Tadig koz an Dienez

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   Ar Vretoned e Lourd (1905)   ►


TADIG KOZ AN DIENEZ
————


E Breiz-Izel e oa gwejall eun denig paour, paour bras ; e henvel a read Tadig koz an dienez. Eun dervez m’edo e visac‘h gantan oc‘h e choug, hag eur vaz en e zourn o vale dre an henchou evit klask e damm bara, e tigouezas gantan daou aotrou gwisket mat hag a zelle piz oc’h kement a welent dre eno a ziou hag a gleiz. An Aotrou Doue ha sant Per e oant, deuet da welet ha ne zave ket paotr ar gwiriou re diwar an dud paour.

« Eun draïg bennak, en han‘ Doue ! » eme Dad koz an dienez. »

— « Te ’zo bras ha kre, eme zant Per oc’h ober eur zell treuz outan. Sell, ar mor zo leun a besked ; perak ne dez ket da besketa ? Te, kredabl, a zonj d’it beza eun dijentil, pec’hed d’ezan labourat ! »

— « N’haller ket pesketa gant an dourn, eme an Tad koz. Sant Per, zoken, hag hen eur zant bras koulskoude, sant Per en doa rouejou, ha c’hoaz ne gave ket kaer ar vicher. Gwell e oe gantan beza staget oc’h eur groaz, e benn d‘an traon, eget chom ken da c‘houeza en e vizied oc’h ober ar vicher-ze…

Eul liardig, mar deo ho madelez, ken nebeut ha ma kerot, va zud vat ! »

— « ro d’ezan eur faen, eme an Aotrou Doue, ha lavar d‘ezan e tle beza kountant. »

Sant Per a hejas e benn, hag a lakaas evelato e zourn en e c‘hodel.

— « Sell, emezan, pez didalvez, an Aotrou Doue a fell d’ezan e ves kountant. »

Hag e roas d’ezan eur faen.

Tadig koz an dienez a zistroas d’e di laouen bras, hag a lavaras d’e c’hreg en doa gwelet an Aotrou Doue, hag en doa bet eur faen digantan.

— « Eur faen ? Santez Anna ! Mar ec’h eus bet da goan gant an dra-ze, neuze emaout mat. Ha petra raimp-ni gant ar faen-ze ? An Aotrou Doue a hellje, da vihana, beza roet d’it ive keuneud d’he foazat, amann da lakaat ganti, hag eul loa arc’hant d’he dibri. O ya ! mez setu aze, den na ra forz eus ar beorien. »

Tadig koz an dienez a zonjas neuze ivez e raje eur predig dister e c’hreg hag hen gant eur faen. Ma sonjas he flanta ; hogen, n’en doa tamm douar. Red e oe d’ezan he flanta e korn an oaled. Ar faen ne oe ket pell evit poulza ; a-benn an noz e save er-meaz eus an ti dre veg ar siminal, hag a-benn antronos ez oa savet ken huel, ma n’helled ket gwelet he beg. Ar person zoken gant e lunedou n‘her gvele ket.

Daou zervez goude, ar c’hreg a lavare d’he goaz :

— « Mat, eur faen dreist, evelhent, en deus roet an Aotrou d’it. Sav da gutuilh fa d’eomp a-benn hon lein ! »

Tadig koz an dienez a daolas e voutou koad, hag hen da gripat oc‘h ar wezen fa, a skour da skour hag a zelien da zelien. Hogen, kaer en doa sevel, ne gave ket a fa. Mont a rea atao endra c’helle. Ober a reas eur zell oc’h an douar ha n‘oa ket brasoc’h da welet eget eur c‘hreunen piz logod. Goude beza ehanet eun nebeud da denna e alan e pignas adarre, hag e tigouezas dirag eun ti bras alaouret : ar baradoz e oa. Eur morzol a yoa oc’h an nor, ha Tadig koz an dienez da skei, dao, dao :

— « Piou zo aze ? » eme zant Per.

