E korn an oaled/Niz Sant Per

Eus Wikimammenn
Imprimerie de la Presse Libérale 4, Rue du Château, 1923  (p. 123-138)



IX


Eur weach oa, — brema ’zo mil pell ’zo, avat, — met eur weach oa, atao, hag e oa eur c’hemener hag a read an Tanguy anezan. Dimezet oa da eur gemenerez. Deiz o eured, emechans, en em garient evel ar re all. Met, paour keaz Doue ! ne badas ket pell an eürusded. Bemdez e veze kri ha dalac’hao ken a dregerne an ti eus an traon d’al laez. Bemdez e veze bac’hadou. Hag ar vaouez keaz, goude beza tapet he stal, a ranke pignat d’he c’hambr, bep tro, da louzaoui he gouliou.

An Tanguy, avat, ne veze gwelet, morse, na bosset na kribinset. Met an holl o doa truez outan pa deue da gounta siou fall he c’hroeg a oa, dioc’h ma lavare, feneantez, likaouerez hag eun tammig rastell-doul. [1]

Hogen, ar c’hemener ’oa eun den desket. Paperou deuet d’ezan diwar-lerc’h e dud koz, oa eur bern en e di. Hag an Tanguy, pa veze dibres, oa e blijadur ruilh ha diruilh ar paperou-ze ha sellet outo.

Ha setu eun devez, e lakeas e zorn war eun tenzor, war eur paper hag a ziskoueze sklear oa deus ar memes lignez gant sant Per.

Ia, niz oa da sant Per, mar plij.

O welet en doa eun tonton ker galloudus, e lakeas en e benn, dioc’h-tu, mont d’e gaout evit pedi anezan da lakaat ar peoc’h da ren etre e wreg hag hen.

Digouezout a reas prim e dor ar Baradoz.

An holl a oar ema sant Per porcher eno.

Skei a reas, gant e zorn, daou pe dri daol war an nor. Ha sant Per, lakaat e benn moal en eur prenestr bihan da zellet.

Ar c’hemener n’oa ket mud. Kozeal a rea evel eur breutaer. Dioc’h ma lavarer, zoken, pa veze e-unan en e di, e komze ouz ar mogeriou.

Bonjouri ’reas e donton ha rei ’reas d’ezan da anaout oa deus ar memes lignez gantan.

Sant Per a lakeas e lunedou war e fri ha da lenn ar paper a ginnige d’ezan an Tanguy. Pa en doe lennet e lavaras : Gwelet a ran ’omp kerent en ugentvet lignez. Petra glaskez ? »

— Eun dra ’garfen kalz kaout diganeoc’h, tonton.

— Petra ? Eur garg huel bennak ?

— O ! n’eo ket, avat.

— Petra ’ta, neuze ?

— Diwar-benn va gwreg.

— Gwaza-ze ! Gwaza-ze ! Mantrus eo an tor-penn a zo, ama, gant an traou a zell ouz merc’hed. An Aotrou Doue, pelloc’h, en deus roet an traou-ze da ziluia d’an dud reuzeudik a zo er purkator evit rei tro d’ezo da verraat o foaniou. Rak etouez an traou-ze ez eus lod hag a zo eun ifern dirouestla anezo.

— Me garfe ober an divors…

— Ro peoc’h ! ne ouzout ket eo kement-se difennet gant iliz Jesus-Krist.

— Mat ! mat ! eme an Tanguy, p’e gwir ne c’heller ket ober an divors, e c’houlennin eun dra all diganeoc’h. Va gwreg.

— Da wreg adarre ! Kea da sutal gant da wred.

— Goulskoude, tonton…

— Mat ! Gortoz, neuze. Pa ve da en em emmell diwar-benn kement a zell ouz ar merc’hed, ne gredan, morse, kemer an dra-ze war va c’hount. Ged eun tammig, aze. Me ’zo vont da c’houlen ali digant an Aotrou Doue, Dioc’h ma lavaro d’in, e c’helli goulen diganen, bremaik, ar pez a giri.

Porcher ar baradoz a zerras ar viched. Hag an Tanguy azeza war eur goabren ’oa eno, hag ober eur sigareten.



