An tonton a zammas ar c’hig. Mez ne helle ket mont da heul e niz.

Pa voe eat eur pennad war an hent, Ian en em lakeas da grial a bouez penn : Va buhez ! va buhez ! Lezit ’ta ! lezit ’ta ! N’eus nemet ar c’hroc’hen hag ar penn ganen-me. Ar c’hig ’zo gant va zonton ’zo arru war-lerc’h aze ! Aïou ! aïou !

Dal ! eme an tonton, o klevet ar c’hri, ema digouezet tud ar maner war Ian.

Hag hen stlepel kig an ejen war an hent hag a-dreuz d’ar gear.

Ian a deuas neuze war e giz, a bakas ar c’hig hag ar c’hroc’hen hag a gasas anezo d’e vamm.



Koulskoude, ar brud ’oa eat n’oun penaos, ’oa bet Ian o laerez ejen ar maner.

A-benn eun nebeut deveziou, an aotrou ’deuas da di Ian. N’oa er gear nemet ar vamm-goz.

— E peleac’h ema ho mab, mamm-goz ?

— O fei ! aotrou, ne ouzoun ket. Va mab a zo laer. Digaset en deus d’in kig ha sur n’ho peus ket gwelloc’h er maner.

— Foutre ! eme an aotrou, me oar ho peus kik mat. Mez lavarit d’ho mab, ma na deu ket fenoz da laerez va c’hezeg, me lazo anezan.

— Oh ! aotrou, mont a rey. E vicher eo beza laer. Mont sur a rey. Me ’lavaro d’ezan.



Pa voe deuet an noz. Ian a yeas betek marchosi ar maner. Daou varc’h a oa er c’hraou hag eur mevel war bep-hini anezo. An daou vevel oa ganto peb a fusuilh karget beteg ar beg.

Hag ar vevelien ’oa gand o c’haoz.

— Al laer daonet ! eme unan. Ha lavaret e teufe en noz-ma, dres, pa ’z eus dans er gear all, aze ! — Mar kerez, a lavare d’e gamarad, te ’yelo atao d’an dans da welet ha da zous a vo eno. Ma n’ema ket ha ma ve va hini-me, deus ama da ziwall ar re-ma ha me ’yelo.

— Fei ! eme egile, mat a lavarez, me ’zo ’zo ’vont.

Ha teuler e fusuilh ouz ar voger, hag en hent.

A-benn eur pennad goude, Ian a yeas er marchosi.

— Kea d’an dans, a lavaras d’ar mevel oa eno. Va dous-me, n’ema ket du-ze, met da hini-te ’zo.

— Ah ! ia. Mat. Gwell-a-ze ! Me ’zo ’vont neuze. Met diwall mat oul al laer ! Me gav d’in em euz klevet bremaik trouz el liorz aze.

— Oh ! lez da gas. Ama ez eus diou fusuilh garget, eme Ian.

Ha setu ar mevel all en hent.

Digouezet en dans, e wel e gamarad o fringal e-touez an danserien. Chom a reas sebezet.

— Sell, te ’zo aze ? emezan.

— Evel ma welez.

— Evel ma welan eo, sur. Met deomp buan d’ar gear. Ian a rank beza bet oc’h ober e dro.

Hag e kountas d’ezan ar pez a oa digouezet.

Mez Ian, a c’hellit kredi, n’en doa ket daleet da gemer ar c’hezeg. Tenna reas divarno an diprou hag ar pallennou hag e taolas anezo war diou vrae hir hag uhel a gavas er marchosi, hag en doa lakeat, e leac’h er c’hezeg, er speurenn.

Pa voe digouezet ar vevelien, e klaskjont, o toulbabat gant o daouarn : kaout a rejont ar stleujou. — « Oh ! pebeuz chans ! emezo. Hor c’hezeg a zo ama. N’eo ket bet Ian.

Hag int-i, kemeret o fusuilhou hag a c’hoaliad pep-hini war e vrae.



Diouz ar mintin, araog goulou-deiz, an aotrou ’voe mall gantan mont d’ar marchosi.

— Ac’hanta, paotred, emezan d’e vevelien n’eo ket bet Ian oc’h ober e dro.

— Oh ! nan, aotrou. Hennez a ouie petra ’oa o c’hedal anezan ama.

An aotrou a enaouas ar goulou, hag, e leac’h kezeg, e welas e vevelien pep-hini war e vrae. Mennout a reas mont sot.

— Genaouien ! emezan, azennet korniek ! War diou vrae ! E peleac’h ema va c’hezeg ?

An aotrou a yeas dioc’htu var-zu ti Ian.

