Mont d’an endalc’had

E korn an oaled/Eur C’hastellinad o kas an amzer en dro

Eus Wikimammenn
Imprimerie de la Presse Libérale 4, Rue du Château, 1923  (p. 155-161)



XI


Eur weach oa, e traon menez Kelc’h, e Kastellin, eul labourer-douar. Krapig a read anezan.

Hag ar C’hrapig-ze, a veze atao oc’h en em glem deus an amzer. Mennout a rea mont sot pa wele an traou o sevel fall en e barkeier. Ar glao, emezan, eo a vanke. Re a sec’hor… re dom an heol… ha me oar !

Hag eun devez, Krapig lakaat en e benn mont da gaout Doue d’ar baradoz.



Goude bale pell e tigouezas.

Ar c’henta ’gavas ’voe sant Per.

— C’houi eo ar porcher ama, a lavaras d’ezan.

— Ia, va mignoun.

— C’houi ’c’hell lavaret d’in, mar plij, piou a en em emmell eus an amzer e palez [an] Dreinded.

— Peseurt amzer ? An amzer vrao, pe an amzer c’hlao ?

— Eus an eil hag eus egile, aotrou sant Per.

— Evid an amzer vrao ema sant Barnabas hag evit an amzer c’hlao ema sant Medard.



Ar C’hastellinad a voe kaset da eur gambr eus ar baradoz. Hag e voe galvet da zont d’e gaout sant Barnabas ha sant Medard.

Ne ouzor tam ar pez a dremenas etrezo. Met, evid an doare, e ranke beza bet tabut. Rak an daou zant a bignas da gaout Doue.

— « Aotrou Doue benniget, a lavarjond d’ezan, ni ’zo ’tont da veza bet sinkanet gant eun istrogell, eus Kastellin. Lavaret a ra e reomp fall hon labour : ez eus re a zec’hor, eo devet an traou war an douar gant an heol, ha ni ’oar… Mat a rafec’h o lakaat ar penn-eog-se [1] eur pennadig er purkator. »

An Tad Eternel a deuas eur mousc’hoarz war e vuzellou hag a lavaras d’ezo kemen d’ar C’hastellinad dont d’e gaout.



Krapik, a c’hellit kredi, n’oa ket re fier o vont da gaout an Aotrou Doue. Met floura ’reas e vleo, renka mad e chupen en-dro d’ezan hag hen e baradoz Doue, e dog en e zorn.

Goude beza stouet e benn dirag Mestr an Env hag an douar, e lavaras d’ezan ar pez en doa dija lavaret da zant Barnabas ha da zant Medar. — « Ar pez ’zo sur, emezan goude, ma karfec’h, Aotrou Doue, karga eul labourer-douar da gas an amzer en dro, ne ve ket great kement a glemmou ha ma rear, bemdez, betek-hen. »

— Mat eo, eme an Tad Eternel, mat. P’e gwir emaout ama, me ’garg ac’hanout eus an amzer epad c’houec’h miz. Te raio heran amzer epad c’houec’h miz. Te raio da Gorentin [2], evit ma roio da anaout dre ar « C’hourier », ar garg nevez a roan d’it. Ma teuez a benn da lakaat an holl eürus, me roio d’it, keit ha ma vo ar bed en e zav, ar garg am oa roet da zant Barnabas ha da zant Medard.



An daou zant a gasas ar C’hastellinad da gambr an amzer, er baradoz.

En daou du d’ar gambr oa lasou a istribilh. A zindan al lasou oa skrivet : avel, glao, arne, amzer vrao, glao bihan, lukachen, ha me oar, c’hoaz ? Eun daouzek lasen bennak oa evel-se.

— Te, sel, a lavaras d’ezan an daou zant, n’ez peus netra da ober nemet chacha war al lasou evit kaout ar pez a zo skrivet a zindano. Pa ’pezo c’hoant kaout glao, chach war al las-ma ; amzer vrao : var al las-ze. War al lasou all e vo ar memes tra. Evel-se ez pezo an amzer a giri.