Abarz pell, sant Per a lakea, adarre, e benn er prenestr bihan, ha laouenik-oll, e lavaras : Goulen diganen ar pez a giri, niz ; an Aotrou Doue en deus roet d’in galloud evid an traou az peus da ziluia.

— Allo ! Kelou mat ! Lezit ac’hanon, tonton, da gounta d’eoc’h eun nebeudig diwar-benn va gwreg.

— Evel a giri.

— Pa ’m oa anavezet Ivonaik — Ivonaik eo hano va gwreg, tonton, — pa ’m oa anavezet Ivonaik, e kave d’in e oa ar wella, ar garanteuzusa eus ar merc’hed. Kemeret a ris anezi da bried. Epad daou vloaz em eus sonjet, atao, ar memes tra diwar he fenn. Mez goude dek vloaz dimezi e vije lavaret ’oa lakeat eun all en he leac’h. Atao o c’hourdrouz pe o c’hrougnal. N’eo ket evit gouzanv ec’h evfen eur banne, e rafen eun taol domino ; ne fell ket d’ezi, morse, ez afen da gousket d’an tiez all. Ha deuet oun ha ne garan mui nag he dremm, nag he c’homzou, nag he…

— Kôchou ! Sorc’hennou holl ! Lavar d’in, krak ha berr, petra ’fell d’it.

— Petra fell d’in ? petra fell d’in ? Me garfe ober va gwreg diouz va c’hoant ; rei d’ezi ar c’horf a garfen, an ene a garfen.

— Mat ! Kerz d’ar gear. Diwar ar mare-ma, e c’helli lakaat da wreg da veza evel ma kiri.

— Ia ! Penaos ’ta ?

— N’az po nemet gourc’hemen.

— Ne faziit ket ? Sur ?

— Niz ! evit petra e kemerez ac’hanon ?

— Ia ! Met evit he c’horf, penaos e rin-me ?

— Evel evit he ene : en eur c’hourc’hemen ive. Evelkent, mar kavez gwelloc’h, e c’helli gant da zorn ober he c’horf diouz da zoare. Hec’h izili a vezo ker bouk, ma c’helli lakaat anezo evel ma plijo ganez.

— Trugarez ! tonton. Bennoz Doue d’eoc’h !



Sant Per o veza en em dennet deus e viched, an Tanguy a deuas d’ar gear, e benn pleget, e zorn en e c’hodellou, an ear da veza o tibri sonjou.

En eur vont en e di e welas e wreg akodet ouz ar bank ha kousket. Dihuna ’reas anezi.

— Ah ! bourjin ! deuet out pelloc’h ? An dra-ma ’zo maerou da zont d’ar gear ? Teir eur ’ao emaoun ouz da c’hortoz. Da goan ’zo yen. N’eus mui a geuneud d’ober tan. Pe da vare, ive, e vezi eun den renket evel ar re all ? E tlefes sonjal, koulskoude…

— Allo ! randounen ! peoc’h d’in-me ! Me zifen ouzit kôzeal araok tri miz.

Monaik a blegas he fenn hep lavaret eur ger. Ha mui ne veze klevet netra, nemed an Tanguy o lounka e voued

— Distenget, avat, a zonjas ar c’hemener. Va zonton zo galloudus. Brema ez an da veza gwaz da eur vaouez ar fura deus ar gwragez ’zo er bed. Gwelomp, adarre, ma vo gwelet.

— Gwreg, a lavaras, ne garan ket da gaout trist. Eur gwaz a c’hell goulen ma teufe e vaouez da veza laouen en e genver. Bez laouen.

N’oa ket a veac’h lavaret e gomz gant an Tanguy, ma c’hoarze Monaig laouenik holl outan. Laouen e tistalias staliou koan. Laouen e roas d’ezan tan da dana e gorn-butun. Laouen, c’hoaz, e plegas d’ezan e zilhad pa ’z eas da gousket. Ha diouz ar mintin pa voe dihunet, en deiz warlerc’h, kenta tra ’welas voe e wregik o c’hoarzin outan gant teneredigez.

