Mont d’an endalc’had

E korn an oaled/Fantig

Eus Wikimammenn
Imprimerie de la Presse Libérale 4, Rue du Château, 1923  (p. 177-188)



XIII


Gwechall-goz, oa eur roue hag en doa teir merc’h. Met n’en doa mab ebet. E verc’hed, avat, oa koantik holl, evel an deiz pa ve brao.



Ar roue oa klanv-diglanv. Ne deue morse eus e gambr. Enni en doa teir c’hador : unan zu, unan c’hlas hag unan ruz. E verc’hed o deve mall, bemdez, da welet war beseurt kador e vije azezet. An hini zu a verke ar maro pe e ranke unan bennak mervel ; an hini c’hlas a ziskoueze en doa ar roue laouenedigez ; hag ar gador ruz a lavare ez oa dleet d’ezan ober brezel.



Eun devez en eur vont er gambr e kavont o zad azezet war eur gador ruz.

— Petra ’zo digouezet ’ta, tad ? emezo.

— Roue ar vro dosta, va amezeg, a ya da ober brezel d’in. Klanv evel ma ’z oun, ne c’hellan en em lakaat e penn va zoudarded.

Red e ve kaout eur c’habiten, koulskoude. Mez piou da glask ha piou da gaout ?

— Me, va zad, eme ar gosa. Mar am lezit me ’vo ar c’habiten-ze. C’houi ’welo. N’eo ket kalon a vanko d’in.

— Merc’h keaz, eme an tad, tristik holl mond e penn ar zoudarded d’ar brezel ne zere ket ouz ar merc’hed.

— Lezit ac’hanon da vond, atao. Gwelet a reot pegen brao ec’h en em dennin ganti.

— Mad. Ra vo great hervez da c’hoant. Kemer va zoudarded ha kas anezo d’an emgann. Mez gra, bepred, avat, evel eur gwaz. Ma teu en da benn sonjou eus ar seurt na ve nemet e penn ar merc’hed, deus buan en-dro. Gant ar seurt sonjou-ze, ne helfes biken beza treac’h. Kerkoulz, me ’lavaro d’am zoudarded beza war evez.



Ar brinsez a ya d’ar brezel.

En eur vont, e tremen dre eur c’hoadad gwez korz. Hag hi da zellet gant trugar. « Oh ! ar c’horz kaer ! a lavare. Hag eün ’ta ! Nag a geielou skanv ha flour a c’helfed da ober gant an dra-ze ! »

— D’ar gear ! d’ar gear, eme ar zoudarded. C’houi ’zo en ho penn hureou merc’hed. D’ar gear !

Hag an holl a zistroas d’o c’hear.



An eil eus ar merc’hed a ginnigas, neuze, d’he zad, mont e leac’h he c’hoar.

— Mad, kea ’ta, a lavaras d’ezi. Met diwal na lakfes en da benn sonjou merc’hed. Ma teu sonjou evel-se d’id, deus buan en-dro. Rag ma vefes gounezet gant ar sonjou-ze, ne helfes birviken kaout an treac’h.

— O ! me ne rin ket evel ma c’hoar. C’houi ’welo, tad.

Hag ar brinsez yaouank en hent gant ar zoudarded.



En eur vont, e tremenas dre eur geriaden. Eno, an holl verc’hed yaouank, azezet war dreujou o ziez, oa o farda dantelez.

Ha hi d’o c’haout da welet o labour.

A bân e chomas da zellet. — « O ! koanta dantelez ! » a lavare. « Nag ar c’hoefou brao, nag an tavancherou kaer a c’helfed ober gant an dra-ze ! »

— D’ar gear ! D’ar gear, eme ar zoudarded. Ne helloc’h ket beza mestr war eun arme gwazed. C’houi n’eus en ho penn ken sonj nemet deus ar braoigou a zere ouz ar merc’hed. D’ar gear !

Hag an holl en-dro, da balez ar roue.



Ar roue keaz, pa welas, a deuas da veza tenval e benn ha d’en em jala forz. Sur, a veize, ne gavin kabiten ebet. Penaos a rin-me ?

Ha setu o tond d’e gaout, en e gambr, Fantik, e verc’h yaouanka.

— Va zad, emezi, me ’gaso ar zoudarded d’ar brezel. Me ’c’hounezo ganto an treac’h war ar roue hoc’h enebour.

— Te, bugel paour ! eme ar roue, te ’zo re yaouank. Da ziou c’hoar n’o deus ket gellet ober evel gwazed a galon. Petra ’rafes te ?

