Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/82

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
66
MARVAILHOU AR VRETONED

d’ar maro hep barnedigez. Kals a dorfetourien, a vuntrerien, a dud fall a bep seurt, a ye hag a deue dre ar vro hep ma vijent harzet. Dont a reant n’ouie den a beleac’h. Hon tadou koz Bretoned na garent tamm ebed an divroidi-ze, hag a zelle a-dreuz p’o divije da ober ganto. Gouzout a reant n’o doa an dud-se na feiz, na reiz, na Doue, na mestr, hag e oant rak-se gouest a hep seurt falloni.

Doue ra viro, aotrou, e tirollfe c’hoaz warnomp eur seurt barr-amzer ! Evidoun e ve gwelloc’h ganen beza maro eget beva eus eur seurt buez ! »

— « N’em eus ket bet digant Doue an donezon d’anaout an amzer da zont, emeve ; tenval eo an dremwel koulskoude, ha me gred e vezo kurun dizale. Ha na gavit ket, va mignon, ez a fall kenan an traou hirio dre ar bed ? Gwelit pebeuz brezel spountus a zo great dreoll ouz relijion santel an Aotrou Doue ! Argaset eo ar venec’h, ar breudeur, al leanezed ; an Iliz a zo gwasket ma ’z eo eun druez ! »

— « Doue eo ar Mestr, aotrou ; ha kaer o devezo an dud, pa garo e vezo treac’h. Ar gaou n’en deus nemet eur mare, hag ar wirionez, abred pe ziwezat, na vank ket da sklerijenna zoken ar re a zo an dalla.

Gwechall-goz, eta, ez oa er C’hroaz-hent eun ti men, huel ha ledan, toet gant mein glas an Arez, teir renkennad prenestrou warnan. An ti-ma a zeblante beza bet savet a ratoz-kaer evit digemeret ar veachourien geiz sourprenet gant an noz war lein an Arez. Pebeuz fouge enno pa welent a ziabell ar goulou o lugerni e prenestrou an ti bras ! Hag e lavarent : « Bennoz da Zoue ! Ama da vihana e kavin eun tamm bara da lakaat etre va dent hag eur gwele da zige-