Marvailhou ar Vretoned e-tal an tan/a-bezh
Skrid a-bezh
- Marvailhou
- ar Vretoned
- E-tal an Tan
- Marvailhou
- ar Vretoned
- E-tal an Tan
- Sant-Nouga, deiz Gouel bras ar Rozera 1906.
- KLAODA, VA MIGNON MAD,
Va fedi ’rit da ober d’eoc’h eur pennad skrid, da lakaat e-tal ho levr nevez.
Perak ’ta, p’eo gwir ho pije va c’havet atao en dizro eus a bep leac’h, n’ho peus ket goulennet an dra-ze digant unan bennak-all hag en divije bet, tra ken nemet e hano, galloud awalc’h da lakaat dioc’htu ar zell da goueza war he levr ?
Gouzout a rit ervad e vezo dister ar pez a rin, ha daoust da ze e pedit ac’hanon gant kement a galon ma na c’hellan miret da glask ober plijadur d’eur Breizad kalonek eveldoc’h.
Warlene e lakeac’h moulla « Mouez Reier Plougastell », ho levr kenta ganet, gwersiou nemet ken ennan, kouls lavaret. Eul levr kaër oa hennez ha n’en deus ket bet digant an dud an digemer ’oa dleet, a gav d’in, en divije bet. Ar bobl — an hini ma skrivomp evitan — n’en deus ket c’hoaz, pe gentoc’h n’en deus ket ken en e spered, a eskell nerzus awalc’h da dizout ganto an uhelderiou m’ho peus c’hoant e lakaat da zevel enno.
Er bloaz-man dioc’htu, daoust da labouriou tenn ho stad, ho peus kavet amzer da gempenn adarre eul levrig koant, muioc’h diouz doare hor c’henvroïz en taol-man, « Marvailhou ar Vretoned e-tal an tan » e hano.
« Marvailhou »… tra ken nemet an hano-ze a dalvezo da alc’houez d’ho levr nevez da gaout dor zigor da vont e meur a di ; hag eur wech m’en devezo kemeret e skabell, ne vezo ket diskabellet buhan, n’eus ket ezom da gaout aoun : re zies e vezo kavet en em zizober eus eur mignon ker plijadurus.
Mez da vont e meur a di-all e leac’h m’en deus ezom da vont koulskoude, e vezo an hano-ze didalvez ive, hag e kavo dor brennet, rak ar « Marvailhou », a leverer, a zo echu o amzer.
Gwechall e oa anezo stank e-touez an dud : an holl a ouie eun dra bennak, ha lod ne veze fin ebed d’o re.
« Kaer am ens kounta — a lavare d’in eur marvailher koz — nemet kounta a rafen, e kavan atao da gounta. »
Labouriou teun an hanv a veze skanvaet ganto, nosvesiou hir ar goanv a verraent ; plijadur vad ha mac’had mad a reant d’an holl, ar pez a yoa kaër, rak « eur zant trist, evel a lavar sant Fransez a Zal, a zo trist e zantelez »… Hag an ali a gavan e skridou Marianna Abgrall a zo eus ar re fura : « Tec’hit diouz tud tenval ; an dour pa na red ket a ve louz peurvuia, leun a amprevaned… »
Gwechall e oa « Marvailhou » ; sperejou an dud n’oant ket ken divoedet ha brema.
En deiz a hirio, troët evel ma’z oar war an destum arc’hant, ar blijadur a gaver o selaou ar rimadellou hag ar c’honchennou koz ne gont ket ken.
N’eus meneg ebed ken eus a vidanellerez evelse, eo m’oar vad sur :
Kaoz ar c’hezeg ha kaoz ar zaout,
Kaoz all ’bet ken n’oar goest da gaout
Nemet eun all izeloc’h c’hoaz,
Siouaz !
Setu aze ar wirionez !
Spered pobl Breiz, ar spered-ze bet maget ker mad en amzer goz, ar spered-ze hag en deus bet eskell ken nerzus da zevel etrezek kement tra gaër. mad ha gwir a zo, a ya bemdez war zisteraat, war zinerzaat, war izellaat.
N’en deus ket ken a zigor war an amzer da zont hag ankounac’haat a ra an traou presius o deus lakeat kement ha kement a rumm dud da zont betek ennan e doug ar chantvejou tremenet.
Madou ar c’horf a ya war gresk,
Madou ar spered a ya da hesk.
Piou zo da veza tamallet eus eun darvoud ken trist ?
N’eo ket c’houi eo da vihana ; rak rouez eo ar re a ro, ken dizamant ha ma roit c’houi, kement o deus evit lakaat eur vuez nevez d’en em skigna war douar Breiz-Izel ; hag o c’houzout ne c’heller ket mont war raok nemed harpet e vefed war an amzer dremenet, ho peus lakeat ho poan da zestum « Marvailhou ar Vretoned », an traou-ze hag a zo enno bannou spered burzudus eur ouenn gaẽr, hag a zo mall o destum araok ma vezint peurzisfelebet ha peurgollet da viken.
Pebez hordennad traou brao ho peus pennaouet hep ezom da vent pell…
Etouez ar « Marvailhou »-ze, unan zo hag a gavan dispar : « Klaodinaïg ». En hennez ho peus lakeat hoc’h ene hoc’h-unan, ha kement tra en deus great dudi ho kalon a vugel p’edoc’h gwechall o redek measiou Plougastell, ha pa ne oa ket eno nak eur roc’h nak eur vodenn ha ne vije ket anavezet ganeoc’h.
« Klaodinaig » n’eo ket eur marvailh koz, mez savet eo e yez ar re goz ha skrivet ganeoc’h en doare kaër-ze a ouezit lakaat anezan da gemeret dindan ho pluen dir.
Bezit dinec’h, Minorez Kerzadiou a zo eneet ganeoc’h krenv awalc’h da badout keit hag ar Brezoneg, evel m’eo great ar Brezoneg da badout keit ha reier Plougastell.
Pegouls ’ta ne vezo ket ker fallakr pe ker berwelet ar re o deus da welet war skoliou Breiz-Izel ma vezo gellet koms, skriva ha kana enno, e yez ar Vro, evel ma rear en holl vroiou-all eus ar bed ?
Na pegen plijadurus n’oa ket gwelet d’an 29 a viz Gwengolo diweza lizer-meur an Aotrou Mercier, Arc’heskob gwiziek ha brudet Malines, o c’hourc’hemenn ma vije desket ar flamanteg en holl skoliou e eskopti ! — Ar flamanteg er vro-ze a zo yez ar bobl, evel m’eo ar brezoneg er vro-man. — Pegouls ’ta e vezo taolet evez ouz hon yez-ni ivez ha dishualet hor bro baour ? Pa blijo gant Doue, gwir eo ; mez pa labouro ar Vretoned a-zevri ivez.
Kendalc’hit eta. va mignon ker, da labourat evel a rit, da gerzet gant an ero ho peus boulc’het, da stourm evit gwiriou ar bobl vreton, da zestum kement tra a c’hell maga, sevel ha rei eskell da spered ar Vro.
Nak a bed, tud desket koulskoude war o meno, tud savet gant ar bobl, skoliet diwar goust e c’houezen, maget eus ar bara a c’hounit d’ezo, hag a dleje na petra ’ta neuze, dleourien d’ezan evel ma ’z int, e sklerijenna ; hag e leac’h ober an dra-ze ne reont nemed e zalla muioc’h-mui ha rei an dourn d’ezan d’en em laza. Nak a bed !
« Ma karfe an dud pinvidik teurel eur zell bep ar mare war ar re a zo izeloc’h egeto, nak a vad a gavfent tro da ober [1]. »
Ya, sur ! ma karfe an dud pinvidik, pe i a zo pinvidik eus madou an douar, pe eus madou ar spered, n’eus forz, ranna gant ar re baouroc’h, na pegen uhel ne vefe ket savet ar Vro ! Rak seul-vui e rofed, ha seul-vui e kavfed da rei.
Mez n’eo ket evelse eo a c’hoarvez. Ar re o deus a zalc’h tost d’ar pez o deus ; brao c’hoaz pa ne c’hoarzont ket d’ar re a ro.
Daoust da ze, epad ma kas enebourien gouenn ar Vretoned o labour war raok, arabad deomp-ni chom da zellet ouz ar stered. N’eo ket bras hon niver : « N’eus forz ! » evel ma lavar an Aotrou Roudot en e bez-teatr dudius war « Maro sant Tremeur » :
« Eus an doueou eo e teu ar gounid ha n’eo ket eus niver pe eus galloud an dud [2]. »
« Skrivomp, lennomp, komzomp ha kanomp e brezoneg [3] » ; lakeomp dirak daoulagad ar bobl vreton e wiriou sakr a vez breman breset etre an treid dirazan.
Ar gwir zo treac’h d’ar bed !
Labouromp gwella ma c’hellimp hep ober van eus an dud dibreder n’o deus ken micher nemed kaout abeg e kement a ra ar re-all ; greomp hon ero, re-all a deuio war hon lerc’h hag a raio gwelloc’h, rak eur ouenn nevez a zo o sevel, kredit ac’hanon.
Dourn ha dourn eta, holl a unan atao ha war raok bepred, ha Breiz a vezo adsavet ha ne dremeno biken ; rak, evel a livirit gant kement a wirionez,
« Eur boblad tud n’hell beza dispennet
« P’ eo ar memprou etrezo unanet. »
Kenavezo. Ra ’z ay ho levr, bennoz Doue warnezan, da ober vad ha plijadur d’ « Ar Vretoned » bodet « e-tal an tan ».
Ho servicher a greiz kalon,
- J.-M. PERROT.
Sevel a ran Marvailhou ar Vretoned evit ar re-oll
a gar ar Brezoneg, yez koz an Arvor.
Sevel a ran c’hoaz al levr-ma evit ma’z ay da greski niver al levriou brezonek a zo, siouaz, ker rouez !…
Yaouankizou hon amzer a zo troet war al lenn ; pa na lenner ket levriou mad, e lenner levriou fall. Ar re-ma a ziruilh warnomp eus Paris evit breina ar c’halonou ; rak, petra int peurvuia ? Marvailhou pe gonchennou hudur, flear ganto, gouest da lakaat ar vosen en eur vro a-bez ma na vije ket enebet outo. Ha koulskoude ez eer d’ezo evel ma’z a loened-zo d’an teil, respet d’eoc’h !
Gwasoc’h ive e troer war an traou gallek, o tilezel, siouaz ! giziou fur ar Vretoned koz, hor c’hendadou. Na lavaran ket e ve eun dra fall lenn al levriou gallek. Ar pez a gavan fall eo ar fae hag an dispriz a gresk dre ma troer muioc’h war ar galleg. War zigarez ma c’houzont eun tamm sklabez gallek, kals tud yaouank hirio a vez klevet dalc’hmad o c’hallegat, o kana soniou diboell pe lubrik, « Viens Poupoule », « C’est la lutte finale », ha me oar ?
Hor mennoz d’eomp-ni, Barzed Gourenez Breiz-Izel, eo miret e Breiz ar giziou koz, ar brezoneg, ar c’hanaouennou digaset d’eomp a rum da rum gant ar re a zo bet en hor raok ; ni a fell d’eomp miret an onestiz, ar peoc’h, ar garantez, an unvaniez hag an urz vad e-touez hor c’henvroïz. N’eo ket dre ar galleg, m’oar vad, na giziou iskiz ar C’hallaoued eo hon devezo kement-se.
Gant ar brezoneg eo deuet ar feiz e Breiz, ha gant ar brezoneg ez ay kwit, ma tle ar brezoneg mont kwit eun deiz bennak. Penaoz an dra-ze ?
Eur bobl hag a goll he yez hag he giziou a zo eur bobl direizet ha distur. Ankounac’haat a ra an hent heuliet ganti e-doug eun niver bras a gantvejou, evit mont ’vel eun den dall en eur stread risklus ha seul ziesoc’h m’eo nebeut anavezet… Sonjit ervad, Bretoned !
Skoazel eta d’ar Varzed, e leac’h o goapaat ! Skoazel d’ezo abalamour d’ar vad a reont ; ober a rajent c’hoaz muioc’h ma na gavchent ket kement a enebiez…
Peb Breizad kalonek a dlefe beza war sav en hon amzeriou trubuilhet evit difen ar Feiz, ar Yez hag ar Vro ! Mez d’an drubarded a dro kein d’ar madou sakr fiziet enno gant sent koz an Arvor, oberourien dispar hor bro !
Fellout a ra d’in ama rei meuleudi da Yaouankiz Kristen Breiz-Izel, he deuz ententet e tle an holl hirio e Breiz lakaat o foan da viret ar brezoneg, da rei d’ezan al leac’h a enor ; ententet he deuz n’eo ket eur c’holl-amzer pleal gant unan eus ar yezou kaera eus ar bed, beo-buezek hirio kouls hag en amzer ar roue Gradlon, sant Pol a Leon, sant Kaorintin ha sant Herve. Fellout a ra d’ezo kana e yez o bro.
E gwirionez, gwelet o deus sklear en amzer da zont,
rak Breiz a chommo breizek, youl Doue eo !
War zav ! O c’houi holl hag a zo yaouank ! War zav evit Doue ha Breiz !… Ober a c’hellit kals a vad dre ho komzou ha, dreist-holl, dre hoc’h oberou. Diskouezit e peb doare, a-wel d’an holl, ho peus karantez evit ar yez venniget-se, hag e talc’hit tost d’ezi evel d’eun tenzor santel. Skrivit ho liziri e brezoneg, kanit kanaouennou Breiz ha komzit dalc’hmad e yez ho tud koz.
Oc’h ober evel-se ho pezo great ho tever dirak Doue ha dirak an dud.
Va levr a goms eus Klaodinaïg, ar Blougastelladen galonek a yeas d’ar gouent goude beza roet d’he c’henvroïz ar skouer eus an holl vertuziou kristen.
Ra vezo fur evelti an holl verc’hed yaouank, hag evelti e vezint eürus, zoken el labouriou tenna, abalamour eo Doue a skuilh e vennoz war an neb a vev en e zoujanz hag a zo bepred aketus d’e zever. Da bep-hini anezo e lavarin gant ar barz Yeodet :
O ! chomm e bro da gavel,
Chomm, chomm e Breiz-Izel !
nemet dont a rafe Doue dre eur burzud eus e vadelez
d’o gervel davetan en eul leac’h distro, evel ma c’hoarvezas gant Klaodinaïg.
Ar marvailhou-ma, fizianz am eus, a vo lennet gant plijadur er goanv e-tal an tan, ha da zul goude ar gousperou.
It, deliennou skanv, it dre-oll : kasit e peb tu hekleo va mouez raouliet o hopal d’an emzav ; kanit dousik, kanit tener ; lakit al levenez da bara war daliou roufennet va c’henvroïz.
Koueriaded measiou an Argoat hag an Arvor, labourerien ter an douar, tud a boan, kemerit va levr skrivet penn-da-benn er yez a gomzit hag a garit ar muia ; kemerit ha lennit, rak evidoc’h eo em eus e zavet.
O lenn unan pe unan eus ar pennadou-ma e santot marteze ho kalonou o lammet en ho kreiz. Na stourmit ket, me ho ped, oc’h ar vouez dudius-se a lavaro d’eoc’h izel :
Da ganta Doue !
Breiz-lzel goude,
Hag he Yez ive !
Ha ra vezo ar c’homzou-ze reolen ho puez, a-vrema hag evit atao !
Landiviziau, 1a a viz Eost 1906.
/|\
Piou n’en deus ket klevet alies koms eus parrez Plougastel-Daoulas, eus he C’halvar, eus he reier soun hag uhel evel mogeriou-difenn ? Plougastelliz a vez kavet e peb leac’h da viz even o werza sivi ruz ar c’hourenez.
Lavaret em eus « gourenez » ; hag e gwirionez, Plougastel a zo kelc’hiet gant ar mor, nemed dioc’h kostez Landerne. En hanter-noz, ster an Elorn a ruilh he doureier sioulik, a walc’h aochou Plougastel War hed peder pe bemp leo, m’oar vad ; er gornaoueg ema Brest, ar ger vraz, hag ar « rad », unan eus ar re vrasa hag ar muia gwaskedet eus ar bed ; e tu ar c’hreisteiz e kaver ster Daoulas gant he flegou-mor dudius meurbet, mor an Douar-Bihan a ya da zistana treid krec’hen Sant-Klaoda.
Ar vourc’h, eur gerig vrao kenan, a zo brudet a bell zo gand iliz vras sant Per, hag ar c’halvar, savet er bloaz 1602 gand ar Blougastelliz koz dre westl, epad ar vosen a reas kement a reuz er vro d’ar mareou-ze. Bez’ ez eo unan eus ar re gaera a oufed da welet war zouar Breiz-Izel. Gouzout a reer, koulskoude, mar dint niverus ha kizellet skanv kals anezo ! Setu perak, epad an nevez-amzer hag an hanv, e tired kement a zivroidi da vourc’h Plougastel. Dont a reont, nan hebken eus a Vrest, hogen eus pennou pella Bro-c’hall, ha zoken eus a Vro-Zaoz. Gwelet em eus bet eus an dud-se bammet oll dirak ar c’halvar, daelou a levenez hag a deneredigez o tiruilh eus o daoulagad.
Mar deo kaer ar vro, an dud ’zo enni a zo c’hoaz kaeroc’h ha gwelloc’h. »
Hervez n’ouspet beleg, parrez Plougastel eo, goude Plougerne, an hini wella eus an eskopti. Kement-se na zouezo tamm ebed an nep piou bennak a anavez anezi. Feiz an dud-se a zo birvidik abaoue m’eo tremenet dreizi daou abostol bras Breiz-Izel : Mikeal an Nobletz hag an Tad Maner. Kenteliou fur an daou zen santel-ze a yeas ken doun er c’halonou, ma treuzont ar c’hantvejou o tremen divlam eus eur remzi d’eben, evel eun tan sakr, atizet bep sul gand sarmoniou pastored ar barrez. Nag a veleien, nag a vreudeur, nag a leanezed a zo bet diwanet hag a ziwan atao war ar c’hornig douar benniget-se ! Eat ’z eus kals anezo betek ar broiou pella da gas sklerder ar feiz d’an dud gouez !
Plougastelliz a zalc’h d’o giziou, d’o doareou koz, d’ar gwiskamant a zo d’ezo hepken. Klevet em eus bet alies fougeal ar « Glazik », gwiskamant Rosporden, ha kals a re-all. N’am eus droug ebed da lavaret anezo. Koulskoude na ouzon ket perak e vez great fae a-wechou War dilhajou a bep seurd liou Plougastelliz, iskiz mar kirit, hogen kaer ha pinvidik meurbet. O ! ra gendalc’hint da viret o chupennou glas ha moug, o boned ruz hag o bragou berlinj ! Ra virint ivez o brezonek yac’h ha digailhar dioc’h ar sklabez gallek a zigas lod anezo eus a Vrest ! Ra virint gwelloc’h c’hoaz feiz krenv an amzer gwechall ! Plougastel neuze a gendalc’ho da veza eur barrez vat ha meulet e-touez ar gristenien. Sonet em eus pellik marteze kloc’h bras sant Per ; kement-se a yoa dleet, dre ma ’z eo great ar wirionez evit beza lavaret. Koulskoude, red eo ive hen anzav : Plougastelliz a gar re ar bod-ilio. Lavaret e ve ez eont d’an hostaliri o kredi mont en eur chapel. Ya, d’an davarn, siouaz ! ez eont gwall-alies, o lezel e strad ar gwer o gwenneien, o nerz hag o yec’hed. Ha, koulskoude, gwazed Plougastel peurvuia n’int ket eus ar re grenva. Petra zo kiriek da gement-se ? Kals a lavar eo abalamour ma timezont etre kerent. Ar Plougastellad na fell ket d’ezan mont eus e barrez. El leac’h m’eo ganet e rank beva ha mervel. Labourat a ray parkeier e dud koz, nemet mont a rafe da vartolod, ar pez n’eo ket rouez, rak ar Plougastellad na gar tam ebed ar vicher zoudard, ha p’eo gwir e rank an holl hirio servicha ar vro o tougen an armou, e giz pe c’hiz, ez ay kentoc’h war vor. Ar mor ! e anaout a ra pell zo, e welet a ra abaoue ma c’hell bale. Daoust ha n’eo ket bet boazet da ober bagouigou a wele gant plijadur o vont hag o tont var c’horre plean dour al lenn ? Ar mor, eta, a zo e vignon, e garet a ra a greiz e galon, hag epad an amzer gaer, e vrasa levenez eo mont da c’horonkat (da neui). Paotred Plougastel a oar abred neui evel gleskered. Arabad eo, eta, beza souezet ma ro parrez Plougastel kement a vartoloded dispount d’ar vro !
En unan eus keariou ar barrez vat ha koant-se eo tremenet ar pez ez an da gouta. Buez Minorez Kerzadiou n’eo ket eur vuez vurzuduz ; na c’hedit ket klevet konta marvailhou grac’h koz, eus an traou iskiz-se a vez kontet er beilhadegou e-tal an tan. Klaodinaïg a yoa eur vaouez savet war ar meaz ; he derveziou a zo bet derveziou tud hon amzer, henvel ouz hor re.
Chommomp war ar meaz ! Mar deo tenu labourou ar parkeier en hanv dindan an heol bero, er goanv skornet gant ar yenien, nag a blijadur ive, d’ar pardaez en-dro d’an oaled, da zul, d’ar pardoniou, d’an eost ! Hag ar frankiz ! Hag an ear yac’hus ! Hag ar garantez etre tud an hevelep ti !
Na c’hounezer netra o vont e kear !
An neb a ya euz bourc’h Plougastel da Zantez-Kristina a heuilh eun hent bordet a gleuziou leun a c’hlazvez o teurel ar gwella c’houez vat. E zaoulagad a ya gant dudi eus eur boked d’egile, hag e tigouez evel-se gant eur geriadennig a zav he zoennou glas e-touez bouchadou gwez eolac’h ; eno, azalek ar mintin betek an noz, al laboused na ehanont da gana ha da ziskana o zoniou dudius.
Eun ugent vloaz bennak zo e weled c’hoaz dilerc’h mogeriou ti bras Klaodinaïg. An amzer, siouaz ! a deu a-benn eus a bep tra ! N’o gweler mui hirio, an drez hag an ilio a c’holo anezo.
Fanch ar Gall ha Katel Kervella n’oant ket pinvidik, pell ac’hano. Bez’ o doa, koulskoude, daou bark hag eur vioc’h, peadra da veva hep mont da glask an aluzen.
Katel a veze klanv alies, red d’ezi chomm var he gwele ; eun amezegez vat a deue neuze war he zro ha da ober labour an ti. Fanch, avad, a ranke mont bemdez war-dro e barkeier, kas ar vioc’h d’ar peuri hag he digas d’ar gear ; amzer da zibri, netra ken, hag en hend adarre.
Evel-se ez ea. an traou e Kervazengar pa deuas Klaodinaig er bed.
N’eo ket red d’in lavaret e oa dinerz ha kizidik bras. An disterra freskadurez a rea d’ezi krena gant ar riou. Doue, hag a vag al laboused bihan, a gemer muioc’h c’hoaz a evez eus e vugale. Katel a bareas nebeut goude, hag a oe barrek adarre da entent ouz he zi hag ouz he merc’hig koant.
Houma, gant an amzer a greske hag a grenvae. Na jomme nemeur en ti ; mont a rea gent ar vugale-all da c’haloupat ar parkeier, ha na deue d’an ti nemet da vare ar prejou.
Deuet ’oa en oad da vont d’ar skol ; hogen, evel m’edont pell dioc’h ar vourc’h, he zud n’o devoa ket a hast d’he c’has. Evel-se e c’hortozchont ken na oe krog en he dek vloaz. Klaodinaïg he devoa spered lemm ; dre-ze na oe ket pell evit tapout an doare da lenn. Deski a reas goude he c’hatekiz e berr amzer ; ha pa deuas eviti ar mare da vont dirak ar veleien evit gwelet ha gouzout a rea katekiz a-walc’h evit ober he fask, e oe digemeret e-touez ar re wizieka, ha roet d’ezi zoken eur priz ens ar re vraoa.
Klaodinaïg a yoa devot evel eun eal. Derveziou ar retred a oe eviti derveziou a beden. Gant he c’halon evel gant he zeod e kane ar c’hantikou brezonek a-unan gent he c’honsortezed. Neuze, kennebeut na brema, ar c’hanaouennou gallek n’oant ket anavezet e Plougastel. O ! na mall he doa da zigemeret he Doue evit ar wech kenta ! Gant pegement a aked e labouras e-pad an tri dervez benniget-se da netaat he ene dioc’h pep seurt loustoni !
Hel lavaret em eus, kerend Klaodinaïg n’oant ket pinvidik ; hogen, onest e oant ha karet gant an holl. Unan eus an amezeien a brestas dilhad gwenn d’ar baotrez vat evit mont d’ober he fask.
Na kaer ’oa he gwelet o vonet d’an daol zantel, he daouarn e kroaz, he fenn stouet eun tammig hag he daoulagad hamter-zerret ; kredet e vije gwelet eur werc’hezig diskennet eus an env. Pedi a reas kalonek evit he zad hag he mam vat, o doa kemeret kement a boan ganti betek neuze.
He c’halonig a dridas gand levenez pa glevas he hano da vont da zougen skeuden ar Werc’hez Vari evit prosesion ar Feunteun-Wenn ! Dervez eürus, a jommas ar zonj anezan moullet gant lizerennou aour e kalon Klaodinaïg !
Goude meren e oe klevet kleier Sant-Per o son laouen, o c’hervel ar vugaligou d’an iliz evit en em lakaat e stad da vont d’ar chapel.
Tregern a rea ar parkeier,
An henchou doun, al lanneier,
Gant mouez skiltrus ar vugale
O kana meuleudi Doue !
Kerkent ma oe bet kristenet
Hon tud koz e Plougastel,
Da vamm Jezuz e oe savet
Er Feuntenn-Wenn eur chapel.
Na birvidik e oe he feden e-harz skeuden Vari ! Daoust d’ezi da veza c’hoaz yaouank, me gred (n’hen touan ket) e reas en deiz-se da Zoue al le da viret atao he gwerc’hded, en enor da Vari. Hag ar pez am doug d’her c’hredi eo ar pez a zigouezas diwezatoc’h.
Ar chapel a zo brema er Feunteun-Wenn a oe savet er pemzekvet kantved.
Kantvloaziou, gant eur feiz dispar,
Eno pedas hon tadou,
Siouaz ! an amzer a ziskar
An dud hag o labourou !
Raparet eo bet meur a wech abaoue. Plougastelliz o deus kals doujanz eviti. Epad ma ’z oun bet o chomm er barrez-se, va brasa plijadur oa mont d’he gwelet.
Ilizig koant ar Feunteun-Wenn,
Test a feiz krenv hon tadou koz,
Am gwele alies o c’houlen
Digant Mamm Jezuz he bennoz.
Tri miz goude, Klaodinaïg he doa ar c’hlac’har da goll he zad karet. N’oa ket bet pell war e wele, sammet trum a-valc’h gand an derzien domm (difoïd). An nebeudig gwenneien a c’helle beza gorroet, a oe buan teuzet e louzou ha gweladennou al louzaouer. Dont a rea an dienez en ti dre an nor hag ar prenestrou. Pebeuz anken a waskas neuze kalon ar c’hreg paour !… Ma oe red d’ezi gwerza he farkeier hag he bioc’h evit kaout eun dra bennak eviti he-unan hag he merc’h. Paour keaz Klaodinaïg !
Siouaz ! na zonje ket
Penaoz an anken
A dreuz hon eüruzded,
’Vel eur goummoulen !
O nag a boaniou kuzet a zo war an douar-ma, hep ma sonjfemp atao ! Ma karfe an dud pinvidik teurel eur zell, bep ar mare, war ar re a zo izelloc’h egeto, nag a vad a gavfent tro da ober ! Nag a dud naonek a c’hortoz eun tamm bara ! Nag a eneou glac’haret a c’hed eur ger frealzus ha na deu ket d’ezo !…
O ! greomp ar vad endra c’hellomp ; greomp-hen dioc’h-tu, rak gedal varc’hoaz marteze a ve gedal re ziwezat ! Warc’hoaz e vezimp hon-unan marteze en ezom… Ar binvidigez a zo hedro ! Hirio eo ho mignonez, warc’hoaz e troio kein d’eoc’h !…
Klaodinaïg, eta, he devoa nevez kollet he zad. A veac’h e oa sarret ar bez, a veac’h he doa ar verc’h kez taolet warnan an diweza beraden dour benniget, ma tigore a nevez, evit he mamm ar wech-ma ! N’he doa ket gallet herzel oc’h kement a boan spered, ha dinerz evel ma ’z oa, na oe ket tenn d’an Ankou rei lamm d’ezi.
Edod e derc’hent Nedelek.
Katel he doa bet he sakramanchou dioc’h ar mintin, hag an deiz penn-da-benn a yoa bet kriz. Gouzanv a rea poaniou garo meurbet. Hogen he brasa enkrez oa gant he merc’h… Petra deuje da veza war he lerc’h, he unanik er bed-ma ?
Teodou merc’hed a ya en dro,
Da c’hortoz ma teuy ar maro ;
A bep seurt traou o deuz gwelet,
Abaoue m’eo Katel klanvet.
— « Me ’m eus klevet, epad an noz,
Ar c’haouenned tost d’an ti koz
O teurel o skrijadennou :
Katel a varvo en deiziou !… »
— « Klevet em eus o wigoura
Karrig an Ankou dre ma !… »
N’oa ken kaoz gant yaouankizou Kervazengar penn-da-benn an hend o vonet d’ar Pelgent. Pep-hini a lavare en e c’hiz ar pez a dremene dre e spered. Holl avad oant aviz e vije dizale eun enteramant en o c’hear.