— « Me, Aotrou sant Per, Tadig koz an dienez, a ouzoc’h ervat. Deut oan da glask fa d’am lein. Mez ar fa, red ha ma ve, ne zavont ket kaer er baradoz ; c’houi, me oar mat, zo gwelloc’h ganeoc’h kaout piz. Mez me a garje kaout eun tamm bara, bara gwenn, mar be ho madelez !… »

— « Bez’ e pezo ar pez a giri, eme zant Per, hag ouspenn bara, e pezo kig ha gwin. »

Tad koz an dienez a ziskennas skanv a hed trojen e wezen fa. Pep tra a oa war an daol pa zigouezas. Dibri a reas a walc’h, eva muioc’h c’hoaz, hag ez eas da gousket laouen bras. Mez e c‘hreg na reas nemet trei ha distrei epad an noz. Antronos e savas mintin mat, hag e c’hrosmole :

— « Piou a c’hellfe kousket en eur c‘hraou evelen ? Emeur atao en aon na gouezfe eur pennad moger bennak war ho penn. Te ne zonjez morse e netra. Ma karjes beza goulennet gant sant Per en divije roet d’it a-walc’h eun ti bras ha brao, n‘eo ket eun toull evelen e vije ! »

Tadig koz an dienez na respontas ger, gouzout a-walc’h a rea n’en divije ket ar gomz diweza. En em rei a eure da zutal war don An Hini goz. An dra-ze ’oa e c‘hiz da lavaret nan d’e c’hreg. Hogen, houma ne zebras tamm d’he lein, hag a chaoke atao :

— « Piou a c‘hallfe dibri boued o welet arrebeuri kel lous ha ken divalo ! O ya ! te ne rez forz ha pa ven-me flastret ama dindan an ti ! te a gavo eur c’hreg-all ! »

Boas oc’h e hanter-tiegez, Tadig koz an dienez a welas ervat e ranke neun pe veuzi. Setu hen hag o teurel adarre e voutou hag o pignat a skour da skour. Ne dea ket ker buan hag ar wej kenta ; digouezout a reas koulskoude gant dor ar baradoz.

— « Dao ! dao! »

— « Piou zo aze ? »

— « Tadig koz an dienez ! »

— « Adarre ? Ha petra vank d’it c’hoaz ? »

— « Aotrou sant Per benniget, heja ra va zi gant an avel, mogeriou hag all ; ha pa na rafec’h ken, sellit, nemet lakaat raz da stanka an toullou, pe sevel eun tammig solier d’eomp, pe ober eun tammig kambr d’eomp en daou gostez gant eur c’hilhogig war beg ar pignon evit diskouez pe leac’h e vez an avel. En hanv Doue, sellit, aon hon deus ennan ; Va greg n’he deus kousket berad en noz tremenet. »

— « Mat, eme sant Per, hag e pezo. Eun ti bourc’hiz a vo savet d’it, ker start en e zav ha kastell Brest. Mez na deuez mui da ravodi d‘in ; me n‘em eus ket kement-se a amzer da goll gant pep-hini ; ha ne garan ket ar randonerez. »

Tadig koz an dienez a ziskennas d’ar c’haloup. Pa zigouezas, n’en em anaie mui en e di. Eur maner a oa savet d’ezan. Solierou karget a arrebeuri kaer hag a gadoriou bourret. Eur porz klos a yoa dirak an ti, eur porz-rastel warnezan ha bandennou yer hag houidi ennan. Adren an ti ez oa eul liorz karget a wez hag a vleun a bep seurt.

Greg Tadig koz an dienez, na petra ‘ta, a yoa fouge enni he gwalc’h. A-raok an noz e oa bet oc‘h azeza e kement kador vourret a yoa er maner, hag o sellet oc’h kement mellezour bras a yoa oc’h ar mogeriou. Hogen, ha pell e padas he fouge ?

