Mont d’an endalc’had

An teir c’had

Eus Wikimammenn


AN TEIR C’HAD


————


ARVEST I


E ti an Aotrou Pendolog


KEVREN I


AN AOTROU PENDOLOG (eur baner en e zourn).

Yann !… Yann !…

YANN

Aotrou ?…

PENDOLOG

Setu ama teir c’had er baner-man ; kemer ha kas anezo da di va mignon Bidoch. Kals e kar ar gedon ha kement-man a ray eur blijadur c’houek d’ezan. Hast affo, hag astenn da zivesker ; klevet a rez ?…


YANN

Ya, aotrou ; amzer hepken da lakaat va c’halabousen ha va boutou-ler.

PENDOLOG

Kea buan epad ma skrivin eur rouden-skritur pe ziou d’am mignon.


KEVREN II
AN AOTROU PENDOLOG (e-unan).


(Skriva ha lenn uhel a ra peb ger). « Va Mignon ker, eur blijadur vras eo evidoun gellout kinnig teir c’had d’it. An dra-ze a ziskouezo d’it pegen evurus eo bet va abaden chaseal. Kredi a rafen ober gaou ouz hor mignoniach koz, o chom hep kas d’it peadra da ober evit morlarjez eun tam lip-e-bao. Lavar da Gatel lakaat he holl wiziegez da ober mad ar geusteuren. Da vignon koz, Pendolog ». (Koms a ra). Kement-man a ray, a gredan, ar vrasa plijadur d’am mignon Bidoch. Petra bennak an donezon ne dal nemeur, n’eo ket, evelato, eus an disterra kennebeut.


KEVREN III
PENDOLOG hag e VEVEL


YANN (berr e alan, a las e voutou dirak e vestr).

Aotrou, prest oun ; pa gerot ez in.

PENDOLOG

Mad eo !… Setu aman al lizer ha kemer ar banerad gedon-ze. ha kas anezo holl d’am mignon Bidoch. Klevet ec’h eus ?…

YANN

Ya, aotrou.

PENDOLOG

A-benn koan e vezi distro, mechans ?

YANN

Oh ! ya, aotrou ; mar gellan, mes eur pennad mad a hent a zo ac’han di ; diskempen eo an henchou, hag ar baner a zo pounerik, mes n’eus forz, ne vin ket pell.

PENDOLOG

Dal, kemer eur banne evid ma savi gwelloc’h da zeuliou ; dreistoll, bez fur, ha diwall mad ouz ar bod-ilio.

YANN

Aotrou, bezit dizoursi. Eur banne a gavan mad, rak morse n’en deus great droug d’in. Gouzout a rit, aotrou, penaoz oun mad ha direbech evit kement hini a zo mad evidoun, evidoc’h c’houi dreist-holl, rak c’houi zo bepred leun a vadelez, a garantez, a…

PENDOLOG

A-valc’h ! a-walc’h ! ha kea buan ; eur wech all e ri kudou d’in. Bez difre ha divorfil, rak mall bras am eus d’az kwelet distro evid kaout respont digant va mignon Bidoch ; mes, eur wech c’hoaz, diwall da veza touellet gand eur bod-ilio bennak.

YANN

Aotrou, bezit dinec’h, n‘ho pezo ket a leac’h da glem. (Yann a zalud hag a ya kuit en eur gana).


Kea d’an drotig,
Paour keaz Yannig,
Ha kan bepred, war varc‘h ha war droad.
Kea d’an drotig,
Paour keaz Yannig,
Bale seder ha kan a galon vad.


PENDOLOG (en eur ziskouez Yann a zo sortiet).

Gant ma ray ar paotr-ze e dro !… heum !… heum !…


ARVEST II
En hostaleri ar Marc’h Gwen.


KEVREN I
YANN (o sec’ha e dal).