— « Mil bennoz Doue, Job, ha kenavo er baradoz,
rak n’en em welimp mui er bed-ma !… »
Ar c’homzou diweza-ma a oe lavaret gant eur vouez dinerz, poan o c’hlevet.
Ar zonj euz ar weladen galonus-ma na gwitae ket spered Job abaoue m’oa digaset kelou d’ezan eus a varo Katel. Goude an enteramant e c’halvas Klaodinaïg, hag e lavaras d’ezi :
— « Klaodinaïg, va merc’h paour, n’ac’h eus mui den da zoursial ac’hanod… Me am eus roet va ger d’az mam e kemerjen ac’hanod em zi… Ha plijout a rafe d’it dont ganen da jom da Gerzadiou ?… »
Klaodinaïg a respountas a-dreuz he daelou : « O Va eontr ! Ar vadelez ho pefe ?… »
— « Ya, Klaodinaïg, me a fell d’in… Hiviziken me a vezo da dad… Deus duma, kred ac’hanon,n’az pezo ket a geuz. Lavar, ha plijout a ra ze d’it ? »
Goude eur waskaden lenva Klaodinaïg a lavaras : « Ho trugarekaat, va eontr ! Warc’hoaz vintin neuze, mar kirit dont da Gervazengar, me yelo ganeoc’h !… »
Job a glevas gand eur vaouez, eun amezegez da Glaodinaïg, e kavche houma en he zi kement he divije ezom, da c’hortoz ma vije-hen e tro d’he digemeret.
Deut eo evidon ar mare da ober d’eoc’h anaout ti Job Ar Moal.
Kerzadiou a zo eur geriadennig vunut, etre Sant-Yann hag an Treiz,
.............................................azezet brao
E-touez ar c’helvez hag ar skao…
En unan eus an tiez brasa edo Job o chom gant eur c’hoar d’ezan, e zaou vab, eur plac’h ha daou vevel. Eun tiegez bras a zalc’hent, evito da veza nebeut a zikour. Gwir eo, war ar meaz, an eil diegez a ro dorn d’egile pa vez eur c’hrogad tenn, ar pez a hanvont « derveziou bras » ; evel-se e c’heller atao en em denna. Job a yoa eur pez den, d’ezan eun doare vat, drem eun tad eus al lezen goz, bleo hir o koueza. war e gein hag e ziou skoaz. Rust e veze eun tammig evit ar pez a zell oc’h an dever ; pep-hini a ranke ober e labour d’ar poent merket. A-hend-all na vije ket kavet eun den easoc’h ober outan.
Cheun ha Yann a deuas er bed d’an hevelep dervez. Henvel oant evel daou lommig dour, ha red e vije beza tremenet meur a zizun en o zouez evit o anaout an eil dioc’h egile. Ma ’z oant henvel en diaveaz, en diabarz n’oant ket, evito da veza daou vreur. Cheun a yoa douget d’ar vuanegez ; an disterra enebiez e lakae da vout en egar ; ouspenn-ze prenv an avi, ar warizi, a gavas an tu ive d’en em zila ennan. N’oa ket eun den difeiz ; hogen, alies e kave tro da ober goab eus traou ar relijion. Cheun n’oa karet gant den : ha pa ranked mont gantan, ne veze ket gant plijadur. Yann avad, en eneb, a yoa kunv evel eun eal, eur mousc’hoarz atao o tarza war e vuzellou, bepred troet da ober vad d’an holl ; karet e oa, evel just, gant kement hini hen anaveze.
Marc’harid, c’hoar Job Ar Moal, a oa war-dro hanter kant vloaz ! Atao he spered o sonjal el labour, n’oa ket e poan gant traou-all ; karet a rea meurbet ar sioulded, hag alies ec’h en em gave he-unan. Hi eo a rea al labourou e tro an ti. Ar plac’h a ye gant ar wazed d’ar parkeier.
Brema, lenner, pe lennerez, ec’h anavezit Kerzadiou ha ti Job Ar Moal.
Debret ’oa koan ha lennet Buez ar Zent. Goude ar « Grasou » e lavarjod eun De Profundis evit Katel ar Gall, evit repoz he ene.
Job a veze e penn an daol. Goude koan ’oa kustum da vonet da lakaat eur c’hornad da gichen an tan. En deiz-se na finvag ket ; anat oa en doa eun dra bennak a vras da lavaret d’e dud, hag an holl a yoa War c’hed.
Hag e komzas evel-hen :
« Gouzout a rit emaomp o paoues disken er bez korf katellig ar Gall, greg va c’henderv, maro e-unan eur pennad zo… Setu ma chom Klaodinaïg he-unanik war an douar, hep den da gaout truez outi… Betek brema hon deus bet gant largentez, me gred, kement a zo red evit beva. Ha manket ez eus bet eun dra bennak d’eoc’h, Va zud ? » — « N’eus ket avad, va zad, » a respontas ar vugale a eur vouez. — « N’eus ket ! n’eus ket ! » a lavaras Marc’harid d’he zro. » — « Mat, araok mervel, Katel am galvas d’he c’haout evit goulen diganen kemeret Klaodinaïg em servich… Rei a ris va ger d’ezi : warc’hoaz em eus lakeat em penn mont d’he c’herc’hat. Yaouankik eo c’hoaz, gwir eo ; hogen, da unnek vloaz e vezer gouest da ober meur a dra ; diouall a ray ar zaoud, ha pa na ve ken. Ouspen-ze, eun ober a drugarez am boa c’hoant da ober en he c’henver ! Great em eus ar bromesa d’ar vamm o vervel, derc’hel a rin d’am c’homz. Petra zonjit a gement-se, kristenien ? »
— « Na oufec’h ket ober gwelloc’h, a lavaras Yann ! Din e aa a druez, ar plac’h kez ! Evidon-me he c’haro evel va c’hoar !… Bennoz Doue a gouezo puilh war hon tiegez ! »
— « Daoust ha na vije ket gallet he c’has d’an hospital ? » eme Cheun etre e zent.
— « Gallet a-valc’h e vije bet, eme an tad ; hogen. va mab ker, da be leac’h e vije bet kaset goude eus hospital Brest ? Rag, her gouzout a dlefes, ar vugale ha ne vez ket paeet evito na vezont ket dalc’het eno, kaset e vezont pell ac’han, da diez an estren evit evesaat ar zaoud. Ha petra c’hoarvez, re alies siouaz ! gant ar vugale geiz-se ? Gwall-gaset e vezont war an disterra digarez ; nebeud da zibri, hag alies fest ar vaz ! Nan, biken n’em bije bet ar c’hrizder da lezel merc’h va c’henderv da vont evel-se. Klaodinaïg a zo eur baotrez a zoare, he chalonig leun a garantez hag a feiz. Sur oun n’ho pezo ket da glemm diwar he c’houst ; nan, pell ac’hano !… »
— « Pell a zo ec’h anavezan Klaodinaïg hag he zud, eme Varc’harid, d’he zro. Tud a feson ’oant. Poanius bras eo e vent bet skoet ker kalet gand dorn an aotrou Doue !… Gant plijadur e welin Klaodinaïg o tont en hon ti ; me a rofe d’ezi an hanter euz an nebeud am eus, hag ouspenn ma vije red !… Me a garo Klaodinaïg evel pa vije merc’h d’in !… »
War gement-se, pep-hini a yeas d’e wele.
En deiz war-lerc’h, kerkent ha sav-heol, Job a stage ar gazeg koz oc’h ar c’harr-resorchou hag a gemere hend ar vourc’h evit mont da Gervazengar. Pa zigouezas, Klaodinaïg a yoa o tastum he dilhad en eur c’harched. Lammet a reas d’e c’houzoug a dro vriad hag e pokas d’ezan gant karantez. Goude beza lavaret kenavo d’he amezeien Klaodinaïg a droas kein da Gervazengar, an dour en he daoulagad. Sellet a reas c’hoaz eur wech oc’h he zi paour, o sonjal ne welje mui marteze al leac’h benniget-se a c’houdoras he bloaveziou kenta, al leac’h-se he doa gwelet ennan he zad hag he mamm o vervel. Job, hep mar ebed, a anaveze penn abeg an daelou-ze, ha na lavaras ger evit miret outo da redek.
Beza ez eus er vuez mareou ker poanius ma ’z eo eur frealz da galon an den rei frankiz d’an daelou da ruilh o gwalc’h. Klaodinaïg a ouelas eta, o sonjal en he zad hag en he mamm he doa tremenet ganto kement a zerveziou eürus e Kervazengar.
Hed an hend na oe ket kals a zafar gant hon daou veachour.
A-ben kreisteiz edont e Kerzadiou. Klaodinaïg a oe digemeret gant karantez ha levenez. Pep-hini a dostae outi evit digas d’ezi eur goms frealzus bennak. Cheun e-unan zoken na ziskouezas ket a imor fall. Dirak eur plac’hig ker koant ha ken ankeniet, e galon a zeblante teuzi evel ar c’hoar e-kichen an tan. Eun dra bennak, mezdoued, a lavare d’ezan e karje anezi hen ive.
Eun nebeudig derveziou hepken a dremeuas neuze e Kerzadiou. Job ar Moal an doa lavaret :
— « Klaodinaïg a zo c’hoaz yaouank-flam, ha dre-ze en oad kaer da zeski. Pe seurt skol he deus bet bete vrema ? Me fell d’in he defe eun tammig deskadurez : red eo he c’has d’eur skol vat ! »
Setu ma oe kaset da skolaj ar C’hoarezed e Landerne.
Kement e poursuas war he studi, ar baotrez ker, ma oe darbet d’ezi klenvel, ma oe red d’he mestrezed miret outi da studia re.
Klaodinaïg, hag he doa kement a spered hag a furnez, a anaveze, hep mar, lavar ar re goz :
Studiit hep paouez ; d’ar spered e ten skiant
War bouez labourat tenn ; ar skiant a dalv arc’hant.
Ha koulskoude,
Na re nebeud, na re,
E pep tra, gwella ve.
Pa deue mare ar vakansou, Job pe Cheun a ye da gerc’hat Klaodinaïg d’ar gear. O ! ezom bras he doa da gemeret ear yac’h ar mor hag ar parkeier. Eun dudi ’veze neuze he gwelet o c’haloupat war-lerc’h ar zaoud war-dro kerreg huel ar Meziou. Al leac’h-ma a blije d’ezi dreist ar re-all, abalamour ma weler kals traou kaer ac’hano : an Elorn, parrez Gwipavas, ar Releg, ar « Rad » hag all.
Endra veze he chatal o peuri ar yeod glas trempet gant gliz an env, Klaodinaïk a zave he mouez sklear da gana soniou koant e yez koz ar C’helted. Yann hag an doa a-benn neuze eur garantez virvidik eviti, a jommas a-zav meur a wech da zelaou an eostig a gane ker flour, e riskl bras da veza gourdrouzet a zoare ma vije digouezet ar penn-tieg gantan.
Klaodinaïg a gendalc’he da zougen kanv d’he zad ha d’he mamm ; dalc’hmad e veze ar zonj anezo en he spered ; setu perak he c’hanaouennou peurvuia a veze war eun ton kanvus.
Setu ama unan eus ar gwerziou a gane an aliesa, abalamour, marvad, ma tigase koun d’ezi eus he c’herent marvet :
Pa deu ar pardaez, pa deu an noz tenval,
Pa glevan ar c’hloc’h bras truezus o voudal,
Pa glevan an avel er gwez sabr o vervel,
Me zonj en Anaon kez tost d’in oc’h va gervel.
Gant o mouez klemmus e laront en o yez :
« O c’houi, hor mignoun d’eomp, gwechall p’oamp e buez,
« O c’houi, hag hon dilez brema pa n’ho kwelomp,
« Bezet truez ouzomp, rak en anken emaomp ! »
E nosveziou ar goanv, p’eo an amzer skornet,
Pa yud an avel viz dre wask an nor zerret,
Me a gav d’in klevet moueziou an Anaon
O c’houlen pedennou evit terri o naon.
Evit terri o naon da welet o Doue.
E lavaront d’eomp-ni : « O c’houi a zo aze,
« Azezet en hoc’h eaz en-dro d’eun tantad tan,
« Pa c’houzanvomp ama, er Purkator, kals poan ! »
Eun tad a lavar freaz : « O va bugaligou,
« Pa ’z edon en ho touez. ’viz gounit d’eoc’h madou,
« ’M eus espernet netra, nag en deiz nag en noz,
« Dre aked evidoc’h n’em eus bet tamm repoz !
« Epad ma ’z oun bet beo, c’houi hoc’h eus va c’haret,
« Hirio, mam, ez oun gand an boll dilezet !
« Ho pet truez ouzin, o c’houi va bugale,
« Rak m’eo kouezet waron dourn pounner va Doue !… »
O na dleer ’vit den beza tud digalon,
Hogen nebeutoc’h c’hoaz e-kenver an Anaon.
Pa glevit o mouez, e peb leac’h, e peb giz,
Lavarit kalonek ’vito De Profundis.
Da benn an trede bloavez, Klaodinaig a dapas an holl briziou kenta euz ar skolaj. Pegen laouen ’oe he zad-mager en deiz-se ! Pebeuz enor a deuas d’ezan a-berz e verc’hig vad ! N’en doa ket a geuz da veza great dispignou pa ’z eo gwir he doa labouret ker mad ! Klaodinaïg eus he zu a ziskoueze kalz a joa outan. Santout a rea pegen gwir eo lavar ar re goz :
Seul-vui vioc’h anaoudek, seul-vui e vioc’h karet ;
Beza dizanaoudek ’zo a ouenn an aered.
Lavaret a reas kenavo d’al leanezed o doa poaniet kement ganti, hag e tistroas da Gerzadiou, echu ganti he studi.
Cheun ha Yann a yoa krog en o zriwec’h vloaz. Yann a yoa eur pez den a-benn neuze hag eun den a zoare. Cheun, avad, a yoa bihanik ha dister, du e zremm, gand eur fri teo hag eun tal roufennet, evitan da veza c’hoaz ker yaouank. O daou e karient Klaodinaïg, muioc’h koulskoude an eil eget egile ; Yann a ye d’ezi dispak ha digor, evel eur leor. Cheun dre guz. N’oad ket evit tremen hep karout eur verc’h ker koant, ken fur ha ken madelezus.
Job a lavaras eur vintinvez :
— « Cheun ha Yann a yelo da c’houennat sivi da bark an Heol, epad ma vezo ar mevelien o trec’hi (trouc’ha) koat. »
Cheun ha Yann a gemeras o binviou hag a yeas d’o labour en eur c’houitellat. Na gomzent nemeur eus Klaodinaïg etrezo. Hogen, epad eun hanter dervez ez eus amzer da lavaret meur a dra. Gouda meur a d1ra-all, setu ma kouez ar gaoz war gein Klaodinaïg. Cheun eo a voulc’has an dorz. — « Asa ! emezan, me a zo o klask gouzout perak en deus va zad kaset hounnez d’ar gouent. Daoust ha c’hoant en defe da ober eul leanez pe eur vestrez-skol ganti ? Ma tle turiat an douar eveldomp-ni n’oa ket red d’ezi kaout kement-se a zeskadurez, sklear eo. C’hoaz eur wech, m’her goulen, perak mont da zispign kement a arc’hand gant ar vinorez-se ?… Hon tad a zo eun den disleal !… Perak e ra evit ar glaskerez-se, ha n’eo tamm kar ebed d’ezan, ar pez n’en deus great evit nikun ac’hanomp-ni ?… »
— « Perak ? Perak ?… Va breur ker, arabad eo d’it koms evel-se… Hon tad, her gouzout a rez, a zo eun den fur ; gouzout mat a ra petra en deus da ober. Ha perak en em jala kement ?… Daoust ha laerez a ra diwar da goust an arc’hant a implij evit skolia Klaodinaïg ?… N’ouzout ket da wir, n’eo ket gwir ? Perak eta dua da spered gand ar pez n’ouzout ket ?… Gortoz diwezatoc’h da vihana evit klemm, pa weli penaoz e vezo rannet ar madou hon deus da gaout. Evidon-me a gar va zad, ha kalz a fizianz am eus ennan. Kement a ra a gavan a zo mad, ha ne dan ket da derri va fenn gant ar pez na zell tamm ebed ouzin. »
— « Setu ama eun den dizeblant ! Na ra forz gant netra ! Ma teufe al laer da c’houlen da jupen diganez e rofes d’ezan ive da vragou… Da galon, va breur, me gred, a zo great gant mel ! »
— « Cheun, goab a rez ! »
— « Fidandoustik ! ya, brao eo derc’hel keit-all er skol eur vinorez ha n’he deus ket eur gwenneg war he hano !… Klevet em eus gant unan bennak ne zistroio mui da Landerne goude an eost… »
— « Evel-se e leverer… »
— « Na vezo ket re abred d’ezi lakat he c’horf da labourat… A-walc’h a arc’hand he deus great dispign. A ! mall bras am eus da welet an demezel o tizrei da Gerzadiou. Klaoustre na ouezo mui penaoz ober evit bale War hor pave, eun tammik koc’hek a-wechou !… Ha penaoz koms outi ? Marvat he deus ankounac’heat he brezoneg, ha me n’ouzoun, koulz lavaret, ger gallek ebed (En eur c’hoarzin goapaüs). A ! A ! A ! Job ar Moal avad a zo eun den speredet kaer ! »
— « Va breur, doujanz evit hon tad !… Me az ped, na goms ket evel-se :
Spered dies zo kablus d’ezan ha d’ar re all ;
Plou a zo bet easoc’h goude rendael, tamall ?
Evel-se e lavare va mamm, Doue r’he fardouno !…
Ouspenn-ze, pec’het ec’h eus o tamall d’hor c’hoar
he dienez tremenet. Ober dismeganz n’eo ket ; mat,
ha, falloc’h ober goab goude. Evidon-me a gar
Klaodinaïg ; ha goude ma kemerfe va zad eun dra bennak diwar va c’houst evit sikour he skolia hag
ober anezi eur vaouez a zoare, n’eo ket me a c’hrosmolfe :
Ober vad da veza karet
Gwella labour a ve kavet. »
— « Mat, avad ! Oc’h da zelaou e ve lavaret oc’h ive en em glevet, Klaodinaïg ha te. »
— « En em glevet evit en em zikour ? evit en em garet ? Ya, ya, hel lavaret a c’hellez. kement-se n’eo ket eun dra fall, bez’ ez eo ? »
— « N’eo ket tre an dra-ze : hogen, gouzout a rez, koulskoude, ar pez am eus c’hoant da lavaret. »
— « Breur, na ouzoun ket… Da gomzou a zo goloet ! »
— « En em glevet oc’h evit an em zikour hag evit en em garet, hel lavaret ac’h eus… Pegoulz e vezo great an embannou ?… »
— « Koll a rez da skiand vat ?… Daoust ha gouzout a rez petra ’vezo Klaodinaïg divezatoc’h, ha petra e vezin me va-unan ?… »
— « Beleg e vezi marteze ; devot a-walc’h out evit an dra-ze !… »
— « Beleg na vezin ket ; re ziwezat en em gavan evit deski al latin. Karet a ran kals ar veleien, avad, rak ma talc’hont leac’h Hor Zalver war an douar. »
— « Ha Klaodinaïg a vezo merc’h kaer da Job ar Moal !… A ! gortoz, va lapouz ! Me a zo eun dra bennak ive, marvat ! N’ez aio ket an traou—ze en-dro evel war rojou. Red e vezo d’it kounta ganen-me ! »
— « Va breur, c’hoaz eur wech, kas ar sonjou-ze eus da spered. Poan a ra d’in klevet da gomzou binimus. Yaouank omp, hag hon amzer da zont a zo etre daouarn an aotrou Doue. E youl santel ra vezo great e pep tra hag e pep leac’h !… »
Deuet e oa Marc’harid da lavaret d’ezo mont da veren.
D’ar poent-se edo ar c’hiz e Breiz, pa veze debret koan, da vont en eun ti pe eun all da ober eun abaden kaozeal, ha zoken da labourat. Ar wazed a dane o c’horn-butun, ar merc’hed a groge en o c’hegel. Ar re goz, e kougn an oaled, a zivize diwar-benn al labourou douar, ar chatal, an amzer, keleier munut ar barrez, hag all. Ar yaouankizou kennebeut na jomment ket mut, hag a renke en araok an troiou a rajent er pardoniou da zont.
Pa na gaved mui netra da lavaret, e kleved mouez an tad koz :
— « Mar ’z eus eur barz pe eur varzez bennak er gompagnunez enorus-ma, me her ped da gana d’eomp eur zôn pe eur werz a zoare evit didua hor spered. »
Evel m’eo ar c’hustum war ar meaz, da gentan den na oueze netra, an holl a rea ardou.
Yann neuze a dostae ouz Klaodinaïg hag a lavare d’ezi :
— « Klaodinalg, te da vihana a oar eur maread kanaouennou kaer. Pet gwech n’em eus ket da glevet o lakaat ar Meaziou da dregern gant sôn dous da vouez lirzin ? »
An tad ive a boulze war araok, o lakat e boan da ober d’e vouez beza teneroc’h evit kustum :
— « Alo, Klaodinaïg, Va merc’h, arabad d’it ober ardou evel-se ; kân d’eomp eur zôn pe eur werz. Gra ar blijadur-ze d’az tad ! »
Klaodinaïg na helle ket enebi oc’h mouez he zad mager, kement a vad en doa gret d’ezi. O ruzia, neuze, e kroge gant he gwerz, endra ma ’z ea he c’harr-neza en-dro, o richana evel an ograou ouz kân an iliz. An holl a dave, hag a jomme sioul, o c’halon o tridal gant al levenez. Hervez m’am eus klevet meur a wech Kerzadiouiz koz o lavaret, evit kana Klaodinaïg n’he doa ket he far.
War-lerc’h ar ganaouen, e teue ar meuleudiou d’ar red hag a bep tu. Ar verc’hig vat o c’hinnige da Zoue, an doa roet d’ezi he mouez evel m’edo, dishenvel kaer dioc’h kement a dud lorc’hus a gemer meuleudi ar grouadurien evel p’o defe anezo o-unan an donezonou kaer a zo enno. Eürus c’hoaz pa na lakont ket o-unan boled en o c’hloc’h. Netra kasaüsoc’h eget klevet ar re-ma oc’h ober o meuleudi !
E Kerzadiou an doriou, hirio evel neuze, a zo bepred digor d’ar beorien keiz, memprou gouliet hor Zalver Jezuz-Krist. Kouls lavaret, bemdez e veze hini pe hini o loja e ti Job ar Moal. Ar beorien-ma, barzed eus an dibab alies, hep gouzout dare d’ezo, a gonte gant plijadur marvailhou hir keit hag hirio ha warc’hoaz. Pipi Gonto a deue alies gant e zac’h leun a gonchennou iskis. A ! gouzout mat a rea, ar c’heaz koz ! an digemer kalonek a vije atao oc’h her gortoz, dreist-oll epad ar goanv !
Da nao heur hanter, koulskoude, ec’h ehane kanaouennou ha marvaillou, hag an tad koz a voulc’he ar pedennou noz.
Didrous neuze, pep-hini a ye da glask e wele.
Yann a gave atao an tu da stoka e vreac’h oc’h hini Klaodinaïg ha da lavaret d’ezi :
— « Noz vat d’eoc’h, Va c’hoar ! »
— « Ha d’eoc’h ive ! » a responte ar plac’h vat.
Kerkent ha ma veze debret koan, Cheun a yoa mall gantan mont en e glud.
D’ar zul war-lerc’h edo tro an daou baotr yaouank da veza en oferen-bred. Araok mont en hend, an tad a lavaras d’ezo :
— « Va bugale, hirio ema gouel ar Rouaned, arabad e vezo d’eoc’h chomm da droidella er vourc’h pa vo echu an oferen, ’vit ma hellot mont adarre d’ar gousperou goude lein. »
— « Goude an oferen ni a deuy war-eün d’ar gear. »
Pa oa deuet an dud er-meaz ens an iliz, setu ar goard « champetr » o pignat war ar groaz da ober embannou an ti-kear evel kustum.
Hag e savas e vouez :
« Selaouet mat, hag e klevfet gwelloc’h a-ze,
« Nemet unan bouzar bennak a ve,
« Ha mar ’z eus, c’houi laro an eil d’egile !
« Dimeurz kenta ema tennadeg ar bilhed e Daoulaz evit holl baotred yaouank ar c’hanton a zo en oad evit kement-se. O hanoiou a zo skrivet war voger an ti-kear. Da eiz heur e vezo digoret ar zal, gwaz a ze d’an hini a vo diwezat ! Mear ar gommun a bed ac’hanoc’h da jomm reiz. Arabad e savfe trouz etre paotred ar c’hanton. Holl omp breudeur, rak-se e tleomp en em garet ; hogen, ar garantez na vez ket diskouezet dre an taoliou dourn hag an taoliou treid. Fizianz en deus ar mear e chommo pep-hini en e renk. »
P’en em gavas an daou vreur an eil gant egile, Cheun a lavaras da Yann :
— « Klevet ec’h eus ? Dimeurz e vezo sinet tonkadur va buez. Ya, dimeurz goude ma vo deuet va dourn euz ar vouest, me a ouezo petra ’vezo evidon an amzer da zont. »
— « Tonkadur da vuez ? eme Yann ; petra ’c’h eus c’hoant da lavaret, Va breur ? »
— « Ma vez huel va niveren (numero), me a jommo e Kersadiou da lahourat parkeier va zadou ; ma vez izel, en eneb, me a yelo da vartolod, rak na fell ket d’in beza soudard evit priz ehed. Karet a rez hor c’hoar Klaodinaïg ; me he c’har ivez ; evit koms freaz, setu ama va zonj : va huvre e vije renta anezi evurus en eun tiig distro war ar meaz. Hogen, mar dan da vartolod e chommin pell bras war vor, e leac’h, sur a-walac’h, e varvin gant ar boan-spered ha klenved ar vro. »
— « O Va breur, nan ! kement-se na c’hoarvezo ket… Chom a ri… »
— « Klaodinaïg neuze a vezo d’it, ha tamm ebed sonj ac’hanoun n’az pezo. »
— « C’hoaz eur wech, va breur, me az ped, kas ar zonjou poanius-se eus da benn. Gouzout mat a rez na hellomp ober netra hep aotreadur hon tad. Rak-se, e leac’h bec’hia hor spered evel ma reomp, e rajemp furoc’h o c’hedal ken na deuio ar mare da ober eun dra bennak… »
— « Eaz eo d’it koms evel-se, Yann, pa ouzout mad out kement karet ganti… Na zell nemet ouzit, na goms nemet ac’hanout, n’en em blij nemet ez kompagnunez !… »
D’an ampoent e tigouezas Andre ar Gosker ganto, a yoa ive o tont eus an oferen-bred.
— « Evit doare, emezan dioc’h-tu, e komzit a draou a bouez. Petra zo eta a nevez ganeoc’h, Cheun ? »
— « O netra ebed, Andre. Koms a reamp eus an tenna d’ar bilhed a vo dimeurz e Daoulaz. »
— « A, ya ! Klevet em eus ar goard o lavaret se bremaïk. Gwir eo, c’houi a zo da vont ho taou… ! »
Hag ar gaoz da vont en dro.
Pebeuz prez oe warno da vont da gas ar c’helou d’ar gear !
Klaodinaïg, n’ouzon dare penaoz, a gavas an tu da lavaret dre guz eur gomz bennak da Yann araok mont d’ar gousperou.
(Red eo d’in amzav ama e oa c’hoaz kredennou diot e-touez Bretoned ar mare-ze, e Plougastel kouls hag e leac’h-all. A-nebeudou, a dugare Doue, ar sorc’hennou-ze a zo bet dilezet dre m’eo bet skignet e-touez an dud anaoudegez ar c’hatekiz.)
Klaodinaïg a lavaras da Yann, he muia karet :
— « Dimeurz, emedout, ema an tenna. d’an disou ; mad, va mignon ker, ha c’hoant ac’h euz da gregi en eur rummen huel ? »
— « A dra zur, Klaodinaïg kez !… Ha petra gav d’it am befe da ober evit kement-se ? »
— « Setu ama ! Goude koan varc’hoaz, hep lavaret grik da zen, ez i d’ar vourc’h en eur dremen dre Zant-Yann. Mont a ti war-eün d’ar feunteun, hag ec’h evi eur bannac’hig dour e bolz da zourn kleiz. Pa vezi war hend bras Landerne e tenni da voned ruz hag e ri teir zro en-dro da groaz Kervern en eur lavaret : « Eneou salvet, bezet truez ouzin ! » E kroaz Leskivit hag e kroaz Kertanguy e ri an hevelep tra. Pa glevi unnek heur hanter o son e tour Sant-Per, ez i e bered ar barrez. Gra neuze c’houec’h tro d’an iliz, ha kement all d’ar c’halvar o lavaret evel diaraok. Pa zono kloc’h an hanter-noz, e kemeri eur vozad yeod war ar bez tosta da du araok ar c’halvar. Ar yeod-se a gasi ganez da Zaoulaz dimeurz. Deus neuze d’ar gear dre Gererault. Ma klevez eur youc’haden bennak e Toull-ar-Rohou, na respont grik ebed, n’eo ket drouk a c’hoarvesfe ganez. Ententet mat ec’h eus ? Ober a ri kement-se ?… »
Yann en doa kals a boan o viret da c’hoarzin ; hogen na reas ket, evit plijout d’ar plac’h vat, laouenedigez e galon, hag e lavaras :
— « Ya, ya, va c’hoar, hag ober a rin piz ha piz kement ec’h eus merket d’in. »
— « Mad, neuze n’ec’h eus ezom ebed da gaout aon, ne di ken d’ar zervich. »
— « Plijet gant Doue e ve evel-se ! eme Yann ar Moal. »
Ehanet ’oa Klaodinaïg da rei he aliou pa zigoueze Job ar Moal el leac’h m’edont.