— Ped eur eo ? eme an Tanguy. Hirio, mezaon, oun chomet da ober feneantis.

Monaig, mut evel eur pesk, a gendalc’he da c’hoarzin.

— Gwreg ! eme an Tanguy, eun tammig fachet, mat a rez beza laouen. Mes gra eur mousc’hoarz all. Na ziskouez ket, atao, da zent. Lavaret e ve great emaout oc’h ober goab ac’hanoun. Pet eur eo ? Emechans, n’out ket bouzar ?

Monaig ne lavare ger.

— Na me ’zo sot ! eme an Tanguy. Brema e teu da zonj d’in. Gourc’hemennet em eus d’ezi chom hep kôzeal epad tri miz. — Hag en eur zevel e vouez e lavaras : Mat, mat eo, grweg ; brema ’c’hellez kôzeal. Mes arabat kôzeal nemed evit respount d’ar goulennou a rin ouzit. Ped eur eo ?

— Nav eur.

— Mad ! ro d’in va zouben.

Monaig en em hastas da zenti.



An Tanguy ’jomas en e wele. Edo o sonjal ober korf e wreg d’e zoare. Mes nec’het oa. Ne ouie ket penaos en em gemer evit lakaat anezi da veza eur vaouez vrao. Ha koulskoude, en doa mall da ober eun dra bennak evit gwelet ha kaout a helje kement a c’halloud war he c’horf evel war he spered. Goude beza sonjet awalc’h, e lakeas en e benn ober deus Monaig eur vaouez vras, galloudus ha great mat.

E gwirionez, Monaig oa bihan ha mistr. Ne dape ket, zoken, d’an Tanguy, beteg e ziskoaz. Hag ar c’hemener en doa mez ganti, kouls lavaret.

Sevel a reas, gwiska e zilhad buhana ma c’helle ha mont da jacha war izili Monaig evit hirraat anezo. Hag, e berr-amzer, [e] wreg a deuas da veza eur mell maouez marz he gwelet.

He dilhad, na petra ’ta ? ne oant mui frank awalc’h. Hag ar boutounou a strinke hag ar manchou a roge. Monaig a grene gant ar spount. Kaout a rea d’ezi oa deuet hec’h eur diweza. Met an Tanguy oa laouen o welet pegement oa gwir komzou e donton.

Evelkent, avat, a sonje, e kouste keroc’h gwiska eur vaouez vras eged unan vihan. Ober a rankas dilhad. An nadoziou ’voe lakeat da vont en dro, hag a-benn kreis teiz oa echu ar wiskamant nevez evit Monaig.

Met ar vaouez keaz oa nec’het maro. Lénva ’rea pa zonje e ranke mont dirag an dud, kresket evel eun tour ha teo evel eur variken.

Na dez ket da lénva, a lavaras an Tanguy. Me zo ’vont da lavaret d’it ar pez ’zo digouezet. Deac’h oan bet o welet unan deus va zontoned koz, sant Per. Roet en doa d’in ar galloud da ober da ene ha da gorf diouz ma bolontez. Er c’hiz-se e vo, sur, peoc’h, atao, en hon ti. Ober a ranki bepret, pe e plijo ganez pe ne rai ket, ar pez a c’houlennin. Emechans, out eas deus ar c’hras-ze am eus bet digant an tonton ?

Monaig a helle respount d’ar goulennou a vije great outi. Ha hi lavaret : — Eas ? Ha n’oun ket, avat. Ma en dije gouezet sant Per, pegen sot oa e niz, biken n’en dije roet ar galloud-ze d’ezan. N’ez peus ket a vez, da veza roet d’in ar vent am eus ? E peleac’h e kavin-me, brema, gwele bras awalac’h ebet ? E peleac’h e kavin-me, eun daol da zibri, eur gador da azeza ? Sell, Tanguy, sotoc’h evidout-te ’ez eus ket war an douar !

— Peoc’h en toull-ze ! eme ar c’hemener. Da zever kenta e vo kaout mat ar pez a ran, me hen gourc’hemen d’it. Gwelomp : Eürus out pe n’out ket da veza bet lakeat e giz ma ’z out ?

— Eürus ! O ! ia. Kountant bras, mignounig tener.

