Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/81

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
65
HOSTALIRI AR C’HROAZ-HENT


Evit reiza bugale ar c’heariou a zo en-dro d’ar menez, n’eus nemet gourdrous o c’has war Roc’h Trevezel da dremen an noz gant an teuzed. Na vez ket ezom da lavaret diou wech.

Roc’h Trevezel, goude menez Sant-Mikel, eo an huela menez eus chaden an Arez. Ac’hano ez eus eun taol lagad dudius var gorre Leon hag eul loden vrao eus a Vro-Gerne. ’Velkent kein duet ar menez a zo melkonius. N’eus eno na ti, na gwezen, na den, nemet eur mesaer bennak o c’haloupat war-lerc’h bandennadou denved treut meurbet, rak n’eo ket druz ar peuri, me lavar. Kerkent ha kuz-heol e weler anezo o tastum o loened, hag en hent war-zu ar gear, n’eo ket tizet e vefent gant eul lampon pe eur spontailh bennak.

Unan eus ar vesaerien-ma eo en deus kontet d’in ar pez ez an d’am zro da zisplega d’eoc’h.


II. — Hostaliri ar C’hroaz-hent.


— « Aboue ez eus pell avad, keit ma n’eus mui, me gred, war an douar hini ebet eus ar re a veve en amzer-ze. Me gred zoken e oa e mare an Dispac’h, ar freuz vraz-se a zo bet e Bro-C’hall, brema ez eus ouspenn kant vloaz.

N’oa ket ebat beza beo neuze, aotrou, abalamour ma ranke ar veleien tec’het en harlu pe mont da guzat evel torfetourien. N’oa ket a urz zoken da lavaret ar pedennou en tiez. An neb a vije kavet o pedi a veze ereet, kaset d’ar prizon ha kondaonet