— « Petra, Yann, emezan, n’ac’h eus ket a c’hoand ’ta da vont d’ar gousperou ? Da vreur a zo bet pell o c’hedal ac’hanout ; hogen, o welet ma deues ket, eo eat en hent, eun tachad zo. »
— « O eo, va zad ! me a zo o vont ive. Bezit dienkrez, araok ma vo gwisket gousperou me vezo er vourc’h ! »
Nag a draou a ruilhas dre e spered epad an hend ! En em welet a rea penn-tieg e Kerzadiou goude maro Job, e dad, gant Klaodinaïg evit pried, eun toullad bugale o vont hag o tont dre an ti, o lakat buez e peb leac’h. War e veno netra na vankche d’ezan : plijadur, yec’hed, eüruzded, madou, enoriou, servicherien dioc’h e faltazi ; en eur ger, biskoaz n’oa bet par d’ezan war an douar.
Ha setu en eun taol-kount e zremm o tont da veza tenval. Eur c’houezen leun a dristidigez a yoa deuet da darza war e dal. E vreur paour en doa kement a wir da veza eürus.
« … Ha va breur kez, e keit-se, petra deuio da veza ?… Ma tigouez ganen ar pez a hetan gant kement a diz, daoust ha ne varvo ket gant ar c’hlac’har ? Daoust ha me c’hello c’hoaz tanva eur begad levenez bennak war an tamm douar-ma, ma varv va breur abalamour d’am eüruzded ? »
Hag ec’h huanade.
« … Va Doue, emezan, sklelraït va spered ; diskouezit d’in difazi ar pez a c’hoantaït, ma kerzin hep aon en hend eus ho kourc’hemennou. Ne fell ket d’in grons e ve reuzeudik va breur, e keit ma vezin pourvez a bep tra. Ra vezo gret dreist-oll ho youl santel, ha nan va hini ! »
An den a ya hag a deu er bed-ma ; hogen, Doue eo a ren anezan evel dre an dourn, hep ma taolfe atao evez ouz kement-se. Holl darvoudou ar vuez a c’hoarvez dre ma fell d’ezan, pe dre ma lez ober, ha bepred e c’hellont talvezout d’hor brasa mad.
An daou vreur a yoa leun a fizianz en amzer da zont.
Cheun, koulskoude, a jomme atao tenval e benn. Pep tra a zeblante d’ezan beza en e eneb.
— « Ma tennfemp plouz berr, emezan, da welet piou a c’hounezo du-ze bremaïk ? »
— « Gwelloc’h e vimp ? » eme Yann.
— « Eo da, plijadur hon devezo ! Gwir eo, kement-se na dalv da netra ; greomp evelato ! »
— « Evel a gari, eme Yann. Kemer ’ta teir pe beder blouzen. »
— « Teir ; an hini a denno an hini vihana a vezo kemeret da zoudard… »
Yann a dennas da genta ; ar blouzen hirra a deuas gantan ; Cheun avad a jachas war an hini verra pa ginnigas Yann ar plouz d’ezan.
— « Devet oun ! emezan gant droug ; seiz goanvez servich am bezo da c’houzanv, kredabl bras ! »
— « An dra-ma, Va breur, n’eo da lavaret netra. Arabad eo teurel evez evel-se oc’h an arvar. Bez flzianz atao ; ni a jommo hon daou e Kerzadiou, e-kichen hon tad ha Klaodinaïg. Evit ar peur-rest, Doue a gemero preder d’her reiza d’eomp. »
Setu boulc’het al labour. Dont an ra bilhiji er-meaz. re vat ha re fall. Gwelet a reer dremmou seder ha dremmou gwall-amzer. Eus an daou vreur, Yann a denn da genta. Aotrou sant Eozen benniget ! na lammet a ra e galon pa dosta ouz ar vouest vurzudus a ra tud eürus ha tud reuzeudik. Ema krog e zourn en eur paper, daoust ha petra lavar ?… 201 !… Saveteet eo ; unan eus ar re huela a zo deuet gantan. Daoust ha yeod ar vered ?… Nan, kement-se na c’helle ket beza ; Yann na grede tamm ebed en o galloud. Pedennou Klaodinaïg, avad, na lavare ket n’o divije tennet bennoz an env war e ober.
Cheun, war-lerc’h, a dosta, o krena evel eur bern deliou.
N’eo ket eürus evelato !… An 12 a deu gantan…
Eun druez ’oa gwelet e gounnar pa deue eus an ti-kear.
A bep seurt komzou fall a yoa en e c’henou, hag e vije kredet en doa kollet e dammig skiand vat.
« … Malloz d’ezi !… Me ’n em venjo !… Ya, dont a ray va zro !… A ! dont a rin a-benn en eun doare hennak !… Doue ?… Nan, nan, kement-se na c’hell ket beza !… Panefe-ze… Dizale, m’hen tou ! Ya dizale ne vezin mui !!!… »
Kals a draou-all diskiantoc’h an eil evit egile a lavare c’hoaz evel-se o vont dre ruiou kear. O tremen war ar pound e c’hoanteas ’n em daol war e benn e-barz ar ster ; hogen, Yann a yoa war evez, hag hen harzas.
Pa glevas an tad petra oa bet an dennadeg. e chommas dizeblant a-walc’h, hervez e gustum.
Evel m’en doa kredet Yann, Klaodinaïg he doa pedet kals e-doug an deiz-se. A-barz mont d’he labour e chommas pell en he c’hambr, daoulinet dirak ar groaz. Kals e karie anezi, rak ma teue eus he zud koz, o doa dalc’hmad rentet enor ha doujanz d’ezi. O zellou diweza a yoa kouezet warni ; o muzellou, araok kloza evit atao, o doa stardet warni gant an diweza peden a galon. Penaoz n’he divije ket Klaodinaïg douget eur garantez dispar ouz ar groaz-se a zigase en he spered kement a zonjezonou tener ?
Hag evit piou e pede kement ar vinorez paour, red d’ezi gounit he bam e ti an estren ?
Evit lavaret gwir, Klaodinaïg a garie meurbet he daou vreur, muioc’h avad an eil eget egile (n’oar ket evit karet henvel an holl), ha laouen e vije bet oc’h o gwelet o tena huel o-daou. Mar doa muioc’h douget da garet Yann, n’oa ket en he spered, koulskoude, en em rei da hini pe da hini anezo, ha setu ama perak.
Chommet ’oa eur mennoz en he spered abaoue m’oa bet er skol gant ar c’hoarezed e Landerne. N’hel lavare da zen gant aon da boania he c’herent a-raok ar mare. C’hoand bras he doa da veza leanez e kouend Sant-Fransez-Montroulez. Meur a wech he doa komzet d’he c’hovesour diwar-hen kement-se. Hema he alie atao da c’hedal gant fizianz ha da zenti oc’h mouez an Env kerkent ha ma vije dishual a-walc’h evit en ober.
Evel-se ’ta, dioc’h ma’z aje an traou, da lavaret eo ma na vije ket Job ar Moal e poan d’he lezel da gwitaat Kerzadiou, Klaodinaïg he divije karet a-walc’h unani he dourn gand hini Yann. Setu perak, pa glevas ar c’helou, he devoe eul levenez, poan d’ezi he miret da darza en diaveaz.
Cheun her gwelas ; na lavaras ger, hogen e galon na oe gouliet nemet muioc’h. A bep seurt sonjezonou tenval a ruilhas adarre dre e spered maritellus, betek ma kouezas klanv, ha klanv bras zoken.
A-wechou, pa wasae d’ezan, e veze klevet o lavaret dre e alter :
« … A re emaon ama !… Den na ziskouez keuz oc’h va gwelet o vont d’ar zervich… Petra ’m befe-me graet evit beza deuet ker fall er gear-ma ?… » Hag e kounnare. Klaodinaïg na gwitae tamm ebed e wele, nag en deiz nag en noz. Pa skoe warnan barradou evel heman, ar plac’h keaz a implije he holl wiziegez hag he holl galon evit ober d’ezan kemeret an traou war an tu mat.
« … Ya, ya, emezan neuze, da anaout a ran ; te ivez, minorez divezet, te ’garfe va gwelet o vont d’an douar evit kaout va zammig peadra en tiegez-ma, ha beva didrabas evel-se gant va breur digalon !… O gortozit, va demezel, me n’oun ket maro c’hoaz !… Ro peoc’h d’in gant da gomzou flour, ha kerz pell ac’han diwar va zro !… »
War-eün ez ea ar c’homzou rust-ze betek kalon dener Klaodinaïg, pehini, karantezus evel eul leanez, a c’houzanve hep en em glemm an holl rebechou-ze ker c’houero, tamm ebed dleet d’ezi.
Cheun a yoa klanvet, na ouie den gant petra. Ga1vet oa bet louzaouerien war e dro, hag hini anezo na c’hellas dont a-benn da c’houzout petra c’hoarveze gantan. Tost da bep den en deus lakeat Doue eun eal evit evesaat outan hag e viret dioc’h kals a risklou ; tost d’ar c’hlanvour en doa lakeat ouspenn eun eal madelezus, a rea kas kwit eus e spered ar pez a rea kement a boan d’ezan. Dre he oberou ha dre he c’homzou, Klaodinaïg a yoa deuet da c’hounit ar galon-ze kalet evel reier ar Meaziou. Setu perak, a-neubeudou, e teuas adarre da veza laouen oc’h he gwelet. Ar boan a gemeras an teac’h, ha, tri miz goude, Cheun a yoa adarre yac’h-pesk evel araok ma klanvas.
Evel m’en doa lavaret, a veac’h war zav, Cheun a yeas da Vrest evit rei e hano da veza martolod, ha da viz ebrel e lavare kenavo da Gerzadiou ha na dlie mui gwelet. E galon a vennas ranna pa stardas e zourn e hini Klaodinaïg, o lavaret d’ezi e gimiad. N’oa ket evit miret da gredi oa karet ivez eun tamm bennak ganti, p’eo gwir he doa kemeret kement a drevel gantan epad e glenved.
Na jommas ket nemeur e Brest, ma oe kaset e vatimand da ober eun dro d’ar Chin.
Ar Breizad a zo melkonius, dreist-oll pa vez red d’ezan kuitaat e vro garet.
Ar penn kenta euz e vuez a vartolod a oe meurbet kalet evitan. Mont ha dont a rea war al lestr evel eun den dizeblant, pa kentoc’h evel eun huvreer ; hag, e feiz, huvreal a rea, ar paour keaz, hag en deiz hag en noz ; dalc’hmat e spered a nije d’ar gear. Seblantout a rea d’ezan gwelet e dad e penn an daol da vare ar prejou ; Yann, e vreur, en e gichen ; e voereb en tu-all ; hag e penn izella, Klaodinaïg, ar grouadurez ken dous, n’he1Ie ket miret da garet abalamour d’he madelez.
Alies e sonje outan e-unan : « Daoust hag oc’h ober petra ema an dud breman e Kerzadiou ? »
Da1c’hmat e spered a nije d’ar gear.
Da zeiz pardon e Plougastell e sonje : « Hirio ema ’r pardon. Yann ha Klaodinaïg, m’oar vad, a vezo eat… A ! nag ürus int da veva er frankiz hag er garantez ! E leac’h me ama n’hellan tanva tamm plijadur ebed, reuzeudik ma ’z oun !… Red eo o defe ar gwrac’hed koz taolet eul louzaouen fall hennak war va hend !… Ha pegouls em bezo me echu va c’honje, ma tistroïn adarre d’am bro venniget ! »
Ha diwar greiz-oll, setu unan eus e vistri o tont da hopal warnan evit e zihuna :
— « Martolod ar Moal, huvreer, ouspenn eun heur a zo emeur ouz ho kedal duze, hag emaoc’h aze evel eur peul !… Trusken viou ! ma na flachit ket dillo dirazon, me a ya da gregi en ho fons ha d’ho kas d’ar pesked !… »
Digaset d’e wir vuez en eun doare ker rust, Cheun a respounte d’e vesbr galloudus :
— « Va digarezit, aotrou, ankounac’heat em boa… Hiviziken !… »
— « Alo ya, kamarad, hiviziken gra da zever, pe ni welo !… »
Kement-ma a zigouezas meur a wech, siouaz !
Endra ma treuze ar mor Kreizdouarek, eun dervez sul, e oa kouezet adarre er vrasa melkoni o sonjal er gear. War-dro teir heur goude kreisteiz e seblantas d’ezan klevet eur c’hloc’h o sini er pellder. Teurel a reas c’hoaz muioc’h a evez, e skouarn troet oc’h kostez Breiz-Izel. Douetanz ebet mui, kleier Plougastell o son glazou !… Mantret oa ; gant nebeutoc’h e vije bet danvez da veza ! Penaoz e c’helle, keit-all diouz ar gear, klevet kleier e barrez ?…
— « Kelou fall am bezo dizale, emezan, eun « eksperians »[5] eo an dra-ma ! »
Na gouskas ket eur berad en noz var-lerc’h.
Nemet an hini an deus tremenet dre eur seurt enkrez a c’houfe lavaret gant pebeuz melkoni, kemmesket a hast, e lennas al lizer a zigemeras pemzek deiz goude.
Setu ama ar pennad skrid-se.
- « Kerzadiou, 5 a viz du 1816.
- « Va Breur ker,
Skriva ran d’it dioc’htu evit mac’h anavezi an darvoud poanius meurbet a zo digouezet ganeomp.
Hon tad, Job ar Moal, a zo maro d’an 23 a viz Here.
Maro eo evel eur gwir Vreizad, kristen kalonek betek ar penn.
Eun eur araok tremen e lavaras freaz dirak ar re oll a yoa en ti : « Va gwella bennoz a roan d’am bugale ama endro d’in, hep ankounac’haat Cheun, ar martolod, o veachi pell,pell ac’han war ar mor bras. Ober a ran al le da gaout sonj ac’hanoc’h dirak an aotrou Doue, ma vezan kavet din da veza digemeret en e varadoz. Eus ho tu, n’am ankounac’haït ket en ho pedennou goude va maro. » Bet en deus e holl zakramanchou. Dizul penn-zizun e vezo kanet eur zervij bras evit peoc’h e ene. Ne vezi ket e Plougastell, va breur ; gallout a ri koulskoude unani da bedennou gant hon re.
Eun testamand a zo. Arabad eo d’it kaout aon ; da lod a zo miret hag a gavi pa deui d’ar gear.
Klaodinaïg hag hor moereb a gas d’it o gourc’hemennou : Yac’h omp holl, a drugare Doue.
Kenavo dizale, fizianz hon deus.
- « Da vreur, Yann ar Moal. »
Mar doa nec’het Cheun araok, na oe ket nebeutoc’h a-c’houdevez. Nag a zonjou kasaüs a dreuzas adarre e spered ! A ! na karet en divije beza bet er gear brema !… Hag e c’hrosmole : « Setu va breur Yann mestr war leve Job ar Moal ! Brema avad, fldandouchen, ez ay an traou en-dro du-ze !.… Ha Klaodinaïg ’ta ! na vo ket dies d’ezi kregi e dourn Yann ! Me gred evelato, e vezo frank a-walc’h an ti d’ezo brema !… O malloz ru ! Ha perak emaon-me ama, reuzeudik ma ’z oun !… Ganet oun bet, sklear eo, da vare eur stereden lostek !… O pebeuz planeden eo va hini-me ’velkent !… Mervel a rin War al lestr-ma gant ar boan spered… »
Tenval meurbet e benn, Cheun a ye hag a deue evel eun den diskiantet ; e yec’hed ive n’oa ket kaer.
« D’ar paotr-ma n’eus nemet eur remed,
« ’Me an doktor, eur c’honje mad ;
« Gwelit-hen, etrezek ar vered
« Ez a ar paour keaz timad !… »
Ne oe ket great, koulskoude, war ar ger-ze ; re bell edod eus ar gear.
Pa oe tremenet ar barrad, Cheun a yeas adarre war wellaat, hag a reas e labour kouls ha diaraok.
Mont a rea an amzer ebiou. Abaoue daou viz e oa dilec’het a Vrest, ha n’edo ket c’hoaz e penn e veach.
Lezomp anezan da vale, ha dizroomp da Gerzadiou da welet penaoz ez a ar stal gant hor mignoned.
Ar gozni an zilamme war roudou Job ar Moal, edo o vont da veza tizet ganti. Nao ha tri-ugent hanvez a yoa eat dreist e benn, disto goude koll kals a vlevennou chommet rostet oc’h drein kement a vloaveziou !
A nebeudou e lezas stur e diegez etre daouarn Yann, e vab, a blije kals d’ezan abalamour d’e furnez ha d’e garantez evit al labour. Kredi a rea ez aje an traou en dro gantan war e lerc’h : an tremenet a respounte eus an amzer da zont.
Kenta ma chommas Job ar Moal war e wele ’oe gant eun annouedadur (eun arrumadur). Eun nozvez, d’ar gwener d’abardaez a gredan e oa, e penn kenta miz du, edo diwezat o tont eus a Landerne gant e garr, bet o kas avalou d’an adgwerzerezed. D’ar poent-se eus ar bloaz n’eo lket c’houek beza er-meaz da eiz heur pe da nav heur noz. Setu ma pakas riou ; red e oe d’ezan chomm en e wele.
Sevel a rea, koulskoude, eur pennad bennak bemdez.
Ar paz na zistage ket dioutan. Kemeut a drouz a rea ma strake an ti gantan.
En eun taol, setu ma wasaas d’ezan, en despet d’ar preder a gemere Klaodinaïg.
Fallaat a reas bemdez ; ma oe galvet an aotrou person war e dro. Hema roas d’ezan e zakramanchou diveza. Eun heur hebken goude m’oa eat ar beleg eus an ti, Job ar Moal a rente e ene mad da Zoue.
Kement en doa a ranne etre e vugale ; Klaodinaïg zoken na oe ket ankounac’haet ; pemp kant skoed en aour melen a roas d’ezi dre destamant.
Yann ha Klaodinaïg a geuzias meurbet da Job ar Moal hag a zougas kanvou d’ezan, muioc’h c’hoaz en o c’halon eget en diaveaz.
Ar vinorez paour a yoa deuet muioc’h eget morse da veza eus an ti.
Bras ’oa ar verouri ha dibaot an divreac’h d’he labourat.
Daou vloaz goude. — D’ar Feunteun-Wenn ez eas Yann ha Klaodinaïg er bloavez-se da zeiz ar pardon.
An ilizig-ma, savet d’an Itron Varia gant hon tadou koz, a blije meurbet d’an daou Blougastellad. Eno Klaodinaïg a garie pedi, daoulinet war al leur-vean, e-harz skeuden Mari :
Na kaer ’oa he gwelet,
A-greiz he c’halon,
War greun he chapeled
’Pedi he Itron !
Ya, kaer ’oa zur gant he c’hoeff hir ha ledan henvel a-walc’h ouz eur prenv-askellek (eur balafen), outan rubanou a bep seurt liou, he losten zu bordet en traon gant tres melen ha goloet en tu araok gant he zavancher pilpouzet ; henvel e oa ouz eul leanez gant he mouchouar gwenn ampezet, he manchou moug a ziskenne betek he daouarn.
Kaer meurbet ’oa da welet, ar chapeled ganti en he daouarn flour, he zellou gwerc’h savet etrezek Mamm dous ar Feunteun-Wenn !
Kant-vloaziou gant eur feiz dispar
Eno pedas hon tadou ;
hag o hugale vihan war o lerc’h a ra evelto. Keit ha ma ’z aio evel-se Plougastelliz a vandennou da bedi Rouanez vad ar barrez, Plougastell a gendalc’ho da veza eur skouer en eskopti.
Goude gousperou, great ganto o fedennou, Yann ha Klaodinaïg a gemeras hent ar gear, goude beza evet c’hoaz eur wech dour fresk feunteun ar Werc’hez, ha roet eun aluzennig d’ar beorien a brestas d’ezo bep a skudel.
Betek Toull ar Bleiz n’oa ket bet eas koms a draou a bouez, rak ma tremene dalc’hmad toulladou perc’herined ebiou d’ezo.
Azalek ar Fresk, avad, beteg Kerzadiou, Yann a zigoras frank dor e galon d’e vignonez.
— « Klaodinaïg, emeza, deuet eo evidon ar mare da rei d’it da anaout ar pez a zo war va spered… »
Ar plac’h vad, nec’het bras a zavas he daoulagadig glas war-zu Yann ; n’oa ket boas d’e glevet o koms evel-se. Egiz p’he divije c’hoant da lavaret : « O va Zalver, petra zo ’ta ? »
Yann koulskoude, a gendalc’has evelen :
… « Setu maro va zad, ha va moereb n’ema mui en oad da gas labourou tenn ; va breur a zo martolod, ha na zigas mui kelou ebet d’ar gear ; marteze, siouaz ! eo beuzet. Holl labour an tiegez a gouez warnomp. Ouspenn-ze, deuet eo evidon ar poent da zimezi, pe morse na rin. Red mat eo d’in sonjal en amzer da zont… »
— « Gwir a leverez Yann, ha kement-se a zo eun dever evidout. Daoust ha taolet ec’h eus da zellou war eur plac’h bennak ? N’eo ket merc’hed yaouank a zoare a vank er barrez ? »
— « Ya, Klaodinaïg, taolet em eus va zellou en-dro d’in. Gwelet em eus eur verc’hig fur ha koant a anavezan pell zo, hag a garan eus holl nerz va c’halon ; ganti sur oun e vezin eürus! »
— « Gwell a ze ! Doue ra vezo meulet ! Daoust ha gellout a rafen gouzout he hano, hep ma ve re hir va fri ?… »
— « O ya, Klaodinaïg, hag arabad e vezo d’it beza re zouezet ma lavaran d’it eo te am eus c’hoant da gaout da hanterourez e Kerzadiou ! Lavar d’in, ha kountant out ?… »
— « Me, Gwerc’hez Vari ! Ha penaoz e teufes da rei da zourn da eur vinorez baour eveldon ?… Gouzout a rez ervad n’em eus ket eur begad danvez… Eun den yaouank eus da renk a c’hell kaout eur bennerez eus ar gwella hep ma ve red d’ezan chomm pell da glask… »
— « Marteze, Klaodinaïg ! Me avad na zellan ket oc’h an dra-ze. Da baourentez na zisplij tamm ebet d’in. Da furnez ha da garantez gwirion a dalv evidon kals muioc’h eget ar brasa madou. Lavar ya, ha kement-se a vezo great dizale. »
— « Yann, va mignon ker, deuet eo ivez evidon an heur da lavaret d’it ar mennoz a zo abaoue pell bras o poursu ac’hanon. Da gemeret evit pried, pa fell d’it, a vije bet eun enor bras meurbet evidon, panefe ma ’z eus eur mignon all brasoc’h ha galloudusoc’h o c’houlen ac’hanon ivez. »
— « Sell !… Ha piou ’ta ?… Daoust ha Cheun, va breur… ? »
— « Tamm ebed, Yann ! Na glask ket anezan e-touez bugale an dud, rak n’her c’havfes ket. Jezuz eo a c’halv ac’hanon d’ar gouent evit e zervicha gwelloc’h a ze e-mesk ar gwerc’hezed… »
— « D’ar gouent, end-eün, Itron-Varia ? »
— « Ya, va mignon. Betek-hen n’em boa kredet disrevel va mennoz da zen. Deuet eo evidon an eur da lavaret kenavo d’an holl draou krouet evit beza holl d’am Muia-karet. N’o deus chalmet tamm ebet va c’halon, hag o c’hwitaat a rin gant plijadur… »
— « Klaodinaïg kez, ar pez a baouezez da lavaret a wask meurbet va c’halon ; ennout edo va holl fizianz evit an amzer da zont. Kement a c’hoantaen a gouez d’an douar, na jomm mui netra d’o harpa. Kounta ’raen e vijemp bet eürus pell amzer a-gevret, ha n’oa ket deuet em spered an disterra douetanz e lavarjes nann d’am goulen. Betek-hen omp bet kustumet da veva an hevelep buez ; savet omp bet dindan an hevelep toen, maget gent an hevelep bara ; debret hor beus ouz an hevelep taol ; penaoz e c’hellin-me en em voaza da veza hebdout e Kerzadiou ? Kalet zur e vezo an disparti. Koulskoude, p’eo gwir e leverez eo youl Doue ez afes d’ar gouent, n’eo ket d’in-me e vefe enebi ouz ar Mestr bras-se a garan hag a zervichan eveldout. N’eus forz peger freuzet e vo va c’halon dre an disparti-ma, me lavar d’it, kerz d’al leac’h ma ’z out galvet. ha ped evit da vreur, en divije karet ober da eüruzded e Kerzadiou. »
— « Ma, laouen ez oun evelato pa welan e kavez mat ez afen d’ar gouent. Bennoz d’it ! Doue r’ az pennigo ! »
Chomm a rejont goude eur peunad mat hep lavaret ger, ar c’hlac’har a vire oc’h Yann ar Moal da goms.
Araok digouezout, Yann koulskoude a lavaras adarre da Glaodinaïg :
— « Re abred, siouaz ! e tigouezo eur an disparti, an eur-ze ma liviri kenavo da Gerzadiou, marteze eur c’henavo biken ! Pe vare koulskoude, Klaodinaïg, ez pefe c’hoant d’hor c’hwitaat ? »
— « N’eo ket ma ven inouet ama, hag evelato em eus mall bras da veza e ti Doue ! Kenta ma c’hellin me a skrivo da zuperiorez Sant-Fransez evit goulen ganti beza digemeret e niver he leanezed. »
— « Evel a giri, Klaodinaïg ! »
Hag e selle outi gant teneredigez. Klaodinaïg a zeblante d’ezan brema muioc’h hegarad ha koantoc’h. Eur c’helc’h a zantelez hag a zousder a yoa en-dro d’he fenn, a zouge d’he c’haret kement hini he gwele.
Klaodinaïg na skrivas ket ; mont a reas, kenta ma
oe vak, da gaout he zad kovesour, hag e kontas
d’ezan kement hoc’h eus klevet diaraok. Hema ’oa
joa gantan klevet ar c’helou, hag e skrivas raktal
eviti.
Na bade mui gant ar vall he dou da veza en he zi a beden. Ker leun e oa he c’halon a levenez ma kane dre-oll he c’hanaouennou kaera. evel pa he divije bet c’hoant da lavaret d’an holl grouadurien :
« Meulit holl madelez dreist-vuzul an aotrou Doue, rak m’eo plijet gantan teurel e zellou war e zervicherez dister. Frealzet eo bet va c’halon pa ’z eus bet lavaret d’in ez in da di Doue !… »
Pet gwech n’em eus ket klevet hekleo he mouez lirzin o tregerni c’hoaz war dro kerreg huel ar Measiou !… O Klaodinaïg, bep tro ma ’z an da Gerzadiou, e kredan gwelet da skeud gwerc’h o c’hournijal dre ar parkeier, ’lec’h ma taoles evez oc’h ar zaout gwechall ! Ar c’houn[6] hebken ac’hanout, evel eus eur zantez, a zo a-walc’h d’am dougen da ober ar vad ha da dec’het dioc’h an droug. Evit ma vo birvidikoc’h ar c’houn-ze ac’hanout eo falvezet ganen skriva d’am c’henvroïz ar pez am eus klevet eus da vuez skouerius.
Eun dervez, goude lein, Klaodinaïg a yoa eat da gas ar zaout d’ar C’heun pa welas paotr al liziri o tont war-zu enni, prez bras warnan.
— « Klaodinaïg, emezan eus a bell, Klaodinaïg, lizer a zo ! »
— « Lizer evidoun ? » eme ar plac’h o tridal.
— « Evidoc’h, Klaodinaïg ; eus a Vontroulez e teu war a welan. »
— « Eus a Vontroulez ? Mad ! mad ! Digas ’ta ! »
Pa oa eat ar paotr gant e hent, Klaodinaïg a zigoras kalonek ar golo, hag a lennas :
- Kouent Sant-Fransez Montroulez, 5 a viz Here.
- Va merc’h vad,
Skrivet zo d’in e c’hoantaït kenan dont da jomm en hon touez. Klevet hoc’h eus, eta, mouez ar muia-karet o lavaret d’eoc’h e goueled ho kalon : « Va merc’h, selaouit, gwelit ha bezit war evez ; ankounac’haït ho tud ha ti ho tad. Hag ho kened a blijo meurbet d’ar Roue, rak m’eo an Aotrou, ho Toue, azeulet[7] gant an holl boblou.
Kement a draou mad a zo lavaret d’eomp diwar ho koust ma ’z omp meurbet eürus d’ho tigemeret er gouent. Gallout a reot dont pa geroc’h ; an nor a vo digor frank evidoc’h… »
War-lerc’h e nivere d’ezi an traouachou a oa red pourchas.
N’o skrivan ket ama rak ma kredan na lavarfent ket nemeur a dra d’am lennerien.
Nikun er geriaden, nemet Yann ar Moal, na ouie ar pez a dremene. Klaodinaïg n’oa ket eat d’hen enkanti, o c’houzout re gaer petra eo spered ar bed. Na vijed ken manket da lavaret d’ezi evel e vez lavaret d’ar re-all a gemer hent ar gouent : « Perak mont d’ar gouent ? Daoust ha na c’helli ket pedi Doue hag ober da zilvidigez ama kouls hag eno ? Hag ez afes d’ar bez, te ker yaouank ! Petra ! n’eo ket gwelloc’h d’it chomm er gear da labourat ? N’ez a d’ar gouent nemet an dud diek. Aon ec’h eus ’ta rak al labour ?… »
Ehanomp. Nag a zigareziou a vez kavet evit miret ouz ar yaouankizou d’en em rei da Zoue. O, spered ar bed, n’eo ket souezus e ves bet mallozet gant Mab Doue ! Pegen dishenvel out dioc’h spered Jezuz-Krist ! Ar bed a lavar : « Eürus ar re binvidik ! » An Aviel, en eneb, a lavar ; « Eürus ar re baour ! » — « Eürus ar re a c’hell kemeret o ebat ! » — « Eürus ar re a ouel ! »
Klaodinaïg, dishual a galon, he doa dibabet ar vuez kuzet gant Jezuz-Krist, he Doue, ha na rea forz a lavariou an dud.
