Eun dervez hor Zalver
benniget a lavaras da zant
Per :
— « Ma ’z afemp da ober eun dro dre Vreiz-Izel, ar vro gaer-ze a zo enni kement a feiz ! »
— « Ya da, eme zant Per, deomp ’ta ! »
Hag i en hent.
Goude beza baleet pell bras, setu ma tigouezont e ti eur goveller.
— « M’em eus naon ! » eme Borsier an Envou.
— « M‘em eus ive ! eme ar Mestr. Deomp en ti-ma da welet ha ni a gavo eun dra bennak da zibri. »
Mont a rejont eta.
Ha setu eur goveller o tont daveto :
— « Petra glaskit, va zud ? emezan d’ezo. »
— « Ni a zo o veachi meur a zervez zo, ha n’hou deus netra evit terri hon naon !… Ma no pefe ar vadelez ?… »
Ar goveller n’o lezas ket da beur-echui o goulen :
— « E feiz, Aotrou, ne doun ket pinvidik, n’eo ket bet darbet d’in beza, rak va banne chigoden a garan kals, re marteze ; evelato me gred e kavin eun tammig bara da rei d’eoc’h ho taou. »
Ha, keit ha ma komze evel-se, e oa eat da c’horre an ti. Dizevel a reas an dousier wenn a c’holoe an dorz, hag e troc‘has daou bez tamm bara, a ginnigas d’ar veajourien en eur lavaret :
— « N’em eus nemet bara heiz da ginnig d’eoc’h, va zud keiz ; hogen, ar pez am eus a roan a galon vad ! »
— « Bennoz d’it ! eme Jezuz. Ha brema, me fell d’in, d’am zro, paea ac’hanout dioc’h va giz, abalamour d’ar vadelez ac‘h eus diskouezet en hor c‘henver ; goulen ’ta tri zra diganen, ar pez a giri, ha me o roio d’it. »
— « Goulen ar baradoz ! » eme zant Per d’ezan e pleg e skouarn.
— « O ne ran ket, eme ar goveller. Goulen a ran ma chommo stag oc‘h ar skaon-ma kement hini a azezo warni, betek ma plijo ganen rei d’ezan e frankiz ! »
— « A roan d‘it, eme hor Zalver. Ha goude ?
— « Goulen ar Baradoz ! » eme zant Per adarre.
— « Aze, em liorz, m’em eus eur wezen ber, hag a ro frouez kaer bep bloaz ; hogen mont a reont gant al laer. ha na c’hellan ket zoken o zanva. Mad, me garfe e chomfe al laer stag oc’h ar skourrou ken na zeuin, pa blijo ganen, da rei d‘ezan e frankiz. »
— « Kement-se az pezo ive. Ha goude, petra az pefe c’hoant da gaout ? »
— « Goulen ar baradoz, va filhor, » eme zant Per, evit an drede gwech.
— « Ro peoc‘h d’in, gant da varadoz. Eur zac‘h em eus ama. Mad, me c‘houlen ez afe ennan kement hini a fellfe d’ezan ober droug d’in. »
— « Kement-se ive a roan d’it. Allo, va mignon, kenavezo ha chans vad !… »
Meur a vlavez a dremenas. Ha setu eun deiz an diaoul o tont betek ti ar goveller.
— « Paotr, emezan dioc‘h-tu, deuet eo da eur. A-walc’h a vanneou ec‘h eus evet ; deus brema da domma da dreid !… »
— « Ma, evelato ive ! n’oun ket inouet c‘hoaz war an douar koulskoude, kement a blijadur em bez en tavarniou ! »
— « Deus, ha deus buhan, lakez, eme Baol gornok… »
— « Eur pennadig c’hoaz, mar deo ho madelez… »
— « Tamm ebed !… Sell ’ta, na pebeuz frouez kaer a zo aze !… Pell bras a zo n’em eus ket tanveat ar per ! Ma ’z afen da gerc‘hat unan ! »
Ker buhan lavaret, ker buhan great… Ploup ! eul lamm, hag hen er wezen. Debri a reas eur beren, ha diou ha teir, hag ouspenn zoken marteze. Hogen, pa glaskas disken, e welas a-walc’h e oa stag oc’h ar skourrou, ‘vel al labouz oc‘h ar glud. Setu hen o youc’hal mar doa eun druez e glevet.
