Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/104

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
88
MARVAILHOU AR VRETONED



KEVREN II
AN AOTROU PENDOLOG (e-unan).


(Skriva ha lenn uhel a ra peb ger). « Va Mignon ker, eur blijadur vras eo evidoun gellout kinnig teir c’had d’it. An dra-ze a ziskouezo d’it pegen evurus eo bet va abaden chaseal. Kredi a rafen ober gaou ouz hor mignoniach koz, o chom hep kas d’it peadra da ober evit morlarjez eun tam lip-e-bao. Lavar da Gatel lakaat he holl wiziegez da ober mad ar geusteuren. Da vignon koz, Pendolog ». (Koms a ra). Kement-man a ray, a gredan, ar vrasa plijadur d’am mignon Bidoch. Petra bennak an donezon ne dal nemeur, n’eo ket, evelato, eus an disterra kennebeut.


KEVREN III
PENDOLOG hag e VEVEL


YANN (berr e alan, a las e voutou dirak e vestr).

Aotrou, prest oun ; pa gerot ez in.

PENDOLOG

Mad eo !… Setu aman al lizer ha kemer ar banerad gedon-ze. ha kas anezo holl d’am mignon Bidoch. Klevet ec’h eus ?…

YANN

Ya, aotrou.

PENDOLOG

A-benn koan e vezi distro, mechans ?

YANN

Oh ! ya, aotrou ; mar gellan, mes eur pennad mad