Paner villiget, kea gant ar gounnar !… Ar c‘hoz gedon-man a zo pouneroc’h eget na zonjfed. Ma Welchen da vihana eur c’harr pe eun azen bennak, e taolchen anezo war c’horre, mes na welan seurt… (O sevel e zaoulagad, Yann a wel hoslaleri ar Marc’h Gwen). Sell ta, setu eun hostaleri, hag e doare vat. Oh ! mes he anaout a ran, houma eo hostaleri ar Marc’h Gwen, ha ma ’z afen en ti ? Perak nan ? Dare oun gant ar zec’hed, hag eun tam kreun a dorfen braoik ive. Ar gwin, a leverer, n‘eo ket gwall-ger aman, hag ouspen, eun nebeud lip-e-bao ne rafe ket a zroug…, eur wech n’eo ket atao… Gwel ‘ta, Yann, petra zo ez yalc‘h ?… Ya, mes lavarout a reer penaoz en hostaleri ar Marc’h Gwen ne vez ket bepred founnus an traou… alies zoken evit arc’hant, e vez treut ar zouben… Oh ! sac’h an dien ! na me zo diot ! bez’ em eus aze er baner peadra da zibri… O tibri unan, e chomo c‘hoaz diou c’had evit an aotrou Bidoch, ha diou zo awalc’h evitan. Ouspen-ze, Va faner a vezo kals skanvoc’h… Buan, fidam-doustik ! an traou en-dro !… (Skei a ra war an nor gant e vaz).

Hep !… n’eus den ?… paotr !… plac’h !…


KEVREN II


AR MEVEL (diredet)

An aotrou an deus c‘hoant da derri e zec’hed ?

YANN (oc’h azeza hag o sec’ha e dal).

Ha terri va naoun ive. Hast affo, ha ro d’in eur voutailhad gwin koz ; goude e kemeri ar c’had-man evid he lakaat ouz ar berr ; buan avad, sac‘h panez, rak mervel a ran gand an naoun hag ar zec’hed.

AR MEVEL

Ne vo ket da zalea, aotrou !… (Eur c’had a gas gantan. hag e tistro gant gwin ha bara. Dioc’htu ez a kuit).


KEVREN III


YANN (e-unan, goude beza evet eur banne).

Ah ! foutre !… heman avad a zo gwin ! ya gwin mad, dreistoll pa vez sec‘h ae gornailhen ! Deomp atao, evid c’hoaz n’eo ket diwezat, hag amzer am eus da frikota eun tammik ha d‘ober va zro araok ar pardaez. Evelato, sac‘h-an-dien ! eun dra am laka gwall-nec’het : ar c’hoz tam lizer-man eo !… Petra a skriv va mestr d’e vignon Bidoch ? Ha mar koms d‘ezan a deir c‘had ! (Yann a skrab e skouarn). Hounnez avad a vezo eur zouben !… E gwirionez, ar pez a ran n‘e ket brao… Kemer a ran eun dra fiziet ennoun gant va mestr, laerez a ran anezan en eur laerez e vignon. Va c‘houstianz a damallo ac’hanoun, ha leac’h he devezo d’hen ober. Ar skeud eus ar goz gad-man am heulio e peb leac’h, en noz kouls hag en deiz… A-hend-all, duet oun gant an naoun, hag ar c’houez eus ar c’had-man a hillig va c‘halon, rak, siouaz ! n’em eus ket alies eun tam lip-e-bao !! (Eur werennad-all a ev en eun taol). Gwas-a-ze d‘an aotrou Bidoch !… Lavaret a reer atao penaoz eo red skei war an houarn pa vez tom, dibri ar beren pa vez dare, ha me jomfe heb dibri ar c’had pa ‘z eo poaz !


KEVREN IV


Eur pesketaer gant e linen pesketa war e skoaz hag eur baner ouz e vreac’h.


AR PESKETAER

Sell ta, te eo, Yann ! Pebez chanz !…

YANN

Trinka ’ri ganen, mechans ? n’en em welomp ket alies.

AR PESKETAER

Eur banne ne ray ket a zroug, rak pell zo e valean hag, ouspen, eur blijadur eo trinka gant eur c‘hamalad koz eveldout.