— « Lez ac‘hanon da zisken, tamm lakipod fall ! »
Hag e yude evel eun den daonet, e valloze, hag e toue.
— « Ro d’in dek vloaz buez c’hoaz ! »
— « Bez‘ e pezo. Lez ac’hanon da zisken ! »
— « Disken ‘ta. »
P’en doa lakeat e dreid marc‘h war an douar, Paol a lavaras gant eur vouez trenk :
— « Te baeo an dra-ze d’in-me, boned ar groug ! »
Hag hen ac’hano. Da be leac’h ez ea ? D‘an ifern zur, da gas ar c’helou fall d’e vestr. Hema a c’halvas e vevelien en dro d’e gador ruz-glaou, hag a gontas d’ezo e abaden.
— « O, eme unan anezo, evidon-me n’em bo ket aon razan. N’hoc‘h eus, Aotrou bras, nemet kas ac’hanon betek ennan, ha me raio d’ezan plega. Ya, me hen digaso d’eoc‘h. »
— « Ma, eme Lusifer, kea ’ta, ha deus buan en dro. »
Hag an diaoul-all-ma da c’haloupad war-zu Breiz-Izel.
Hir e oa an hent, hag e tigouezas skwiz-maro e ti ar goveller.
— « Setu tremenet an dek vloaz roet d‘it va den. Deuet eo eta da heur ziweza. Laka urz ez paperou, ha deus dillo ganen-me da Gersatan, rak eur rouller dispar oud bet. »
— « Ya, ya, aotrou ; azezit aze eur pennad, bremaïk me yelo ganeoc’h. »
Satanaz a azezas war ar skaon ; n’oa nemeti en ti.
— « Brao ! Brao ! a lavaras ar goveller o c’hoarzin leiz e gof. Aze emaout ganti evit eur pennad, va faotr. »
An diaoul a fellas d’ezan sevel evit mont da zamma ar goveller divergont ; hogen, stag e oa ; ha kaer en doa an em zifreta, netra na rea, stag mad e oa. Hag e hope, hag e vleje da vouzara tud eur vro a-bez.
Ar goveller na rea van.
— « Distag ac’hanon, ha me az lezo ! »
— « Ro d’in dek vloaz-all da jomm war an douar ! »
— « Hag e pezo… Distag ac‘hanon !… Buan avad, sach an ognez ! »
Ar goveller a roas d’ezan e frankiz.
Hag an diaoul ac’hano en eur lavaret d’ar goapaer :
— « Ker e kousto d‘it. »
Mont a eure war-eün da gonta da Lusifer kement a yoa c’hoarvezet gantan.
— « Evel-se ema kont gant al lounker-ze ! eme Lusifer, prins an drouk-sperejou. Mad, me a yelo va-unan, ha douetus bras e teuin a-benn anezan. »
Ha setu Lusifer o kemeret hent hor bro.
Ar goveller a yoa oc’h ehana da houarna eur marc’h.
— « Setu ama va rouller, eme brins an diaoulou. Deuet ez oun d’az kerc’hat, libertin bras. Pell a-walc’h ec’h eus great goab ac’hanon. Allo buhan ’ta »
— « Gortozit, me ho ped, eur pennadig c’hoaz… »
Hag o lavaret kement-se ez eas da vit ar zac’h burzudus. Anavezet en doa marvad prins an drouk-sperejou, rak c’hoant en doa da ober gwasoc’h d’ezan eget d’ar re a yoa bet en e raok.
An diaoul a yeas drouk ennan dre ma read d’ezan gedal hag edo o vont da gregi er goveller, pa lavaras hema gant eur vouez nerzus :
— « Em zac’h !… »
Hag an diaoul bras o vont war e benn er zac’h, o yudal, o skrignal e zent, kement a gonnnar a yoa ennan.
Ar goveller a hastas prenna ’r zac’h war e breiz.
Goude hen dougas war an anne, hag e skoas warnan gant eun horz eus holl nerz e zivreac’h, betek ma n‘he|le mui.
An diaoul a vleje, a youc’he, a c’houlenne truez.
