Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/83

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
67
HOSTALIRI AR C’HROAZ-HENT

meret va memprou skwiz-maro gant an hent am eus great !

Chomm a reas pell goullo. Setu ma oe klevet lavaret eun dervez a oe : « Deuet ez eus eun hostiz da jomm er C’hroaz-hent ! « — « Mad, a lavare an dud, gant na ray ket eus e di tavarn al laëron ! »

Ar Breizad, aotrou, a zo disfizius pa na anavez ket ! »

— « Ha mad a ra emeve, n’eo ket mad rei ar galon d’ar c’henta deuet. »

— « Pell a yoa edont eno, ha den na ouie c’hoaz netra an holl diwar o fenn. Gwir eo, an dud a lavare a bep seurt traou ; ar pez a zo sur eo na ouie den netra zur ebet. Hini ebet na grede mont betek eno, zoken en deiz.

Kenta ma oe gallet gouzout eun dra bennak eus an ti-ze ’oa gant eur pilhaouer eus ar Fouilhez, diskennet e Komanna da ober e vicher.

Hervez an den-ma, an hostiz nevez a yoa frammet mad, dremm zu d’ezan, gant eur varo hir evel moue eur marc’h, en e benn daoulagad ruz evel kefou tan ; e-kreiz e zremm ’oa eur fri kamm evel beg ar gaouen. Eur vaouezig dister, gwisket evel e kear. treut-gagn, liou an dienez war he gorre, a zeblante beza e c’hreg ; eur mab o doa hag a c’helle kaout trizek vloaz.

Evit doare n’ea ket kaer ar bed ganto, p’eo gwir