D’an eil dervez e lakeas en-dro d’ezi, an eil goude eben, kement sae vrao a oa en he armeliou, saeou seiz, arc‘hantet, alaouret, perlez oc’h lod anezo. Noz oa hag edo c’hoaz dirak he mellezour. An trede dervez ne reas epad an deiz nemet rei he urziou d’he mitizien. Ar pevare dervez ne ouie mui petra da ober. Enouet oa, digeri rea he genou da zislevi yen, ha setu hi, evit tremen he amzer, da ober eur bale war ar meaz. Tenval oa he fenn pa deuas d’ar gear, hag ez eas d’he gwele hep tamm.

Antronos, kerkent ha ma welas he fried :

« Gwelet ec’h eus biskoaz kement-all ? emezi. An amezeg zo digouezet ganen deac’h, ha n’en deus ket prizet zoken tenna e dok d’in ! »

— « Kleo ’ta, eme Dadig koz an dienez, bez’ ez eus tud ha ne ouzont nemeur beva, petra fell d’it ? Ne deo red da eun den tenna e dok nemed d’ar Roue ha d’ar Rouanez. »

— « Ha perak ne vemp-ni ket Roue ha Rouanez ive evel ar re-all ? Te, ne zonjez e netra. Ma karjes beza goulennet oc’h sant Per, en doa roet an dra-ze d’it awalc’h ! »

Azalek neuze, peoc’h ebed mui da Dadig koz an dienez. Ar c’hreg ne gouske ken. Bemdez e c’hrosmole o c’houlen outan peur ez aje da gaout sant Per, ha bemdez, goude eun nebeud komzou dipitus, e rea eur pennad gouela.

Tadig koz an dienez na rea van oc‘h he gwelet ; ne rea ken nemet heja e ziouskoaz. Hogen hi a glemme kement, ma lavaras eun dervez evit kaout peoc‘h diouti :

— « Mat, mat, warc’hoaz ez in ! »

Ar c’hreg neuze a yeas kel laouen, ma ’z oa eun dudi he gwelet.

Ar paour keaz den a ouie en doa lavaret eur gomz a re ; brema ’oa red d’ezan mont, pe e vije gwal-vuez. Setu hen ’ta antronos o lakaat e zilhad da zul, hag o pignat adarre a skour da skour. Digouezet e-kichen an nor, e skrabas e skouarn da genta ha neuze, lentik awalc‘h, e skoas :

— « Dao ! dao ! »

— « Te, adarre ! pez divez ! eme zant Per ; me ouie a-walc’h ne vije gallet morse rei e walc’h d’eur gargantuaz eveldot-te ! »

— « Sant bras, eme Dadig koz an dienez, pardonit d’in adarre en dro-ma, evel ma pardonan d’ar re o deus great droug d’in. Va greg eo he deus great d’in dont. Truez he deus oc‘h an dud reuzeudik. Lavaret a ra e wellafe d’an dud paour ma ven-me Roue hag hi Rouanez. »

— « Mad, eme zant Per, p’eo gwir eo evit ober vad e fell d’eoc’h beza Roue ha Rouanez, e pezo da c’hou]en. Mez, na deu ken war va zro ; rak ma teuez e kouezo truez ouzit. »

Tadig koz an dienez a hastas disken ; kaout a reas e c’hreg azezet war eur gador alaouret, ha tud ar vro oc’h ober al lez d’ezi hag o stouet dirazi. Daou zervez dioc’htu e oe laouen evel an heol ; fouge a yoa enni he gwalc’h. Hogen, an trede dervez, epad ma kempenned he bleo d’ezi, e teuas eur vleven wenn da heul ar grib. Setu hi droug enni dre ma leze Doue ar gozni da zont d’ar rouanezed. Antronos e oe roet d’ezi d’he lein krampoez gwiniz, viou ha sukr enno. Evel m’o c’have mat e tebras kement, ma oe red klask al louzaouer war he zro. An trede dervez e varvas en he lez he c’henta itron a enor, ha setu hi glac’haret, kollet ganti he levenez.