— Ne gav ket d’it em euz spered ?

— O ! eo. Kalz zoken.

— C’hoant az peuz e teufen da labourat c’hoaz, hag atao, hervez ar galloud em eus bet digant va zonton sant Per ?

— Ia, ia.

— Ah ! mat-tre, setu aze kôzeal. Ro eur pok d’in.

Ha Monaig a blegas kement ha ma c’helle da lakaat eur pok war dal he gwaz.



An Tanguy n’en doa c’hoaz great netra deus dremme itroun. He dremm koz oa chomet war he c’horf nevez. C’hoant en doa, na petra ’ta, da rei d’ezi eun ear eus ar re gaera.

Hag evel ma klaske penaos en em gemer ganti, setu ma teuas sonj d’ezan eus eur zôn en doa kanet, gwechall, pa oa yaouank :

Va mestrezig a zo koant
Hag he deus bleo melen
He dent ’zo olifant…

Setu aze, atao, evit he dent hag he bleo, eme an Tanguy. Gwelomp ’ta petra lavare, c’hoas, ar zôn-ze ?

Ha war bouez sonjal, e teuas d’ezan envor eus an diou rimodell all-ma :

He daoulagad a lugern evel diou stereden,
He diou chod a zo ru flam, evel diou gerezen.

Gervel a reas Monaig, d’e gaout, ha kerkent reketi d’ezi eun dremm evel ma lavare ar zôn.

Tudou paour ! na drola tra ! Monaig n’oa mui hènvel ouz maouez ebet.

D’ar weach kenta ma ’z eas ganti da bourmen, an holl a c’hoarze hag a zelle dre ma tremenent. Ar vugale vihan a rede war o lerc’h en eur grial. Hag ar gwazed a heje o diskoaz hag a lavare : « Peleac’h da vihana en deus an Tanguy kavet ar vaouez drol-ze ? »

Ar c’hemener n’oa ket bet pell e bourmenaden. Dont a reas prim d’e di. Mezek oa. Gwelet rea n’en doa ket kavet ar gened da rei d’e wreg. Ah ! ar zon milliget ! a lavare. Da gana, an dra-ze ’oa ker brao, koulskoude. N’oun nemet eur zod. Falvezet eo bet ganen kaeraat Monaig, ha n’em eus great nemet diotach.

Eürusamant oa eul louzou evit parea e velkoni. Rak hervez ar galloud bet digant e donton sant Per, e c’helle ober e vaouez hervez e volontez, netra nemet gant gourc’hemen. Setu perak e lavaras : « Ra vo Monaig rozen ar merc’hed ! Ra vo ar gaera, an hini he dezo ar muia spered ; ra ’vo deus an holl grouadurien an easa da garet ! »

En dro-ma e teuas a-benn eus e daol. An Tanguy en doa eur vaouez eus ar seurt na ve kavet en nep leac’h. Evid ar gened e oa dispar : ar merc’hed gwisket kaera oa maskaradennou en he c’hichen. Hag evid ar spered, an deskadurez, an dud ar muia gouiziek a ranke anzav na gouient netra e par da Vonaig.

Ar c’hemener oa e galon barr a joa. « Va gwreg, a lavare, a zo e-giz ma fell d’in : n’em eus netra da reketi d’ezi mui ! Bennoz Doue d’am zonton ! »

Ar c’hemvers a yea en dro, ma ’z oa eun dudi. An dud a veze servichet buan, hag atao, eus ar gwella. Ne ehanent da rei meuleudi d’ar vestrez. Abarz pell, ar gemenerien all n’o devoe mui netra da ober. An holl a deue da di Monaig.

Dond a rajond da veza pinvidik.

Brud vad maouez an Tanguy a deue da veza ker bras ma tirede an holl da c’houlen kuzul diganti. Unan a vije kam e vioc’h : dond a rea da gaout Monaig. Eun all a vije klanv e vugel, Monaig a ranke mond da welet ar c’hlanvour. Hen-ma ’vije ’vont da gaout prosez ? Araok prosezi e c’houlenne ali Monaig… En eur ger, n’oa ken hano nemet diwar-benn Monaig : Monaig en tu-ma, Monaig en tu-ze ; Monaig, atao !

