Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/10

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— VIII —

mall o destum araok ma vezint peurzisfelebet ha peurgollet da viken.

Pebez hordennad traou brao ho peus pennaouet hep ezom da vent pell…

Etouez ar « Marvailhou »-ze, unan zo hag a gavan dispar : « Klaodinaïg ». En hennez ho peus lakeat hoc’h ene hoc’h-unan, ha kement tra en deus great dudi ho kalon a vugel p’edoc’h gwechall o redek measiou Plougastell, ha pa ne oa ket eno nak eur roc’h nak eur vodenn ha ne vije ket anavezet ganeoc’h.

« Klaodinaig » n’eo ket eur marvailh koz, mez savet eo e yez ar re goz ha skrivet ganeoc’h en doare kaër-ze a ouezit lakaat anezan da gemeret dindan ho pluen dir.

Bezit dinec’h, Minorez Kerzadiou a zo eneet ganeoc’h krenv awalc’h da badout keit hag ar Brezoneg, evel m’eo great ar Brezoneg da badout keit ha reier Plougastell.

Pegouls ’ta ne vezo ket ker fallakr pe ker berwelet ar re o deus da welet war skoliou Breiz-Izel ma vezo gellet koms, skriva ha kana enno, e yez ar Vro, evel ma rear en holl vroiou-all eus ar bed ?

Na pegen plijadurus n’oa ket gwelet d’an 29 a viz Gwengolo diweza lizer-meur an Aotrou Mercier, Arc’heskob gwiziek ha brudet Malines, o c’hourc’hemenn ma vije desket ar flamanteg en holl skoliou e eskopti ! — Ar flamanteg er vro-ze a zo yez ar bobl, evel m’eo ar brezoneg er vro-man. — Pegouls ’ta e vezo taolet evez ouz hon yez-ni ivez ha dishualet hor bro baour ? Pa blijo gant Doue, gwir eo ; mez pa labouro ar Vretoned a-zevri ivez.