E korn an oaled/Charlankik hag an diaoul
Eur weach oa eun den : Charlankik a reat anezan. Hag ar Charlankik-se ne veze, morse hano gantan nemet eus an diaoul : diaoul ac’halen, diaoul ac’halese ; diaoul en tu-ma, diaoul en tu-ze. Pa veze amzer vrao, an diaoul emezan, eo hen roe. Pa veze amzer fall e lavare : petra ’n deus an diaoul o rei d’eomp eun amzer evel-se ?
— Taol evez, a lavared d’ezan meur a wech, an diaoul a glevo hag a deuio d’az kerc’hat.
— O ! me ne ran forz, a respounte. Mar
deu d’am c’herc’had me ’gemero an tu d’en
em entent gantan.
Charlankik a yoa mevel e bro Pont ’n Abat. Hag er vro-ze, pa deu gouel Santez-Katel,
Da lavaret eo, ar mitizien a ya da di o zud, echu o bloaz ganto. Mez eun nebeud goude, ez eont da foar ar mitizien da glask fret adarre.
Charlankik a reas evel ar re all. Mont a reas ive d’ar foar, da werza c’hoaz, evit bloaz, poan e ziouvreac’h hag e labour.
Edo, o vond, e unan penn, war an hent pa welas eun den bras ha galloudus o tond warzu ennan.
Ne dalv ket ar boan d’it mont pelloc’h, Charlankik, a lavaras an den-ze d’ezan. Me ’me eus izom eur mevel. Te a zo diouz va doare.
— O fei ! aotrou n’eus forz e peleac’h servicha. Me yelo, awalc’h, da ’vidoc’h. Mez pegement a raoc’h d’in ?
— Kant skoet da vloaz, diou roched kanab, eur re voutou prenn hag eun tok voulous.
— Mad ar memez tra. Mad eo. Me yelo du-ze.
C’houi pe eun all, an dra-ze ne ra netra
d’in-me.
— Gwell a ze ! Warc’hoaz vintin, neuze,
te ’deuio da duchen ar chorriked. Me ’vezo
eno. Hag ez afomp d’am zi hon daou kevret.
En devez warlerc’h Charlankik n’oa ket diwezat o vond d’an duchen. Pa oa digouezet, e vestr oa eno o c’hortoz anezan.
— Deiz mat d’eoc’h, mestr, a lavaras d’ezan.
— Deiz mat d’it, Charlankik. Deuet out. Allo ! mad ! D’eomp brema buan. Rag eun hent hir hon eus da ober.
Bale ’rajont edoug an deiz warzu ar c’huz-heol.
Da vare ar sarr-noz, ’oant e kichen eur maner bras. An nor a zigoras ha Charlankik a welas holl brenestou an ti o flamina evel pa vije bet an tân enno.
— Brema emaout e maner an diaoul, a
lavaras an aotrou. Alies ez peus kozeet diwar
ma fenn. Klevet am eus pelloc’h. Beza ’vezin
eur mestr mad, ma rez mad da labour. Sell.
Setu aze ar marchosi. Aze ez eus ugent marc’h.
N’ez po netra da ober nemet maga ha skrifellat
anezo. D’in-me out, epad bloaz. Ne fell ket d’in e kuitafes epad-se. Kerkoulz an dorojou
a vo prennet mad warnout.
Eur bloavez hep gwelet den ! Kement-se ’zo eun hir amzer.
Charlankik a deuas abred da skuiza. N’en doa ket c’hoaz great c’houec’h miz, hag en dije roet n’ouzoun ket petra evit gwelet e gamaraded.
Eurusamant evitan, oa chomet devot d’ar Werc’hez. Hag alies pa veze melkoniet dreist oll, ec’h en em harpe ouz eur speuren evit lavaret e japeled.
Ar Werc’hez e garie abalamour da ze hag
a deuas war e sikour. Disken a reas er marchosi
hag e lavaras d’ezan : Charlankik, ne
jom ket ama. Tec’h kuit. N’eo ket red, morse,
seveni da eur bromesa great d’an diaoul.
Frot da japeled ouz potail dor ar marchosi
hag an nor a zigoro. »
Pa deuas an noz, en devez-se, an diaoul o
tond d’ar gear a welas Charlankik o pourmen,
er jardin.
— Te ama ! a lavaras d’ezan mantret holl, penaos ez peus gellet dont kuit ?
— Dre an nor, sur mestr.