A nebeudou, koulskoude, ar c’helou a zeuas da veza anavezet. — N’eo ket eas kuzat eun dra bennak ouz ar merc’hed, eur fri hir a vez kavet atao evit deski ar c’heleier munut ; anavezet int peurvuia dindan an hano a « Kazeten ar geriaden » ! — Neuze avad ez eas an teodou en dro dre Gerzadiou.
— « N’ouzoc’h ket, Katell ? »
— « Nan avat, n’em eus klevet netra a nevez. »
— « Neuze ? »
— « Petra zo ’ta ? »
— « Klaodinaig ar Moal a zo o vont da leanez !… »
— « Sac’h gevier !… »
— « Kement-se na c’hell ket beza, p’eo gwir brema eo ez eus ar muia ezom anezi er gear. »
— « Eo, eo, Va mamm ! »
— « Ro peoc’h d’in gant da gonchennou ! »
— « Mad, Annaïg he deus laret ze d’in. »
— « Hag e pe leac’h eo bet Annaig o teski traou diot evel-se ? »
— « E-kichen al lenn n’oa ken kaoz er mintin-ma, emezi. He mamm a zo bet o walc’hi epad an hanter dervez. »
— « Souezus eo, ma ve gwir ! »
Hag e kendalc’hed gant al litaniou am eus displeget uheloc’h.
Koulskoude, dre ma tostae dervez an disparti, Klaodinaïg a zante he c’halon o strisaat. Eun doare melkoni a grogas enni ; hogen, na badas ket pell, hag e teuas da veza seder adarre.
Yann a yeas e-unan d’he c’has da Vontroulez. Na oe ket kals a safar ganto ’hed an hent ; ar c’hlac’har a waske o c’halonou. Sonjal a reant n’en em weljent mui marteze, araok pell, da vihana. Evit Yann, dispartia dioc’h Klaodinaïg a yoa kouls lavaret ar maro. En em garet a reant evel breur ha c’hoar, ha biskoaz n’oa bet etrezo an distera broc’hadek (fachiri).
Kalonus meurbet e oe an diweza kenavo e-tal porz bras al leandi. Araok adpignat en e garr evit dizrei e-unan d’ar gear, Yann a grogas e dourn Klaodinaïg hag a walc’has anezan gant e zaelou, keit ha m’e zalc’he stok ouz e vuzellou.
Setu eat Klaodinaïg d’ar gouent : diou vreac’h aketus a nebeutoc’h da labourat. Ma oe red da Yann kemeret eur vatez en he leac’h evit ober al labour war-dro an ti ; ha c’hoaz ne dea ket kaer an traou ; dalc’hmad e veze great eun dra bennak a-dreuz ; re a labour evit kennebeut a zikour ! Yann, me lavar d’eoc’h, an doa keuz ha keuz bras da Glaodinaïg.
O tizrei eus a Vontroulez e kavas ar mitizien lod mezo dall, lod-all hanter-vezo hebken, hag an holl labour war nebeut a dra. chommet oll da ober. Mantret ’oe e galon o welet kement-se. « Tremen poent eo d’in, emeza, kaout eur wreg da deurel evez war al laboused-ma ! » Na reas rebech c’houero ebet da hini anezo, rak, neuze ken nebent nag hirio, n’oa ket ebat kaout mitizien a zoare.
Da C’houel ar Rouanez, hervez eur c’hiz koz miret e Plougastell, e reat peder eured ha tregont en hevelep dervez.
Yann a yoa o timezi.
Red eo d’in, lennerien ger, lakaat ac’hanoc’h da ober anaoudegez gant ar plac’h nevez a den da ren tiegez bras ar Voaled. Franseza ar Gall ’oa he hano, ganet ha savet e Kelargi. He zad a yoa abaoue pell bras e penn kuzuilh ar barrez ; n’eo ket dao d’in goude lavaret e oa eun den a zoare. Ouspenn-ze, n’ouzoun ket d’ar just hag hen a ouie piz an niver eus e barkeier, kement a yoa anezo. Franseza he doa great he skol e kouent ar barrez, el leac’h m’oa bet pemp bloaz o loja. Kement tra a c’hell plijont a yoa enni : gened, furnez, danvez, kalon vat ; na vanke d’ezi netra eus ar pez a zo red da ober eur vaouez evel m’eo dleet. An daou zen-ma, anat eo, a yoa great evit en em garet, ha beva eus an hevelep buez. Hag, e gwirionez, mont a reas dispar an traou ganto.
D’ar poent emaomp gent hon istor, Yann en doa tri grouadur ; ar c’henta a c’helle kaout pevar bloaz, eur paotrig koant evel eun ealig ; an daou-all ive a yoa krenv kena evit o oad. Ar vugaligou-ma a zigase al levenez e ti ar Moal, dre ar vuez a lakent ennan. Na laouen e veze da vare ar prejou, pa deue eus e labour, o welet ar re-ma o lammet d’e c’houzoug pe oc’h asten o daouarnigou war-zu ennan, evel evit goulen eur pok. Ankounac’haat a rea neuze ar boan, skwizder labour ar parkeier.
Klaodinaïg koulskoude, eviti da veza eat eus a Gerzadiou, n’ankounac’hae ket ar re he doa kement karet ; eur wechig an amzer e tiskrive d’ar gear. Lavaret a rea da Yann he eüruzded abaoue m’edo er gouent, ha pegement e vije laouen oc’h e zigemeret, ma plichfe gantan mont eur wech bennak betek Sant-Fransez. Pedet e oa bet zoken, hervez ar c’hiz, da vont d’ar gouent a-benn deiz bras ar « promesaou ». Hogen, e miz eost edod, hag an holl a oar al labour dic’hiz a zo war ar meaz d’ar poent-se eus ar bloaz. Evelato Yann a lavaras da Franseza :
— « Ma ! mont a rin da welet Klaodinaïg kez ! Setu pemp bloaz tremenet mat abaoue m’eo eat eus ar gear, hag abaoue n’em eus ket bet an eurvad d’he gwelet ! Ya, mont a rin, kousto pe gousto. »
— « Kea ’ta pa ’peus c’hoant, eme Franseza ; n’eo ket pell bras ar Zalet ac’han. »
— « O ! n’eo ket ar pellder kennebeut a vir ouzin da vont, al labour avad na laran ket. »
— « Evit brema da vihana n’eus ket re a brez labour, petra a virfe ouzit ’ta da heuilha da youl ? »
— « Mad ! Mad ! mont a rin, ha dizale zoken. »
Ha mont a reas
Eur zadornvez d’abardaez ez eas eus ar gear gant eur c’harrad sivi. Edod en deiziou kenta a viz even. Brao kenan e oa an amzer. Dreoll ma tremene na gleved ken nemed richan dudius al laboused o kana o fedennou dioc’h an noz abarz mont da gousket e dounder ar skourrou, e-touez an deliou glas. Hag e sonje : « Ma vez youl Doue, varc’hoaz me glevo eur vouez kaeroc’h eun tamm mat eget hini an evned ! » Disken a eure e Landivizio evit gwerza e zivi ha klevet an oferen evel pep kristen mad ; hag en hent adarre, buhana ma c’helle war-zu Montroulez. Unnek heur ’oa pa zigoueze e-kichen ar gouent. Hag e skoas war an or. A-benn eur pennad, setu eur vaouez o tigeri ar prenestrig great en or vras, hag o c’houlen :
— « Petra glaskit, va den mad ? »
— « Me garfe gwelet Klaodinaïg… »
— « Petra eo ho Klaodinaïg… ? »
— « Leanez, na petra ’ta ! »
— « Mad, neuze na c’hellot ket he gwelet. Koms outi na laran ket. »
— « Me garfe koms outi neuze. »
— « Va den mad, ama n’eus leanez ebet hag a zougfe an hano a livirit… »
— « Pa lavarin ar wirionez, evel-se e oa hanvet p’edo er gear ; abaoue, me gred he deus kemeret eun hano-all : c’hoar Santez-Kristina ’m eus aon a reer anezi brema !… »
— « Ac’hanta ! anaout a ran avad ar c’hoar Santez-Kristina, eus a Blougastell-Daoulaz, n’eo gwir ? »
— « Dres, eus a Blougastell eveldoun. Pa oe deuet da veza emzivadez. Klaodinaïg a oe digemeret gent va zad, Doue r’ ’her pardono ! hag eo bet savet evel-se en hon mesk. Ar baotrez kez, pell zo n’em eus ket he gwelet. Mall bras am eus… »
— « Va den mad, ema al leanezed o lavaret an « oflz ». Evel-se ’ta n’oc’h ket digouezet mat. Mont a c’hellit d’an iliz, mar kirit ; na welot ket anezi, hogen he c’hlevet a reot. »
Ar borsierez a zigoras an or, ha Yann a yeas d’he heul betek an ilizig koz.
Keta mouez a glevas eo hini Klaodinaïg. E galon a lammas meurbet en e greiz, ken tenereet ez oa. Klevet a rea adarre ar vouez-se a blije kement d’ezan gwech-all war-dro Kerzadiou ! Klevet a rea a nevez ar vouez flour-ze kuzet outan pemp bloaz leun ; ar vouez-se :a garie kement !…
O ! e nerz ar vankas d’eza, hag e kouezas a stok e gorf d’an douar war leur an iliz. Evit doare na reas ket nemeur a drouz koulskoude, rak na deuas den da welet petra a yoa c’hoarvezet, Pa deuas adarre ennan e-unan, a-benn eur pennad, Klaodinaïg a lavare gant he mouez sklear :
— « Deuet eo ar goms vad eus va c’halon ; d’ar Roue e c’houestlan va ober. » Al leanezed a lavare d’o zro :
— « Va zeod a zo evel pluen skanv ar skrivanier. »
— « Ho kened a zo en tu-all da hini bugale an dud, donezon Doue a zo ledet war ho muzellou ; setu perak oc’h benniget gantan evit atao ! »
— « Lakit ar c’hleze oc’h ho kouriz, rak c’houi eo an Holl-C’halloudek. »
— « En ho kened hag en ho sked, kerzit, it war gresk, ha renit. »
— « Rak c’houi eo ar Wirionez, ar Gunvelez hag al Lealded ; hag ho tu deo hoc’h hencho en eun doare burzudus. »
— « Ho tennou bir a yelo a-dreus kalonou enebourien ar Roue ; koueza ’ray ar poblou d’ho treid. »
— « Ar Rouanez a jomm an ho kichen, gwisket a aour ha goloet a vraventez a bep seurt. »
— « Selaouit, Va merc’h, gwelit ha bezit war evez ; ankounac’hait ho pobl ha ti ho tad. »
— « Hag ar Roue a garo meurbet ho kened, abalamour m’eo an Aotrou, ho Toue, azeulet gant an holl boblou. »
— « Merc’hed Tyr neuze, gant o c’hinnigou, a deuio da c’houlen ho kwelet, evel ive ar re binvidik eus a bobl. »
— « Holl sked merc’h ar Roue a zo en he diabarz : bez’ ez eo goloet a vraoïgou a bep seurt bordet a aour. »
— « Gwerc’herezed a yelo d’he ambrouk da gichen ar Roue, hag e vo great d’ezo mont e templ ar Roue. »
— « E leac’h ho tadou ez eus ganet d’eoc’h bugale ; c’houi o lakay da ren war holl hed an douar.
— « Sonj o devezo eus hoc’h hano a rumm da rumm. »
— « Setu perak ar poblou ho meulo da viken epad ar c’hantvejou hep diwez… »
Yann na ouie petra da zonjal o klevet komzou ker kaer. Lavaret e vije e oa stag oc’h e gador o selaou Klaodinaïg, e vignonez eus an amzer gwechall.
Pell a yoa e oa ehanet ar pried da veuli he Muia-karet, ha Yann a jomme atao hep loc’h.
Koulskoude, kerkent ha ma oe diwez d’ar pedennou, ar borsierez a reas kas kelou d’ar C’hoar Santez-Kristina ’oa unan eus he c’herent o c’houlen anezi el « leac’h-koms. »
Goude beza goulennet aotre ar Vamm Briolez, Klaodinaïg a yeas war-eün d’al leac’h-koms. Hogen, na gavas den eno ; hag e tizroas da gaout ar Vamm, a oe souezet meurbet gant an darvoud. Ma oe galvet ar borsierez d’he zro. Houma a lavaras kerkent :
— « Klaoustre eo chommet en iliz ! Mont a ran da welet… »
Gwir a lavare, en iliz e kavas anezan.
Klaodinaïg a yoa el leac’h-koms al leanezed pa deuas Yann.
A-dren eur speuren great gant barrennou houarn, kuzet gant eur ridoj, Klaodinaïg a voulc’has ar gaoz :
— « Piou a c’hoanta kaozeal ganen ? »
— « Yann ar Moal, da vreur, eus a Gerzadiou ; n’anavezez ken va mouez, Klaodinaïg ? »
D’ar c’homzou-ze, ar plac’h kez a zantas he c’halon meurbet gwasket, hag e lavaras nec’het :
— « Eo da, Yann ! penaoz, te eo a zo aze ? »
— « Ya, Klaodinaïg, me va-unan. Ha penaoz ez a ar bed genes aze ? En em blijout a rez evit doare ? »
— « Biskoaz, Yann, n’oun bet eürusoc’h evit abaoue emaon er gouent-ma. Yac’h oun, a drugare Doue, ha te ? »
— « Me zo braoïk ive, p’eo gwir em eus gallet dont betek ama. »
— « O Yann, n’en em skwizez ket alies o tout d’am gwelet. Ar wech kenta eo d’it da zont… Plijadur a rez d’in, koulskoude. Ha penaoz ez a an traou ganeoc’h du-ze, dre Gerzadiou ? »
— « Mad sur ! C’houec’h miz goude ma teues d’al leac’h-ma e timezen da eur plac’h yaouank eus a Gelargi. Daou baotr hag eur verc’h a zo deuet d’in da vaga ha da zevel. Yac’h int holl. Franseza, Va greg, a ginnig d’it he gourc’hemennou. »
— « N’he gwelin morse ! »
— « Ar verc’h am eus hanvet Klaodinaïg evit kaout sonj ac’hanout… »
— « Va hano eta a vezo lavaret c’hoaz e Kerzadiou !… Bennoz Doue d’it, Yann ! »
— « Pa hanvan anezi e teu sonj d’in ac’hanout, Klaodinaïg, hag e kredan gwelet dirazon da zremm meurbed karet. »
— « O Yann !… »
— « Sonj ez peus, Klaodinaïg, eus nosveziou hir ar goanv, pa ’z eamp da diez an amezeien da gonta kaoziou, da gana, da farsal ?… Sonj ec’h eus eus ar gaoz a oe ganeomp o tont eus ar Feunteun-Wenn, en deiz-ze e tigorjomp frank dor hor c’halonou an eil d’egile ?… »
— « Yann, kred ac’hanon, lez an traou-ze, mar plij ! Tremenet int ebiou d’eomp, hag arabad eo digeri gouliou hanter-zerret… Petra, ha da vreur Cheun, bet ec’h eus eur c’helou nennak anezan ?… »
— « Pell bras a zio n’em eus kelou ebed anezan ; n’ouzoun ket petra deu da veza… Aoun am eus, n’ouzoun ket perak, e ve c’hoarvezet eun droug bennak gantan… »
— « Yann, pedomp Gwerc’hez ar Feunteun-Wenn d’her miret en holl risklou e c’hell an em gaout enno… »
… Dirdign ! Dirdign ! Dirdign ! Dirdign !…
— « Yann gez, setu ar c’hloc’h oc’h va gervel da vont da leina ! Red eo d’eomp en em zispartia. Kenavo, hag hiviziken deus aliesoc’h ! »
— « Klaodinaïg, Va c’hoar, ped evidomp, amzer ec’h eus d’hen ober, p’eo gwir e pedez ’pad an deiz-oll. Kenavo, Klaodinaïg !… »
Krena rea e vouez, hag e zaoulagad a oa leun a zaelou. An norig vihan a zerras gant trouz, ha Yann na zaleas ket ken nebeut da drei kein d’al leac’h eürus-se en doa bet an eurvad da goms ennan gant e c’hoar-vager.
Distrei eure d’ar gear, e gallon leun a levenez hag a dristidigez war eun dro. Plijadur en doa bet o klevet he mouez, ha koulskoude, eun dra bennak a lavare d’ezan dalc’hmad n’he gwelje mui er bed-ma…
Lavaret em eus n’oa ket bet a gelou eus Cheun abaoue eur pennad brao a amzer. Petra deue ’ta da veza e keit-se ? Selaouit.
O tigouezout er gear, Yann a gavas eul lizer, war ar golo eur skritur dizanavezet gantan.
— « Jezuz, va Doue ! emeza, petra ’zo ’ta ? Setu ama eur skritur ha n’em eus ket bet gwelet c’hoaz ! Eus a beleac’h e c’hellfen-me kaout liziri, me ken nebeut brudet e-touez an dud ? »
— « Digor, eme Franseza, hag e weli… »
— « Klaoustre ez eus digouezet eur reuz fall gant va breur Cheun ! Penn-da-benn an hent, eus a Vontroulez da Gerzadiou, n’oa ken sonj em spered, ha koulskoude n’em eus klevet netra gant den ! »
— « Brema, eme Franseza adarre, brema, e c’houzoun perak o deuz great ar c’haouenned kement a drouz dre ama etre disadorn ha disul. N’em eus ket kousket eur berad, me lavar d’it. A veac’h eat em gwele em eus klevet evel trouz tud o vale er porz. Eur pennad goude, setu eun taol seac’h skoet kalet war an or. Savet oun, ha deuet da hopal : « Piou a zo aze ? Ha petra glaskit ganeomp d’an eur-ma ? » Den n’en deus respontet, hag ez oun dizroet d’am gwele, o lavaret : « Faziet oun bet ! me gave d’in beza klevet trouz… » Moredet oan pa glevis adarre eun taol sklent skoet ar wech-ma war ar gwer. N’em eus ket kredet sevel eun eil gwech, ha n’em eus lavaret grik : aon am boa. Kousket em bije goude, panefe youc’hadennou ar c’haouenned. N’em eus mui douetanz ebed, eur gwalleur a zo c’hoarvezet gant unan bennak eus hon c’herent !… »
E keit ha ma konte Franseza he marvailh, Yann en doa digoret ha lennet al lizer penn-da-benn.
— « Franseza, emeza, va breur Cheun, siouaz ! a zo maro ! Maro eo o tizrei d’ar gear ; a-benn pemp pe c’houec’h dervez e vije bet e Brest ! Unan eus mistri bras ar vartoloded e Brest eo a skriv d’in ar c’helou mantrus-ma. »
— « Doueti a rean e teuje eur c’helou fall bennak dizale… »
— « Breur kez ! Ra vo Doue gant e ene ! N’en deus bet morse tamm chans vad ebet. Cheun a grede stard e oa mallozet gant Doue ha gant an dud ; ya, kredi a rea e oa ganet war an tu fall hag he doa eur zorserez lavaret komzou diaoulek war e gavel. Ar pez a zo gwir eo n’en deus ket bet nemeur a blijadur epad an nebeud bloaveziou tremenet gantan war an douar-ma !… Requiem eternam dona ei Domine. Lux eterna luceat ei !… »
Hag e larjont kalonek eun De profundis a-dreus o daelou.
Eun nebeud deiziou goude, an holl gazetenou a gomze eus an darvoud spontus.
Al lestr a deue eus a Hon-Kong o tigas d’ar gear eur maread tud ha kals a varc’hadourez. Ar vartoloded a yoa war-dro daou c’hant anezo, holl laouen, o kana, o c’hwibana, oc’h ebatal ; na badent mui gant an hast da zigouezout.
Edont o vont ebiou d’ar Spagn pa zeuas eur gorventen dic’his da c’houeza war-zu ar zav-heol, ha d’o c’has war ar reier.
Dre wall-eur ar vogidel a yoa ive ken teo ma na welent ket zoken ledanded daou c’hant kammed dirazo. En eun taol-kount, setu al lestr o vont war eur garreg kuzet dindan an dour, he c’hribennou lemm evel sabrinier. Eun trouz spountus a oe klevet neuze, ha skrijadennou a forz laosket gant an dremenidi. A-benn nebeutoc’h a amzer evit n’eo red kaout evit her skriva, an holl dreizourien hag ar vartoloded a yoa lammet war ar pount, o ouela, O youc’hal, o tizesperi, oc’h hopal war-zu an douar evit goulen sikour. Petra yoa, ’ta, c’hoarvezet ? Kein al lestr a oa faoutet, hag ar mor a zave, a zave ennan ken buan ma oe tizet meur a hini el lojennou. Siouaz ! kaer o doa an dud reuzeudik hopal, den na respounte d’ezo, nemet trouz skrijus ar mor penfollet hag an avel direiz. N’oa dirazo nemed kerreg sounn o fenn, laboused mor o chomm enno.
A-benn eun hanter-eur pe war-dro na jomme mui den beo ehet war al lestr bras-se en doa betek neuze beachet kement hag enebet ouz amzeriou kalet. Holl e oant eat d’ar vuez a dle padout atao ; eürus mar doant e mignouniach an Aotrou Doue !
Siouaz ! evel-se e teu ar maro warnomp, pa zonjomp an nebeuta, alies end-eün pa vezer oc’h ebatal ; ha setu aze penaoz a teu da wir komzou ar c’hantik :
Tud skanv ha distur
A glask ar blijadur,
Tremen ’ra peb tra !
Fenoz o fringal,
Warc’hoaz er bez tenval !
Tremen ’ra peb tra !
Ha brema, va zud ker, eus a betra e komzin-me d’eoc’h ?…
Ens a diegez Yann ?… N’eo ket talvoudus hen ober, n’eo ket kennebeut va labour.
Eus K1aodinaïg neuze ? Anzav a ran e chomm ganen nebeut a dra da lavaret diwar he fenn. Derveziou eul leanez a zo ken henvel an eil ouz egile ! Pedi ha kana meuleudi an aotrou Doue, setu he holl labour betek he heur diweza. Klaodinaïg her greas kalonek epad ar pemzek vloaz ma vevas er gouent.
Karet meurbet gant he oll c’hoarezed, Klaodinaïg a oe hanvet da briolez, da zuperiorez, p’edo o ren he femp bloaz ha tregont. Din oa eus ar garg-se enorus ha pounner, dre he gouiziegez, he c’harantez ouz Doue hag he nesa. A-wechou, koulskoude, e renkas gourdrous ; hen ober a rea gant kement a vadelez ma veze atao selaouet grant doujanz.
Miret a reas evel-se epad pell bras an urz vad, an unvaniez, an doujanz ouz ar reolen er gouent-se a gounte d’an ampoent war-dro c’houec’h-ugent leanez.
Na zistroas ket da Gerzadiou, rak al leanezed-ma pa ’z eont d’ar gouent a lavar d’o c’hear eur c’henavo hep distro. Yann, avad, a yeas meur a wech a-ratoz-kaer evit he gwelet, kement e karie anezi.
Pa ’z eas evit ar wech diveza ’oa chommet adarre pemp bloaz hep mont. Skei a reas evel kustum pa zigouezas e toull dor ar gouent. Eur vaouez treut kenan, huel ha moan, koef Treger ganti, a zeuas da zigeri d’ezan. An dro genta e oa d’ezan d’he gwelet. An hini a yoa karget eus al labour-ma kent, kredabl a yoa maro.
Yann a c’houlennas koms ouz ar c’hoar Santez-Kristina.
— « Va Doue, eme ar borsierez, fazia rit, va den mad ; ama n’eus c’hoar ebet hag a zougfe an hano-ze ! »
—- « Penaoz an dra-ze ? Bet oun, koulskoude, alies a-walc’h ama oc’h he gwelet. »
— « Kement-se a hell beza ; pa lavarin mad, me a zo nevez deuet ama, ha n’anavezan ket kaer an holl c’hoaz… »
— « Her gwelet a ran… ! »
—- « Me a zo o vont da c’houlen eus he c’helou gant ar zuperiorez. »
—- « It ’ta, mar plich. »
Yann a jommas e-kichen an nor, nec’het bras gant an darvoud, tenval e benn, me lavar. « Daoust ha maro e ve ? emezan ; n’eus deuet kelou ebed d’in koulskoude… »
E keit ha ma rea e zonjou, setu ar vaouez o tont gant ar pez he doa gallet gouzout diwar-benn Klaodinaïg.
— « Lavaret mad am boa d’eoc’h, emezi : n’eus leanez ebed er gouent o tougen an hano hoc’h eus hanvet. Ar c’hoar Santez-Kristina a zo bet epad kals a vloaveziou superiorez er gouent-ma, hogen, marvet eo bloaz zo bet d’an 13 a viz here. »
— « Petra ! marvet ? eme Yann ; ha n’ez eus bet digaset kelou ebed d’in ? »
— « Den el leandi na ouie he doa c’hoaz kerent beo. War ar c’haierou e lenner e oa maro he zad hag he mamm pa zeuas eus ar gear. Na lavarer ket he defe na breudeur na c’hoarezed ken nebeut. »
— « Gwir eo kement-se ; hogen, ni a oa an tosta kerent. pa ’z eo bet savet en hon touez gant va zad. »
Paour keaz Klaodinaïg ! Me ’m bije karet he gwelet c’hoaz eur wech ha beza en he interamant[8]. O va c’hoar garet, n’az kwelin mui eta war an douar-ma ! Kenavo! Kenavo biken, er baradoz ! Ya, Klaodinaïg, kenavo er baradoz !… Eus an neac’h du-ze, sell ouzin, ha ped evit an hini a garies !… Ped ivez evit hor breur Cheun, brema marteze o c’houzanv poaniou garo e tan arpurkator ! O Klaodinaïg ! Klaodinaïg !… maro out, ’met na vezi ket ankounac’heat ganen. Brema ’vezi tostoc’h d’eomp eget pa edoz er gouent. N’ema mui ar speuren houarn etrezomp ; pa deuy an hanter-noz, da vez a zigoro, hag e teui alies da vale dre Gerzadiou, da vro garet. Ya, dont a ri alies, sur oun, d’hor gwelet ha da zigas d’eomp bennoz an env. Doriou ti ar Voaled a gavi atao dibrenn ; ar c’hi Min-du na harzo ket ouz da welet, da anaout a ra a bell zo… Ha pegouls e teuy ar mare ma vezimp unanet e Doue evit atao ! O Maro ! deus pa gari, ar c’henta ar gwella ! Me ’m eus mall da veza gant Klaodinaïg !… Va Doue, sodi ’ran !… Ha Franseza neuze, va dousik Franseza ! petra deuio da veza ? Ha va bugaligou !… Ho polontez santel bezet great !…
Yann an deus kendalc’het da jomm e Kerzadiou. o tremen e holl amzer etre al labour hag ar garantez, eürus e kement ha ma c’heller beza war an douar-ma pa zervicher mat an Aotrou Doue.
E vugale, me gred, a zo bet eat da eur gear-all bennak, rak pell bras a zo n’eus mui hano eus ar Voaled e Kerzadiou.
Ar zonj eus ar Seur[9] Klaodina, evel eus eur zantez, a ya eus eur rumm d’egile, o teurel war an holl c’houez vad ar baradoz. Eus a c’horre an envou me gred ema he daoulagad dalc’hmat o para war dud he c’hearig, hag o skuilh warno grasou puilh.
Ra ziouano c’hoaz e-harz reier ar Meziou kals a vokedou a c’houez-vad evel houma !…
- Evel-se bezet great !
War zouarou Kerne, damdost da Roc’h Trevezel ez oa gwechall-goz eur c’hroaz-hent hag eun hostaliri brudet fall meurbet gant tud ar vro. Ti ebed a-dost ; setu perak hostiz ar c’hoaz-hent a c’helle ober an troiou falla hep na vije morse gouezet netra da just. Disfisiout a read, hogen den n’en doa gwelet netra. Hervez ar vrud, meur a zen a yoa bet lazet eno.
Er goanv, pa veze tenval an noz, pa c’houeze an avel yen war ar meneziou, ar vesaerien diwezat o tont gant o denved, o deus kontet e klevent moueziou klemmus anaon an dud lazet o c’hournijal en-dro da Roc’h Trevezel. Hanter-spountet, ec’h hastent ober sin ar groaz evit na vije great droug ebed d’ezo.
Nemet an hini a zo bet eno e-unan den na lavaro ar spont a grog en tremener a ya en noz dre veneziou an Arez, ken dizolo, ken nebeut a diez war an henchou anezo.
Ar re a zo bet garo oc’h ar paour en o buez a deu dre eno da ober pinijen goude o maro, hervez ar re goz.
Evit reiza bugale ar c’heariou a zo en-dro d’ar menez, n’eus nemet gourdrous o c’has war Roc’h Trevezel da dremen an noz gant an teuzed. Na vez ket ezom da lavaret diou wech.
Roc’h Trevezel, goude menez Sant-Mikel, eo an huela menez eus chaden an Arez. Ac’hano ez eus eun taol lagad dudius var gorre Leon hag eul loden vrao eus a Vro-Gerne. ’Velkent kein duet ar menez a zo melkonius. N’eus eno na ti, na gwezen, na den, nemet eur mesaer bennak o c’haloupat war-lerc’h bandennadou denved treut meurbet, rak n’eo ket druz ar peuri, me lavar. Kerkent ha kuz-heol e weler anezo o tastum o loened, hag en hent war-zu ar gear, n’eo ket tizet e vefent gant eul lampon pe eur spontailh bennak.
