Meur a Vreizad kalounek marteze a lavaro, evel m’am eus klevet meur a hini : « Perak mont da Lourd ? » p’eo gwir hon deus e Breiz kement a ilizou brudet gwestlet d‘an Itron-Varia ? Bez‘ hon deus Folgoat e Leon, Rumengol e Kerne, Gwengamp e Treger, ha nouspet hini-all. Ze a zo gwir. Hag ar Vretoned a gar mont eno a vandennou da bedi mamm Hor Zalver. Mat kenan a reont, n‘o deus nemet kenderc’hel. Koulskoude, oc’h en em ziskouez d’ar plac’hig Bernadett, ar Werc’hez he doa lavaret :
« Ama karfen gwelet
Prozesionou,
A vo ganto klevet
Kân ar c‘hantikou. »
Ar Vretoned, azalek an heur genta, o deus lakeat o foan da blijout da « Rouanez Arvor ». Bep bloaz ez a eun niver bras anezo d‘he gwelet. en he c‘hear, e-harz meneziou ar Pirene. Tenn hag hir eo ar veaj ; n‘eus forz, ar Vretoned a ginnig o foan evit distro ar bec‘herien ouz Doue. Gouzout a reont he deus