Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/7

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ





Sant-Nouga, deiz Gouel bras ar Rozera 1906.



KLAODA, VA MIGNON MAD,


Va fedi ’rit da ober d’eoc’h eur pennad skrid, da lakaat e-tal ho levr nevez.

Perak ’ta, p’eo gwir ho pije va c’havet atao en dizro eus a bep leac’h, n’ho peus ket goulennet an dra-ze digant unan bennak-all hag en divije bet, tra ken nemet e hano, galloud awalc’h da lakaat dioc’htu ar zell da goueza war he levr ?

Gouzout a rit ervad e vezo dister ar pez a rin, ha daoust da ze e pedit ac’hanon gant kement a galon ma na c’hellan miret da glask ober plijadur d’eur Breizad kalonek eveldoc’h.

Warlene e lakeac’h moulla « Mouez Reier Plougastell », ho levr kenta ganet, gwersiou nemet ken ennan, kouls lavaret. Eul levr kaër oa hennez ha n’en deus ket bet digant an dud an digemer ’oa dleet, a gav d’in, en divije bet. Ar bobl — an hini ma skrivomp evitan — n’en deus ket c’hoaz, pe gentoc’h n’en deus ket ken en e spered, a eskell nerzus awalc’h da dizout ganto an uhelderiou m’ho peus c’hoant e lakaat da zevel enno.