Unan eus ar vesaerien-ma eo en deus kontet d’in ar pez ez an d’am zro da zisplega d’eoc’h.
— « Aboue ez eus pell avad, keit ma n’eus mui, me gred, war an douar hini ebet eus ar re a veve en amzer-ze. Me gred zoken e oa e mare an Dispac’h, ar freuz vraz-se a zo bet e Bro-C’hall, brema ez eus ouspenn kant vloaz.
N’oa ket ebat beza beo neuze, aotrou, abalamour ma ranke ar veleien tec’het en harlu pe mont da guzat evel torfetourien. N’oa ket a urz zoken da lavaret ar pedennou en tiez. An neb a vije kavet o pedi a veze ereet, kaset d’ar prizon ha kondaonet d’ar maro hep barnedigez. Kals a dorfetourien, a vuntrerien, a dud fall a bep seurt, a ye hag a deue dre ar vro hep ma vijent harzet. Dont a reant n’ouie den a beleac’h. Hon tadou koz Bretoned na garent tamm ebed an divroidi-ze, hag a zelle a-dreuz p’o divije da ober ganto. Gouzout a reant n’o doa an dud-se na feiz, na reiz, na Doue, na mestr, hag e oant rak-se gouest a hep seurt falloni.
Doue ra viro, aotrou, e tirollfe c’hoaz warnomp eur seurt barr-amzer ! Evidoun e ve gwelloc’h ganen beza maro eget beva eus eur seurt buez ! »
— « N’em eus ket bet digant Doue an donezon d’anaout an amzer da zont, emeve ; tenval eo an dremwel koulskoude, ha me gred e vezo kurun dizale. Ha na gavit ket, va mignon, ez a fall kenan an traou hirio dre ar bed ? Gwelit pebeuz brezel spountus a zo great dreoll ouz relijion santel an Aotrou Doue ! Argaset eo ar venec’h, ar breudeur, al leanezed ; an Iliz a zo gwasket ma ’z eo eun druez ! »
— « Doue eo ar Mestr, aotrou ; ha kaer o devezo an dud, pa garo e vezo treac’h. Ar gaou n’en deus nemet eur mare, hag ar wirionez, abred pe ziwezat, na vank ket da sklerijenna zoken ar re a zo an dalla.
Gwechall-goz, eta, ez oa er C’hroaz-hent eun ti men, huel ha ledan, toet gant mein glas an Arez, teir renkennad prenestrou warnan. An ti-ma a zeblante beza bet savet a ratoz-kaer evit digemeret ar veachourien geiz sourprenet gant an noz war lein an Arez. Pebeuz fouge enno pa welent a ziabell ar goulou o lugerni e prenestrou an ti bras ! Hag e lavarent : « Bennoz da Zoue ! Ama da vihana e kavin eun tamm bara da lakaat etre va dent hag eur gwele da zigemeret va memprou skwiz-maro gant an hent am eus great !
Chomm a reas pell goullo. Setu ma oe klevet lavaret eun dervez a oe : « Deuet ez eus eun hostiz da jomm er C’hroaz-hent ! « — « Mad, a lavare an dud, gant na ray ket eus e di tavarn al laëron ! »
Ar Breizad, aotrou, a zo disfizius pa na anavez ket ! »
— « Ha mad a ra emeve, n’eo ket mad rei ar galon d’ar c’henta deuet. »
— « Pell a yoa edont eno, ha den na ouie c’hoaz netra an holl diwar o fenn. Gwir eo, an dud a lavare a bep seurt traou ; ar pez a zo sur eo na ouie den netra zur ebet. Hini ebet na grede mont betek eno, zoken en deiz.
Kenta ma oe gallet gouzout eun dra bennak eus an ti-ze ’oa gant eur pilhaouer eus ar Fouilhez, diskennet e Komanna da ober e vicher.
Hervez an den-ma, an hostiz nevez a yoa frammet mad, dremm zu d’ezan, gant eur varo hir evel moue eur marc’h, en e benn daoulagad ruz evel kefou tan ; e-kreiz e zremm ’oa eur fri kamm evel beg ar gaouen. Eur vaouezig dister, gwisket evel e kear. treut-gagn, liou an dienez war he gorre, a zeblante beza e c’hreg ; eur mab o doa hag a c’helle kaout trizek vloaz.
Evit doare n’ea ket kaer ar bed ganto, p’eo gwir pa zigouezas ar pilhaouer, edont oc’h en em beilha. Hema na gredas ket o dieza, hag a jommas e toull an or da c’hedal ma vije dizroet ar peoc’h adarre. Eno e klevas meur a dra. Ar c’hreg kez a damalle d’he goaz skei warni ken alies ha bemdez, hi koulskoude oc’h ober gwella. ma c’helle evit plijout d’ezan. Ar mab e-unan a zave gant e dad. Pebeuz tra euzus !
Pa welas Gwitourius eun den harpet oc’h e zor, ez eas eur zac’had kounnar ennan, hag e savas e vouez:
— « Petra rez-te aze, mab ar groug ? emeza. »
— « Aotrou, n’hoc’h eus ket a druilhou da rei d’in ? Me zo o pilhaoua ! …
— « A ! O pilhaoua ? Ma, kea da glask truilhou el leac’h ma kari. Ama na zalc’homp ket eus ar varc’hadourez-se. Kea, kea. buan gant da hent ! »
— « Kenavezo eur wech-all, aotrou, ha ra vo Doue ganeoc’h ! »
— « Dalc’h da Zoue ganes, klasker bara ! n’em eus ezom ebet anezan !… »
— « Diouallit, aotrou !… »
— « Diouall te kentoc’h na gemerfen va fuzuilh ganen, ha na ves goude lakeat oc’h ar ber !!!… Kea, pe me blanto ganes… »
Gwelet a rit, aotrou, c’houez fall a yoa. gant an ti-ze !
Ar brud eus an digemer great d’ar pilhaouer a yeas buan dre ar charter, hag an hostiz a oe barnet kalet.
E-harz ar menez eur mintinvez e oe kavet eur c’harr hanter dorret ; ar perc’hen, pistiget oll, poan d’ezan o chomm a-zav, a rea ar pez a yoa en e c’halloud evit dresa e garr hag en em zresa e-unan. Pa oe goulennet outan petra oa c’hoarvezet, e respontas e oa bet taget, war-dro dek heur noz gant tri lampon, o doa e laeret ha lezet evel maro war an hent.
Nebeut amzer goude e teuas eur marc’hadour bras da dremen dre an hostaliri nevez.
Dont a rea eus a Landerne, e garr leun a varc’hadourez talvoudus, hag ez ea ganto da Geraes.
An heol a yoa kuzet eur pennad brao a yoa ; gouel du an noz ’n em lede war ar vro tro-war-dro, hag ar stered a unanou a entane bolz an env. Setu, eta, hor beachour sourprenet gant an noz. En eur c’horn-tro eus an hent hag hen gwelet a-bell eun ti bras sklerijennet kaer. « Alo, emezan, setu eun hostaliri ! Ama da vihana me a c’hello koania ha loja, mar bez youl Doue ! Poent a-walc’h eo d’in chomm a zav da ober eun ehan, rak skwiz oun ; va march ive en deus doare da gaout ezom eus eun dra bennak. Alo, Kokot, eun tammig kalon ! C’hoaz eur gammedig. »
Mont a reas da skei war dor an davarn.
Gwitourius e-unan a deuas da zigeri gant prez.
— « Daoust, eme ar beachour d’an aotrou, na c’hellfac’h ket rei d’in lojeiz evit an noz ? Me a zo skwiz ha va marc’h ive ; chomm a ra c’hoaz ganeomp kals a hent da ober. »
— « Eo, eo ! Deuit en ti, va den mad ! »
— « Me ’zo eus a Landerne, ha da Geraes ez an gant ar varc’hadourez-ma. Gallout a refet ive lakaat ar c’harr hag ar marc’h er gwasked ? »
— A dra zur ! N’ho pezet aon ebed ! Deuit da azeza ; bremaïk e vezo aozet eun tamm koan d’eoc’h… Alo, Anjel, emeza d’e c’hreg, e pe leac’h e chommez brema, treinerez ? Ama ez eus eun den dare da dremen gant an naon ! Hast affo ’ta, komerez ! »
— « O, aotrou, kemerit hoc’h amzer !… Ac’han da varc’hoaz vintin… »
— « Hag a zo gwir, va mignon ; an tammig itron-ze evelato a rafe mad mont buanoc’h en dro. Lavaret e vefe eo sounnet he divesker outi !…
Nebeut goude ar beachour a welas ar wreg o tont en ti, poan d’ezi o vale.
— « Meuzdouet n’oc’h ket yac’h. itron, eme an diaveziad ; tenn eo ar bale evidoc’h ? »
— « O, aotrou, na daolit ket evez ! Bremaïk me ya da aoza eun tamm koan d’eoc’h, hag ez eot da gousket pa gerrot ! »
— « Amzer a-Valc’h em eus, itron. »
E keit-se, ar mestr a yoa eat da doull an nor, hag a zafare gant unan bennak. Goustat hag izel e komzent, rak-se ar beachour na ententas ket nemeur a dra.
Klevet a rea koulskoude :
… « Eur marc’hadour pinvidik o loja ganeomp… Eun taol kaer !… Eur c’harrad marc’hadourez !… »
Ar vaouezig, eta, a ye war he fouezik ; evelato a-benn eur pennad he doe pourchaset eur zouben hag eun tamm kig sall poazet da lein. Na lavare ket nemeur a dra, anat e oa e tiwaske kals a boan, a gorf hag a spered sur a-walc’h.
Pourchaset e oe ivez eur gambr hag eur gwele, hag an aotrou a zavas da goms gant ar beachour.
— « Evel-se ’ta. emeza, ez it gant ho marc’hadourez da Geraez. Ha n’ho peus-hu ket aon rak al laeron ? Dre an amzer-ma ez eus kals a Chouanted dre aze, ha na c’houlenfent ket gwell eget tapa krog en ho marc’hadourez ! »
(Hag ar re Ruz pe C’hlaz, neuze ? Ar re-ze marvad a yoa kals onestoc’h ?)
— « Doue, aotrou, a daol evez warnoun ! E lagad a vez bepred o para warnoun… Na gouezo ket eur vleven eus va fenn hep e aotre… »
An aotrou hostiz hen harzas.
— « Petra ! C’houi a zo c’hoaz diot a-walc’h evit kredi er seurt sorc’hennou mad da sponta ha da viret gragez ha bugale en o roll ? An « Nasion » he deus diskleriet pell zo n’ez eus Doue ebed ! Ha ma vije bet unan, daoust hag-en en divije lezet dibenna e veleien ? »
— « Aotrou, me a zo Breizad, ha gouzout a rit, eur Breizad a gred e Doue. Hen eo en deus lezet ober kement a zo c’hoarvezet. Pec’hejou tud Bro-C’hall a yoa pignet betek e gador, hag a c’houlenne kastiza. Kouezet eo warnomp buanegez an Holl-C’halloudeg ; hag evel e c’hoarvez alies en hevelep traou, ar re vad o deuz paeet evit ar re fall. Ar gwad divlamm a zo plijet muioc’h d’ezan evit n’en divije great hini brein ar bec’herien divezet. Eürus int brema, aotrou, e lein an envou !…
« Ha ma tigouezfe d’in koueza etre daouarn tud kriz, an Doue a azeulan hag a garan a gavfe tro d’am zenna brao-tre eus a dre o daouarn !… »
— « Na gredan ket, va mignon, eme an hostiz. Gwelloc’h eo d’eoc’h ober eveldomp. ha youc’hal ganeomp : « Bevet an Dispac’h ! »
— « Me, aotrou, youc’hal ma vevo an Dispac’h ? Ze, dre va feiz, na rin morse, ha goude ma ve troc’het va gouzoug d’in !… »
Gwitourius en doe eur mousc’hoarz fall evel ar pec’hed ; e zaoulagad a luc’has an e benn, hag e lavare ennan e-unan : « Setu kig kristen d’in a-benn fenoz ! Da Zoue, m’hen tou ! n’az tenno ket a dre va daouarn !!!…»
Debri a reas ar beachour eun tammig koan, dres ar pez a zo red evit chomm hep koueza d’an douar ; goude ar pez edo o paouez klevet, e galon n’oa mui digor d’an dibri, ha war e spered e poueze eur beac’h pounner meurbet. Na keuz en doa brema da veza lakeat e dreid en ti milliget-se ! Petra ’vije great d’ezan ?… Petra ’deuje da veza ?… Ha galloud a rache biken tec’het dibistik eus a dre daouarn ar vanden laeron-ze ?… Siouaz ! douetanz ebet mui evitan ’oa kouezet en eun toull laeron !…
Etretant, kaset e oe da gousket, ha roet d’ezan eur pennad goulou rousin evit e sklerijenna.
Toull kambr an diavezour a yoa e traon an ti, eur speuren goad hebken etrezi hag ar gegin.
Kerkent ha m’oa eat a ziwar-wel, e teuas tri den dishenvel bras en ti. Unan anezo a zeblante kaout daou ugent vloaz, an eil pemp bloaz ha tregont ; an trede a yoa eur c’hrennard a zaouzek pe drizek vloaz o c’hedal c’hoaz ar malvennou da ziouan war mantel ar mec’hi. Ha perak ive oa eat d’en em deurel ker yaouank e-mesk eur seurt tud ?
Gwitourius na zaleas ket da lavaret :
« Tostaït, paotred !… Eur c’helou mat !… Komzomp izel ! Eu tu-all d’ar speuren ez eus eun aotrou pinvidik a ye da Geraez gant eur c’harrad marc’hadourez. Bremaïk ni welo petra da ober anezan. Ha, da genta, te paotr bihan, lavar petra ec’h eus great eus da zervez. »
— « Me, eme Berig, a zo bet en eur geriaden a Blouneour-Menez. Epad n’oa den en ti… »
— « Koms izel ! makast azen… pe e vimp klevet gant ar bourc’hiz a zo aze !… »
— « … Evel-se ’ta, epad m’oa eat an dud d’ar parkeier, me am eus divarc’het dor eun ti, hag eat ebarz, em eus gallet digeri eun arbel ha godella ar pez a oa enni en arc’hant. Setu ama, aotrou ! »
Hag ar paotr a ziskargas e c’hodel leun a beziou aour.
— « Mad, Perig, gounezet ec’h eus da goan !… Ha te, Minous, lavar d’eomp ’ta ar pez ec’h eus great ?
(Minous e oa ar gwaz a bemp bloaz ha tregont pe war dro).
— « Me a zo eat er mintin-ma war-zu Brasparts da welet ar foar. Kals a dud a yoa, aotrou ! O nag a dud a yoa ! »
— « Ha goude ? pez didalvez ! »
— « Al loened ’oa kaer ha ker, a lavared… »
— « Petra ra an dra-ze d’in-me, tanfoueltr diboell ?… Lavar an taoliou kaer ac’h eus great… »
— « O n’oa ket gwell eas, aotrou ober taoliou kaer hirio, kement a dud a yoa war an henchou ! »
— « Ha n’ec’h eus great netra, klaoustre ? »
— « Nan avad, aotrou ! »
— « Hag e kav d’it, boned ar gounnar ! e roin lojeiz ha bara d’it evit ober netra ? Na zigasez ket d’in talvoudegez an dour a evez ! Setu eur pennad brao a amzer ma seblant beza maro da zaouarn ouzit !…
Ha te, Bastian ? »
— « Me, aotrou, a zo bet war hent ar Fouilhez. Goude beza gedet pellik, setu eur c’harr o tont d’an daou-lamm ; ha me lammet oc’h penn ar marc’h. N’oa nemet eur vaouez er c’harr. Kemeret am eus plas en he c’hichen, hag em eus lavaret d’ezi e pleg he skouarn : « Ar yalc’h pe ar vuez, maouez ! »
— « Nag an eil nag eben ! emezi. »
— « Mad neuze, emeve, ema great ganeoc’h !… »
Kemeret em eus dre nerz ar pez a yoa ganti ; hag evel ma kaven ec’h enebe re galet, o lavaret d’in a bep seurt komzou kasaüs, me ’m eus kroget enni, hag he zaolet dreist ar c’harz. N’oun ket chommet enno da zellet en-dro d’in, e c’hellit kredi !
Setu ama talvoudegez va labour ! »
Hag e taolas hanter kant skoed war an daol !
— « Eun dervez mad, Bastian ! Te, da vihana, a labour ! Paeet e vezi…
Brema, mignoned, gwelomp petra hon deus da ober eus ar bourc’hiz a zo o loja ganeomp fenoz ! Ar varc’hadourez a zo gantan a dalv aour ! Hogen, ma krogomp enno, e vezo red d’eomp ivez en em zizober eus an amprevan-ze. Me gred e vezo rust ar c’hrogad, rak kredabl ez eus armou gantan ! »
— « Mar kirit, aotrou, eme ar Minous, me a yelo da ziouall an nor evit miret outan da dec’het… »
— « Te, lost leue, az po da begement ganen-me warc’hoaz vintin, pa na fell mui d’it laza na laerez. N’em eus ezom ebet ac’hanout, na da ziouall an nor, na da ziouall ar prenestr zoken. Kea da gousket pa gari !…
Bastian, va mab ha me a vezo barrek da unan marvad, nemet an diaoul a ve en e gorf !
Ha mat e kavfes, Bastian, ober e varo d’al lakipod-ze araok warc’hoaz vintin ? »
— « Ya, ya, aotrou, me a zo prest da ober kement a blijo ganeoc’h gourc’hemenn d’in. »
— « Hag ez afes, Gwitourius, a lavaras Anjel, da lemmel e vuez digant eun den ha n’en deus great droug ebed d’it ? An den-ze a zo deuet ama da dremen an noz e peb fizianz !…
— « Ro peoc’h. te, greg Lusifer, pe bremaïk az pezo va baz war da gein. Ar merc’hed n’o deus netra da welet en hor c’heusteuren ! »
— « En hanv Doue, truez oc’h eun den divlam, hep difen ! »
— « C’hoaz eur wech, sarr da c’henou, pe me az flastro dindan va boutou !… Diouall na glevfen c’hoaz eur goms ganes ! »
Anjel a davas dirak gourdrouzou ker spountus, o c’houzout, dre veza desket diwar he c’houst, a betra oa gouest al loen gouez he doa kemeret da bried. Eviti douetanz ebet mui edod o vont da laza an divroad, a grede kousket dienkrez.
Gant an euz ez eas da guzat e kougn huella an ti.
— « Neuze, Bastian, kerkent hag hanter-noz ez i da gaout ar bourc’hiz, hag e sanki da goutellazen en e galon. Jukos, va mab, a vezo games, n’eo ket ezom az pefe da gaout dourn. Me a ya da ober eur c’housk. War-dro unnek heur hanter e savin da ober eun toull el liorz. Kerkent ha m’az pezo e lazet e taoli ar c’horf dre ar prenestr ; me a grogo ennan hag hen taolo en douar, ha morse den na ouezo petra ’vezo deuet da veza. Ententet mad ec’h eus, Bastian ? »
— « Ya, ya, aotrou kabiten ; evel-se piz ha piz e vezo great ! »
— « Mat, Bastian, roet ec’h eus da c’her ; fiziout a ran ennout. »
— « Fiziout a c’hellit ; da hanter-noz me a vezo war zav. »
— « Kenavezo bremaïk, Bastian ! »
— « Kenavezo dizale, aotrou kabiten ! »
Ganet e oa en eur geriadennig a Blounger, e goueled Leon. Seiz vloaz a yoa edo o servicha en eur stal vras a Landerne.
E gundu vat he doa great d’e vestr kaout ennan pep fizians. Kaset e veze dalc’hmat da Lesneven, da Landivicho, da Witevede, da Lannilis ha da Gastell zoken, gant karradou mat a varc’hadourez a dalvoudegez vras.
Dimezet e oa abaoue pemp pe c’houec’h vloaz, ha Doue en don digaset d’ezan tri grouadurig koant evel an heol. Labourat, poania a rea endra c’helle evit gounit peadra d’o sevel deread. Er gwel a ze na esperne netra.
Yann-Mikeal a reat anezan. Leun e oa a zoujanz Doue hag a garantez evit an nesa. Morse na deue eus e c’henou an disterra koms trenk eneb nikun. Na garie ket an trouz, ha kerkent ha ma vije echu e zervez gantan, ec’h en em denne d’ar gear ; eno edo e ebad.
Biskoaz n’oa bet e Keraez, rak-se n’anaveze ket an hent, ha nebeutoc’h c’hoaz doare an tiez a gavche warnan. Eat oa hep difizianz ebet e ti bras ar C’hroaz-hent. An nep a zo eün youlou e galon a gred eo an holl henvel outan. An oan na zonj ket nemeur e fallagriez ar bleiz.
Daoust ha petra oa deuet da veza epad m’edo bodet al laeron evit e gondaoni d’ar maro ?
Pa oa digoret d’ezan dor ar gambr e tlie kousket enni, Yann-Mikeal a zerras war e lerc’h, hag e taolas eun taol-lagad en-dro d’ar gambr. Ar gwele n’oa ket fall, kempen e oa zoken ; taolen, kroaz na skeuden santel ebed ! eur mellezour, eur bodez wenn d’en em gempenn, eun daol-noz, setu holl arrebeuri an toull-ze ez ead ennan da c’hedal taol ar maro !… O sellet tost, Yann a gredas end-eün gwelet tachadou gwad dizec’het war ar zolier ha war ar mogeriou.
« O dampret ! emezan kerkent, klaoustre ez eus bet lazet tud ama ! Doueti rean e oan kouezet etre skilfou al laeron ! O Va Doue ! truez ouz va greg ha va bugaligou ! »
En despet d’e skwizder na gredas ket mont en e wele. O veza lavaret eun tammig pater e lazas ar goulou, hag e stagas e skouarn oc’h toull an alc’houez. En doare-ze e klevas piz ha piz kement a lavared er gegin.
E wad a vervas en e wazied pa glevas Gwitourius o lavaret da Vastian :
« Bastian, va mab ha me a vo barrek da unan, nemed Paol Gornek a ve en a gorf… Te, Bastian, a ray e varo d’an den-ze araok warc’hoaz vintin !… »
— « Deuit atao, muntrerien kriz, loened gouez, deuit pa gerot ! Va buez a zo etre ho taouarn, her gwelet a ran ; koulskoude me he gwerzo ker, ha na gouezin ket va-unan ! Avizet mad ez oun bet velkent o tigas va c’hontel ha va fistolen ganen ! N’ouzor ket morse petra ’zo da c’hoarvezout !… Da hanter-noz, O deus lavaret ?… Na dle ket beza pell dioc’h hanter-noz, marvat ! Bremaïk, abenn eun hanter eur marteze, me a vo astennet aze, maro mik !… Aotrou Doue, truez oc’h eur pec’her paour ! Saveteit va ene, ha bezet truez oc’h va greg ha va bugale !… Roit d’am breac’h nerz Judit, ma taolin d’an douar pennou enebourien hoc’h hano santel !… »
Edo c’hoaz o koms evel-se outan e-unan pa glevas safar. « Alo, emezan, deuet eo va heur ! Emaint erru ! »
Bastian ha Jukos chommet da gousket oc’h an daol a yoa nevez dihunet. Jukos a c’houlennas :
— « Ped eur a verk ar moumeder ? »
— « Hanter-noz nemet pemp ! »
— « Da gontel a zo ganes ? »
— « Dre gerniel an diaoul ! na garfen ket he lezel War va lerc’h. Eul laer na vez morse hep e gontel ! »
— « Va hini em eus ive. Va fistolen a zo ama en direten. »
— « Prest out ? »
— « Ya ! »
— « Deomp neuze !… Kemer ar goulou ma welimp araok hag hen eo kousket. »
Bastian, evel kosa, a ye da genta. Hen eo a zigoras an nor goustat. Yann-Mikeal alkodet e gein oc’h ar gwele a c’houlennas :
— « Petra glaskez ? »
— « Da vuez ! eme Vastian o vont d’ezan var-eün. »
— « Gortoz, kamalad ! eme ar marc’hadour. »
Hag hen leuskel eun tenn pistolen hag a yeas dres e kof ar muntrer digalon. Hema a-raok koueza a laoskas unan ive, hogen kement ec’h horjelle ma ’z eas e denn da skei gant ar voger. Bastian na zaleas ket da goueza d’an douar evel eur zac’had dilhad fank. Yann-Mikeal a zailhas warnan, hag a zankas e gontell e kalou an torfetour. Dies e kave, a dra-zur ; hogen, pe laza, pe beza lazet, n’oa ket evit mont a-dreuz. Hag, evel a vez lavaret :
- Gweloc’h eo beza kiger eget leue !
Jukos a yoa chommet harp oc’h an nor. O welet ez ea ker fall an traou eus e du, e taolas e c’houlaouen d’an traon, hag hen ac’hano mar gouie, a-dreuz hag a-hed dre al lanneier. Kredabl en doa kollet e skiant vat. Galoupat a reas kement ma na oe mui klevet hano anezan er c’harter.
Bastian a varve, edo ar roc’hel gantan. Yann-Mikeal a deuas sonj d’ezan eus ar c’homzou klevet eur pennad a-raok : « Kerkent ha m’az pezo great e stal d’ezan e taoli e gorf dre ar prenestr !… »
Hag hen digeri ar prenestr ; hag o veza tapet krog e korf Bastian e taolas anezan er meaz hep lavaret ger. Gwitourius a begas ennan hag her c’hasas d’al liorz evit e zouara.
Pa oa eat kwit, Yann-Mikeal a zonjas :
— « Petra rin-me brema ?… Tec’het hep va marc’hadourez pe mont dirak al laer bras d’o goulen ?… »
Edo er zonjou-ze pa zigouezas greg Gwitourius. « Jezuz, ma Doue ! emezi, n’oc’h ket maro ’ta ? Klevet em eus tennou bremaïk, hag e kreden e oa maro an holl ama !… Na pebeuz tud kriz !… »
— « Nan, evel a welit, n’eo ket marvet an holl. Me a zo c’hoaz war va zreid, a drugare Doue ! Marc’hadourez va mestr a jomm dindan krabanou an hostiz trubard ha muntrer, gwir eo ; hogen, na jommint ket pell avad ! »
— « Pa hoc’h eus bet an eurvad d’en em zizober eus hoc’h enebour e teuot ive a-benn eus va gwaz lazer, fisianz em euz ! Me na c’houlennan ken nemed mont ac’han ar c’henta gwella. N’eo ket eur vuez a c’houzanvan ama trizek vloaz zo ! O, ne vo ket re abred d’in kaout adarre ar gwir da veva er reiz evel an dud onest !… Pa deuio ar pez fall en ti, na souezet e vezo oc’h ho kwelet, aotrou, rak ho kredi a ra en douar ! Marvad e sailho warnoc’h ’vel eul loen gouez war e breiz !… »
— « Me na vezin ket lent ken nebeut ! »
— « Tennit warnan dizamant ! Eun ober mat a refet, m’hen tou !… Chommit kuzet aze, adre an nor vras ; ha pa glevfet anezan o tont en ti, bezit war evez, ha dreist-oll na vankit ket ho taol !… Mont a ran da guzat… Chanz vat d’eoc’h, va den.
— « Fizianz am eus e vezo Doue ganen betek penn. »
Eur pennadig goude al laer a deue er porz o sutal hag o kana evel eun den eürus. Edo c’hoaz er-meaz pa hopas :
— « Ac’hanta, Bastian, e peleac’h e chommez ? Deus da eva eur banne chigoden, sec’hed a dleez kaout ! »
— « Deus atao, Gwitourius, te da vihana n’az pezo mui na naon na sec’hed. Lazet awalc’h ec’h eus ; setu deuet da dro ! Ez eez da renta kount d’ar Barner bras !… »
A veac’h e oa eat e dreid dreist an treuzou ma oe klevet eun trouz spountus. Yann-Mikeal en doa tennet, ha tennet mat, ken n’en doa ket zoken Gwitourius amzer da c’houzout a be du e tenned warnan. Eun eil denn laosket dioustu warlerc’h ar c’henta hen ledas war al leur-zi maro mik.
Yann na jommas ket eno da c’hedal an deiz. Mall bras en doa da vont eus al leac’h daonet-se. Mont a reas eta war eün d’ar marchosi da gerc’hat e varc’h, d’her sternia oc’h e garrad marc’hadourez. Hag hen en hent o veuli Doue d’e veza miret dioc’h eur maro kriz.
An nemorant eus e veach a dremenas hep droug ebed.
Kerkent ha m’oa eat Yann-Mikea1 en hent e oe klevet en ti eun trouz spountus evel eun tarz kurun pa vez tost an arne.
Anjel a yeas da guzat dindan an daol, o krena evel eur bern deliou. Nebeut goude e welas eur maread diaoulou bihan, du evel an huzel, daoulagad ruz tan en o fenn, eul lost hir o treina war-lerc’h pep-hini anezo. Dont a reant dre ar siminal, oc’h ober eur safar, eun drailh da vouzara an den ar gwella skouarnet. Da ziweza e teue Lusifer, prins an drouk-sperejou ; Anjel da vihana a gredas e oa hen. Nec’het meurbet e oe o klask gouzout da beleac’h ha d’ober petra ez ea ar vanden louzed-se. Asten a reas he fenn eun tammig, ha petra welas ? Korf Gwitourius astennet en e hed war leur an ti. hag an holl diaoulou en-dro d’ezan, o youc’hal, o c’hoarzin goap.
