E korn an oaled/Ar Manac’h Dom Yan
Eun devez, Jesus-Krist en doa lakeat en e benn mont da ober eur bale dre vro Leon. En eur dremen dor ar baradoz e lavaras da zant Per dont gantan kevret.
Goude beza baleet dre an henchou epad pell, setu-i o tigouezout dirag eur gouent eus ar re gaera. An iliz, savet uhel, a weled dreist an tiez, evel eun dantelezen astennet en ear. Hag ar gwer a liou oa warnezi a lintre skedus e sklerijen an heol.
— Kouent Sant Vaze-Penn-ar-Bed, a lavaras
Jesus da zant Per. Eur gouent eo deus an devota. Deomp ebarz hag e welimp va
mignouned.
Kerkent ha ma voent digouezet er gouent, an holl venec’h a ziredas d’o c’haout. Koueza ’rejont d’an daoulin dirak Jesus, ha pep-hini a c’houlenne digantan eur c’hras bennak.
Pep-hini, nemed unan, evelkent.
Eur manac’h oa ha na c’houlenne netra.
Dom Yan a reat eus ar manac’h-ze.
Dom Yan a zelle ouz Jesus, a zelle ouz e genvreudeur, mes e vuzellou ne finvent ket. Ne lavare ger.
— Perak, eme zant Per, ne c’houlennez ket, ive, eun dra bennak, evel ar re all ?
— N’em eus ezom tra.
— Mat, divezatoc’h, pa deui da c’houlen
ar baradoz diganen, me hen talvezo d’it.
A mestr a yeas kuit, evel m’oa deuet.
N’edo ket c’hoaz pell pa glevas e c’hervel.
— Petra ’zo ?… Sell, Dom Yan ! Petra
’fell d’it, Dom Yan ?
— Ar re all, eme ar manac’h, o deus goulennet grasou diganeoc’h, Mestr. Me c’houlen eur c’hras ive, mar plij.
— Poent oa avat, Dom Yan ! Mes n’eo ket re ziwezat. Petra ’fell d’it ’ta ?
— Roit d’in, Mestr, ar c’hras da lakaat em zac’h holl ar re a girin.
— Evel-se bezet great. Rei a ran ar c’hras-ze
d’it, Dom Yan.
Eun ugent vloaz bennak goude, Dom Yan a gommanse koza. Ar Maro deuas hag lavaras d’ezan : « N’ez peus mui nemet teir eur buhez. »
— E feiz, n’eo ket kalz ken, neuze, avat, eme ar manac’h. Met pa giri… Pa vezi prest, me vo ive. Pa deui d’am c’herc’hat, digouez ama eun hanter eur araog ar mare merket.
— Mat. Bez dinec’h. Me deuio.
Diw eur hanter goude, setu ar Maro dirag Yan, a nevez.
— Ah ! douje, eme ar manac’h, ne heller
ket beza muioc’h sentus avat. Gortoz ! Hag
hen digeri e zac’h ha lavaret : Em zac’h !
em zac’h !
Ar Maro en em zifretas eun tammig. Met mont a rankas e sac’h Dom Ian.
Ar manac’h a lasas stard warnan hag a yeas d’e gas da eur fornier, oa e Sant-Vaze.
— « Sell, a lavaras d’ezan, laka, mar plij, ar zac’h-ma er siminal. Dalc’h anezan da vogedi betek ma vezin distro. »
Hag evel-se ar Maro oa miret outan ober
e droiou etouez an dud evel ma rea diagent.
Daou-ugent vloaz oa dija ha ne varve mui den ebet. An holl oa nec’het. Bugale vihan a deue, atao, war an douar. Met an dud ne deant ket kuit evit rei plas d’ezo. An holl oa lakeat diês…
Pelloc’h, koulskoude, Dom Yan a yeas da gerc’hat e zac’h ha da lezel ar Maro da redek.
Kerkoulz, ive, deuet oa, brema, da veza koz-noe.
E dammig korf oa kroummet holl ; e zaouarn oa seac’h ; e gorf-gar teuzet : e weled oa deuet da veza fall, ne helle mui, koulz lavaret, en em ambrek.
Ar Maro, na petra ’ta, ’lammas war Dom
Yan, da genta. Ha goudeze ez eas da gerc’hat eneou ar re all a dlie beza maro en daou-ugent
vloaz tremenet.
Dom Yan a yeas da skei war dor ar baradoz.
— Piou ’zo ? a lavaras ar porcher.
— Digorit d’in, mar plij, aotrou sant Per. Me eo manac’h koz Sant-Vaze.
— Ah ! te eo, pelloc’h, Dom Yan ? Ama n’eus plas ebet evidout.
— O va Doue ! Plas ebet ? Da beleac’h mont, neuze ?
— D’al leac’h ma kiri. Kea d’ar purkator.
Dom Yan a yeas eun tammig larkoc’h, beteg ar purkator. Skei a reas war an nor. An eal a deuas da zigeri, hen anavezas raktal, hag a lavaras d’ezan n’oa plas ebet evitan, eno, kenneubeut.
— Paour-keaz êlig Doue ! Plas ebet ama, c’hoaz, plas ebet er baradoz, kennebeut. Da beleac’h eta e rankin mont ? eme Dom Yan.
