E korn an oaled/Ar Bigouden hag an diaoul

Eus Wikimammenn
Imprimerie de la Presse Libérale 4, Rue du Château, 1923  (p. 141-152)



X


Eur weach oa eur Bigouden hag a oa maro e bried. Seiz bugel en doa bet. Met ar vugale, dre ma oant deuet en oad, a oa eat peb-hini en e du. Ha pelloc’h, va faotr koz oa chomet e-unan.

Pinvidik oa.

Met karet a rea ober lip-e-bao. Feneant oa, ive, gant an dra-ze. Ne laboure mui : ne c’houneze netra. Emechans, a lavare, va danvez a bado keit ha ma vezin beo.

Met kemer hep lakaat, nebeut e pad. Hag eun devez ec’h en em gavas hep tra ebet nemet seiz gwenneg.

Bastagn ! [1] a lavaras en eur skrabat e benn, ne hellan ket beva heb arc’hant. Goude beza bet pinvidik ne din ket da glask na ne din. Seiz gwenneg ’zo c’hoaz. Awalc’h eo, evit prena eur gorden d’en em grouga.

Hag hen ha mont da brena eur gorden. Ha goude-ze, da glask eur c’hoch koz bennag d’en em grouga outan.

Ha dre ’z ea evel-se gant e hent, e tigouezas gant eun aotrou bras hag a zouge eur mell troc’had baro du.

— Deiz mat d’it, a lavaras an aotrou d’ezan.

Te zo tenval da dal, avat ! Da beleac’h ez-ez.

— Hag an dra-ze ’zell ouzit ?

— Bah ! mezaon n’eo ket eün da vouroun. Lavar d’in, atao, da beleac’h emaout o vont.

— Da en em grouga.

— Ichekon ! Da en em grouga ! Perak da vihana ?

— Perak ? Me ’zo bet pinvidik. N’em eus gwenneg ebet mui. Mez am befe o vont da c’houlen. Gwelloc’h e kavan lakaat fin d’am buhez.

— C’hoant az peus da gaout arc’hant ? Ma kerez me roi arc’hant d’it.

— Te rofe d’in arc’hant ?

— Ia, kement ha ma kiri. Met ne vo ket evit netra. Evid an arc’hant a roin d’it, te roio d’in da ene a-benn bloaz hag eun devez ama.

— Bastagn ! Va ene ! Mes piou out te ? Te eo en diaoul, neuze ?

— Ia, me eo. Me oar e peleac’h ’zeus berniou arc’hant. Me zigaso arc’hant d’it, kement ha ma ez pezo c’hoant.

Ar Bigouden a jomas eur pennad da zonjal. Bloaz hag eun devez !… N’eo ket pell, pell… Mez ac’halen da vloas em bezo amzer da welet ha da en em gemer…

Pelloc’h e lavaras d’an diaoul : « Mat, ia : a-benn bloaz hag eun devez. »

Neuze, an diaoul a ginnigas d’ezan sina gant e wad eur paper da ziskouez oa great ar werz : e roe [e] ene evid arc’hant.

Hag e sinas gant e wad.



Diwar ar mare-ze, hor Bigouden a deuas, adarre, da veza pinvidik. Bep noz, araok mont da gousket, e lakea e yalc’h war mantel ar siminal, ha bep mintin pa gemere anezi, e veze mil lur enni. Hag e rea friko. Hag e kemere e blijadur. Hag ez ea du-ma, du-hont, eleac’h ma troe en e benn. Ha, bep tro atao, na petra ’ta, ez ea en ostaliriou gwella da glask lojeis ha da breja.

Met an amzer a dremene, koulskoude. Dek miz oa dija eat en-dro. Ha va den a lavare outan e-unan, alies, nec’het e spered : « Bremaik e vo deuet an termen : penaos a rin-me ? »



Seiz bugel, hon eus lavaret, seiz bugel en doa bet deus e wreg. Seiz paotr oant. Ha pep-hini, dre ma oa deuet en oad, en doa kemeret an hent a blije d’ezan. Ar re gosa oa eat da veleien. Ha d’ar mare-ze, ar c’henta oa pab ; an eil arc’heskob ; an trede eskob ; ar pevare persoun ; ar pempet kure ; ar c’houec’hvet ermit, hag ar yaouanka kabiten laeroun.

Va Bigouden a yeas, da gounta e blaneden d’e vugale hag e lavare d’ezo, tennit ac’hanoun eus skilfou Satan ! »

— « Tad, a respontas an eil goude egile, ar pab, an arc’heskob, an eskob, ar persoun hag ar c’hure, n’eus ket kalz hag a c’helfe terri ar werz ho peus great. Paolik a zo eur gwall-baotr ha dies kaout afer outan. Met, hor breur ermit a zo eur zant. Beza en deus kalz mignouned etouez tud ar baradoz. Marteze e c’helfe ober eun dra bennak evidoc’h. »

Sada ma ’z eas da gaout e vab ermit a oa o veva war bordou eur c’hoad bras, en eul lochen kuzet etouez ar brouskoad.

