lavaret ar Werc‘hez e Lourd : « Pinijen ! Pinijen ! Pinijen ! » Da Vernadett a c’houlenne diganti petra he doa da ober, hi a respontas : « Pedi evit ar bec’herien. »
Ha neuze, plijadurus eo hen lavaret, ar Vretoned e Lourd a zo evel en eur « pardon » a Vreiz. O vont, e Lourd, hag o tizrei, na glever kouls lavaret nemet kantikou brezonek. O na dudius int da glevet, hor c’hantikou brezonek, pell evel-se diouz lanneier Breiz ! Na kaer int ivez, p’eo gwir, pa ganemp dirak kleuz ar garreg venniget dilennet gant Mari, an divroïdi en em vode en-dro d’eomp hag a c’houlene levriou evit kana ganeomp.
Klevet a reamp bep eur mare sonjezonou ar C‘hallaoued hag ar Veljed : « Ar Vretoned pa ganont n’anavezont ket kaer ar « muzul » ; hogen, kana reont gant feiz hag a greiz o c‘halon ! Eun dudi eo o c’hlevet ! »
Epad va beaj, meur a wej em eus bet peadra da gaout fouge eus va bro garet Breiz-Izel, ha n’eo ket me hepken, hogen ar goueriaded a yoa ganen ive a lavare : « Petra eo an dra-ze e-skoaz an dra-ma ‘n dra e Breiz ? »
Eat er-meaz a Vreiz, en tu-all d’an Naoned, e treuzomp plenennou hir kenan, enno douar du ha na ro kouls lavaret netra. Sur a-walc‘h an douar-ma a zo bet goloet a zour gwejall, rak kaout a reomp kals a ganoliou great evit digemeret an doureier. Ama, nebeut a wez, nebeut ive a geriadennou. Lavaret e ve emaomp en eur gouelec’h.
Azalek eskopti ar Roc’hel betek Lourd, an ilizou a welomp a zo dister kenan, eun druez o gwelet !