YANN (O skei war an daol)

Hop ! paotr ! buan, eur weren evid an aotrou ; hast affo ‘ta, troïdeller (Dont a ra ar c’heginer en eur zec’ha eur weren).

YANN (d’ar c’heginer).

Ac’hanta, mont a ra da geusteuren en-dro ?

AR PAOTR KEGINER

Oh ! aotrou, pebez jibeloten !! Peadra da lipat ho pemp biz hag ho piz meud. (Distrei a ra d‘ar gegin).

AR PESKETAER

Petra, te a ra eur jibeloten ?…

YANN (en eur ziskarga gwin).

Ya da ! doubl-viou ! Eun tammig lein pe eun tammig friko… Etrezomp, kleo, ne baker ket gwall alies eun tam lip-e-bao.

AR PESKETAER

Hag a zo gwir ! Eun nebeud ijin a zo red mat d‘eomp beb an amzer, anez e varvfemp gant an naoun. (Trinka reont).

YANN

Ha da zervez pesketa, petra leverez d’in anezan ?

AR PESKETAER

Biskoaz gwelloc’h, kamalad ! hag ar pesked a zo dija gwerzet.

YANN

Hag a zo mat, fidam-doustik ! Te avat a gas buan an traou en dro.

AR PESKETAER

Ya kleo ! oh ! mes na lavari ger da zen ! Goustat en lavaran d’it… Sonj, va c’hamalad, penaoz em eus gwerzet, en ti an aotrou Kakouz, ar pesked am eus gallet da zifourcha eus e lenn e-unan.

YANN

N’eo ket gwir ?

AR PESKETAER

Evel m’hen lavaran d’it.

YANN

Mintoueller ! c’hoari mat a rez.

AR PESKETAER

Hag an itron Kakouz he deus va faeët : hep marc’hata pemp real al lur, hag ouspen, an tammig Itron a lavare n’he doa biskoaz gwelet kaeroc’h pesked !… Eur banne chigoden am eus bet c’hoaz war ar marc’had.

YANN

(A vouez izel o trei e benn). Estregedoun a oar touza e vestr ! (Kre) Ha n’ec’h eus ket aon da veza paket ?

AR PESKETAER

Aon rak piou ? Aon rak petra ?… Daoust ha n’eo ket ar bobl a zo roue brema ?

YANN

(Izel) Kement-man a ra vad d’am c’halon. (Kre) N’eus forz, taol evez mat, rak her gouzout a rez, eun tenn a zo a-walc’h da laza ar bleiz. (Diskarga ’ra adarre eur banne).

AR PESKETAER (O trinka).

D’az yec’hed koz, rak mall eo d‘in mont en-dro.

YANN (O chacha war e vreac’h).

Penaoz, na chomi ket da zibri eun tam jibeloten ganen ?

AR PESKETAER

Nan, kamalad, da drugarekaat a ran evid da vadelez ha da galon vat. Dare oun gant ar c’housket… Kenavo eur wech all, ha neuze me a baeo d’am zro. (Rei a reont am dourn an eil d‘egile).


KEVREN V


YANN (e-unan).

Fidouen… kuit eo eat, ha netra gwelloc’h, rak daleet en divije c’hoaz ac’hanoun. N‘eus forz, va c‘houstianz a ra debron d‘in… Sevel a ra em eneb… rebechou a ra d’in… Ah ! her gwelet a ran, n’eus peoc’h ebed evid an hini a dec‘h diwar an hent mat… Ha peur em bezo debret ar jibeloten-man ? Penaoz e c’hellin-me dibuna ar guden-man gant an aotrou Bidoch ha gant va mestr ?… (O skei war an daol gant ar voutailh). Heu ! paotr… poaz eo ar c’had (Ar mevel o tont d’ar red gant ar c’had).

AR MEVEL

Setu aze, aotrou !

YANN

Mad eo, va faotr ; divorfil out. Selaou ‘ta, ne hellfes ket rei eur plad-all d’in pe eur skudel bennak evit lakaat ar friko-man a zebrin a-hed an hent, rag mall bras eo d’in mont kuit ?

