Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/120

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



GOVELLER BREIZ-IZEL


————


Eun dervez hor Zalver benniget a lavaras da zant Per :

— « Ma ’z afemp da ober eun dro dre Vreiz-Izel, ar vro gaer-ze a zo enni kement a feiz ! »

— « Ya da, eme zant Per, deomp ’ta ! »

Hag i en hent.

Goude beza baleet pell bras, setu ma tigouezont e ti eur goveller.

— « M’em eus naon ! » eme Borsier an Envou.

— « M‘em eus ive ! eme