Epad ar zizun war lerc’h ne zebras kouls lavaret tamm ; ne rea nemet huvreal. D‘ar zul e lavaras d’he fried :

— « Ya da, eun dra gaer eo sur beza Roue pe Rouanez, hag e kouezer klanv, hag e c’heller mervel zoken marteze. Ma vijes bet an Aotrou Doue ha me ar Werc’hez, neuze avat e vijemp bet tud ! »

Tadig koz an dienez a zonjas neuze ’oa eat he zammig skiant diganti, hag he alias da vont da ober eur bale dre ar meaziou.

— « O ya, emezi, me ouie ervat, te n’ec’h eus biskoaz karet ac’hanon-me ! o tra ! »

Va den keaz ne jommas ket d’he zelaou. Mont a reas d‘al liorz da lakaat e gorniad butun.

Hogen, bemdez e kleve an hevelep son : « Ma ’pije bet eun tamm kalon, ez poa goulennet beza an Aotrou Doue ; ha pa na vije ken nemet evit rei da bep-unan glao hag heol hervez e frouden. » Bemdez e kleve an hevelep rebech. Hogen, Tad koz an dienez a zalc’has mad en dro-ma. Kaer a yoa e c‘hourdrouz, ne lavare ger. Lakeat e oe e pinijen diwar bara ha dour, mez na rea van. Siouaz ! an den na c‘hell ket miret da fazia a-wejou. Eun dervez ma ’z oa bouzaret e benn o klevet klemmou e c’hreg, ez eas droug ennan, hag hen o lavaret dichek :

— « Peoc’h a roi d’in-me, randounen ? »

Ha kerkent e lakeas d’ezi war he boc’h pevar bezad hag eur meutad ha kalet zoken. Neuze hi a reas eur safar evel pa vijed o vont d’he laza, hag a grie :

— « Va buez ! Va buez! »

Evit he lakaat da devel e oe red d’ezan lavaret ez aje adarre autronos da gaout sant Per. Ar c’hreg en em gavas pare dioc’htu.

Antronos e oe red mat da Dadig koz an dienez pignat adarre a had e faven. Siouaz ! mont a rea lochore. Digouezet e kichen an nor, e chomas eur pennad mat da zonjal. Skei a reas koulskoude, mez goustadik. Klevet a reas eur vouez pounner hag a lavare :

— « Klaoustre eo Tadig koz an dienez eo a zo aze adarre. »

— « Ya da, sant Per benniget, me eo sur, ha great eo va zro, nemet c’houi a ve bet dimezet ive hoc’h-unan. »

— « Klev, lavaret em boa d’it na deujes mui pe e kouesche truez ouzit. Kea en-dro ; ker paour e vezi brema evel ma ‘z oas ar wej kenta ma tigouezis ganez. »

Tadig koz an dienez a felle d’ezan goulen ma vije lezet gantan da vihana eun tammig leve bennak. Mez n’en doe ket a amzer. En em gaout a reas war an douar ne ouie ket penaoz ; ha kenta welas ’oa e lochen goz, hag e c’hreg war an treuzou o neza stomp eve] ma ‘z oa boas diagent. Pep tra a yoa evel ma ’z oant gwejall. An toull a yoa marteze c’hoaz falloc’h, ha dilhad e c’hreg muioc‘h truilhennek eget biskoaz. Houma pa her gwelas a zavas en he zav, hag en em lakeas da ober d’ezan a bep seurt rebechou, o lavaret d’ezan n’oa ket eun den. n’oa nemet eun azen, eun taltouz… Tad koz an dienez ne lavaras ger, mez mont a reas d’ar c’hae, hag e troc’has eur penn-baz, hag ar c’hreg a ehanas dioc’htu da sklankat. Nebeut goude e varvas gant he glac’har da veza kollet holl o klask kaout c’hoaz. Tad koz an dienez n‘en devoe ket kement a geuz d’ar madou ’oa bet etre e zaouarn. Ar pez a vire outan marteze da gaout keuz d’ezo, eo m’en doa kollet e c’hreg ive ganto. Abaoue ez a atao en dro da glask e damm bara. Ma tigouez ganeoc’h, lenner, roit an aluzen d’ezan abalamour da Zoue, rag paour bras eo bepred.


(Kutuilhet e Leon).