… « Allo, Gwitourius, hor zervicher aketus, deus, deus ganeomp ! Deus, ma vezi paeet evit ar boan ac’h eus kemeret da blijout d’eomp. Deus, ma vezo tommet da dreid d’it. A ! A ! A ! Setu te etre hon daouarn ! A ! A ! A !… »
Satanaz a c’houitellas, hag an holl diaoulou a davas. Hag e komzas evelen :
« Gwitourius, abalamour d’an droug ec’h eus great ama, el leac’h-ma ha tro-war-dro, epad eur reujad bloaveziou, te a deuio bemdez dre ama pa skoy an hanter-noz, hag a ray ar muia ma c’helli a drouz. Goude-ze e kerzi war ar menez ha tro-dro ken na deuy an deiz. Gant ar c’henta bannou sklerijen e tizroï d’hon loch. Alo, mignoned, bugale-gaer Jupiter, sammit ar c’hamalad-ma, ma teuy da jomm ganeomp da Gersatan !… »
Korf Gwitourius a deuas da veza euzus ; ouspenn-ze eur c’houez ken pounner a deue dioutan ma oe red da Anjel stanka he fri. Pewar diaoul a grogas ennan, hag an enterramant diaoulek a loc’has, o vont er-meaz adarre dre an hevelep hent. An diaoulou bihan a fiche o lostou gant ar blijadur ; eur mousc’hoarz ivez a yoa war o muzellou.
Bep noz ac’houdevez, pa zone an hanter-noz e moumederiou ar c’harter, e veze klevet an nor, ar prenestrou, ar gwer o strakal evel pa vije tennet boulejou kanol e-tal an ti.
Anjel na helle kousket berad, daoust d’an ezom he doa ar plac’h kez da repui he izili dinerzet gant ar boan hag al labour.
Goude e veze klevet evel eun den o vale war ar vein gant eur foultren boutou koad, tachou kezeg enno. Strilha a rea ar chadennou houarn a yoa a-istribilh en-dro d’e gorf, o teurel anezo war ar zolier evit ma rajent muioc’h a drouz. Kerkent ha div heur ar spountailh a ye er-meaz oc’h ober adarre eun trouz ifern gouest da zihuna kear Vrest en he fez.
An neb a vije diwezat o tont d’ar gear a oa re zur da welet teuz Gwitourius en eur stum pe ’n eun all. Unan bennak her gwelas dindan spez eur c’hi du bras divent a yea dre foz an hent, e lost o ruza oc’h an douar, daoulagad luc’hedus en e benn, oc’h e c’houzoug eur jaden hir. An den na lavaras netra hag a gendalc’has da vont gant e hent. Eur pennad goude e klevas evel eur vanden dud o c’hoarzin. An tremener a hastas ober sin ar groaz, ha ne glevas mui netra.
Seiz vloaz goude maro Gwitourius, daou goueriad eus a Gerroudoual a ’n em gave diwezat o tont d’ar gear ; bet oant o pardona er Relek. Dek heur noz e c’helle beza.
Ar c’hosa anezo a yoa perc’hen en e dra. Job ar Goff a read anezan ; egile oa Ivon ar Blez, mevel e kear Job, tud a zoujanz Doue o daou.
En eun taol kount, o sevel e benn, Job a wel eur c’houlaouen war ar Roc’h Trevezel.
— « Sell ’ta, Ivon, emezan ; daoust ha na welez ket eur pez goulaouen du-ze war ar menez ? »
« — O tanfoueltr ! eo avad, Job ! Daoust ha petra eo kement-se da lavaret ? »
— « N’ouzon ket. Eun ene bennak e poan, kredabl !… »
— « Sell, sell ! Ema o loc’h ! Erru eo war-zu ama, a ve lavaret. »
E gwirionez, ar c’houlaouen a nije dreist kein an Arez, o vont war-zu ar zav-heol.
— « Daoust, eme Ivon, da beleac’h ema o vont ? »
— « Da iliz Itron-Varia ar Relek, marteze ! »
— « Ma lavarfemp eun De profundis evit peoc’h eneou keiz ar Purkator ? »
— « A greiz kalon, Job. »
Hag int da lavaret an De profundis gant kals a feiz.
Na weljont mui netra da c’houde.
A ziwar neuze zoken na oe mui klevet hano ebed eus Gwitourius ; kredabl e oa echu e binijen gantan war an douar.
Anjel na jommas ket er C’hroaz-hent. Prestik goude an darvoud hon deus displeget ez eas da c’houlen beza digemeret en eur gouent, evit ober pinijen ar rest eus he buez. Eno e varvas goude beza roet d’an holl ar skouer eus ar c’haera vertuziou.
Na jomm mui netra hirio eus hostaliri ar C’hroaz-hent.
Setu aze, aotrou, traou bet tremenet er vro-ma. Ni n’hon deus ket o gwelet, hogen va zad koz, Doue r’her pardouno ! am eus klevet n’ouspet gwech o kounta anezo.
Setu aze ive, aotrou, penaoz e vez a-wechou zoken er bed-ma kastizet gant Doue an nep a ra an droug.
- Lanndi, 15 kerzu 1905.
Yann !… Yann !…
Aotrou ?…
Setu ama teir c’had er baner-man ; kemer ha kas anezo da di va mignon Bidoch. Kals e kar ar gedon ha kement-man a ray eur blijadur c’houek d’ezan. Hast affo, hag astenn da zivesker ; klevet a rez ?…
Ya, aotrou ; amzer hepken da lakaat va c’halabousen ha va boutou-ler.
Kea buan epad ma skrivin eur rouden-skritur pe ziou d’am mignon.
(Skriva ha lenn uhel a ra peb ger). « Va Mignon ker, eur blijadur vras eo evidoun gellout kinnig teir c’had d’it. An dra-ze a ziskouezo d’it pegen evurus eo bet va abaden chaseal. Kredi a rafen ober gaou ouz hor mignoniach koz, o chom hep kas d’it peadra da ober evit morlarjez eun tam lip-e-bao. Lavar da Gatel lakaat he holl wiziegez da ober mad ar geusteuren. Da vignon koz, Pendolog ». (Koms a ra). Kement-man a ray, a gredan, ar vrasa plijadur d’am mignon Bidoch. Petra bennak an donezon ne dal nemeur, n’eo ket, evelato, eus an disterra kennebeut.
Aotrou, prest oun ; pa gerot ez in.
Mad eo !… Setu aman al lizer ha kemer ar banerad gedon-ze. ha kas anezo holl d’am mignon Bidoch. Klevet ec’h eus ?…
Ya, aotrou.
A-benn koan e vezi distro, mechans ?
Oh ! ya, aotrou ; mar gellan, mes eur pennad mad a hent a zo ac’han di ; diskempen eo an henchou, hag ar baner a zo pounerik, mes n’eus forz, ne vin ket pell.
Dal, kemer eur banne evid ma savi gwelloc’h da zeuliou ; dreistoll, bez fur, ha diwall mad ouz ar bod-ilio.
Aotrou, bezit dizoursi. Eur banne a gavan mad, rak morse n’en deus great droug d’in. Gouzout a rit, aotrou, penaoz oun mad ha direbech evit kement hini a zo mad evidoun, evidoc’h c’houi dreist-holl, rak c’houi zo bepred leun a vadelez, a garantez, a…
A-valc’h ! a-walc’h ! ha kea buan ; eur wech all e ri kudou d’in. Bez difre ha divorfil, rak mall bras am eus d’az kwelet distro evid kaout respont digant va mignon Bidoch ; mes, eur wech c’hoaz, diwall da veza touellet gand eur bod-ilio bennak.
Aotrou, bezit dinec’h, n‘ho pezo ket a leac’h da glem. (Yann a zalud hag a ya kuit en eur gana).
Kea d’an drotig,
Paour keaz Yannig,
Ha kan bepred, war varc‘h ha war droad.
Kea d’an drotig,
Paour keaz Yannig,
Bale seder ha kan a galon vad.
Gant ma ray ar paotr-ze e dro !… heum !… heum !…
Paner villiget, kea gant ar gounnar !… Ar c‘hoz gedon-man a zo pouneroc’h eget na zonjfed. Ma Welchen da vihana eur c’harr pe eun azen bennak, e taolchen anezo war c’horre, mes na welan seurt… (O sevel e zaoulagad, Yann a wel hoslaleri ar Marc’h Gwen). Sell ta, setu eun hostaleri, hag e doare vat. Oh ! mes he anaout a ran, houma eo hostaleri ar Marc’h Gwen, ha ma ’z afen en ti ? Perak nan ? Dare oun gant ar zec’hed, hag eun tam kreun a dorfen braoik ive. Ar gwin, a leverer, n‘eo ket gwall-ger aman, hag ouspen, eun nebeud lip-e-bao ne rafe ket a zroug…, eur wech n’eo ket atao… Gwel ‘ta, Yann, petra zo ez yalc‘h ?… Ya, mes lavarout a reer penaoz en hostaleri ar Marc’h Gwen ne vez ket bepred founnus an traou… alies zoken evit arc’hant, e vez treut ar zouben… Oh ! sac’h an dien ! na me zo diot ! bez’ em eus aze er baner peadra da zibri… O tibri unan, e chomo c‘hoaz diou c’had evit an aotrou Bidoch, ha diou zo awalc’h evitan. Ouspen-ze, Va faner a vezo kals skanvoc’h… Buan, fidam-doustik ! an traou en-dro !… (Skei a ra war an nor gant e vaz).
Hep !… n’eus den ?… paotr !… plac’h !…
An aotrou an deus c‘hoant da derri e zec’hed ?
Ha terri va naoun ive. Hast affo, ha ro d’in eur voutailhad gwin koz ; goude e kemeri ar c’had-man evid he lakaat ouz ar berr ; buan avad, sac‘h panez, rak mervel a ran gand an naoun hag ar zec’hed.
Ne vo ket da zalea, aotrou !… (Eur c’had a gas gantan. hag e tistro gant gwin ha bara. Dioc’htu ez a kuit).
Ah ! foutre !… heman avad a zo gwin ! ya gwin mad, dreistoll pa vez sec‘h ae gornailhen ! Deomp atao, evid c’hoaz n’eo ket diwezat, hag amzer am eus da frikota eun tammik ha d‘ober va zro araok ar pardaez. Evelato, sac‘h-an-dien ! eun dra am laka gwall-nec’het : ar c’hoz tam lizer-man eo !… Petra a skriv va mestr d’e vignon Bidoch ? Ha mar koms d‘ezan a deir c‘had ! (Yann a skrab e skouarn). Hounnez avad a vezo eur zouben !… E gwirionez, ar pez a ran n‘e ket brao… Kemer a ran eun dra fiziet ennoun gant va mestr, laerez a ran anezan en eur laerez e vignon. Va c‘houstianz a damallo ac’hanoun, ha leac’h he devezo d’hen ober. Ar skeud eus ar goz gad-man am heulio e peb leac’h, en noz kouls hag en deiz… A-hend-all, duet oun gant an naoun, hag ar c’houez eus ar c’had-man a hillig va c‘halon, rak, siouaz ! n’em eus ket alies eun tam lip-e-bao !! (Eur werennad-all a ev en eun taol). Gwas-a-ze d‘an aotrou Bidoch !… Lavaret a reer atao penaoz eo red skei war an houarn pa vez tom, dibri ar beren pa vez dare, ha me jomfe heb dibri ar c’had pa ‘z eo poaz !
Sell ta, te eo, Yann ! Pebez chanz !…
Trinka ’ri ganen, mechans ? n’en em welomp ket alies.
Eur banne ne ray ket a zroug, rak pell zo e valean hag, ouspen, eur blijadur eo trinka gant eur c‘hamalad koz eveldout.
Hop ! paotr ! buan, eur weren evid an aotrou ; hast affo ‘ta, troïdeller (Dont a ra ar c’heginer en eur zec’ha eur weren).
Ac’hanta, mont a ra da geusteuren en-dro ?
Oh ! aotrou, pebez jibeloten !! Peadra da lipat ho pemp biz hag ho piz meud. (Distrei a ra d‘ar gegin).
Petra, te a ra eur jibeloten ?…
Ya da ! doubl-viou ! Eun tammig lein pe eun tammig friko… Etrezomp, kleo, ne baker ket gwall alies eun tam lip-e-bao.
Hag a zo gwir ! Eun nebeud ijin a zo red mat d‘eomp beb an amzer, anez e varvfemp gant an naoun. (Trinka reont).
Ha da zervez pesketa, petra leverez d’in anezan ?
Biskoaz gwelloc’h, kamalad ! hag ar pesked a zo dija gwerzet.
Hag a zo mat, fidam-doustik ! Te avat a gas buan an traou en dro.
Ya kleo ! oh ! mes na lavari ger da zen ! Goustat en lavaran d’it… Sonj, va c’hamalad, penaoz em eus gwerzet, en ti an aotrou Kakouz, ar pesked am eus gallet da zifourcha eus e lenn e-unan.
N’eo ket gwir ?
Evel m’hen lavaran d’it.
Mintoueller ! c’hoari mat a rez.
Hag an itron Kakouz he deus va faeët : hep marc’hata pemp real al lur, hag ouspen, an tammig Itron a lavare n’he doa biskoaz gwelet kaeroc’h pesked !… Eur banne chigoden am eus bet c’hoaz war ar marc’had.
(A vouez izel o trei e benn). Estregedoun a oar touza e vestr ! (Kre) Ha n’ec’h eus ket aon da veza paket ?
Aon rak piou ? Aon rak petra ?… Daoust ha n’eo ket ar bobl a zo roue brema ?
(Izel) Kement-man a ra vad d’am c’halon. (Kre) N’eus forz, taol evez mat, rak her gouzout a rez, eun tenn a zo a-walc’h da laza ar bleiz. (Diskarga ’ra adarre eur banne).
D’az yec’hed koz, rak mall eo d‘in mont en-dro.
Penaoz, na chomi ket da zibri eun tam jibeloten ganen ?
Nan, kamalad, da drugarekaat a ran evid da vadelez ha da galon vat. Dare oun gant ar c’housket… Kenavo eur wech all, ha neuze me a baeo d’am zro. (Rei a reont am dourn an eil d‘egile).
Fidouen… kuit eo eat, ha netra gwelloc’h, rak daleet en divije c’hoaz ac’hanoun. N‘eus forz, va c‘houstianz a ra debron d‘in… Sevel a ra em eneb… rebechou a ra d’in… Ah ! her gwelet a ran, n’eus peoc’h ebed evid an hini a dec‘h diwar an hent mat… Ha peur em bezo debret ar jibeloten-man ? Penaoz e c’hellin-me dibuna ar guden-man gant an aotrou Bidoch ha gant va mestr ?… (O skei war an daol gant ar voutailh). Heu ! paotr… poaz eo ar c’had (Ar mevel o tont d’ar red gant ar c’had).
Setu aze, aotrou !
Mad eo, va faotr ; divorfil out. Selaou ‘ta, ne hellfes ket rei eur plad-all d’in pe eur skudel bennak evit lakaat ar friko-man a zebrin a-hed an hent, rag mall bras eo d’in mont kuit ?
Eo, aotrou, dioustu. (Mont a ra da gerc’het eur skudel e pehini e laka ar friko).
Mad dreist… An tam bara-aman a gasan ive ganen, ha beb an amzer e c’hellin diskolpa eur ginaouad hag e kavin berroc‘h an amzer. Dal, paotr, setu ar pae evit da labour ha gwerz-butun ouspenn. (Yann a bae ar mevel hag a ya kuit en eur gana) :
Kea d’an drotig,
Paour keaz Yannig,
Ha kan bepred, war varc’h ha war droad.
Kea d’an drotig,
Paour keaz Yannig… hag all.
Setu aze eun hinkin avad !… Daoust hag ar c’homper-ze n’en defe ket great eur mestaol bennal ?… Gwella zo, en deus paeet mat ac’hanoun, gwerz ar butun am eus bet zoken. Anez em bije diskuilhet anezan dioustu d‘an archerien. N’eus forz, eur ger a lavarin d‘an otrou Mear, rak an oristal-ze a zo c‘houez fall gantan.
AN AOTROU BIBOCH (O vale en e gampr. Yann a sko war an nor).
Piou zo ?… Deuit en ti.
Devez mad d‘eoc‘h, aotrou Bidoch ! Deuet oun da zigas d’eoc’h a-berz an aotrou Pendolog, va mestr, peadra da ober eun tamm fest evit morlarjez. (Yann a ro al lizer hag a laka e baner war an douar).
Ha ! Yann, te a zo eur paotr kalonek, ha da vestr a zo ar gwella eus an holl vignoned. (Al lizer a lenn huel).
« Va mignon ker, eur blijadur vras eo evidoun kinnig teir c’had d’it. An dra-ze a ziskouezo pegen evurus eo bet va abaden chaseal. Kredi a rafen ober gaou ouz hor mignoniach koz o chom hep kas d‘it peadra da ober evit morlarjez eun tamm lip-e-bao… Lavar da Gatel lakaat he holl wiziegez da ober mat ar geusteuren.
« Da vignon koz : Pendolog. »
Gwelomp ’ta ar gedon kaër-ze.
Dalit, aotrou, setu i aman.
Mes, va faotr, ne welan nemet diou, ha koulskoude, al lizer a goms d‘in a deir c’had.
Ya, aotrou, teir c’had.
Mes, n’eus nemet diou c’had ez paner.
Ya, aotrou, diou c’had.
Ac’hanta, al lizer am eus lennet bremaïk dirazout a goms a deir c’had.
Ya, Aotrou, teir c’had.
Eur wech c’hoaz, e-lec’h teir, ne welan nemed diou.
Ya, aotrou, diou c’had.
Azen diot ma ‘z out, elec‘h teir n‘ec‘h eus nemet diou.
Ya, aotrou, diou c’had.
Anzao freas d’in ez poa teir c’had da zigas a-bers va mignoun.
Ya, aotrou, teir c’had.
Teir a leverez ! E pelec‘h ema an dervet rag n’ec’h eus aze nemed diou hepken ?
Ya, aotrou, diou c’had.
Mez, sac’h-an-dien ! ne ouzout na sou na dic’ha ! N’eo ket diou eo, pa lavaran teir.
Ya, aotrou, teir c‘had.
Ro peoc’h d‘in, ginou tartez ! rak sotoc‘h out eget ar boutou a zo ez treid. Dal, ro al lizer-man d‘am mignon Pendolog. Selaou c’hoaz ac’hanoun. Mar kavez pe mar klevez e ve, en eun tu bennak, spered ha skiant da werza, e rafes mat prena da lod… ezom ec’h eus.
Kenavo, aotrou, ha yec‘hed mad d’eoc’h (Ez a kuit).
Pebez ginaouek ! pebez diod ! ne ouzoun ket penaoz va mignon Pendolog a c’hell derc’hel en e di eur banezen evel hennez.
Yann, eun tammik out diwezat.
Kredit ac’hanoun, aotrou ! Redet am eus ken na c’houezan.
Heb ehana tamm ebet ?
A ! aotrou, ken nebeut ma ne dal ket ar boan koms a gement-se !
Ha petra en deus lavaret d’it an aotrou Bidoch ?
Al lizer-man en deus roet d‘in evidoc’h.
Petra en deus lavaret diwar-benn ar gedon ? Laouen eo bet ouzit ?
Oh ! ya, aotrou, biskoaz n’em eus gwelet den laouennoc’h. Lavaret hag aslavaret en deus meur a wech penaoz ez oac’h ar gwella eus an holl vignoned… ha me ive, emezan, a yoa eur « bon garçon ».
« Va mignon ker. Eur merk nevez a garantez a ziskouezez en eur zigas d’in eul loden eus ar pez ec‘h eus paket o chaseal. Lavaret a refed zoken penaoz out moumounik sant Hubert, rag eur maoud out evit dineiza ar gedon. Eun nebeut oun souezet evelato ouz da glevet o koms eus a deir c’had, ha Yann n’en doa nemet diou en e baner. Marteze n’az poa ket lazet mat unan eus an teir c’had, hag hounnez, a gredan, a zo eat e breskin eus a baner Yann, hag a zo o c‘hoari koukou en eun tu bennak… N’oun ket evit-se nebeutoc’h anaoudek d‘it, ha da drugarekaat a ran a greiz kalon, rak gant an diou c’had, Katel a raio d’eomp eur geusteuren, eur friko ha ne vanko ennan nemedout.
« Da vignon anaoudek, Bidoch. »
Yann ! Yann ! Klevet mad ec’h eus ar pez am eus lennet war al lizer-man ? N’em boa-me ket lakeat er mintin-man teir c’had er baner ?
Ya, aotrou, teir c’had.
Ha va mignon Bidoch a lavar n’en deus bet nemet diou.
Ya, aotrou, diou c’had.
Anzao a rez ive n’ec’h eus roet nemet diou ?
Ya, Aotrou, diou c’had.
Brema eo sklear hag anat evit an holl penaoz ec’h eus bet teir c’had da…
Ya, aotrou, teir c’had.
Ro peoc’h d’in, glaourennek… ha penaoz Bidoch n’en deus bet diganes nemet diou c‘had.
Ya, Aotrou, diou c’had !
Peoc’h a roï, ginou tartez ?… ha selaou mat… eus a ziou c’had da deir.
Ya, aotrou, teir c‘had.
Eur wech c’hoaz, peoc‘h a roï, marlounk ! Te a rafe d’in koll va skiant. Eur c’had a vank, ne dal ket ar boan d‘it klask digaresiou. Petra ec‘h eus-te great ganti ? Klaoustre ec’h eus bet an tanva anezi ?
Ah ! Ah ! Ah ! aotrou, c’houi n‘oc’h ket eun den ken diot hag ho mignon Bidoch, c‘houi zo eun diviner !!!
Eun dervez hor Zalver
benniget a lavaras da zant
Per :
— « Ma ’z afemp da ober eun dro dre Vreiz-Izel, ar vro gaer-ze a zo enni kement a feiz ! »
— « Ya da, eme zant Per, deomp ’ta ! »
Hag i en hent.
Goude beza baleet pell bras, setu ma tigouezont e ti eur goveller.
— « M’em eus naon ! » eme Borsier an Envou.
— « M‘em eus ive ! eme ar Mestr. Deomp en ti-ma da welet ha ni a gavo eun dra bennak da zibri. »
Mont a rejont eta.
Ha setu eur goveller o tont daveto :
— « Petra glaskit, va zud ? emezan d’ezo. »
— « Ni a zo o veachi meur a zervez zo, ha n’hou deus netra evit terri hon naon !… Ma no pefe ar vadelez ?… »
Ar goveller n’o lezas ket da beur-echui o goulen :
— « E feiz, Aotrou, ne doun ket pinvidik, n’eo ket bet darbet d’in beza, rak va banne chigoden a garan kals, re marteze ; evelato me gred e kavin eun tammig bara da rei d’eoc’h ho taou. »
Ha, keit ha ma komze evel-se, e oa eat da c’horre an ti. Dizevel a reas an dousier wenn a c’holoe an dorz, hag e troc‘has daou bez tamm bara, a ginnigas d’ar veajourien en eur lavaret :
— « N’em eus nemet bara heiz da ginnig d’eoc’h, va zud keiz ; hogen, ar pez am eus a roan a galon vad ! »
— « Bennoz d’it ! eme Jezuz. Ha brema, me fell d’in, d’am zro, paea ac’hanout dioc’h va giz, abalamour d’ar vadelez ac‘h eus diskouezet en hor c‘henver ; goulen ’ta tri zra diganen, ar pez a giri, ha me o roio d’it. »
— « Goulen ar baradoz ! » eme zant Per d’ezan e pleg e skouarn.
— « O ne ran ket, eme ar goveller. Goulen a ran ma chommo stag oc‘h ar skaon-ma kement hini a azezo warni, betek ma plijo ganen rei d’ezan e frankiz ! »
— « A roan d‘it, eme hor Zalver. Ha goude ?
— « Goulen ar Baradoz ! » eme zant Per adarre.
— « Aze, em liorz, m’em eus eur wezen ber, hag a ro frouez kaer bep bloaz ; hogen mont a reont gant al laer. ha na c’hellan ket zoken o zanva. Mad, me garfe e chomfe al laer stag oc’h ar skourrou ken na zeuin, pa blijo ganen, da rei d‘ezan e frankiz. »
— « Kement-se az pezo ive. Ha goude, petra az pefe c’hoant da gaout ? »
— « Goulen ar baradoz, va filhor, » eme zant Per, evit an drede gwech.
— « Ro peoc‘h d’in, gant da varadoz. Eur zac‘h em eus ama. Mad, me c‘houlen ez afe ennan kement hini a fellfe d’ezan ober droug d’in. »
— « Kement-se ive a roan d’it. Allo, va mignon, kenavezo ha chans vad !… »
Meur a vlavez a dremenas. Ha setu eun deiz an diaoul o tont betek ti ar goveller.
— « Paotr, emezan dioc‘h-tu, deuet eo da eur. A-walc’h a vanneou ec‘h eus evet ; deus brema da domma da dreid !… »
— « Ma, evelato ive ! n’oun ket inouet c‘hoaz war an douar koulskoude, kement a blijadur em bez en tavarniou ! »
— « Deus, ha deus buhan, lakez, eme Baol gornok… »
— « Eur pennadig c’hoaz, mar deo ho madelez… »
— « Tamm ebed !… Sell ’ta, na pebeuz frouez kaer a zo aze !… Pell bras a zo n’em eus ket tanveat ar per ! Ma ’z afen da gerc‘hat unan ! »
Ker buhan lavaret, ker buhan great… Ploup ! eul lamm, hag hen er wezen. Debri a reas eur beren, ha diou ha teir, hag ouspenn zoken marteze. Hogen, pa glaskas disken, e welas a-walc’h e oa stag oc’h ar skourrou, ‘vel al labouz oc‘h ar glud. Setu hen o youc’hal mar doa eun druez e glevet.
— « Lez ac‘hanon da zisken, tamm lakipod fall ! »
Hag e yude evel eun den daonet, e valloze, hag e toue.
— « Ro d’in dek vloaz buez c’hoaz ! »
— « Bez‘ e pezo. Lez ac’hanon da zisken ! »
— « Disken ‘ta. »
P’en doa lakeat e dreid marc‘h war an douar, Paol a lavaras gant eur vouez trenk :
— « Te baeo an dra-ze d’in-me, boned ar groug ! »
Hag hen ac’hano. Da be leac’h ez ea ? D‘an ifern zur, da gas ar c’helou fall d’e vestr. Hema a c’halvas e vevelien en dro d’e gador ruz-glaou, hag a gontas d’ezo e abaden.
— « O, eme unan anezo, evidon-me n’em bo ket aon razan. N’hoc‘h eus, Aotrou bras, nemet kas ac’hanon betek ennan, ha me raio d’ezan plega. Ya, me hen digaso d’eoc‘h. »
— « Ma, eme Lusifer, kea ’ta, ha deus buan en dro. »
Hag an diaoul-all-ma da c’haloupad war-zu Breiz-Izel.
Hir e oa an hent, hag e tigouezas skwiz-maro e ti ar goveller.
— « Setu tremenet an dek vloaz roet d‘it va den. Deuet eo eta da heur ziweza. Laka urz ez paperou, ha deus dillo ganen-me da Gersatan, rak eur rouller dispar oud bet. »
— « Ya, ya, aotrou ; azezit aze eur pennad, bremaïk me yelo ganeoc’h. »
Satanaz a azezas war ar skaon ; n’oa nemeti en ti.
— « Brao ! Brao ! a lavaras ar goveller o c’hoarzin leiz e gof. Aze emaout ganti evit eur pennad, va faotr. »
An diaoul a fellas d’ezan sevel evit mont da zamma ar goveller divergont ; hogen, stag e oa ; ha kaer en doa an em zifreta, netra na rea, stag mad e oa. Hag e hope, hag e vleje da vouzara tud eur vro a-bez.
Ar goveller na rea van.
— « Distag ac’hanon, ha me az lezo ! »
— « Ro d’in dek vloaz-all da jomm war an douar ! »
— « Hag e pezo… Distag ac‘hanon !… Buan avad, sach an ognez ! »
Ar goveller a roas d’ezan e frankiz.
Hag an diaoul ac’hano en eur lavaret d’ar goapaer :
— « Ker e kousto d‘it. »
Mont a eure war-eün da gonta da Lusifer kement a yoa c’hoarvezet gantan.
— « Evel-se ema kont gant al lounker-ze ! eme Lusifer, prins an drouk-sperejou. Mad, me a yelo va-unan, ha douetus bras e teuin a-benn anezan. »
Ha setu Lusifer o kemeret hent hor bro.
Ar goveller a yoa oc’h ehana da houarna eur marc’h.
— « Setu ama va rouller, eme brins an diaoulou. Deuet ez oun d’az kerc’hat, libertin bras. Pell a-walc’h ec’h eus great goab ac’hanon. Allo buhan ’ta »
— « Gortozit, me ho ped, eur pennadig c’hoaz… »
Hag o lavaret kement-se ez eas da vit ar zac’h burzudus. Anavezet en doa marvad prins an drouk-sperejou, rak c’hoant en doa da ober gwasoc’h d’ezan eget d’ar re a yoa bet en e raok.
An diaoul a yeas drouk ennan dre ma read d’ezan gedal hag edo o vont da gregi er goveller, pa lavaras hema gant eur vouez nerzus :
— « Em zac’h !… »
Hag an diaoul bras o vont war e benn er zac’h, o yudal, o skrignal e zent, kement a gonnnar a yoa ennan.
Ar goveller a hastas prenna ’r zac’h war e breiz.
Goude hen dougas war an anne, hag e skoas warnan gant eun horz eus holl nerz e zivreac’h, betek ma n‘he|le mui.
An diaoul a vleje, a youc’he, a c’houlenne truez.
