War zouarou Kerne, damdost da Roc’h Trevezel ez oa gwechall-goz eur c’hroaz-hent hag eun hostaliri brudet fall meurbet gant tud ar vro. Ti ebed a-dost ; setu perak hostiz ar c’hoaz-hent a c’helle ober an troiou falla hep na vije morse gouezet netra da just. Disfisiout a read, hogen den n’en doa gwelet netra. Hervez ar vrud, meur a zen a yoa bet lazet eno.
Er goanv, pa veze tenval an noz, pa c’houeze an avel yen war ar meneziou, ar vesaerien diwezat o tont gant o denved, o deus kontet e klevent moueziou klemmus anaon an dud lazet o c’hournijal en-dro da Roc’h Trevezel. Hanter-spountet, ec’h hastent ober sin ar groaz evit na vije great droug ebed d’ezo.
Nemet an hini a zo bet eno e-unan den na lavaro ar spont a grog en tremener a ya en noz dre veneziou an Arez, ken dizolo, ken nebeut a diez war an henchou anezo.
Ar re a zo bet garo oc’h ar paour en o buez a deu dre eno da ober pinijen goude o maro, hervez ar re goz.