Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/17

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ





KLAODINAIG
PE
MINOREZ KERZADIOU, E PLOUGASTEL


————
EUR GER BENNAK ARAOK


Piou n’en deus ket klevet alies koms eus parrez Plougastel-Daoulas, eus he C’halvar, eus he reier soun hag uhel evel mogeriou-difenn ? Plougastelliz a vez kavet e peb leac’h da viz even o werza sivi ruz ar c’hourenez.

Lavaret em eus « gourenez » ; hag e gwirionez, Plougastel a zo kelc’hiet gant ar mor, nemed dioc’h kostez Landerne. En hanter-noz, ster an Elorn a ruilh he doureier sioulik, a walc’h aochou Plougastel War hed peder pe bemp leo, m’oar vad ; er gornaoueg ema Brest, ar ger vraz, hag ar « rad », unan eus ar re vrasa hag ar muia gwaskedet eus ar bed ; e tu ar c’hreisteiz e kaver ster Daoulas gant he flegou-mor dudius meurbet, mor an Douar-Bihan a ya da zistana treid krec’hen Sant-Klaoda.

Ar vourc’h, eur gerig vrao kenan, a zo brudet a bell zo gand iliz vras sant Per, hag ar c’halvar, savet er bloaz 1602 gand ar Blougastelliz koz dre westl,