— « Truez ebed, pez vil, eme ar goveller, me a fell d’in ober brenn eus da eskern. »
— « Goulen ganen kement a giri, eme Lusifer, ha me hen roio d‘it. Ehan da skei warnon. »
— « Ro d‘in neuze dek vloaz-all da jomm beo. »
— « Hag e pezo… Ehan ’ta da skei ; bruzunet oll eo va izili. »
Ar goveller a ziskoulmas al las, ha Satan a zilammas er-meaz o sakreal, o vallozi. Mont a reas ac’hano o chilgammat, kroumet oll evel eun den koz.
Pa erruas en ifern, an holl diaoulou bihan a oe sebezet o welet o mestr en eur stad ker reuzeudik. Na gredjont ket avad goulen digantan petra yoa c’hoarvezet… Abaoue eo e vez great an diaoul kamm anezan.
Dont a reas koulskoude an Ankou da welet ar goveller. Na ankounac’ha den ebed, siouaz ! Hag ar goveller a varvas d’e dro. Kerkent e ene a nijas d‘ar broiou dianvez. Ma tigouezas gant dor ar Baradoz. Ha setu hen o skei goustat warni. Den na zigoras. Marvad n’en doa ket skoet krenv a-walc’h. Hag hen o skei krenvoc’h. En dro-ma sant Per a glevas, hag e teuas da zigeri.
O veza kornzigoret an nor e c’houlennas :
— « Piou oc’h-hu ? »
— « Me a zo eur goveller eus a vro Breiz ; dont a ran da c’houlen beza digemeret er Baradoz. »
— « Sell ‘ta ! Ya, anaout a ran ac‘hanout. Sonj ec‘h eus em boa eun droiad lavaret d’it goulen ar Baradoz digant Jezuz. Na falvezas ket d’it. Ha brema, p’eo gwir out bet ker mignon d’ar gwin ardant, kea pelloc’h, rak na vezi ket digemeret ama. »
Ar paour keaz den a gendalc’has gant e hent dre ar broiou dizanav. Goude beza beachet pell bras, setu hen o tigouezout dirak eun nor houarn ruz. Hag hen da c’houlen digor. An ifern oa. Ar goveller na ouie ket lenn, setu perak na c’hellas ket lenn ar c’homzou skrivet war an nor vras :
O c’houi hag a deu ama, lezit peb fizianz war ho lerc’h !
Unan eus an diaoulou a zeuas da zigeri. Ar goveller a c’houlennas beza digemeret. mez an diaoul a yeas da c’houlen ali Lusifer. Hema a zeuas da welet petra yoa. Hogen, kerkent ha ma kouezas e zaoulagad war ar paour keaz Breizad, ec‘h en em roas da yudal ken na dregerne an ifern gant e youc’hadennou.
Eur pennad goude e lavaras :
— « Nan, nan, biken na zigemerin ac’hanont ; ah ! n’em eus ket ankounac‘heat ar boan ac‘h eus great d’in brema zo nebeut bloaveziou. Kamm oun c‘hoaz zoken. Nan, nan, Breizad kriz ha digalon, kea pell ac’halen !… »
An nor a zerras kerkent.
Ma oe red d’ar goveller klask e leac’h-all.
Dizrei a reas war e giz, ha goude eun nebeud derveziou bale e tigouezas adarre gant ar baradoz. Evel en dro genta, sant Per a zeuas da zigeri d‘ezan.
— « Devet oun adarre ! a zonjas-hen o welet ar porsier. »
— « Lavaret em eus d’it na vi morse digemeret ama. Kea da c‘houlen digor izeloc‘h. »
— « Bet ez oun, sant benniget ! Bet ez oun, hag ez eus lavaret d’in ive na vijen ket digemeret. Da be leac’h ez in-me ‘ta ? »
Etretant, setu Salver ar bed o tigouezout.
— « Petra zo ’ta, Per ? emezan. »
— « Ema, ar rouller-ma eus a Vreiz-Izel eo en deus c’hoant da vont en ho paradoz. Mez me ne gavan ket. anezan din awalc’h eus eur seurt eurvad. »
« — Ar Breizad-se, ar govelleer a roas d’eomp bep a damm bara pa ‘z ejomp da ober tro Vreiz. Eo, eo, ra zeuy em Baradoz. rak lavaret em eus, gwechall p’edon o prezek va Aviel : « Eurus ar re a zo trugarezus, rak kaout a raint o-unan trugarez ! »
Hag ar Breizad a yeas e Baradoz an Aotrou Doue.
(kontet d’eomp e Landivisiau, d’an 23 a viz Ebrel 1906.)