Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/143

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
127
TEIR BAZEN AR VAD

touez an dud. E vleo a yoa deuet da veza gwenn, hogen evel bannou sklerijen a yoa en-dro d’e benn, eun earidigez a vadelez a yoa brema war e zrem, e leac‘h an ear fougeüs en deveze kent peurvuia.

Hep ma vije harzet gant netra, Kerlo a bignas ar bazen arc’hant, ar bazen aour hag ar bazen diamant, hag e skoas war dor al leac’h ma rene eun eürusted peurbadus. E galon, me lavar d’eoc’h a lamme meurbet en e greiz.

An nor a c’hourzigoras, hag ar vouez a anaveze a c’houlennas :

— « Petra ec‘h eus great, Kerlo, evit beza digemeret ama ? »

— « Eun enebour em boa, eme ar Breizad, eun den kalet ha kounnarus, a reas kals a zismeganz d’in. Bet oun oc’h e welet, lavaret em eus d’ezan ec’h ankounac’haen, hag em eus lezet gantan an drederen ziweza eus va danvez. »

— « Ober vad d‘ar re o deus great droug d’eomp, satu aze huella pazen ar garantez. Deus ebarz, ha bez eürus, her gounezet ec’h eus. »

An nor a zigoras frank, Kerlo a yeas e-barz… Eno ema abaoue…


————