Ian her gwelas o tont hag a lavaras d’e vamm : « Ema eru an aotrou adarre, va mamm, da lavaret d’in mont da c’hoari eun dro ziês bennak d’ezan. Me ’zo ’vont da guzat en arc’h toull, e traon an ti. Lavarit ne vezin ker er gear. Mez va biz a vezo en toull. Ma welfec’h va biz o fichal e chelloc’h toui d’an aotrou, ez in da ober ar pez o lavaro.

A-veac’h en doa chouchet Ian, en e arc’h, edo an aotrou en ti.

— Mamm-goz, e peleac’h ema Ian ?

— N’ouzoun ket, aotrou. Hennez ’zo laer. Me ’meus kig er bailh ha kezeg er marchosi ha diês e ve d’eoc’h, aotrou, kaout gwelloc’h en ho ti.

— Foutre ! her gouzout re vad a ran. Mez lavarit d’ho mab, ma ne deu ket fenoz da laerez ar forniad vara, du-ma warc’hoaz e vo staget ouz ar groug.

Ar vamm a zell ouz an arc’h hag a wel biz Ian o fichal : « Diwallit mad, aotrou emezi, mont sur a rey. Rak hennez ’zo e vicher beza laer.



D’ar sarr-noz Ian a yeas d’ober eun dro-vale, dre guz, war-dro ti-forn ar maner.

An aotrou, en taol-ma, mezaon, n’en doa ket a fizians en e vevelien. Ian a welas daou archer o vont hag o tont en ti forn.

Hag, evit gwir, Ian n’oa tamm en ebad. « Eur gwall-grogad avat, a lavare, en eur astenn e c’houzoug hag en eur griza e fri. » Sada ma klevas unan eus an archerien o lavarout d’e gamarad : — Te ’gav d’it e teuio. Ian, ama ? Pa welo daou archer, e skeud ar goulou, e save sur c’houenn en e lerou. Gwella ma ve d’eomp, eo ober eun taol kartou da dremen hon amzer.

Pa wel an daou archer krog mat er c’hoari, Ian a ya war ar forn ha toulla ar volz. Dre an toull e tennas er meaz ar bara hag ar wastell c’houek, ’oa great evit itroun ar maner. Neuze gant eun tamm pri, mesket prim ha prim, a reas eur gouign da deuler e-kreiz ar forn…

Ha d’ar gear da gas ar bara d’e vamm.



Diouz ar mintin, an aotrou, ne oa ket diwezat o tont d’an ti-forn.

— Ac’hanta, gwazed, emezan d’an archerien, n’eo ket bet Ian war ho o tro ?

— Ian ! o ! nan, aotrou, n’eus bet Ian ebet.

— Alo, gwell-a-ze ! tennomp ar bara, rak poaz-kraz e tle beza, abaoue deac’h da noz.

Kerkent ha ma voe savet an nor ’voe gwelet an toull er volz. Kaer oa klask gand ar bal-forn, tamm bara ebet, na petra ’ta ne deue er meaz. Ne voe kavet tra nemet eun tamm galetez melen-aour.

— Foutre, eme, an aotrou, ar forniad a zo eat holl gantan, nemet tamm kouign an itroun !

Dres, edo an itroun o tigouezout, deuet ive da welet.

— Sell ’ta, emezi ! o ! biskoaz ne welis eur gouign ken kaer !

Ha gant hast e kemeras eur c’hinaoued. Ac’h ! ac’h ! minerges !…

Dare ’voe dezi mervel eno. Dislounka he doa great kement, ma vije lavaret ez oa o vont da zifelc’hi.

An aotrou a yea hag a deue : mennout a rea mont e belbi.

Dioc’h-tu e redas adarre da di Ian.

— Ac’hanta ! mamm-goz, peleac’h ema ho mab ?

— O ! n’ema ket er gear. Hen-nez ’zo laer, aotrou. Mez ’meus kig ha bara da zibri diganta, ar seurt n’ho peus ket en ho maner.

— Foutre ! me ’oar vat. Mez lavarit d’ezan ma na deu ket da gerc’hat al linsel a vo a-zindan an itroun en he gwele, en noz-ma, me deuio ama d’hen laza, warc’hoaz, a daoliou fusuilh.

Ian ’oa kuzet en arc’h adarre.

Ar vamm a zell hag a wel biz Jan o fichal.

— O ! emezi, diwallit outan, aotrou ! Mont sur a raio pa lavarit d’ezan. E vicher eo, rak hennez ’zo laer !



Ian a reas eur bolom plous.