AR MEVEL

Eo, aotrou, dioustu. (Mont a ra da gerc’het eur skudel e pehini e laka ar friko).

YANN

Mad dreist… An tam bara-aman a gasan ive ganen, ha beb an amzer e c’hellin diskolpa eur ginaouad hag e kavin berroc‘h an amzer. Dal, paotr, setu ar pae evit da labour ha gwerz-butun ouspenn. (Yann a bae ar mevel hag a ya kuit en eur gana) :


Kea d’an drotig,
Paour keaz Yannig,
Ha kan bepred, war varc’h ha war droad.
Kea d’an drotig,
Paour keaz Yannig… hag all.


KEVREN VI


AR MEVEL (O tenna an traou diwar an daol).

Setu aze eun hinkin avad !… Daoust hag ar c’homper-ze n’en defe ket great eur mestaol bennal ?… Gwella zo, en deus paeet mat ac’hanoun, gwerz ar butun am eus bet zoken. Anez em bije diskuilhet anezan dioustu d‘an archerien. N’eus forz, eur ger a lavarin d‘an otrou Mear, rak an oristal-ze a zo c‘houez fall gantan.


ARVEST III


E ti an aotrou Bidoch

AN AOTROU BIBOCH (O vale en e gampr. Yann a sko war an nor).

BIDOCH

Piou zo ?… Deuit en ti.

YANN

Devez mad d‘eoc‘h, aotrou Bidoch ! Deuet oun da zigas d’eoc’h a-berz an aotrou Pendolog, va mestr, peadra da ober eun tamm fest evit morlarjez. (Yann a ro al lizer hag a laka e baner war an douar).

BIDOCH

Ha ! Yann, te a zo eur paotr kalonek, ha da vestr a zo ar gwella eus an holl vignoned. (Al lizer a lenn huel).

« Va mignon ker, eur blijadur vras eo evidoun kinnig teir c’had d’it. An dra-ze a ziskouezo pegen evurus eo bet va abaden chaseal. Kredi a rafen ober gaou ouz hor mignoniach koz o chom hep kas d‘it peadra da ober evit morlarjez eun tamm lip-e-bao… Lavar da Gatel lakaat he holl wiziegez da ober mat ar geusteuren.

« Da vignon koz : Pendolog. »

Gwelomp ’ta ar gedon kaër-ze.

YANN (oc’h asten e baner).

Dalit, aotrou, setu i aman.

BIDOCH (O tigeri ar baner, ne gav nemed diou c’had).

Mes, va faotr, ne welan nemet diou, ha koulskoude, al lizer a goms d‘in a deir c’had.

YANN

Ya, aotrou, teir c’had.

BIDOCH

Mes, n’eus nemet diou c’had ez paner.

YANN

Ya, aotrou, diou c’had.

BIDOCH

Ac’hanta, al lizer am eus lennet bremaïk dirazout a goms a deir c’had.

YANN

Ya, Aotrou, teir c’had.

BIDOCH

Eur wech c’hoaz, e-lec’h teir, ne welan nemed diou.

YANN

Ya, aotrou, diou c’had.

BIDOCH

Azen diot ma ‘z out, elec‘h teir n‘ec‘h eus nemet diou.

YANN

Ya, aotrou, diou c’had.

BIDOCH

Anzao freas d’in ez poa teir c’had da zigas a-bers va mignoun.

YANN

Ya, aotrou, teir c’had.

BIDOCH

Teir a leverez ! E pelec‘h ema an dervet rag n’ec’h eus aze nemed diou hepken ?

YANN

Ya, aotrou, diou c’had.

BIDOCH

Mez, sac’h-an-dien ! ne ouzout na sou na dic’ha ! N’eo ket diou eo, pa lavaran teir.

YANN

Ya, aotrou, teir c‘had.

BIDOCH (o skriva).

