Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/102

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
80
MARVAILHOU AR VRETONED


— « A greiz kalon, Job. »

Hag int da lavaret an De profundis gant kals a feiz.

Na weljont mui netra da c’houde.

A ziwar neuze zoken na oe mui klevet hano ebed eus Gwitourius ; kredabl e oa echu e binijen gantan war an douar.

Anjel na jommas ket er C’hroaz-hent. Prestik goude an darvoud hon deus displeget ez eas da c’houlen beza digemeret en eur gouent, evit ober pinijen ar rest eus he buez. Eno e varvas goude beza roet d’an holl ar skouer eus ar c’haera vertuziou.

Na jomm mui netra hirio eus hostaliri ar C’hroaz-hent.


Setu aze, aotrou, traou bet tremenet er vro-ma. Ni n’hon deus ket o gwelet, hogen va zad koz, Doue r’her pardouno ! am eus klevet n’ouspet gwech o kounta anezo.

Setu aze ive, aotrou, penaoz e vez a-wechou zoken er bed-ma kastizet gant Doue an nep a ra an droug.


Lanndi, 15 kerzu 1905.


————