— Ah ! va zad paour ! Eur gwall-dra, avad, a lavaras hen-ma. Mes Doue zo mestr war bep tra. Trugarezus eo, ha pardouni a ra d’ar brasa pec’herien. Me ’zo vont da c’houlen kuzul digantan.

Hag ez eas war e zaoulin evit pedi. Goulen a reas savetei ene e dad. Kinnig a reas e vuhez evid e zilvidigez.



Daou eal a c’hournije d’ar mare-ze, a-us d’ar c’hoad. Klevet a reent peden an ermit. Hag ez eont da gounta d’ar Werc’hez Vari ar pez o doa klevet.

— Oh ! na kaera tra ! a lavaras mamm Doue, na kaera tra gwelet eur mab o kinnig e vuhez evit savetei ene e dad. Kement-se a raio plijadur vras d’am mab. Netra ne helfe mont muioc’h beteg e galon.

Ha hi, raktal, da gounta da Jesus.

— Mat tre ho peus great, eme Jesus, o tont da lavaret d’in kement-se. Abalamour da beden e vab, e fell d’in ober eun dra bennak evid ar paour keaz den-ze. Dalit, va mamm. Setu aze eur vaz. Lakit rei ar vaz-se d’ezan. Hounnez, pa stoko ouz unan-bennak, n’eus forz piou, a lakaio anezan da vont en arraj. N’eus diaoul ebet en ifern hag a c’helfe erzel outi.



An elez a gasas ar vaz d’an ermit.

— Doue ’ra vezo benniget ! a lavaras hen-ma d’ezo. Gant ar vaz-se va zad a yelo beteg an ifern da gerc’hat ar paper en deus lakeat e hano warnan evit gwerza e ene.

An tad oa eno hag a glevas.

— « D’an ifern ’ta ! emezan gant spount. Mont d’an ifern ! Ma c’hanavesfen an hent c’hoaz. »

— Ah ! ia ; an hent, eme an ermit. Ne zonjen ket. Met me gav d’in ne vo ket dies d’eoc’h e gaout. En tu all d’ar c’hoad ez eus eun toull doun etouez eur bern reier. Eur vanden laeron a zo ennan. Va breur eo ar mestr ganto. It d’e gaout. Setu ama eul lizer evitan en aon na anavesfe mui e dad. Me laka e tle hent an ifern beza, en eun tu bennak, war dro an toull ma chom ebarz.



Ar Bigouden koz a yeas dre ar gwenojennou a gase en tu all d’ar c’hoad.

E-doug eun eur en doa dija baleet, pa glevas, adrénv eur voden gelvez, daou laer o krial outan : — « Ar yalc’h pe ar vuhez ! »

— Va yalc’h n’ho pezo ket, eme ar paotr koz. Lezet em eus anezi er gear er mintin-ma. N’e meus ket ezom anezi, kerkouls, evit digouezout el leac’h em eus da vont. Va buhez a gavan re c’houek evit hen rei d’eoc’h. Seit : « Setu ama ar pez a hellan evidoc’h. »

Hag en eur lavaret kement-se, e skoas warno gant e vaz.

Kerkent an daou laer a lammas an eil war egile : ha taoliou dorn ha taoliou treid, ha taoliou dant ha taoliou penn.

Ar Bigouden a azezas war eun tamm piltos oa eno. Lakaat a reas eur c’horniad. Pelloc’h, pa velas oa leun-wad al laeron, e lavaras d’ezo : « Awalc’h brema. Kasit ac’hanon da gaout ho kabiten. »



Edo, dija, e ginou an toull. Hag hen gwelet eur paotr yaouank, drant ha seder, o rei e c’hourc’hemennou da eur vanden lakepotet treset fall.

Dioc’h-tu, en doa anavezet e vab.

Ar paotr yaouank hen anavezas ive.

— Sell ’ta ! ’lavaras : va zad ! Ha gant eur ear goapaus : d’ober petra oc’h deuet ? emezan. C’hoant ho peus, ive, d’en em lakaat etouez ar gamaraded am eus ama ?

— Na ra ket goab, va mab, a respountas. Kerkoulz n’oun ket deuet ama da glask kaoziou. Me rank mont d’an ifern hirio, pe e vezin daonet. Sinet em eus d’an diaoul eur paper evit gwerza va ene. An termen evidon a zo en noz-ma, da hanter-noz. N’em eus ket amzer da goll, war a welez. Ma na hellan ket diframma ar paper-ze diouz daouarn an diaoul emaoun kollet. E peleac’h ema hent an ifern ? Ma ’c’h anavezez anezan diskouez hen d’in, buan.

— Ma n’eo red nemet an dra-ze da ober plijadur d’eoc’h, ne vezo ket dies o lakaat eürus. E traon ar c’hao, ama, ez eus eun hent hag a gas da zindan an douar. E penn an hent-se, ’ma an ifern. N’eus da drei nag a gleiz nag a zeou : mont war-eüun, atao. Eun nor uhel ha ledan a weloc’h dirazoc’h pa vezoc’h digouezet. Hounnez eo dor an ifern.