Met an Tanguy, avat, oa dilezet, ankounac’heat gant an holl. Koll a reas, zoken, e hano. Ne reat mui anezan nemet gwaz Monaig.

Awechou e tigoueze d’ezan kaout c’hoant da lakaat e fri en traou a veze roet da ziluia d’e wreg. Met kaset e veze da bourmen, na veze ket pell : « Ser da veg, diot ma ’z out, a lavare an dud d’ezan. Lez da vaouez da gôzeal. »



Koulskoude, buez an Tanguy a deuas, gant an amzer, da veza muioc’h c’houero, c’hoaz, eget diagent. O welet fougasi, atao, e wreg hag o welet, ive, na vije mui great stad ebet anezan, e teuas da veza jalous. Hag ar jalouzi — an holl her goar, — a vag eur prénv hag a zebr ar galon.

An Tanguy a zizec’he war e dreid. Ne lavare ger ebet mui. Melkoniet e veze atao. Ha pelloc’h, e lakeas, adarre, en e benn mont da gaout sant Per.

Hag hen ha mont.



En devez-se, dres, porcher ar baradoz oa dilabour. Laouen en em gavas o welet e niz o tigouezout.

— Ah ! deiz mat d’it, niz, a lavaras d’ezan. Deuet e oas adarre ?

— Ia zur, tonton.

— Ac’hanta ? Me laka ez out an eürusa den ’zo war an douar. Rag den all ebet n’en deus, eveldout, eur vaouez hervez e c’hoant.

— Se ’zo gwir, tonton Per, a respontas ar c’hemener, en eur ober eur skrabig d’e benn. Met…

— Met petra ? Petra ’zo ’ta adarre ?

— Petra ? Va groeg ’zo ker mat, ker fur, ker koant, ken desket, ma n’emaoun mui er gount.

— Daoust ha ne gar ket ac’hanout ?

— O ! eo. Kalz, zoken.

— Daoust ha n’eo ket dous bepred en da gever ?

— Eo, eo, avat, mardouen. [2]

— Daoust ha ne gas ket mat da di en dro ?

— Deus ar gwella. Gras d’ezi omp pinvidik.

— Met neuze ?…

Met neuze ! Tonton paour ! ne ouzoun ket penaos lavaret kement-se d’eoc’h. Va maouez zo dispar. Met d’am zonj d’in-me, eo re zesket, re vat, re garantezus, he deus re a gened. Holl ar meuleudi a zo eviti. Met me, brema, a zo kemeret evit netra. Pa gaoze, an holl a zelaou anezi : pa gomzan, ne ve ket taolet muioc’h a evez eged euz eun azen o vlejal. Pa dremen, an holl a denn o zokou d’he zaludi. Ha me, pa ’z an dre an hent, ne vez ket great muioc’h a stad ouzin eget ouz eur c’hi. Ah ! tonton ! doare eur gwaz, lakeat eveldoun, a zo doanius.

— Mat. Petra ’fell d’it ?

— Me garfe e teufec’h da ober va maouez diouz ho toare d’eoc’h-choui, tonton Per.

— Ah ! goustadik, avad, eme sant Per. Te garfe, brema, lakaat war va c’hein ar boan az peus. Ma vijes bet fur ez poa goulennet lakaat ac’hanout da-unan da veza gwelloc’h. Ezom az poa, muioc’h eget Monaig, da wellaat.

Met, brema, eo re ziwezat. Ne hellez mui, zoken, ober chenchamant ebet en da vaouez. En em c’hra ganti mar fell d’it beza eurus.

Ha, sant Per, droug ennan eun tammig, a roas d’ezan eun taol troad evid e gas diwar dreujou ar baradoz.



Biskoaz er bed ’ez eus bet gwelet
Na groeg na loan hep si ebet.
A ze gwaz ne dle ket fougeal,
Rak si en deus kouls hag eun all.


  1. « Indiscrète » e galleg. Eur ger eo hag a ve lavaret e bro-Leon.
  2. Yez Leon. — Mardouen ne ket anavezet e Kerne.