E korn an oaled/Ar C’hlapez

Eus Wikimammenn
Imprimerie de la Presse Libérale 4, Rue du Château, 1923  (p. 113-119)



VIII


En devez ma oa bet va aad o tiskleria, en ti-kear, ez oa ganet va c’hoar Monik, ar mear a c’houlennas digantan : « Pet bugel ez peus pelloc’h ? »

— E feiz ! eme va zad, eiz am eus brema : pevar mab ha peder merc’h.

— Koublad ha koublad evel evid an dans. Ne vank mui d’it, brema, nemed eur sôner.



Unnek miz goude-ze, e teuen war an douar. Ha kerkent, na petra ’ta ? e voen hanvet ar sôner. Va zud o deus dalc’het an hano-ze warnon, betek hen, daoust ma na ouzoun ket son an distera. Met d’an oad a c’houec’h vloaz, e pakis eun hano all : « Ar c’hlapez ! Dre c’hras Doue, an hano-ze n’eo ket bet dalc’het warnon. Ha koulskoude, sùr, em eus santet meur a weac’h beza gounezet anezan.



Eun devez oan gwintet war Margot, ar gazek koz a oa du-ma. Dindanon oa eur zac’had ed hag a dlien da gas da vala da Vilin ar C’harpount.

Araok mont en hent, va mam-goz, — Doue d’he fardono ! — a lavaras d’in : « Arabad d’it, avad, kleo, lezel ar miliner da gemeret ouspen eun dornad gwiniz evid e c’hobr.

— Mad, eme-ve, eun dornad gwiniz.

— Ia, eur dornad gwiniz, sur. Lavar an dra-ze en eur vont gant da hent. Kerkoulz, ma faot, red e vo d’it en em voaza da lavaret an traou en eur vont gant da hent. Rak da spered a zo ken berr ma na jom ket pelloc’h an traou ennan eget an dour er zil.

— Mat, mam goz, eun dornad bep sac’had ? Me ’lavaro.



Eun hanter-eur goude-ze, edon o tremen ebiou eur park. Tri mevel oa ennan oc’h hada gwiniz. Dibuna a rean va orogell : « Eun dornad bep sac’had, eun dornad bep sac’had…

Ha sada ’n tri mevel en-dro d’in hag o prada va c’hostennou gant troad ar rozell :

— Lustrugen fall ! a lavarent. Hag an dra-ze ’zell ouzit pegement a vo roet d’eomp ? Eun dornad bep sac’had ! Daoust hag an dra-ze zo eur gount ?

— Aï ! Aï ! Penaos ’ta vo red lavaret ?

— Ac’hanta ? furaat a rez ? Lavar : « Doue d’he bennigo ! »

Ha me en hent en eur skrabat va c’hostennou blounset hag o lavaret, en taol-ma, dre ma ’z ean : Doue d’he bennigo !



— Petra ? Kleo ar mec’hieg-ze petra ’lavar ? Daou zen oa dirazon. Treina ’reant war bouez diou gorden eur giez klanv oant o vont da veuzi. Hag e taolent mein ouzin en eur ober hu varnon.

— Aï ! Aï ! Petra ’zo ? N’eo ket mat ar pez a lavaran ? Petra ’vo red da lavaret neuze ’ta ?

— Marmous ! Lavar : «Ar giez villiget emaor o vont da veuzi ! »

N’oa ket eas delc’her sonj deus eul lavar ken hir ha hennez. War bouez poania, koulskoude, oan deuet a-benn. Hag en eur vont dre an hent e lavaren : « Oh ! ar giez villiget emaor o vont da veuzi ! »



N’oa ket pell e welis o tont dirazon eur bern tud yaouank. Goloet oant a rubanou, goazet ha merc’hed. Ar plac’het yaouank a zouge, ouspen, war o dilhad, dantelez ken flour ha gwiad kinid. En o zouez oa unan, evelkent, gwisket kaeroc’h eged ar re all. He daoulagad a lintre gant ar joa. Hag he diou jod oa ruz evel diou gerezen. En-dro d’he gouzoug oa [eur] gravaten seiz hag a goueze beteg an douar. He zavancher oa griet, penn-da-benn, gant neud aour ha neud arc’hant.