— Va lezit, atao, da vont ganto, va zad. C’houi ’welo, goude, peseurt kalon ’zo em c’hreiz.

— Mad, eme ar Roue, kea ’ta, ma vezo gwelet.



Fantik a wiskaz dilhad soudard. Eur c’hleze a stagas ouz he c’hostez hag en he dorn e kemeras eur bistolen. Pignad a reas war varc’h. Doue, na koanta kavalier ! mistr he c’horf, soun he fenn, he daoulagad o lugerni. Ar zoudarded ne dennent lagad diwarni hag oa foug enno o vond d’he heul.

Tremen a reas dre ar c’hoad korz ; gwelet a reas ar merc’hed yaouank oc’h ober dantelez ha traou all c’hoaz. Mez ne zoublas ket he fenn da zellet ha ne reas vân ebet outo.



Pelloc’h oa digouezet dirag ar zoudarded ez ea da ober brezel d’ezo. Chomet oant a zav war bordou douar o bro. Ha dirazo, o roue a yea hag a deue eus eur c’hostez d’egile. Eur paotr yaouank oa eus ar muia fetis, soun ha drant war e ellou.

Fantik her gwelas dioc’h-tu. Mez ne jomas ket da zellet outan. Ha hi, ive, da vont ha da zont dirag he zoudarded evit lakaat urz vad en o zouez.

Mez ar roue yaouank, diouz e gostez, en deus, ive, gwelet anezi. Chom a ra a bân da zellet ; n’eo ket evit miret ouz e lagad da bara warni. Ne zonj mui eo deuet d’ober brezel.

Ha pelloc’h e teu d’he c’haout. Pedi ’ra anezi da vont gantan d’e balez. — « Sot eo, a lavare, ober brezel an eil d’egile, pa c’heller en em glevet. Sur, ni ’en em glevo ha ne vo ket a vrezel. »

Fantik a yeas d’e heul.

Ar Roue ’gasas anezi d’ar gambr kaera eus e balez. Ne ehane da zellet outi, sellet a rea ouz he dremm, ouz he bleo, ouz he daouarn. Ha seul-vui e selle, seul-vui e sonje : « Hen-ma, ar c’habiten-ma, ’zo eur plac’h yaouank. »

Hag hen ha mond da gaout e vamm, da gounta ar pez en doa great. Mamm, emezan,

Ar c’habiten-ze a lintr evel an erc’h,
E lagad hag e vouez zo gwerc’h.
Hennez a rank beza eur verc’h.

— Ia ? a lavaras ar vamm, te gav d’id ? Kas anezan d’ar gambr ema an armou enni hag e weli. Mar deo eur vaouez eo, ne zello na ne lakaio e zorn war tra ’bet.

A roue ’gazas Fantik da stal an armou.

En eur vont er gambr, Fantik a zellas ouz kement tra ’oa eno. Kemeret a reas eur zabren hag e lakeas anezi er vann. Goudeze, c’hoaz, e kemeras eur fusuilh ha dre ar prenest lezas eun tenn.



A roue zistroas da gaout e vamm hag a lavaras d’ezi ar pez en doa great ar c’habiten. Ha koulskoude, a lavare c’hoaz :

Ar c’habiten-ze a lintr evel an erc’h,
E lagad hag e vouez ’zo gwerc’h,
Red eo sur ma ve eur verc’h.

— Mad, eme ar vamm, kas anezan d’ar jardin. Mar deo eur vaouez eo, e kutuilho roz ha bleun ar goukoug a zo eno eleiz, hag e lakaio anezo ouz he bruchet. Mez mar deo eur gwas ’ne zello ket, zoken, ouz ar bleuniou. E leac’h kement-se e reio eur c’hornad butun pe eur sigareten.

Ar Roue a yeas d’ar jardin gant e gamarad.

En eur zigouezout, Fantik ne zellas nag ouz roz nag ouz bleuniou all. Mez ruilh a reas eur sigareten, etre he bizied, ha goudeze, e lakeas anezi e pleg he skouarn.

A roue a deuas da lavaret d’e vamm ar pez oa tremenet. Mez atao, e randounenne ar memez tra :

Ar c’habiten-ze a lintr evel an erc’h,
E lagad hag e vouez ’zo gwerc’h,
Hennez, sûr, a rank beza eur verc’h.




— Mad, eme ar vamm. Kas anezan ganez da leina. Ma troc’h bara en eur lakaat an dorz da harpa ouz e stomok, e c’hellez lavaret, heb en em fazia, ez eo eur vaouez. Met ma troc’h e damm, en eur zougen an dorz etre e zaouarn, eo sur eur gwaz.

