Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/9

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— VII —

tum arc’hant, ar blijadur a gaver o selaou ar rimadellou hag ar c’honchennou koz ne gont ket ken.

N’eus meneg ebed ken eus a vidanellerez evelse, eo m’oar vad sur :


Kaoz ar c’hezeg ha kaoz ar zaout,
Kaoz all ’bet ken n’oar goest da gaout
Nemet eun all izeloc’h c’hoaz,
Siouaz !

Setu aze ar wirionez !

Spered pobl Breiz, ar spered-ze bet maget ker mad en amzer goz, ar spered-ze hag en deus bet eskell ken nerzus da zevel etrezek kement tra gaër. mad ha gwir a zo, a ya bemdez war zisteraat, war zinerzaat, war izellaat.

N’en deus ket ken a zigor war an amzer da zont hag ankounac’haat a ra an traou presius o deus lakeat kement ha kement a rumm dud da zont betek ennan e doug ar chantvejou tremenet.


Madou ar c’horf a ya war gresk,
Madou ar spered a ya da hesk.

Piou zo da veza tamallet eus eun darvoud ken trist ?

N’eo ket c’houi eo da vihana ; rak rouez eo ar re a ro, ken dizamant ha ma roit c’houi, kement o deus evit lakaat eur vuez nevez d’en em skigna war douar Breiz-Izel ; hag o c’houzout ne c’heller ket mont war raok nemed harpet e vefed war an amzer dremenet, ho peus lakeat ho poan da zestum « Marvailhou ar Vretoned », an traou-ze hag a zo enno bannou spered burzudus eur ouenn gaẽr, hag a zo