gear eürus. En dro-ma ec‘h hellas pignat war ar bazen genta, a yoa en arc’hant, evel a ouezer ; hogen, kaer en doe, na hellas ket mont war an eil ; ar vouez en doa klevet en dro genta a gomzas adarre.
— « Petra ec’h eus great, Kerlo, evit beza digemeret ama ? »
— « Deuet ’eus sonj d’in, eme Gerlo, eus eun den brokus, oun dleour d’ezan eus va madou ; pa oan yaouank ha paour e prestas d’in arc’hant da brena douar ha d’o labourat dioc‘htu ; pa falvezas d’in paea va dle, e nac’has kemeret ar vad diwar e arc’hant. Eat oun d’e gaout ; paour eo brema d’e dro hag em eus roet d’ezan an drederen eus va danvez. »
— « Mat ec’h eus great, eme ar vouez ; diskouezet ec’h eus ez out anaoudek ; hogen plijadurus hag eas kenan eo ober vad d’ar re a zo bet mat en hor c’henver ; renta ar mad evit ar mad n’eo ken nemet ar bazen genta eus ar garantez. Kea, ha gra gwelloc’h c’hoaz. »
Ha Kerlo en hent. A benn daou vloaz e tizroas adarre. Er vej-ma ez eas war ar bazen aour, hogen, galloud ebed da vont war ar bazen huella.
— « Kerlo, eme ar vouez kuzet, petra ec’h eus great evit beza digemeret ama ? »
— « Eat oun da Vreiz-Izel, d’am c’hear a Blouelven ; galvet em eus d’am zi holl beorien ar barrez. hag em eus rannet etrezo an eil drederen eus va danvez. »
— « Brav e kavan kement-se, eme ar vouez. Ober vad d‘ar re n’o deus great na vad na droug d’eomp, setu aze eil bazen ar garantez ; n’eo ket avad an hini huella ; kea, ha gra gwelloc’h c’hoaz. »
Hag, evit an dervet gwej. Kerlo a zistroas e