Pa oa deuet an noz, e lakeas eur skeul e prenestr kambr an itroun. Pignat a reas er skeul, krog e divesker e volom, hag e save hag e tiskenne anezan dirag prenestr ar gambr.

― Sellit, eme an itroun, ema Ian er prenestr.

Hag an aotrou tapout e fusuilh… Paon ! paon !… Daou den d’ar bolom. Ian a laoskas eur griaden hag a lezas e volom da goueza.

— Oh ! en taol-ma, ema d’in, eme an aotrou. Hag hen sevel da c’hervel e vevelien ha lavaret d’ezo e peleac’h mont da enterri Ian. A benn eur pennad, pa oant krog holl en o labour, Ian a bignas d’ar gambr. Tenval e oa. N’oa goulou ebet. An itroun oa en he gwele.

— Allo ! emezan, en eur drênvez an aotrou, brema e vo peoc’h : ema lazet Ian, pelloc’h. Mez an amzer ’zo ien, va Doue ! Me ’m eus riou.

— Tapit eur banne kognak. Aze ez eus kognak mad war an daol, eme an Itroun.

Ian a evas eur banne en eur staga ar voutailh euz e benn. Goude-ze, ez eas er gwele hag en eur rodella al linsel en-dro d’ezan e lavare : « Me ’m eus riou ! me ’m eus anoued ! »

Ha pa en devoa dastumet holl al linsel evel-se, e lavaras d’an itroun : Ah ! ne ’m eus ket bet sonj ! Mond a rankan da welet ha golóet mad eo korf Ian gand ar mevelien. Rak da deuler evez ’zo. Mar deu an archerien da ober enklask, ni ’c’helfe beza tapet, c’hoaz, diwar goust al lampoun-ze.



A veac’h ma oa eat kuit, setu an aotrou er gambr. « Ah ! gwreg a lavare laouen, en taol-ma eo paket an tan da Ian. Ema e gorf en douar.

E gorf en douar ? eme an Itroun oc’h anaout e vouez. N’edoc’h ket c’houi ama brema-souden ?

— Nann zur, eme an aotrou, n’oun ket bet ama, abaoe ma ’z oun diskennet.

— Va Doue ! neuze eo eat al linsel gant Ian. Hag an itroun a gountas penaos en doa al laer en em gemeret.

— Oh ! an ampouailh.

Hag an aotrou, tapa krog en e fusuilh ha, di Ian. E peleac’h e ma ho mab a lavaras d’ar vamm-goz.

— O ! n’oun dare. Hennez ’zo laer.

— Mat, lavarit d’ezan ma na deu ket da laerez ar goan diwar en daol duma, fenoz, me ’lakeio an tan en e di.

— O ! mont sur a rey ; hennez a zo laer hag a ya atao, pa ve lavaret d’ezan.



Pa deuas an noz, en devez-se, an aotrou en doa pedet soudardet hag archerien da goania gantan kevret.

Ian a yeas da welet penaoz e c’helje ober e daol. Hag hen mont dre ar prenestr en ti, e kambr ar vatez. Eno oa dija digouezet eul laer all.

Ian a gommansas d’ober trouz. Hag al laer all lammet er meaz. Mez gwelet e oa bet Hag an holl a zavas hag a yeas da redek war e lerc’h.

E-pad an amzer-ze, Ian a yeas en ti hag a gemeras kement a oa war an daol.



Pelloc’h, an dud ’oa dizro. N’o doa ket gellet tizout al laer. Pa ’z ajont en ti n’oa mui netra war an daol. Den, a hellit kredi, n’en devoe, en devez-se, tamm d’e goan.

— Asa, mat, eme an aotrou, eun den eo, evelkent. Laerez a c’helfe kement ’zo ama. C’hoant am oa d’e dapout o laerez. Mez gwelloc’h eo d’in lavaret d’ezan chom er gear.

Hag, en devez war-lerc’h ez eas c’hoaz da gaout e vamm. Lavarit d’ho mab, a lavaras d’ezi, arabat laerez mui. Me ’roio deus ar maner peadra d’ho maga ho-taou keit ha ma vezoc’h beo.

Ha Ian a vevas hep labourat e serr e vamm, ar rest euz e vuhez.

An istor ma, zo eun istor gaer,
Mez n’eo ket istor pep laer.

Micher al laer a ve tentus.
Ma vije ganti peoc’h padus ;
Ar peoc’h ganti an hini ’vank,
Rak pik pe vran diwar ar brank
A wel, a glev hag a ziskuilh.
Eur vicher eo leun a drubuilh.
Hag eul laer, mar marv pinvidik,
A lez bugale reuzeudik.
Rag atao malloziou Doue,
A gouez warnhan ha var e re.