— « Truez ebed, pez vil, eme ar goveller, me a fell d’in ober brenn eus da eskern. »
— « Goulen ganen kement a giri, eme Lusifer, ha me hen roio d‘it. Ehan da skei warnon. »
— « Ro d‘in neuze dek vloaz-all da jomm beo. »
— « Hag e pezo… Ehan ’ta da skei ; bruzunet oll eo va izili. »
Ar goveller a ziskoulmas al las, ha Satan a zilammas er-meaz o sakreal, o vallozi. Mont a reas ac’hano o chilgammat, kroumet oll evel eun den koz.
Pa erruas en ifern, an holl diaoulou bihan a oe sebezet o welet o mestr en eur stad ker reuzeudik. Na gredjont ket avad goulen digantan petra yoa c’hoarvezet… Abaoue eo e vez great an diaoul kamm anezan.
Dont a reas koulskoude an Ankou da welet ar goveller. Na ankounac’ha den ebed, siouaz ! Hag ar goveller a varvas d’e dro. Kerkent e ene a nijas d‘ar broiou dianvez. Ma tigouezas gant dor ar Baradoz. Ha setu hen o skei goustat warni. Den na zigoras. Marvad n’en doa ket skoet krenv a-walc’h. Hag hen o skei krenvoc’h. En dro-ma sant Per a glevas, hag e teuas da zigeri.
O veza kornzigoret an nor e c’houlennas :
— « Piou oc’h-hu ? »
— « Me a zo eur goveller eus a vro Breiz ; dont a ran da c’houlen beza digemeret er Baradoz. »
— « Sell ‘ta ! Ya, anaout a ran ac‘hanout. Sonj ec‘h eus em boa eun droiad lavaret d’it goulen ar Baradoz digant Jezuz. Na falvezas ket d’it. Ha brema, p’eo gwir out bet ker mignon d’ar gwin ardant, kea pelloc’h, rak na vezi ket digemeret ama. »
Ar paour keaz den a gendalc’has gant e hent dre ar broiou dizanav. Goude beza beachet pell bras, setu hen o tigouezout dirak eun nor houarn ruz. Hag hen da c’houlen digor. An ifern oa. Ar goveller na ouie ket lenn, setu perak na c’hellas ket lenn ar c’homzou skrivet war an nor vras :
O c’houi hag a deu ama, lezit peb fizianz war ho lerc’h !
Unan eus an diaoulou a zeuas da zigeri. Ar goveller a c’houlennas beza digemeret. mez an diaoul a yeas da c’houlen ali Lusifer. Hema a zeuas da welet petra yoa. Hogen, kerkent ha ma kouezas e zaoulagad war ar paour keaz Breizad, ec‘h en em roas da yudal ken na dregerne an ifern gant e youc’hadennou.
Eur pennad goude e lavaras :
— « Nan, nan, biken na zigemerin ac’hanont ; ah ! n’em eus ket ankounac‘heat ar boan ac‘h eus great d’in brema zo nebeut bloaveziou. Kamm oun c‘hoaz zoken. Nan, nan, Breizad kriz ha digalon, kea pell ac’halen !… »
An nor a zerras kerkent.
Ma oe red d’ar goveller klask e leac’h-all.
Dizrei a reas war e giz, ha goude eun nebeud derveziou bale e tigouezas adarre gant ar baradoz. Evel en dro genta, sant Per a zeuas da zigeri d‘ezan.
— « Devet oun adarre ! a zonjas-hen o welet ar porsier. »
— « Lavaret em eus d’it na vi morse digemeret ama. Kea da c‘houlen digor izeloc‘h. »
— « Bet ez oun, sant benniget ! Bet ez oun, hag ez eus lavaret d’in ive na vijen ket digemeret. Da be leac’h ez in-me ‘ta ? »
Etretant, setu Salver ar bed o tigouezout.
— « Petra zo ’ta, Per ? emezan. »
— « Ema, ar rouller-ma eus a Vreiz-Izel eo en deus c’hoant da vont en ho paradoz. Mez me ne gavan ket. anezan din awalc’h eus eur seurt eurvad. »
« — Ar Breizad-se, ar govelleer a roas d’eomp bep a damm bara pa ‘z ejomp da ober tro Vreiz. Eo, eo, ra zeuy em Baradoz. rak lavaret em eus, gwechall p’edon o prezek va Aviel : « Eurus ar re a zo trugarezus, rak kaout a raint o-unan trugarez ! »
Hag ar Breizad a yeas e Baradoz an Aotrou Doue.
(kontet d’eomp e Landivisiau, d’an 23 a viz Ebrel 1906.)
Ar c’hleier o doa sonet laouen epad an deiz oll. kleier Ploare ha re Dreboull. kleier Plogoff ha re Graon, ha zoken mouez raouiet kloc’h koz Sant-Nik a responte freasa ma c’hellent etrezo o moueziou a ye hag a deue dre douez an aezen fresk, o lavaret a bep seurt traou burzudus kuzet ouzomp-ni, paour keaz tud eus an douar. Deiz eur gouel bras oa, an deiz-se ha n’en deus ket e bar e doug ar bloaz, ma teu ar bed a-bez d’en em drei war-zu an env gant eur feiz hag eur garantez virvidik evit goulen skoazel lez ar Baradoz.
Setu en eun taol ar c’hanaouennou oc’h ehana, ar c’hleier o tevel ; ar measiou siouleet a zeblante brema stoui dindan ar sonjezonou poanius ; eur vrumen skanv en em ledas dre ar parkeier evel gouel eun intanvez ; klevet e oe krozadennou pounner ar mor evel oc‘h huanadi. Deuet e oa an noz ; an aezennig fresk a zigase a Bep tu taoliou kanvus ar c’hleier o c’houlen d’an Anaon repoz !
— « Glazou an Anaon ! » eme’r plac‘h koz Katell Morvan ; hag e kasas he dourn d’he zal evit ober sin ar groaz. O anaout mad a ra ar glazou-ze a zonas ken alies evit ar re a garie ar muia war an douar-ma ; setu perak e skrije gant ar c’hlac’har bep gwech ma tigoueze ganti o c’hlevet. Er bloavez-se adarre, ar mor — pebeuz debrer tud ! — ha n’an doa ket lammet diganti he diveza mab bihan, breur Mari-Anna, ken devot, kel laouen oc’h an holl, hag a vije bet eur martolod eus an dibab ? Hag ar wreg paour ankeniet a lezas he rozera da goueza war he barlen, o serra he daoulagad evit beza muioc’h unanet gant ar re he doa kement karet, eat da Anaon !
Eur baotrezig a zoare a yea en em zilet er zäl vras, hag a dostae oc’h ar vamm-goz, o vale war begou he zreid ; houma a zeblante kousket, astennet en he c’hador torchennet gant kolo.
— « Mamm-goz, eme Vari-Anna a vouez izel, maro eo an tan. Ha lakeet e vezo keuneud en oaled ? »
O klevet he merc’h vihan, Katell a zigoras he daoulagad, hag a zellas gant plijadur oc‘h an dremm yac’h a stoue var-zu enni.
— « Ya, va merc‘h, ya ! emezi ; taol eur vriad keuneud munut war ar glaou evit adnevezi an tan ; red e vezo derc’hel kals tan en noz-ma, abalamour d’ezo da zont da domma ! »
Mari-Anna a yea kouezet d’an daoulin dirak an oaled ; santout a reas eur yenien skrijus o treuzi he c’horf, evel pa vije bet avel-dro o koueza war he diskoaz.
— « Aon am eus, mamm-goz ! emezi. »
— « Aon rak petra, va merc’h ? »
— « Aon rak an nosvez-ma. »
An hini goz a gemeras eun ton rust :
— « Ha n’a pefe ket a vez, va merc’h, o kousket ez eaz en eur gwele klos. keit ha m’ema an Anaon keiz, dre an noz du, o vont hag o tont dre an tiez o c’houlen pedennou ? A boan ma ve kavet mat kement-se evit ar re glanv hag ar vugaligou ! C‘houezek vloaz echu ec’h eus. va merc"h, hag out bras brema evel eur vaouez. Ped a-unan ganen. »
Mari-Anna a blegas he fenn hep lavaret ger. Lavaret a reas eur pennad goude :
— « Bihanik oan c’hoaz pa varvas va mamm, n’eo gwir, mamm-goz ? »
— « Mervel a reas da c’houel Maria Hanter-eost goude ma oas ganet. »
— « Va zad, va breudeur, va eontr Yann a zo marvet holl war ar mor ? »
Ha mouez ar vamm-goz a gouezas evel eun taol kloc’h glazou evit respont :
— « Holl ! »
— « Hag… » — Mari-Anna a yeas tostoc’h d’he mamm-goz evit klevet gwelloc’h — « hag hoc’h eus gwelet anezo abaoue, mamm-goz ? »
Hep respont, houma a reas sin evit lavaret he doa o gwelet.
— « Alies ? »
— « Be wech na deu ket ar c’housked da voucha d’in va daoulagad. »
Mari-Anna a skrijas adarre hag a zastumas he mouchouar gloan war he diskoaz, o lavaret ken goustat ha ken izel ma krede na vije ket klevet :
— « Riou em eus ! »
Klevet e oe koulskoude.
— « Pedomp, va merc’h ! » a respontas hepken ar vamm-goz, a ententas mat eo d’he c’halon he doa riou he merc’hig vat. Hag an diou vaouez, o c’hoefou harpet an eil oc’h egile, a voulc’has gant feiz peden an eal : Ave Maria ! Pedi reant a vouez izel, poan gouzout petra lavarent. Doue avad a gleve, hag ar werc’hez ive, m’oar vat.
An amzer a dremene ; pell a yoa na zone mui ar c’hleier ; tenval-zac’h oa er-meaz, ha n’oa ket eur stereden en oabl ; ha koulskoude eus pep siminal e save kouabrennou moged. An holl a yoa war zav, o pedi hag o c’hedal.
Ar vamm-goz a skoras he dourn war vreac’h Mari-Anna.
— « Laka traou war an daol, va merc’h, emezi ; ema deuet an heur, ha bremaïk e vezint aze. »
Mari-Anna a zentas raktal ; sevel a reas, he memprou oll o krena, kouls ha pa vije bet an dersien ganti.
— « Pet pladig a vo lakeat ? » a c’houlennas-hi. He mouez a yea evel halanad diveza eun den toc’hor.
Katell goz a jommas eur pennad da zonjal… hag oc’h ober eun hejaden d‘he fenn e lavaras gant tristidigez :
— « Kals ! Laka kals ; niverus e vezint er bloaz-ma ! »
Hep koms muioc’h, e chommas da zellet oc’h labour Mari-Anna ; houma a bourchase ar pred, sioulik, didrous ha gant urz. An dousier wanna sec’het el lanneg, c‘houez ar balan c’hoaz ganti, a oe ledet war an daol, testeni a enor rentet d’an dud pedet. Ar pladigou a yoa renket brao an eil e kichen egile ; ar gwer a stoke, ken tost oant. A ! traou a yoa war an daol avad !
Goude beza lakeat ar c’hrampoez gwiniz du hag al leaz teo e-kreiz an daol, ar plac’h yaouank a deuas adarre da gichen he mamm-goz hag a jommas eno, he daouarn e kroaz, he daoulagad o para war al laonennou tan a strake laouen en oaled. Hep flach, ha kouls lavaret hep sonjal e netra, o veza bet treuzet adarre gant eur skrijaden, ar baotrez a lavaras o sevel he zellou etrezek he mamm-goz :
— « Komzit ouzin, mamm-goz ! Na livirit netra… »
Ar vamm-goz a huanadas.
— « Ar re yaouank a ra safar ; ar re goz avad a goms nebeut dre ma pouezont pep-tra. Hag e petra e sonjfen fenoz nemet er re a zo bet ama gwechall o nosvezia ganeomp en-dro d’an oaled-ma ? Eun amzer a oe hag edomp unnek da nebeuta ; abaoue avad bep bloaz ez a unan pe unan d’ar vered, hag an Anaon a deue da veza niverusoc’h evit pep gweladen nevez. »
— « Ha brema na jomm mui nemedomp hon diou, mamm-goz ? »
— « Ya, va bugel ; e kichen an deliennig nevez-c’hanet Doue en deus ankounac’heat ar skourr koz ; ra vezo meulet e hano santel ! An Anaon keiz a gavo da zibri ha da eva war an daol, evel kustum, eun tan mat en oaled, hag an eneou dilezet eur bedennig evit o zikour da beur-ober o finijen. »
— « Mamm-goz, me a garfe pedi, hogen na c’hellan ket ! » a anzavas Mari-Anna.
— « A ! ma vije bet beo c’hoaz va gwaz paour, eme Gatell, hennez en divije distaget d’it gwerz an Anaon ; kustum oa d’he c’hana da noz an Holl-Zent, rak, eun den a feiz krenv oa ! Goude e vije dilammet ar beden diwar da vuzellou evel ma strink an eienen eus an douar. »
— « Kanit anezi d’in evelato, mamm-goz !… a c’houlennas Mari-Anna. Kement-se a zigaso sonj d’eoc’h eus an nosveziou-all, p‘edo hoc’h holl vugale en-dro d’eoc’h. »
— « Mat, selaou neuze, va merc’h ! »
Ha Katell goz a ganas gant eur vouez krenerez ha tuoret, oc’h ober sin ar groaz bep eur mare.
(Ankounac’heat am boa ton ha komzou, o c’havet em eus abaoue el leor kaer meurbet hanvet Barzaz-Breiz. Evit plijout d’am lennerien e kemeran an hardiziegez d’o lakaat ama) :
Han’ Tad, ar Mab, ar Spered-Glan,
Yec’hed mat d’oc’h, tud an ti-man,
Yec’hed mat d’oc‘h var-bouez hor penn
Deut omp d’ho lakat er beden.
Pa sko ar Maro war an nor,
Stok er c’halonou ar c‘hren-mor ;
Da doull an nor pa zeu ‘r maro,
Piou gant ar maro a yelo ?
Hogen, na vec’h ket souezet
Da doull ho tor mar domp digouet :
Jezuz en deus hon digaset,
D‘o tihuna mar doc’h kousket ;
D‘ho tihuna, tud an ti-man,
D’ho tihuna, bras ha bihan ;
Ma ’z eus, siouaz, truez er bed,
En han’ Doue hor zikouret !
Breudeur, kerent ha mignoned,
En han’ Doue ! hor selaouet !
En han’ Doue pedet ! pedet !
Rag ar vugale na reont ket.
Gant ar re hon eus-ni maget,
Ez omp pell zo ankounac’het
Gant ar re hon eus-ni karet,
Hep truez ez omp dilezet.
Va mab, va merc’h, c‘houi zo kousket
War ar plun dous ha blot meurbet,
Ha me ho tad, ha me ho mamm,
Er purkator e-kreiz ar flamm.
C’houi zo er gwele kousket aes,
An Anaon paour zo diaes.
C’houi zo er gwele kousket mat,
An Anaon paour zo divat.
Eul linser wenn ha pemp planken,
Eun dorchen blouz dindan ho penn,
Pemp troatad douar war c‘horre,
Selu madou ar bed er be.
Ni zo en tan hag en anken ;
Tan dindanomp, tan war hor penn,
Ha tan war lae, ha tan d’an traou ;
Pedet evit an anaon !
Gwechall pa oamp e-barz ar bed,
Ni ‘boa kerent ha mignoned ;
Hogen breman, p’edomp marvet.
Kerent, mignoned, n’hon eus ket.
En han’ Doue hor zikouret !
Pedet ar Werc’hez venniget
Da skuilha eul lomm eus he lez.
Eul lomm war an Anaon kez.
Eus ho kwele prim dilammel.
War ho taoulin en em strinket,
Nemet kouet e vec‘h er c‘hlenved,
Pe gant ar maro kent galvet. Amen.
Echu he c’hanaouen ganti, Katell a zavas en he zav sounn evel eur voger ; he dremm a deuas da veza difinv evel eur skeuden kizellet er mean ; he zellou a baras war dor an ti nevez-digoret goustat, didrous, evel gant eun dourn ha na weled ket. Eur youc’haden hanter vouget a deuas eus genou Mari-Anna. Ar vamm-goz a stardas he dourn war vreac’h ar plac’h yaouank o lavaret :
— « Emaint aze ! »
Stardet an eil ouz eben, poan d’ezo o tenna o halan, an anken war o zal, o ividigou o lammet gant an dersien, an diou vaouez a c’hede.
Ha setu m’ en em gavas eun toullad mat a dud war an treuzou. Ar wazed, tokou ledan war o fennou, ar merc’hed klozet en o mouchouerou gloan du, a zouge holl eur rozera en o daouarn.
Tenval o dremmou, mut o zeodou, tud ar bed-all a deuas en ti gant eun urz kaer, hep bouta, hep sellet en-dro d’ezo, evel kollet en eur welidigez a yea en o diabarz ; hag, oc’h ober kammejou ha na reant tamm trouz, ez ejont en-dro d’an daol, pep-hini d’e leac’h. Ar re o doa bevet, karet, gouzanvet ha lenvet eno, en em gave holl ; n’oa chommet hini ebed a gostez ; hag an diou vaouez a c’hellas eas a-walc’h anaout o c’herent dispartiet diouto gant ar maro. Na oe ket hir ar weladen, hag evelkent e seblantas d’an diou zellerez beza padet ouspenn kant vloaz.
Ha neuze, evel ma ’z oant deuet, an eneou renket war diou linen a eas er-meaz hep beza sellet war o lerc’h.
An nor a zerras he-unan.
Pa zihunas Mari-Anna antronoz vintin gant son an Anjelus, evel m’oa kustum, edo astennet war vein yen an oaled — an tan a yoa maro pell a oa — an em gaout a reas skwiz… skwiz kenan… skwiz maro ; he memprou morzet a reas poan d’ezi, evel pa vije o tont eus ober eur veaj hir.
En he c’hichen, Katell goz a yea atao war he c’hador vourret, ar rozera etre he daouarn skarnilhet gant al labour hag ar bloaveziou ; he ene santel koulskoude, goustadik, hep poan, a yea eat da heul ar vanden Anaon !…
Brema ’z eus ouspen kant vloaz ez oa e Plouelven,
e bro Breiz, eun den diwar ar meaz, koz-koz, e hano
Kerlo, leshanvet an den leal. Morse n’en doa great
droug da zen ; morse n’oa eat diwar an hent mat.
Ha koulskoude, tra iskis ! Kerlo n’oa ket karet ; doujet e oa, kredi read e gomzou, e onestiz a yoa meulet gant an holl, mez n’oa ket karet.
Ar gwel anezan a lakae an holl da veza nec‘het, aounik zoken ; c’hoariou trouzus ar vugale. c’hoarzadennou skiltrus an dud yaouank, konchennou ar c’homerezed, a ehane a-grenn, ’dal m’e weled o tifourcha en eun tu bennak ; n’anavezed mignoun ebed d’ezan, hag e veve e-unanik en e doull-ti didrous.
Tenval e spered dre veza e-unan, ha skwiz o veva deiziou bepred henvel an eil ouz egile, Kerlo, an den eün, en doe eur mennoz :
« N’oar ket eürus e Plouelven, emezan. Marvat ez eus dre ar bed broiou sederoc’h ar vuez enno. Mont a ran pelloc’h da glask an eürusted na gaver ket dre ama. »
Ha Kerlo a werzas e di, e zouarou ; ha neuze, leun e c’hodellou a beziou aour, ez eas da glask an eürusted.
Bale a reas e-pad pell amzer, treuzi a reas meur a wej ar mor divent, gwelet a reas keariou bras ha pinvidik, mont a reas dre vroiou dudius, dre goajou koz gant meur a gantved bloaveziou, el leac’h ma kleved kanaouennou dispar laboused dic’hiz ; pignat a reas war gern meneziou stok o c’herniou oc’h an oabl ; disken a reas e traoniennou doun ha didrous, a vev enno ar bastored ; chomm a reas a-zav dirak al lennou glas, hogen na gavas an eürusted e nep leac’h.
Kement e valeas, ar c’heaz, ma tigouezas e penn ar bed. Hag eno Kerlo a welas eur gear goant, an toennou great gant mein lugernus a skede dindan bannou an heol. Dont a rea eus ar gear-ze kanaouennou dudius, c’hoarzadennou laouen, moueziou tud yaouank o pedi. Tro-war-dro ez oa mogeriou gwer kristal, gant eun nor was ; Kerlo a lennas warni :
« Ama ema bro an eürustet ;
« Dont a ri ennan ma vezes kavet din. »
« Alo ! eme Gerlo leun a levenez, setu me eta digouezet e penn va beaj hir ! N’em eus ket klasket en aner. Emaon o vont da danva an eürusted ! »
Teir bazen a yoa etrezan hag an nor ; an hini genta a yoa en arc’hant, an eil en aour, hag an drede e diamant neat.
Kerlo a yea da bignat pa zeuas eun nerz vurzudus da staga e dreid e-barz ar bazen genta, hag e klevas eur vouez o lavaret d’ezan :
« Petra ec‘h eus great evit dont ama ? »
— « Hanvet oun Kerlo al Leal, a respontas ar Breizad. eun tammig lorc’h ennan. Kement-se a ro da entent n’en deus den netra da rebech ouzin. Na gredan ket em befe morse great an disterra droug, na great gaou ouz den. »
— « Kaer eo kement-se, a dra-zur, eme ar vouez adarre, hogen n’eo ket a-walc‘h en em viret dioc’h ar pez a zo fall, beva hervez ar reiz ; traou all a zo e lezen Doue ; red eo c’hoaz ober ar vad, beza karantezus e-kenver an nesa. Hen ankounac’heat ac’h eus, Kerlo al Leal ; kea, dizro e-touez an dud, arabad e vezo d’it dizrei ken az po bet an hano a Kerlo ar Madoberer. An nor-ma neuze a zigoro evidout. »
Kerlo a blegas e benn, eun tammig mezek, hag a yeas ac’hano.
Dont a reas daou vloaz goude da skei var dor ar gear eürus. En dro-ma ec‘h hellas pignat war ar bazen genta, a yoa en arc’hant, evel a ouezer ; hogen, kaer en doe, na hellas ket mont war an eil ; ar vouez en doa klevet en dro genta a gomzas adarre.
— « Petra ec’h eus great, Kerlo, evit beza digemeret ama ? »
— « Deuet ’eus sonj d’in, eme Gerlo, eus eun den brokus, oun dleour d’ezan eus va madou ; pa oan yaouank ha paour e prestas d’in arc’hant da brena douar ha d’o labourat dioc‘htu ; pa falvezas d’in paea va dle, e nac’has kemeret ar vad diwar e arc’hant. Eat oun d’e gaout ; paour eo brema d’e dro hag em eus roet d’ezan an drederen eus va danvez. »
— « Mat ec’h eus great, eme ar vouez ; diskouezet ec’h eus ez out anaoudek ; hogen plijadurus hag eas kenan eo ober vad d’ar re a zo bet mat en hor c’henver ; renta ar mad evit ar mad n’eo ken nemet ar bazen genta eus ar garantez. Kea, ha gra gwelloc’h c’hoaz. »
Ha Kerlo en hent. A benn daou vloaz e tizroas adarre. Er vej-ma ez eas war ar bazen aour, hogen, galloud ebed da vont war ar bazen huella.
— « Kerlo, eme ar vouez kuzet, petra ec’h eus great evit beza digemeret ama ? »
— « Eat oun da Vreiz-Izel, d’am c’hear a Blouelven ; galvet em eus d’am zi holl beorien ar barrez. hag em eus rannet etrezo an eil drederen eus va danvez. »
— « Brav e kavan kement-se, eme ar vouez. Ober vad d‘ar re n’o deus great na vad na droug d’eomp, setu aze eil bazen ar garantez ; n’eo ket avad an hini huella ; kea, ha gra gwelloc’h c’hoaz. »
Hag, evit an dervet gwej. Kerlo a zistroas e touez an dud. E vleo a yoa deuet da veza gwenn, hogen evel bannou sklerijen a yoa en-dro d’e benn, eun earidigez a vadelez a yoa brema war e zrem, e leac‘h an ear fougeüs en deveze kent peurvuia.
Hep ma vije harzet gant netra, Kerlo a bignas ar bazen arc’hant, ar bazen aour hag ar bazen diamant, hag e skoas war dor al leac’h ma rene eun eürusted peurbadus. E galon, me lavar d’eoc’h a lamme meurbet en e greiz.
An nor a c’hourzigoras, hag ar vouez a anaveze a c’houlennas :
— « Petra ec‘h eus great, Kerlo, evit beza digemeret ama ? »
— « Eun enebour em boa, eme ar Breizad, eun den kalet ha kounnarus, a reas kals a zismeganz d’in. Bet oun oc’h e welet, lavaret em eus d’ezan ec’h ankounac’haen, hag em eus lezet gantan an drederen ziweza eus va danvez. »
— « Ober vad d‘ar re o deus great droug d’eomp, satu aze huella pazen ar garantez. Deus ebarz, ha bez eürus, her gounezet ec’h eus. »
An nor a zigoras frank, Kerlo a yeas e-barz… Eno ema abaoue…
Meur a Vreizad kalounek marteze a lavaro, evel m’am eus klevet meur a hini : « Perak mont da Lourd ? » p’eo gwir hon deus e Breiz kement a ilizou brudet gwestlet d‘an Itron-Varia ? Bez‘ hon deus Folgoat e Leon, Rumengol e Kerne, Gwengamp e Treger, ha nouspet hini-all. Ze a zo gwir. Hag ar Vretoned a gar mont eno a vandennou da bedi mamm Hor Zalver. Mat kenan a reont, n‘o deus nemet kenderc’hel. Koulskoude, oc’h en em ziskouez d’ar plac’hig Bernadett, ar Werc’hez he doa lavaret :
« Ama karfen gwelet
Prozesionou,
A vo ganto klevet
Kân ar c‘hantikou. »
Ar Vretoned, azalek an heur genta, o deus lakeat o foan da blijout da « Rouanez Arvor ». Bep bloaz ez a eun niver bras anezo d‘he gwelet. en he c‘hear, e-harz meneziou ar Pirene. Tenn hag hir eo ar veaj ; n‘eus forz, ar Vretoned a ginnig o foan evit distro ar bec‘herien ouz Doue. Gouzout a reont he deus lavaret ar Werc‘hez e Lourd : « Pinijen ! Pinijen ! Pinijen ! » Da Vernadett a c’houlenne diganti petra he doa da ober, hi a respontas : « Pedi evit ar bec’herien. »
Ha neuze, plijadurus eo hen lavaret, ar Vretoned e Lourd a zo evel en eur « pardon » a Vreiz. O vont, e Lourd, hag o tizrei, na glever kouls lavaret nemet kantikou brezonek. O na dudius int da glevet, hor c’hantikou brezonek, pell evel-se diouz lanneier Breiz ! Na kaer int ivez, p’eo gwir, pa ganemp dirak kleuz ar garreg venniget dilennet gant Mari, an divroïdi en em vode en-dro d’eomp hag a c’houlene levriou evit kana ganeomp.
Klevet a reamp bep eur mare sonjezonou ar C‘hallaoued hag ar Veljed : « Ar Vretoned pa ganont n’anavezont ket kaer ar « muzul » ; hogen, kana reont gant feiz hag a greiz o c‘halon ! Eun dudi eo o c’hlevet ! »
Epad va beaj, meur a wej em eus bet peadra da gaout fouge eus va bro garet Breiz-Izel, ha n’eo ket me hepken, hogen ar goueriaded a yoa ganen ive a lavare : « Petra eo an dra-ze e-skoaz an dra-ma ‘n dra e Breiz ? »
Eat er-meaz a Vreiz, en tu-all d’an Naoned, e treuzomp plenennou hir kenan, enno douar du ha na ro kouls lavaret netra. Sur a-walc‘h an douar-ma a zo bet goloet a zour gwejall, rak kaout a reomp kals a ganoliou great evit digemeret an doureier. Ama, nebeut a wez, nebeut ive a geriadennou. Lavaret e ve emaomp en eur gouelec’h.
Azalek eskopti ar Roc’hel betek Lourd, an ilizou a welomp a zo dister kenan, eun druez o gwelet ! Per, va c’hamarad-hent, a lavare d’in : « Anat eo n’eus ket kals a feiz dre ama. Ar c’hardiou ganeomp-ni a zo dereatoc’h eget an ilizou-ma ! » Henvel int oc’h tiez ar bourkou, nemet ez eus e penn eun tammig kloc’hdi henvel a-walc’h ouz eur c’hlud dubeed.
Dre ma tostaomp oc‘h Bourdel, ar gwiniennou a zeu da veza kaeroc‘h kaera. Hep dale na welomp mui nemet parkeier leun a vodou rezin. E meur a hini zoken e tastumed at re zare (hao) evit ober ar gwin. Eun hanter barriken ledan, savet war eur c’harr treinet gant diou vioc’h henvel a-walc‘h ouz ejenned, a ya hag a deu dre ar park evit digemeret ar rezin kutuilhet.
An hent-houarn a jach ac‘hanomp dreist ar « Gironde », eur ster lous he dour evel an hini a ziruilh diwar an henchou bras nevez goude ve bet eur glao bras.
Prestik goude ez eomp e departamant al Lann. Ma Doue, kouls e vije henvel anezan departamant ar « pin ». Epad peder heur hent-houarn na welomp nemet sabr, gwez pin, kignet ha staget eur podig ouz pep-hini evit digemeret ar rousin a ziver anezo. Re inouus eo chomm da zellet outo, atao an hevelep taol-lagad ; setu perak va mignon Kristof a lavar d’in : « Kanit ’ta eur c’hantik brezonek ! » Dao ! hag eur c’hantik en-dro.
Deuet eo an noz warnomp eur pennad zo. Hon horolaj-godel a verk eiz heur hag eur palefarz. Lavaret a reer d’eomp emaomp tost da Lourd ! O ! na tridal a ra va c’halon d’ar c‘helou-ze !