— Dre an nor ? Hag an diaoul en doa evel
aon. Mad ! a lavaras koulskoude, ne di ket
ken d’ar marchosi. Lezel a ran ac’hanout,
da vond ha da zond dre ar maner. Mez, avad,
difen a ran ouzit disken da gaout an nor a
zo e traon an douribel. Mar dez di, neuze
gwasa-ze, evidout ! Neuze, e kouezo truez ous
da ler !
Charlankik a reas ar promesaou kaera. Met d’an devez warlerc’h an diaoul, a voa eat, adarre da duta.
Ha Charlankik mont da glask an nor a oa difennet outan. Disken a reas e traon an douribel. Hag e kavas eur mel dor-vras. Unan houarn oa. Charlankik a jome, evel sabatuet da zellet outi. Hag e kave d’ezan klevet klemmou ha lênv. — « Daoust, emezan, outan e unan, daoust ha petra ’zo en tu all ? Bremaik me ’welo sur. » — Hag hen tenna e japeled hag e frota ouz an nor.
Digeri ’reas, na petra ’ta ? Ha Charlankik
a vennas sempla pa welas.
Dirazan edo ginou an ifern. Flammou tân a deue da lipat e zremm hag eur c’houez fall mantrus, c’houez ar c’hig brein, rostet, a groge en e fri.
Hag e wele, e kreiz an tàn, tud oc’h en em gorda gant ar boan hag o yudal. E kichen an nor edo e amezek ar miliner, en e zorn eur zil tân holl, ar zil oa gantan, emechans, pa veze o laerez bleud endra ma oa beo. Tost d’ezan edo Janik ar votez toull. Ha re all c’hoaz. Anaout a reas kalz re all.
Int-i, ive, o doa anavezet anezan. Ha dre o c’hlemmou e krient outan : « Petra Charlankik, te ’zo sot ? Tec’h kuit ! Sarr an or. Rak ma teu Lusifer-goz aze, ’maout devet. » « Gwella ma ’pefe da ober eo mont pell diouz e vaner milliget. »
— Ia. C’houi ’lavar, awalc’h. Met me ’m eus lavaret chom bloaz ; n’em eus c’hoaz great nemet c’houec’h miz.
— C’houec’h miz ! Awalc’h eo, emechans. Evit an diaoul, c’houec’h miz deis ha c’houec’h miz noz a ra eur bloa klos. Lavar an dra-ze d’ezan. Goulen digantan da gomanant. Mez na gemer ket arc’hant. Arc’hant an diaoul a ia, atao, da vrenn.
— Petra ’c’houlennin ’ta, neuze ?
— Goulen e vragou, ar bragou ’zo en e
gambr stag ouz eur boenten.
An nor oa a veac’h sarret, ma tigouezas an diaoul.
— Va c’houmanant, Mestr, eme Charlankik.
An diaoul a reas eur c’hoarzaden yud.
— Da goumanant ? Mec’hiog, emezan. Met n’ez peus great c’hoaz nemet c’houec’h miz hag ez poa lavaret d’in e chomjes bloaz.
— Oh ! ia, Mez c’houec’h miz deiz ha c’houec’h miz noz a dle ober deoc’h, eur bloaz kloz.
An diaoul oa kerkent, stanket e farouel. Hag e sonje ; Hen-ma, ar mevel-ma zo gwall-c’hoarier. Mezaon eo gwelloc’h lezel anezan da vond kuit.
— Mad, a lavaras d’ezan, da goumanant az po. Lavaret em boa rei d’id kant skoed hag…
— O ! nan. Me n’em eus ket izom arc’hant.
— Petra ’ta neuze ?
— O ! netra koulz lavaret. Va bragez a
goumans dont fall. Roït d’in ar bragez ’zo, en
ho kambr, stag ouz eur boenten.
An diaoul a grizas e fri. An den yaouank-se
a ranke sur, beza kelennet gant unan
bennak, a zonje. Tremen mall oa e lakaat er
meaz. Kommans a rea kaout aon. Hag hen
mond da gerc’had d’ezan e vragez.
Ar bragez-se n’oa tam brao. Great oa gant ler bouc’h. Flear an tri mil oa gantan. Ouspen-ze an hini ’wiske anezan a deue da veza du pod evel eur morian.
Mez a-hend-all, avad, e talveze an holl densoriou. N’oa ken nemet lakaat an dorn en e c’hodellou evit tenna, bep tro, tri mil lur er meaz.