Ro peoc’h d‘in, ginou tartez ! rak sotoc‘h out eget ar boutou a zo ez treid. Dal, ro al lizer-man d‘am mignon Pendolog. Selaou c’hoaz ac’hanoun. Mar kavez pe mar klevez e ve, en eun tu bennak, spered ha skiant da werza, e rafes mat prena da lod… ezom ec’h eus.

YANN

Kenavo, aotrou, ha yec‘hed mad d’eoc’h (Ez a kuit).

BIDOCH

Pebez ginaouek ! pebez diod ! ne ouzoun ket penaoz va mignon Pendolog a c’hell derc’hel en e di eur banezen evel hennez.


ARVEST IV


Yann distro eus e veaj


PENDOLOG ha YANN


PENDOLOG

Yann, eun tammik out diwezat.

YANN (o sec‘ha e dal).

Kredit ac’hanoun, aotrou ! Redet am eus ken na c’houezan.

PENDOLOG

Heb ehana tamm ebet ?

YANN

A ! aotrou, ken nebeut ma ne dal ket ar boan koms a gement-se !

PENDOLOG

Ha petra en deus lavaret d’it an aotrou Bidoch ?

YANN

Al lizer-man en deus roet d‘in evidoc’h.

PENDOLOG

Petra en deus lavaret diwar-benn ar gedon ? Laouen eo bet ouzit ?

YANN

Oh ! ya, aotrou, biskoaz n’em eus gwelet den laouennoc’h. Lavaret hag aslavaret en deus meur a wech penaoz ez oac’h ar gwella eus an holl vignoned… ha me ive, emezan, a yoa eur « bon garçon ».

PENDODOG (A lenn al lizer a vouez huel).

« Va mignon ker. Eur merk nevez a garantez a ziskouezez en eur zigas d’in eul loden eus ar pez ec‘h eus paket o chaseal. Lavaret a refed zoken penaoz out moumounik sant Hubert, rag eur maoud out evit dineiza ar gedon. Eun nebeut oun souezet evelato ouz da glevet o koms eus a deir c’had, ha Yann n’en doa nemet diou en e baner. Marteze n’az poa ket lazet mat unan eus an teir c’had, hag hounnez, a gredan, a zo eat e breskin eus a baner Yann, hag a zo o c‘hoari koukou en eun tu bennak… N’oun ket evit-se nebeutoc’h anaoudek d‘it, ha da drugarekaat a ran a greiz kalon, rak gant an diou c’had, Katel a raio d’eomp eur geusteuren, eur friko ha ne vanko ennan nemedout.

« Da vignon anaoudek, Bidoch. »

Yann ! Yann ! Klevet mad ec’h eus ar pez am eus lennet war al lizer-man ? N’em boa-me ket lakeat er mintin-man teir c’had er baner ?

YANN

Ya, aotrou, teir c’had.

PENDOLOG

Ha va mignon Bidoch a lavar n’en deus bet nemet diou.

YANN

Ya, aotrou, diou c’had.

PENDOLOG

Anzao a rez ive n’ec’h eus roet nemet diou ?

YANN

Ya, Aotrou, diou c’had.

PENDOLOG

Brema eo sklear hag anat evit an holl penaoz ec’h eus bet teir c’had da…

YANN

Ya, aotrou, teir c’had.

PENDOLOG

Ro peoc’h d’in, glaourennek… ha penaoz Bidoch n’en deus bet diganes nemet diou c‘had.

YANN

Ya, Aotrou, diou c’had !

PENDOLOG

Peoc’h a roï, ginou tartez ?… ha selaou mat… eus a ziou c’had da deir.

YANN

Ya, aotrou, teir c‘had.

PENDOLOG

Eur wech c’hoaz, peoc‘h a roï, marlounk ! Te a rafe d’in koll va skiant. Eur c’had a vank, ne dal ket ar boan d‘it klask digaresiou. Petra ec‘h eus-te great ganti ? Klaoustre ec’h eus bet an tanva anezi ?

YANN

Ah ! Ah ! Ah ! aotrou, c’houi n‘oc’h ket eun den ken diot hag ho mignon Bidoch, c‘houi zo eun diviner !!!


Divez ar pez.