Leina rajont kevret.

Ha Fantik a droc’has he bara hep lakaat an dorz da harpa outi.

A roue zistroas da gounta d’e vamm ar pez oa digouezet. Mez, en despet da ze, ne ehane da lavaret :

Ar c’habiten-ze a lintr evel an erc’h,
E lagad hag e vouez ’zo gwerc’h,
Hennez, sur, ’rank beza eur verc’h.



— Mad, eme ar vamm, gra c’hoaz eun esa all. Lavar d’ezan mond d’en em walc’hi ganez kevret d’ar poull-bras. Ma nac’h mond e kredfen awalc’h e ve eur verc’h.

A roue a ya d’ar c’haloup da gaout ar c’habiten hag a lavar d’ezan : « An amzer ’zo tom ; dond a rez da neûn, d’ar poull-bras ? »

— Warc’hoaz, eme Fantik, nan hirio : n’em eus ket amzer.

Met, kerkent, e karg eur zoudard da gas d’he zad eul lizer hag a lavar d’ezan : « Va zad ker, skrivit, dioc’h-tu, d’in, da lavaret oc’h klanv da vervel hag e rankan mont d’ar gear. »



D’an deiz warlerc’h, e mare ar c’hreiz-deiz, ar roue a c’hede Fantik war bord ar poull.

Pa zigouezas, pelloc’h, e lavaras : Diwiskomp hon dilhad.

— Oh ! nan, emezi. Tomm eo d’in. Gortozit ken a vezo tremenet va c’houezen.

Mez, e gwirionez, ne c’hortoze netra nemet eul lizer digant he zad. Siouaz ! ne deue ket. Hag ar roue a ziskoueze kaout mall hag a lavare c’hoaz : « Diwiskomp ’ta hon dilhad. »

— O ! nan, emezi. Mezaon oun klanv. Kridien am eus em diskoaz hag em divesker. Kement-se ’zo son fall. Eun droug bennak a zo ’vont da c’hoarvezout ganen, koulz lavaret sur.

— Bah ! Bah ! An dra-ze n’eo netra, lavaras ar roue. Allo. Deomp en dour. Peseurt droug, kerkoulz, a c’helfe digouezout ganeoc’h ?



Dres, d’ar mare-ze, setu eur zoudard o tigouezout, ha gantan eul lizer. Rei ’reas anezan d’ezi. Ha Fantik en eur e lenn dond da veza tenval he fenn ha lavaret d’ar roue :

— Ah ! me ’zonje mad e teuje eun droug bennag beteg ennon. Setu aze eur c’helou ankenius. Va zad zo ’vont da vervel hag a c’halv ac’hanon da vont d’e welet, dioc’h-tu. Ho kwitaat a rankan ’ta. Mez kredit ac’hanon : greomp ar peoc’h. C’houi neuze, a deuio d’am gwelet d’am falez hag ez afomp, pa vo tomm an amzer, da neûn hon daou kevret.



Ar prins yaouank a vennas koll e benn gant an dipit. Mez ne c’helle ket enebi ouz bolontez eun tad. Plega ’rankas.

Fantik a yeas d’ar gear. Met araog mont kuit, e skrivas ar geriou-ma hag e lakeas anezo war an daol er gambr oa bet roet d’ezi :


Fantik ama en ho palez.
A zo deuet ha chomet guerc’hez ;
Gwerc’hez kuit ez a en he dro
Ha d’eoc’h e lavar kenavo.



Ar prins ne gouskas banne pad an noz. E spered a nije warlerc’h Fantik.

Pa deuas an deiz ez eas d’ar gambr m’oa bet ar c’habiten enni, da welet ha n’oa chomet netra war e lerc’h.

Kaout a reas al lizer war an daol. Lenn a reas anezan. Ha setu hen da lenva, da hirvoudi, da grial. Melkoni en doa leiz e galon. Gervel a reas e vamm hag e tiskouezas d’ezi an tamm paper lezet gant Fantik.

Pelloc’h e laka sternia e garros hag ez a da di tud ar plac’h yaouank.

Hag evel-se, Fantik he doa gounezet peder victor ha great ar peoc’h.

Dimezi ’reas, na petra ’ta, d’ar roue yaouank. Ha pa voe maro he zad e voe rouanez, evel-se, war diou rouantelez.


Evel eur boked livet koant
Diglink eo kaer ar plac’h yaouank


————