Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/103

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



AN TEIR C’HAD


————


ARVEST I


E ti an Aotrou Pendolog


KEVREN I


AN AOTROU PENDOLOG (eur baner en e zourn).

Yann !… Yann !…

YANN

Aotrou ?…

PENDOLOG

Setu ama teir c’had er baner-man ; kemer ha kas anezo da di va mignon Bidoch. Kals e kar ar gedon ha kement-man a ray eur blijadur c’houek d’ezan. Hast affo, hag astenn da zivesker ; klevet a rez ?…


YANN

Ya, aotrou ; amzer hepken da lakaat va c’halabousen ha va boutou-ler.

PENDOLOG

Kea buan epad ma skrivin eur rouden-skritur pe ziou d’am mignon.