Ha me ’zelle. Me ’zigore va lukarniou. Rak n’em oa gwelet, morse, kaeroc’h traou. Hag en eur zellet me lavare : « Oh ! ar giez villiget emaor o vont da veuzi ! »

— Divergount bihan ! Loan vil ! eme eur paotr yaouank. E peleac’h out-te bet savet ma teuez evel-se, da lavaret droug eus eur plac’h yaouank ken blin ha ker koant ?

Hag e tilamme a benn-hêr warnon. Terri ’reas war va c’hein eur vaz kelen oa gantan. « An dra-ze ’zesko d’it, a lavare, da ober goab ouz eur plac’h yaouank a zo ’vont d’an iliz evit beza eureujet !

— O ! va Doue ! eme-ve, en eur droi ha dizroi va c’horf paour, brevet gant an taoliou. Me c’houlen pardoun ma ’m eus lavaret fall. Mes petra rankin lavaret ?

— Petra ? Lavaret sur : « ra vefent holl evel-se !

— Mat ! mat ! me lavaro.

Hag, atao, bransellet war gein Margot, ez ean en hent, en eur lavaret en dro-ma : « Ra vefent holl evel-se ! »



Digouezet e oan dirag eun ti, e pleg an hent.

Ar moged a zave dre an doen. An traou a strake. Ar flammou tan a deue dre ar prenestr hag an nor. Eur bern tud, en-dro d’an ti, a daole douar ha dour war an doen.

N’em oa, morse, gwelet tan-gwall ebet. Spountet oan. Hag e tremenen ebiou, en eur zibuna va litaniou : « Ra vefent holl evel-se ! »

— Loan vil ! Dal ! setu aze evit da reket milliget, a lavaras eun den. Hag an den-ze a daolas, en eur jarneal, eur bailhad dour ouz va dremm.

Dallet neat oan. Mil boan ’m oa o tigeri va daoulagad. Met, emon-me [1], petra ’zo ’ta adarre ? Penaos e rankin lavaret neuze, brema ?

— Mastin bihan ! petra da lavaret ? « Doue d’her mougo ! emechans sur. Setu aze ar pez a zo da lavaret.

Hag en eur vont gant ma hent, e kleven, c’hoaz, tonerdeal war ma lerc’h. Setu ama avad, kudennou, a zonjen. Eürusamant ema echu va beach. Bremaik emaoun er vilin. Hag en eur vont e lavaren sederroc’h : Doue d’her mougo !



Oan digouezet dirag eun ti govel. Ar marichal oa oc’h esa c’houeza ’n tan war houarn diou rod kar. Bernia ’rea rubanou a zindan ha war ar mouded. Met an tan oa dies da enaoui. Hag e c’houeze en eun tu hag e c’houeze en eun tu all. Met an tân ne groge ket. Hag e pec’he. Ken drol e kaven anezan ma ne oan ket evit miret da c’hoarzin. Ha dre va c’hoarz e lavaren ar geriou am oa desket da ziweza : « Doue ra her mougo ! »



Ar marichal a glevas. — « Dal, pez divalo emezan, moug hennez, ive ! » Hag e taolas ouzin, eun tam glaou ruz-tan. Ne stokas ket ouz va fenn, dre chans. Mez koueza ’reas war dailher Margot. Ha va c’hazeg paour d’an drot. N’he oa ket trotet pell a oa. Met, emechans, e sonje oa gwelloc’h trotal evit miret na gouesfe mui tan warni.

En eur zigouezout er gear, d’ar pardaez, e kountis va flaneden d’am mam-goz.

— Klapez keaz, a lavaras d’in, te ’vo sot atao. Dalc’h sonj, da vihana, mar gellez, eus al lavar koz-ma :

Dre re gôzeal
E taper e fall.


————


  1. E Treger e vez lavaret — emon-me — evit eme-ve.