Kalz plijadur d’it er gambr-ma, aotrou Krapig ! Ni deuio en dro da welet, a-benn c’houec’h miz ama.

Hag int-i, sant Barnabas ha sant Medard, en em denna en eur gambr a gostez, d’ober eun taol c’hoari domino.



Krapig, a c’hellit kredi, oa lorc’h ennan. Sellet a reas ouz al lasou an eil goude egile. Ha pelloc’h — evid eun esa ha netra ken, — e chachas warno pep-hini d’e dro. Ha da viz mae e lakeas da goueza erc’h e Kastel-Paol ; kazarc’h e Mountroulez ; glao-puilh e Kastellin ; frim e Kemper hag avel-put ha skorn e Kemperle.

Mes kement-se n’oa nemet diwar c’hoari. En em lakaat a reas da ober e vicher nevez a zevri. Dreist-oll e tiwallas da rei gwall-avelou. Digas a rea war an douar an amzer en dije karet kaout ma vije bet c’hoaz en e diegez e traon Menez-Kelc’h.

Kaout a rea d’ezan ez ea mad an traou ha beb ar mare e lavare : « — Me laka n’o deus ket da glemm eus an amzer e Kastellin du-ze. »

Hag e frote e zaouarn hag e korde e varo : « Evit ma en em glemmont, a lavare c’hoaz, ne ouzoun ket peseurt amzer e vo red rei d’ezo. »



Koulskoude, ar c’houec’h miz oa tremenet.

An daou zant a zistroas da gambr an amzer. Ha dre urz Doue ar C’hastellinad ’voe kaset war an douar evit gwelet ha kavet mat oa e labour gant e genvroïz.

Lorc’h ennan, Krapig a ziskenn, douget war eur goabren. En eur zisken e sonje e teuje, d’ar zul warlerc’h, an holl d’e drugarekaat ha da baea banneou d’ezan. Marteze, zoken, diwezatoc’h, e vije portredet war plasen foar Sant Lukas. Piou oar ?…

Met allas ! n’eo ket evel a zonje e tremenas an traou. Pa voe gwelet o tisken, eur bern tud a redas beteg ennan. — « Den sot ! a lavare an holl d’ezan, ema kollet eost ar bloa-ma ganez. N’eus bet netra er parkou. Morse, n’euz bet amzer vat d’an drevajou. Pa veze red glao, e peus roet heol tom ; pa veze red heol tom ez peus roet yenien. N’ez peus ket a vez !… »

Kalz a venne skei gantan.

Met ar re a grie c’hoaz ar muia oa ar merc’hed yaouank. Deiz pardoun Kastellin, diouz ar mintin, e rea eun heol eus ar re gaera. Lakeat o doa o dilhad ar muia fichet, na petra ’ta ? Hag epad ar brosesion e reas eur glao spountus, ma oant lakeat holl evel maskaradennou. Da lun ha da veurz ar pardoun oa bet ar memes tra.

Krapig, emechans, ne wele, d’an deiziou-ze, nemed e irvin hag e gaol bihan, ha ne zonjas tam e pardoun e barrez.



Evit troc’ha berroc’h, an daou a oa araok e penn an amzer a gemeras, a nevez, o c’harg. Krapig n’en em glemmas mui deus ar glao na deus an amzer vrao. Labourat a reas gwella ma c’helle e zouarou e traon Menez-Kelc’h.



Kalon an den a zo c’hoantus :
Pa en deus gwenn e c’houlen ruz,
Pa ve sec’hor e c’houlen glao,
Eun dra bennak a vank atao.
Koulskoude :
Daou dra ’vo red, atao, da ober
Gouzanv ar merc’hed hag an amzer.


————


  1. Penn-eog : lezhano ar C’hastellinad.
  2. Corentin : Rener ar gazeten hanvet « Ar C’hourier. »