Hep marc’hata, va Bigouden a gemeras an hent a gase da zindan an douar. Mont a rea buana ma c’helle. Ne gouie ket pegement a vale en doa da ober hag en doa aon da veza re ziwezad.

Setu a-benn eur pennad, ma klevas klemmou hag eur jolori spountus : tud o youc’hal, tud o vlasfemi, tud o tamall. An holl o huanadi. E galoun a yea bihan. Met mont a ranke. Hag ez ea. Ha pelloc’h, e pleg an hent, hag hen gwelet an nor houarn. Ruz-glaou oa. En-dro d’ezan an ear oa tomm. N’oa ket souez ! Ar flammou tan a deue er meaz dre gwaskou an nor ha toullou ar voger. Edo e kichen dor an ifern. Krena rea e holl izili. Met e baper a ranke da gaout. Hag hen rei eun taol gant e votez.

Kerkent an nor a zigoras en eur wigourat war he gwidurennou, ha prizoun ar re zaonet oa dirag e zaoulagad.

Hénvel oa ouz eur forn pa vez goret. Hag e kreiz, war eun tron houarn ruz-glaou, e oa azezet mestr bras an ifern, Paol Gorniok. En dro d’ezan edo ar re zaonet. Hag e kichen pep-hini eur bern diaoulou bihan o vrouda anezo gant ferier houarn.



O welet ar paotr koz e-tal an nor, Paol Gorniok a reas eur c’hoarzaden ken skiltrus ma tregernas pevar c’horn e balez. An dud daonet en desped d’o foan a zavas o fennou. An diaoul a c’hoarze, atao, leiz e gornailhen, ken a zigore e veg beteg e ziouskouarn. Hag en eur c’hoarzin e lavare : « Ah ! Ah ! te eo ar Bigouden, paotr ar groug ! ah ! ah ! meuleudi d’it evid ar vall az peus da zont ama. Met deuet out araog ar mare merket. Eun devez az poa c’hoaz. Ah ! ah ! ah ! mat ! mat eo. Abalamour ma ’z out bet fidel d’az ker, me lakaio da vab en da gichen pa deuio ama abarz pell. Sell, setu aze, da skabell, ha setu aze hini da vab. »

Hag en eur lavaret kement-se, an diaoul a ziskoueze diou skabell ken entanet ma ’z ea beteg an nein ar flamin anezo.

— Trugarez ! Paolig, a lavaras an den koz. N’oun ket deuet c’hoaz da azeza en da di. Me zo ama, evit kaout diganez ar paper am euz sinet war da c’her, bremaik e vo bloaz.

An diaoul a zirollas da c’houarzin, adarre, hag a reas sin da eur bern diaoulou bihan da vont da gregi er Bigouden.

Met, dija, ar vaz a skoe warno, araog ma oant deuet re dost. Hag an diaoulou, en arraj, da lammat an eil war egile. Blejal a reant evel saout penfollet. Gwintal a reant lemmen, beteg an nein hag o bleo a jome stag ouz ar vaout. Ar ferier houarn a c’hoarie : an eil a doulgove egile.

Pelloc’h e c’houlennont truez.

— Truez ebet, eme ar paotr koz, ma n’am eus ket va faper.

Hag e skoe warno, atao.

— Dal da baper, eme Paol Gorniok, en eur strinka anezan d’ezan en e zaoulagad, dal da baper ha na laka mui da dreid ama.

— Evel-se bezet great, eme ar Bigouden. Hag e teuas er meaz.

Kerkent an nor a zerras gant eur gwigour hag eun trouz spountus.



— Ac’hanta ! Tad, a lavaras d’ezan e vab pa voe deuet en dro da gao al laeroun, ac’hanta, hag ar paper ? Bet ho peus anezan ?

— Ia.

— Petra ho peus gwelet du-ze ?

— Petra am eus gwelet, va mab ? Gwelet am eus da skabell e kichen va hini, tan holl e kreiz an tan. An diaoul a lavar e varvi abaz nemeur. Va mab, pell ’zo, oa ar mare d’it da zont en dro. Ma kendalc’hez da veza laer, sur e vezi daonet…



Ar mab a lezas e vicher. Mont a reas da di e vreur ermit da zeski gantan hent ar baradoz.

An tad ne zaleas ket da vervel.

Ar c’helou ’voe buhan kaset d’an ifern. Rak, er bed-ma, eur bern diaoulou a zo atao en dro da bep-hini ac’hanomp. An diaoulou-ze a gasas ar c’helou du-hont. Ha Paol Gorniok, pa glevas, a reas stanka ’n toullou a oa er voger, serra gwaskou an nor. Aon en doa na deuje ar paotr koz gant e vaz da c’houlen lojeis digantan.

Met nan. Ar Bigouden en doa bet keuz d’e bec’hejou. Ober a reas eur maro santel. Hag an daou eal o doa digaset d’ezan ar vaz da vont d’an ifern, a zougas e ene d’ar baradoz.

Keuz ha glac’har er galon
A zo sur da gaout pardon.


  1. Ger kals anavezet e bro ar bigoudenned.