Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/146

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
130
MARVAILHOU AR VRETONED

Per, va c’hamarad-hent, a lavare d’in : « Anat eo n’eus ket kals a feiz dre ama. Ar c’hardiou ganeomp-ni a zo dereatoc’h eget an ilizou-ma ! » Henvel int oc’h tiez ar bourkou, nemet ez eus e penn eun tammig kloc’hdi henvel a-walc’h ouz eur c’hlud dubeed.

Dre ma tostaomp oc‘h Bourdel, ar gwiniennou a zeu da veza kaeroc‘h kaera. Hep dale na welomp mui nemet parkeier leun a vodou rezin. E meur a hini zoken e tastumed at re zare (hao) evit ober ar gwin. Eun hanter barriken ledan, savet war eur c’harr treinet gant diou vioc’h henvel a-walc‘h ouz ejenned, a ya hag a deu dre ar park evit digemeret ar rezin kutuilhet.

An hent-houarn a jach ac‘hanomp dreist ar « Gironde », eur ster lous he dour evel an hini a ziruilh diwar an henchou bras nevez goude ve bet eur glao bras.

Prestik goude ez eomp e departamant al Lann. Ma Doue, kouls e vije henvel anezan departamant ar « pin ». Epad peder heur hent-houarn na welomp nemet sabr, gwez pin, kignet ha staget eur podig ouz pep-hini evit digemeret ar rousin a ziver anezo. Re inouus eo chomm da zellet outo, atao an hevelep taol-lagad ; setu perak va mignon Kristof a lavar d’in : « Kanit ’ta eur c’hantik brezonek ! » Dao ! hag eur c’hantik en-dro.

Deuet eo an noz warnomp eur pennad zo. Hon horolaj-godel a verk eiz heur hag eur palefarz. Lavaret a reer d’eomp emaomp tost da Lourd ! O ! na tridal a ra va c’halon d’ar c‘helou-ze !