Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/8

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— VI —


Er bloaz-man dioc’htu, daoust da labouriou tenn ho stad, ho peus kavet amzer da gempenn adarre eul levrig koant, muioc’h diouz doare hor c’henvroïz en taol-man, « Marvailhou ar Vretoned e-tal an tan » e hano.

« Marvailhou »… tra ken nemet an hano-ze a dalvezo da alc’houez d’ho levr nevez da gaout dor zigor da vont e meur a di ; hag eur wech m’en devezo kemeret e skabell, ne vezo ket diskabellet buhan, n’eus ket ezom da gaout aoun : re zies e vezo kavet en em zizober eus eur mignon ker plijadurus.

Mez da vont e meur a di-all e leac’h m’en deus ezom da vont koulskoude, e vezo an hano-ze didalvez ive, hag e kavo dor brennet, rak ar « Marvailhou », a leverer, a zo echu o amzer.

Gwechall e oa anezo stank e-touez an dud : an holl a ouie eun dra bennak, ha lod ne veze fin ebed d’o re.

« Kaer am ens kounta — a lavare d’in eur marvailher koz — nemet kounta a rafen, e kavan atao da gounta. »

Labouriou teun an hanv a veze skanvaet ganto, nosvesiou hir ar goanv a verraent ; plijadur vad ha mac’had mad a reant d’an holl, ar pez a yoa kaër, rak « eur zant trist, evel a lavar sant Fransez a Zal, a zo trist e zantelez »… Hag an ali a gavan e skridou Marianna Abgrall a zo eus ar re fura : « Tec’hit diouz tud tenval ; an dour pa na red ket a ve louz peurvuia, leun a amprevaned… »

Gwechall e oa « Marvailhou » ; sperejou an dud n’oant ket ken divoedet ha brema.

En deiz a hirio, troët evel ma’z oar war an des-