Setu ma welomp en huel eur groaz great gant goulou. Ar groaz-ma a zo savet war eun nadoz hag he deus nao c’hant hag eur metr bennak a huelded. N’eo ket dies koulskoude mont betek ar gorre. Evit dek real, eur c’har chachet gant eur fun a zibrad ac’hanoc’h, hag ho kas goustadik betek an neac’h, epad ma ‘z eus unan-all o tisken. Ac’hano, mar deo seac’h an amzer ez eus eun taol lagad dudius war meneziou brudet ar Pirene.
Pa hon deus gwelet ar groaz lugernus, an hevelep youc’haden a deu eus peultrin an holl berc’herined : « Magnificat ! » Magnificat evit beza great d’eomp digouezout e kear ar Werc’hez yac’h ha dienkrez.
Eur wej diskennet e kear, kenta tra a reomp eo klask hol lojeiz. N’oa ket eun dra zies da gaout. Unan eus hor mignoned, kustum da vont hep bloaz da Lourd, en doa skrivet diaraok evit miret d’eomp gweleou.
Perc’herined Landivisiau, strollet en eur vandennig, a ya d’ar c’hao benniget da zaludi ar Werc’hez.
Bez’ e oa em eur maread re-all araozomp, o kana a greiz o c’halon meuleudiou an Itron-Varia, pep-hini e yez e vro.
Ar Vretoned a zigouez o kana ar c’hantik gallek ken anavezet e Lourd :
Nous venons encor
Du pays d’Arvor,
Où le sol est dur, où le cœur est fort,
Fiers de notre foi, notre seul trésor ;
Nous venons du pays d’Arvor.
Goude e teu tro ar brezoneg, hag e kanomp :
Rouanez Arvor, holl ho saludomp,
O Gwerc’hez dinam, ennoc‘h e kredomp !
Goude eur beden sioulik great gant pep-hini e goueled e galon, a-nebeudou ar berc’herined a ya da gousket, ha n’eo ket hep ezom, rak skwiz omp.
Ar glao a gouez founnus pa ’z edmp da iliz ar Rozera evit an oferen a zeiz heur hag ar gommunion. Na kaer eo, e Lourd, dreist-oll, da vare an gommunion, klevet ar c’hantik : Elez euz ar Baradoz !… O toniou Breiz-Izel, par d’eoc’h n’eus ket e nep leac’h-all !
Da zek heur ema an oferen-bred, lidet gant kals a veurded. Da vare ar gorreou e kaner « Adoromp oll. » Na vije ket bet gallet kaout kaeroc’h evit ar poent-se.
Pa deuomp er-meaz eus an iliz, ar glao a gouez atao. Nec’het eo an dud, hag e sonjomp : Ma kendalc‘h an amzer evelhen, gwaz a ze d’eomp ! Na vo ket brao ar perc’herinaj !
Ober a reer koulskoude ar brozesion goude lein, bete Kalvar ar Vretoned.
Ar c’hantikou brezonek a ya en-dro, ma ‘z eo eun dudi o c’hlevet. Ar gousperou a zo kanet goude war an toniou bras. N‘hellan ket tremen hep lavaret eur gomz diwar-benn prezegen an aotrou Marzin, person Gwiseni. Displega ’ra dirazomp an donezonou kaer en deus roet Doue d’ar Werc’hez Vari, eus he madelez e-kenver bugale Adam. Diskleria ra huel ha freaz ez eo dleour d’ezi eus e vuez. Hi eo he deus e viret da vont da goll, brema ez eus war-dro eur miz. Eat oa da besketa war eur vagig dister, pa oe kaset pell gant ar mor, hep gallout enebi. Tremen a reas an noz evel-se. war var da bep mare da veza lounket gant an tarsiou a yoa deuet da veza direiz. E zonj hag e beden, emezan, a yeas neuze d’an Itron-Varia, Sikour ar Gristenien. Da c’houlou-deiz, eur vatimant vras, o vont da Vilbao, a welas an dud paour — tri e oant — hag o digemeras er bourz. Lavaret a ra, en eur echui, na ehano da embann trugarez ha madelez Mamm Doue, keit ha ma vo buez ennan.
O veza m’eo ker fall an amzer, na reer ket prozesion ar Zakramant, meulet ra vezo ! Kals a dud a gerz war zu ar pinsinou, da bedi evit ar re glanv a zouber e dour ar Werc’hez.
Biskoaz, e nep leac’h all, n‘em eus gwelet pedi gant kement a feiz hag a fizianz evel ma reer ama. Doujanz ar bed a zo lakeat gant an holl dindan o zreid. Pep-hini a bed hep teurel evez oc‘h ar pez a ra e nesa. Gwelet a reer zoken kals o pedi, o divreac’h e kroaz. Pet gwej n’he deus ket klevet ar Werc‘hez ar c’homzou-ma : Yec’hed ar re glanv, pedit evit hor c’hlanvourien ! Itron-Varia Lourd. roit ar pare d‘hor re glanv !
Mari n’helle ket chomm bouzar oc‘h pedennou ker birvidik. Eur plac’h yaouank, Mari-Renea Quélen, eus Gwipavas, ha na c‘helle mui na debri, na bale, na gwriat, en em gavas yac‘h goude beza bet soubet en dour. Klevet em eus he deus santet eur boan souezus epad m’edo er pinsin. Kredi rea edod o vruzuni he c’horf paour. Mari Quélen he deus, da c‘houde, heuliet ar berc’herined-all en holl lidou. Enor ha bennoz d‘hor Mamm vad !
Epad an deiziou-ma meurbet benniget a dremenomp e Lourd, kals a re-all o deus kavet ar yec’hed pe, da vihana, eur wellaen. An holl dud poaniet a gav ama frealzidigez hag eun nerz nevez evit gouzanv hep klemm kement tra zies a zeu d’ezo, en o c‘horf pe en o ene.
Abalamour m’eo kel lous an amzer, fenoz na vo ket a brozesion ar goulou. Mont a reomp d’hor gwele goude beza great eur weladen ziweza da Werc’hez ar c’hao.
Evel-se, tost da-vad, e tremen derveziou ar perc‘herinaj.
Amzer c’holoet, n‘eus ket a c’hlao koulskoude.
Goude lein, prozesion at Zakramant a zo great gant kals a sked.
Trizek pe bevarzek banniel ha teir pe beder groaz — en o zouez kroaz aour ha banniel Landivisiau a zo remerket kenan — ac‘h a araok an delten. Eun niver bras a veleien hag a wazed — ar merc’hed na vezont kel lezet da heuilh at brozesion-ma — a vale war diou renk, eur c’houlaouen war elum gant pep-hini. Na ganer nemet « Pange lingua », pe da vihana latin. Dirak iliz ar Rozera, ar glanvourien a zo renket a bep tu. Tenereet eo ar galon oc’h o gwelet. Ar belek a zoug ar Zakramant a ya da gaout pep-hini anezo evit rei d’ezan bennoz Hor Zalver benniget. Eur beleg hag en em zalc‘h e-kreiz an dachen a bed a vouez huel evel-hen :
Jesus, mab David, bezet truez ouzomp !
Aotrou, mar kirit, e c’hellit va farea !
Aotrou, grit d’in kerzet !
Aotrou, saveteit ac’hanomp ; emaomp o vont da goll !
Ar bobl en eur vouez a adlavar, war e lerc‘h, pep-hini eus ar goulennou-ze.
Hor Zalver, ken galloudus hirio e Sakramant an Aoter evel pa dremene dre vro ar Jude, Hor Zalver n’hell ket chomm hep klevet pedennou great gant kement a feiz. Meur a hini o deus bet ar yec’hed gant bennoz Jezuz, ha p‘eo echu ar brozesion, e weler anezo o sevel diwar ar gwele, ’leac‘h n’oant ket evit finval eur pennad araok. Red e vez d’ar re en em gav pare chomm reiz betek ma vez eat ar Zakramant en iliz. Anez da ze, eas eo entent pebez freuz a zavfe eno. Pa vez gwelet eur c’hlanvour bennak o sevel diwar e c‘holc’hed, ar bobl a ya d’ar red war-zu ennan. An holl a c‘hoanta e welet, steki e zourn outan… evel-se emaomp. An dud a volontez vat hag a zo falvezet ganto kemeret preder ouz ar re glanv, o c’has hag o digas, o deus mil boan o viret oc’h an dud pareet da veza breset dindan treid an dud. Va Doue, esaat a ran ama rei da intent d‘an dud traou ha na c’heller ket koulskoude displega en eun doare dereat . Red eo beza o gwelet evit gouzout mat pegement ez eont betek ar galon !
Ha koms a rin ive eus prozesion ar goulou ? Va fennad skrid — re hir koulskoude a-beun brema — a vankfe eun draïg bennak d‘ezan hep kement-se.
Goude koan, pep-hini a bren eur c’houlaouen en unan eus ar staliou ken niverus e Lourd, hag a gerz war-zu plenen ar Rosera. Mont a reer neuze da ober an dro da Galvar ar Vretoned ha da skeuden sant Mikeal, eur c‘houlaouen war elum en dourn, en eur gana e brezonek :
Ave, ave, ave Maria !
Ave, ave, ave Maria !
O burzud ! Massabiel,
A dol sklerijen,
’Vel an heol o sevel,
War bord an draonien.
P’eo echu an dro ec’h en em voder dirak porched ar Rozera sklerijennet gant goulou elektrik. An iliz-veur ive a zo entanet betek at c’hilhog. Na weler nemel goulou dre-oll, war an dachen ha war ar skalierou hir hag huel a gas d’an iliz huella.
P’eo renket an holl, setu ma kroger grant ar Gredo, kanet war an ton bras. N’em eus tamm envor ebed da veza biskoaz em buez gwelet eun dra bennak kaeroc’h eget an dra-ma. An daerou, daerou a levenez, a den c‘hoaz em daoulagad pa deu em spered ar zonj a gement-mna.
D’ar yaou, goude kreisteiz hon deus great Hent ar Groaz war menez Espelug, ema harpet outan ilizou ar Weledigez.
Pa jommont a-zav d’ar wej kenta, an aotrou Kerbaol, kure e Douarnenez a ra d‘eomp eur brezegen dispar en eur brezoneg c‘hoek meurbet. Displega ’ra dirazomp kenteliou ar Groaz. Ar groaz ! emezan, he c‘haout a reer e peb leac’h e Breiz-Izel, war an henchou bras, war an torgennou, en tiez ha zoken war beultrin eur maread Bretoned. Diskleriet ez eus brezel outi, ha c’hoant zo d’he diskar eus an holl lec’hiou ma c’hell beza gwelet gant an dud, eus ar berejou, diwar an henchou. Breiziz, c’houi a ouezo en em voda evit stourm kalonek enep eur seurt torfed, evel ma reas gwejall ho tadou koz, a varvas kals anezo o tifen o Doue hag o bro…
Prezegennou evel houma a zo eun dudi o c’hlevet, ha sur oun eo eat war eün betek goueled kalon kement hini a yoa oc’h he selaou.
Da unnek heur e tlied beza er Rosera evit an Adorasion. Pell araok eo leun an iliz, ha kals eus ar re a c’hortoz re ziwezat o deus poan o kaout eur skaon da azeza.
An aotrou Penndu, person Lambaol-Gwimilio a zav er gador. Epad eun heur e peder kalonek evit an Iliz, evit ar vro, evit ar vugaligou, e riskl bras da goll o eneou er skoliou dizoue, evit hon tud chomet er gear, evit ar re glanv. Hanter-noz eo, setu gwisket an oferen-bred. Kana reer a greiz kalon, hogen, anat eo ez eo skwiz ar moueziou.
Ama e fell d’in, araok kloza va fennad-skrid, kas eur gomz a anaoudegez-vat d’an aotrou Havas, person Trezelide, evit e ganaouennou hag e doniou brezonek c’hoariet war an « harmonium » gant kement a wiziegez. Rei a ran d’ezan da c’houzout ma n’her goar a-benn brema, en deus great kals a blijadur d’an holl.
Mont a reomp goude an oferen da welet Gwerc’hez ar C’hao, evit ar wej diweza a-barz mont kwit eus a Lourd. Pedi a ran kalonek evidon va unan. evit va mamm-Vro Breiz-Izel, va madoberourien, va c’herent, va mignoned ha kement o deus goulennet ouzin kaout sonj anezo e Lourd. Na skwizer ket dirak ar Werc’hez venniget ; hogen red eo, koulskoude, en em zispartia. Poket a ran d’ar garreg ha da boultren ar c’hao, an daelou em daoulagad, hag e lavaran kenavo d’an Itron Varia Lourd. Kenavo ! o ya, kenavo ! rak dont a rin c’hoaz d‘he gwelet. er bloaz a zen zoken, marteze. E Lourd ec’h en em gaver ken tost d’ar Baradoz, ma lavarer alies eo Lourd eur c‘hougn eus an Env diskennet war an douar, eun tanva eus ar Baradoz.
Div heur hanter eo, ha mall bras karga hor sailhou e feunteun ar Werc’hez evit has an tanva eus « pardon » Lourd d’ar re a zo chommet er gear.
Amzer da zibri eur genaouad. hag e lammomp en tram evit mont da di an hent-houarn. Noz eo ha dre-ze n’eus ket nemeur a dud war zav, nemet ar berc’herined a gemer an tren kenta.
Da beder heur dek e loc’homp eus a Lourd, hor c’halon beuzet en eul levenez dispar.
O c’houi hag hoc’h eus eaz da vont, it da Lourd : dizrei a refet d’ar gear gwelloc’h, santeloc’h. Mont da Lourd a zo evel pa lavarfen ober eur pennadig « retred », ha gouzout a reer e ra vad atao tremen eun nebeudig derveziou en distro, e-unanik gant Doue hag e ene.
E Breiz-Izel e oa gwejall eun denig paour, paour
bras ; e henvel a read Tadig koz an dienez. Eun dervez
m’edo e visac‘h gantan oc‘h e choug, hag eur vaz en
e zourn o vale dre an henchou evit klask e damm
bara, e tigouezas gantan daou aotrou gwisket mat
hag a zelle piz oc’h kement a welent dre eno a ziou
hag a gleiz. An Aotrou Doue ha sant Per e oant,
deuet da welet ha ne zave ket paotr ar gwiriou re
diwar an dud paour.
« Eun draïg bennak, en han‘ Doue ! » eme Dad koz an dienez. »
— « Te ’zo bras ha kre, eme zant Per oc’h ober eur zell treuz outan. Sell, ar mor zo leun a besked ; perak ne dez ket da besketa ? Te, kredabl, a zonj d’it beza eun dijentil, pec’hed d’ezan labourat ! »
— « N’haller ket pesketa gant an dourn, eme an Tad koz. Sant Per, zoken, hag hen eur zant bras koulskoude, sant Per en doa rouejou, ha c’hoaz ne gave ket kaer ar vicher. Gwell e oe gantan beza staget oc’h eur groaz, e benn d‘an traon, eget chom ken da c‘houeza en e vizied oc’h ober ar vicher-ze…
Eul liardig, mar deo ho madelez, ken nebeut ha ma kerot, va zud vat ! »
— « ro d’ezan eur faen, eme an Aotrou Doue, ha lavar d‘ezan e tle beza kountant. »
Sant Per a hejas e benn, hag a lakaas evelato e zourn en e c‘hodel.
— « Sell, emezan, pez didalvez, an Aotrou Doue a fell d’ezan e ves kountant. »
Hag e roas d’ezan eur faen.
Tadig koz an dienez a zistroas d’e di laouen bras, hag a lavaras d’e c’hreg en doa gwelet an Aotrou Doue, hag en doa bet eur faen digantan.
— « Eur faen ? Santez Anna ! Mar ec’h eus bet da goan gant an dra-ze, neuze emaout mat. Ha petra raimp-ni gant ar faen-ze ? An Aotrou Doue a hellje, da vihana, beza roet d’it ive keuneud d’he foazat, amann da lakaat ganti, hag eul loa arc’hant d’he dibri. O ya ! mez setu aze, den na ra forz eus ar beorien. »
Tadig koz an dienez a zonjas neuze ivez e raje eur predig dister e c’hreg hag hen gant eur faen. Ma sonjas he flanta ; hogen, n’en doa tamm douar. Red e oe d’ezan he flanta e korn an oaled. Ar faen ne oe ket pell evit poulza ; a-benn an noz e save er-meaz eus an ti dre veg ar siminal, hag a-benn antronos ez oa savet ken huel, ma n’helled ket gwelet he beg. Ar person zoken gant e lunedou n‘her gvele ket.
Daou zervez goude, ar c’hreg a lavare d’he goaz :
— « Mat, eur faen dreist, evelhent, en deus roet an Aotrou d’it. Sav da gutuilh fa d’eomp a-benn hon lein ! »
Tadig koz an dienez a daolas e voutou koad, hag hen da gripat oc‘h ar wezen fa, a skour da skour hag a zelien da zelien. Hogen, kaer en doa sevel, ne gave ket a fa. Mont a rea atao endra c’helle. Ober a reas eur zell oc’h an douar ha n‘oa ket brasoc’h da welet eget eur c‘hreunen piz logod. Goude beza ehanet eun nebeud da denna e alan e pignas adarre, hag e tigouezas dirag eun ti bras alaouret : ar baradoz e oa. Eur morzol a yoa oc’h an nor, ha Tadig koz an dienez da skei, dao, dao :
— « Piou zo aze ? » eme zant Per.
— « Me, Aotrou sant Per, Tadig koz an dienez, a ouzoc’h ervat. Deut oan da glask fa d’am lein. Mez ar fa, red ha ma ve, ne zavont ket kaer er baradoz ; c’houi, me oar mat, zo gwelloc’h ganeoc’h kaout piz. Mez me a garje kaout eun tamm bara, bara gwenn, mar be ho madelez !… »
— « Bez’ e pezo ar pez a giri, eme zant Per, hag ouspenn bara, e pezo kig ha gwin. »
Tad koz an dienez a ziskennas skanv a hed trojen e wezen fa. Pep tra a oa war an daol pa zigouezas. Dibri a reas a walc’h, eva muioc’h c’hoaz, hag ez eas da gousket laouen bras. Mez e c‘hreg na reas nemet trei ha distrei epad an noz. Antronos e savas mintin mat, hag e c’hrosmole :
— « Piou a c’hellfe kousket en eur c‘hraou evelen ? Emeur atao en aon na gouezfe eur pennad moger bennak war ho penn. Te ne zonjez morse e netra. Ma karjes beza goulennet gant sant Per en divije roet d’it a-walc’h eun ti bras ha brao, n‘eo ket eun toull evelen e vije ! »
Tadig koz an dienez na respontas ger, gouzout a-walc’h a rea n’en divije ket ar gomz diweza. En em rei a eure da zutal war don An Hini goz. An dra-ze ’oa e c‘hiz da lavaret nan d’e c’hreg. Hogen, houma ne zebras tamm d’he lein, hag a chaoke atao :
— « Piou a c‘hallfe dibri boued o welet arrebeuri kel lous ha ken divalo ! O ya ! te ne rez forz ha pa ven-me flastret ama dindan an ti ! te a gavo eur c’hreg-all ! »
Boas oc’h e hanter-tiegez, Tadig koz an dienez a welas ervat e ranke neun pe veuzi. Setu hen hag o teurel adarre e voutou hag o pignat a skour da skour. Ne dea ket ker buan hag ar wej kenta ; digouezout a reas koulskoude gant dor ar baradoz.
— « Dao ! dao! »
— « Piou zo aze ? »
— « Tadig koz an dienez ! »
— « Adarre ? Ha petra vank d’it c’hoaz ? »
— « Aotrou sant Per benniget, heja ra va zi gant an avel, mogeriou hag all ; ha pa na rafec’h ken, sellit, nemet lakaat raz da stanka an toullou, pe sevel eun tammig solier d’eomp, pe ober eun tammig kambr d’eomp en daou gostez gant eur c’hilhogig war beg ar pignon evit diskouez pe leac’h e vez an avel. En hanv Doue, sellit, aon hon deus ennan ; Va greg n’he deus kousket berad en noz tremenet. »
— « Mat, eme sant Per, hag e pezo. Eun ti bourc’hiz a vo savet d’it, ker start en e zav ha kastell Brest. Mez na deuez mui da ravodi d‘in ; me n‘em eus ket kement-se a amzer da goll gant pep-hini ; ha ne garan ket ar randonerez. »
Tadig koz an dienez a ziskennas d’ar c’haloup. Pa zigouezas, n’en em anaie mui en e di. Eur maner a oa savet d’ezan. Solierou karget a arrebeuri kaer hag a gadoriou bourret. Eur porz klos a yoa dirak an ti, eur porz-rastel warnezan ha bandennou yer hag houidi ennan. Adren an ti ez oa eul liorz karget a wez hag a vleun a bep seurt.
Greg Tadig koz an dienez, na petra ‘ta, a yoa fouge enni he gwalc’h. A-raok an noz e oa bet oc‘h azeza e kement kador vourret a yoa er maner, hag o sellet oc’h kement mellezour bras a yoa oc’h ar mogeriou. Hogen, ha pell e padas he fouge ?
D’an eil dervez e lakeas en-dro d’ezi, an eil goude eben, kement sae vrao a oa en he armeliou, saeou seiz, arc‘hantet, alaouret, perlez oc’h lod anezo. Noz oa hag edo c’hoaz dirak he mellezour. An trede dervez ne reas epad an deiz nemet rei he urziou d’he mitizien. Ar pevare dervez ne ouie mui petra da ober. Enouet oa, digeri rea he genou da zislevi yen, ha setu hi, evit tremen he amzer, da ober eur bale war ar meaz. Tenval oa he fenn pa deuas d’ar gear, hag ez eas d’he gwele hep tamm.
Antronos, kerkent ha ma welas he fried :
« Gwelet ec’h eus biskoaz kement-all ? emezi. An amezeg zo digouezet ganen deac’h, ha n’en deus ket prizet zoken tenna e dok d’in ! »
— « Kleo ’ta, eme Dadig koz an dienez, bez’ ez eus tud ha ne ouzont nemeur beva, petra fell d’it ? Ne deo red da eun den tenna e dok nemed d’ar Roue ha d’ar Rouanez. »
— « Ha perak ne vemp-ni ket Roue ha Rouanez ive evel ar re-all ? Te, ne zonjez e netra. Ma karjes beza goulennet oc’h sant Per, en doa roet an dra-ze d’it awalc’h ! »
Azalek neuze, peoc’h ebed mui da Dadig koz an dienez. Ar c’hreg ne gouske ken. Bemdez e c’hrosmole o c’houlen outan peur ez aje da gaout sant Per, ha bemdez, goude eun nebeud komzou dipitus, e rea eur pennad gouela.
Tadig koz an dienez na rea van oc‘h he gwelet ; ne rea ken nemet heja e ziouskoaz. Hogen hi a glemme kement, ma lavaras eun dervez evit kaout peoc‘h diouti :
— « Mat, mat, warc’hoaz ez in ! »
Ar c’hreg neuze a yeas kel laouen, ma ’z oa eun dudi he gwelet.
Ar paour keaz den a ouie en doa lavaret eur gomz a re ; brema ’oa red d’ezan mont, pe e vije gwal-vuez. Setu hen ’ta antronos o lakaat e zilhad da zul, hag o pignat adarre a skour da skour. Digouezet e-kichen an nor, e skrabas e skouarn da genta ha neuze, lentik awalc‘h, e skoas :
— « Dao ! dao ! »
— « Te, adarre ! pez divez ! eme zant Per ; me ouie a-walc’h ne vije gallet morse rei e walc’h d’eur gargantuaz eveldot-te ! »
— « Sant bras, eme Dadig koz an dienez, pardonit d’in adarre en dro-ma, evel ma pardonan d’ar re o deus great droug d’in. Va greg eo he deus great d’in dont. Truez he deus oc‘h an dud reuzeudik. Lavaret a ra e wellafe d’an dud paour ma ven-me Roue hag hi Rouanez. »
— « Mad, eme zant Per, p’eo gwir eo evit ober vad e fell d’eoc’h beza Roue ha Rouanez, e pezo da c’hou]en. Mez, na deu ken war va zro ; rak ma teuez e kouezo truez ouzit. »
Tadig koz an dienez a hastas disken ; kaout a reas e c’hreg azezet war eur gador alaouret, ha tud ar vro oc’h ober al lez d’ezi hag o stouet dirazi. Daou zervez dioc’htu e oe laouen evel an heol ; fouge a yoa enni he gwalc’h. Hogen, an trede dervez, epad ma kempenned he bleo d’ezi, e teuas eur vleven wenn da heul ar grib. Setu hi droug enni dre ma leze Doue ar gozni da zont d’ar rouanezed. Antronos e oe roet d’ezi d’he lein krampoez gwiniz, viou ha sukr enno. Evel m’o c’have mat e tebras kement, ma oe red klask al louzaouer war he zro. An trede dervez e varvas en he lez he c’henta itron a enor, ha setu hi glac’haret, kollet ganti he levenez.
Epad ar zizun war lerc’h ne zebras kouls lavaret tamm ; ne rea nemet huvreal. D‘ar zul e lavaras d’he fried :
— « Ya da, eun dra gaer eo sur beza Roue pe Rouanez, hag e kouezer klanv, hag e c’heller mervel zoken marteze. Ma vijes bet an Aotrou Doue ha me ar Werc’hez, neuze avat e vijemp bet tud ! »
Tadig koz an dienez a zonjas neuze ’oa eat he zammig skiant diganti, hag he alias da vont da ober eur bale dre ar meaziou.
— « O ya, emezi, me ouie ervat, te n’ec’h eus biskoaz karet ac’hanon-me ! o tra ! »
Va den keaz ne jommas ket d’he zelaou. Mont a reas d‘al liorz da lakaat e gorniad butun.
Hogen, bemdez e kleve an hevelep son : « Ma ’pije bet eun tamm kalon, ez poa goulennet beza an Aotrou Doue ; ha pa na vije ken nemet evit rei da bep-unan glao hag heol hervez e frouden. » Bemdez e kleve an hevelep rebech. Hogen, Tad koz an dienez a zalc’has mad en dro-ma. Kaer a yoa e c‘hourdrouz, ne lavare ger. Lakeat e oe e pinijen diwar bara ha dour, mez na rea van. Siouaz ! an den na c‘hell ket miret da fazia a-wejou. Eun dervez ma ’z oa bouzaret e benn o klevet klemmou e c’hreg, ez eas droug ennan, hag hen o lavaret dichek :
— « Peoc’h a roi d’in-me, randounen ? »
Ha kerkent e lakeas d’ezi war he boc’h pevar bezad hag eur meutad ha kalet zoken. Neuze hi a reas eur safar evel pa vijed o vont d’he laza, hag a grie :
— « Va buez ! Va buez! »
Evit he lakaat da devel e oe red d’ezan lavaret ez aje adarre autronos da gaout sant Per. Ar c’hreg en em gavas pare dioc’htu.
Antronos e oe red mat da Dadig koz an dienez pignat adarre a had e faven. Siouaz ! mont a rea lochore. Digouezet e kichen an nor, e chomas eur pennad mat da zonjal. Skei a reas koulskoude, mez goustadik. Klevet a reas eur vouez pounner hag a lavare :
— « Klaoustre eo Tadig koz an dienez eo a zo aze adarre. »
— « Ya da, sant Per benniget, me eo sur, ha great eo va zro, nemet c’houi a ve bet dimezet ive hoc’h-unan. »
— « Klev, lavaret em boa d’it na deujes mui pe e kouesche truez ouzit. Kea en-dro ; ker paour e vezi brema evel ma ‘z oas ar wej kenta ma tigouezis ganez. »
Tadig koz an dienez a felle d’ezan goulen ma vije lezet gantan da vihana eun tammig leve bennak. Mez n’en doe ket a amzer. En em gaout a reas war an douar ne ouie ket penaoz ; ha kenta welas ’oa e lochen goz, hag e c’hreg war an treuzou o neza stomp eve] ma ‘z oa boas diagent. Pep tra a yoa evel ma ’z oant gwejall. An toull a yoa marteze c’hoaz falloc’h, ha dilhad e c’hreg muioc‘h truilhennek eget biskoaz. Houma pa her gwelas a zavas en he zav, hag en em lakeas da ober d’ezan a bep seurt rebechou, o lavaret d’ezan n’oa ket eun den. n’oa nemet eun azen, eun taltouz… Tad koz an dienez ne lavaras ger, mez mont a reas d’ar c’hae, hag e troc’has eur penn-baz, hag ar c’hreg a ehanas dioc’htu da sklankat. Nebeut goude e varvas gant he glac’har da veza kollet holl o klask kaout c’hoaz. Tad koz an dienez n‘en devoe ket kement a geuz d’ar madou ’oa bet etre e zaouarn. Ar pez a vire outan marteze da gaout keuz d’ezo, eo m’en doa kollet e c’hreg ive ganto. Abaoue ez a atao en dro da glask e damm bara. Ma tigouez ganeoc’h, lenner, roit an aluzen d’ezan abalamour da Zoue, rag paour bras eo bepred.
- (Kutuilhet e Leon).
Pajenn
- ↑ E Marvailh Klaodinaig.
- ↑ Maro sant Tremeur, p. 12.
- ↑ Mouez Reier Plougastell, p. VIII.
- ↑ Tirage au sort.
- ↑ Eksperians a vez great e Plougastell eus eun arouez o tiskleria maro unan eus a bell.
- ↑ Koun, sonj, envor.
- ↑ Azeulet, adoret.
- ↑ Douaredigez a vije gwelloc’h (Klaoda).
- ↑ Seur a vez lavaret e Plougastell ; C’hoar a vije gwelloc’h (Klaoda).