— Da beleac’h, va den paour ! Truez am
eus ouzoc’h. Me p’e gwir ez oc’h maro, n’eus mui nemed eul leac’h hag a c’helfe loja
ac’hanoc’h : it da welet d’an ifern.
Ha Dom Yan da drei a gleiz ha da zisken, da zisken…
P’oa digouezet, pelloc’h, e skoaz war an nor.
— Piou zo ! eme Lusifer.
— Dom Yan, deus kouent Sant-Vaze.
— Hola ! paotred. Eur manac’h e toull an nor ! Deuit buhan, ama.
Hag hen gervel holl diaoulou an ifern ha rei eur vaz da hen-ma, eur forc’h da hen-hont, eun orz da eun all, eun mailh da eun all c’hoaz.
— Met, a lavaras Dom Yan, petra ’zo ? Petra ’reot gant ar benviji-ze ?
— Miret ouzit da zont ama. Ne fell ket d’eomp digemer en hon touez manac’h ebet deus kouent Sant-Vaze.
— Ah ! evel-se eo, eme Dom Yan. Gortozit ma teskin d’eoch beza muioc’h seven e kever ar venec’h a deu da c’houlen loja diganeoc’h.
Hag hen digeri e zac’h oa, atao, gantan.
« Em zac’h ! em zac’h ! » a lavaras.
Ha kerkent holl diaoulou an ifern, ha bihan ha bras, ha kam ha digam, ha tort ha luch, a rankas mont e sac’h Dom Yan.
Hag ar manac’h ha yao ! ha mont da gas e zac’had da govel Sant-Vaze.
Nao labourer oa eno, o skei war an tom.
— Pegement a gemeroc’h, emezan d’ezo, evit darc’hoi, pep-hini d’e dro, epad eiz devez hag eiz nozvez, war ar zac’had traou-ma ?
En em glevet oant war ar priz.
Hag an nao den-ze a labouras noz-deiz, epad eiz devez, da skei war ar zac’h, endra c’hellent. Mez kaer o doa, ne goagas tam ganto. Dom Yan a zelle outo. Pelloc’h, mestr ar c’hovel a lavaras d’ezan : « Ne goag tam ho sac’h. Petra zo ebarz ? Red e ve an diaoul ennan. »
— Ia ! ia ! eme Dom Yan. Kalz diaoulou zo ennan, zoken. Skoit dizamant.
Hag e skoent, e tarc’hoent ken oant skuiz.
Pelloc’h, Dom Yan a gemeras e zac’h hag
a yeas da c’houlounder anezan en eul letounen
vras oa eno, etre ar gouent hag ar mor.
An holl diaoulou, a c’hellit kredi, a oa kam,
chilgam, torret o c’horf, blounset o fenn.
Mil boan o doa bet oc’h en em ruza beteg
an ifern.
Hag ar manac’h a yeas eur wech all, c’hoaz, da skei war dor ar baradoz.
— Piou ’zo aze ? eme zant Per.
— Dom Yan a gouent Sant-Vaze.
— N’eus plas ebet ama, evidout.
— Lez ac’hanon da vont ebarz, Perig, pe me lavaro out eur c’hakous.
— P’e gwir es peus lavaret kakous d’in, ne deuï ebarz, biken.
― Allo ! mat, eme Dom Yan. Te pezo deus
va c’helou.
Dom Yan a jomas e toull dor ar baradoz. Dre ma teue eneou da c’houlen digor, e fourre anezo en e zac’h. Ene ebet mui ne dea d’an Envou.
Sant Per oa inouet. Ne wele mui pen kristen ebet. Hag eun devez e lavaras d’an Aotrou Doue :
— Perak da vihana, ne deu mui den ama ?
— Perak ? Paour keaz sant Per ! Dom Yan a zo aze e toull an nor hag a laka en e zac’h an holl eneou dre ma teuont.
— Ah ! setu eur guden, avat. Petra da
ober da vihana ?
— E feiz ! Kemeret e zac’h sur, a zo leun
a eneou, ha digas anezan ama, mar gellez.
E kichen an nor ’voe great ar gaoz-ze. Dom Yan a glevas. Raktal en em lakeas e-unan en e zac’h.
Sant Per a zigoras dor ar baradoz, goustadik. Gwelet a reas ar zac’h war an hent. Sellet a reas a gleiz hag a zeou. Dom Yan ebet, war dro eno. Hag hen dastum ar zac’h ha buan e ti Doue.
Mall gantan da ginnig d’e vestr an eneou oa ebarz e tigoras anezan.
Met, va Jesus benniget ! mennout a reas sempla, pa welas ! Kenta hini a deuas eus ar zac’h oa Dom Yan. Ha droug ennan, sant Per a grogas en e golierou hag a zistribilhe anezan en eur grial : Manac’hig fall ! Manac’h droch ! ne jomi ket ama !…
Met an Aotrou a zigouezas war ar mare. Ober a reas da zant Per diskregi. Ha gant eur mousc’hoarz hegarat e lavaras :
D’ar baradoz pa deu eun den.
Ema eno, evit biken.