Ha Charlankik, gwisket ar bragou-ze gantan,
a zeue warzu ar gear, douget war eur
marc’h roet d’ezan, war ar marc’had, gant
an diaoul.
Edo noz dija, pa zigouezas e tal eur maner
koz-koz. An iliao a zave ouz e vogeriou, hag
an doen kam-digam a oa evel war ar mare
da goueza en he foull. Met, evit an doare, oa
tud o chom ennan. Rag dre ar prenest e
weled eur goulou o para.
Ha Charlankik mont er maner.
Kaout a reas eun aotrou azezet e stern an daol ha teir blac’h yaouank puchet war an oaled, e kichen an tân hag o neza.
Charlankik a dennas e dok en eur stoui e Lenn. Ha goude e lavaras d’an aotrou : — « Bez ho pefe, mar plij ar vadelez da rei lojeis d’in evit eun nozvez. Me ’meuz baleet, hirio, kalz, hag a zo dija skuiz.
— Chomit da gousket, oa lavaret d’ezan.
Goulskoude, eme an aotrou, ne ve ket diez
d’eoc’h kaout e leac’h all, gwelloc’h lojeis
eget ama. Mez ar pez ’zo, ’vo roet d’eoc’h a
galon-vad.
Kousket en doa e doug an noz. Ha ker laouen en em gave, diouz ar mintin ma kinnigas d’an Aotrou difalla ar maner.
Micherourien voe galvet dioc’h-tu. Al labour a yeas mad en-dro. Hag eur miz goude, ar maner oa deuet da veza evel eur maner nevez.
— Petra ’rofen-me d’eoc’h evit ho tigoll ?
a lavaras mestr ar maner da Charlankik.
N’em eus netra siouaz ! Da vihana, va c’halon
a zalc’ho, atao, evidoc’h, anaoudegez vad
ha karantez.
— A zo mad, aotrou. Mez ma kredfen, me c’houlenfe diganeoc’h eun dra hag a ve eas da rei d’in.
— Peseurt ’ta ?
— Aze ho peus teir merc’h, koantik evel elez ar baradoz. Roït unan anezo d’in da bried.
— O ! ia, sur a galon vad.
An teir merc’h oa o selaou.
Pa glevjont, an diou gosa a zavas o mourrou hag a droas o c’hein en eur lavaret :
— « Minerges ! beza maouez da eur c’hoz morian hag a zo flear ar bouc’h ouz e heul. O ! biken, avad ! »
Ar yaouanka ne lavaras ger. Mez plega ’reas he fenn en eur zerri he daoulagad. Ne gave ket kenneubeut brao an den, mez he c’halon oa anaoudek evitan abalamour d’ar pez en doa great evit he zad.
— Ha c’houi lavaras Charlankik d’ezi ?
— O ! me vo ho pried mar ho peus c’hoant.
An eured voe great eun deiziou bennak
goude.
En eur zont deus an iliz an daou zen yaouank a welas war an hent, eur c’havalier soun ha drant war eur marc’h kellek.
Charlankik a anavezas an diaoul. Hag hen mont d’ar red warzu ennan. — « Deiz mad d’eoc’h, mestr », a lavaras d’ezan.
— Ah ! mad, Charlankik, eme an diaoul. N’ez peus ket bet aon o tont d’am c’haout dirag an holl ama. Abalamour da-ze me’ zo ’vond da rei d’id eun dra hag a rei plijadur d’az pried.
Hag e roas d’ezan eur pok. Hag ar pok-ze a gasas kuit diwar e dro ar c’houez fall hag a lakeas anezan da zont da veza livet brao, koant ha linvrin eus ar re gaera.
E bried na ehane da zellet outan.
He diou c’hoar a zelle ive. Mez ober a
reant sellou a dreuz ha leun a zipit. Koueza
’reont jalous. An eil a daole e c’hounnar war
eben. Hag oc’h en em ganna e kouezjond,
eun devez, el lenn a ioa adrenv ar maner.
Bloaz goude, Charlankik a erruas c’hoaz
gant an diaoul.
— Ac’hanta ! eürus out en da vaner nevez a lavaras hen-ma d’ezan.
— Oh ! eürus tre. N’euz er maner nemet va zad-kaer, va fried ha me. Va diou c’hoar…
— Ia, ia. Me oar. Du-ma emaint, bloaz ’zo, dija, e kichen Janik ar votez toull.