Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/121

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
105
GOVELLER BREIZ-IZEL

ar Mestr. Deomp en ti-ma da welet ha ni a gavo eun dra bennak da zibri. »

Mont a rejont eta.

Ha setu eur goveller o tont daveto :

— « Petra glaskit, va zud ? emezan d’ezo. »

— « Ni a zo o veachi meur a zervez zo, ha n’hou deus netra evit terri hon naon !… Ma no pefe ar vadelez ?… »

Ar goveller n’o lezas ket da beur-echui o goulen :

— « E feiz, Aotrou, ne doun ket pinvidik, n’eo ket bet darbet d’in beza, rak va banne chigoden a garan kals, re marteze ; evelato me gred e kavin eun tammig bara da rei d’eoc’h ho taou. »

Ha, keit ha ma komze evel-se, e oa eat da c’horre an ti. Dizevel a reas an dousier wenn a c’holoe an dorz, hag e troc‘has daou bez tamm bara, a ginnigas d’ar veajourien en eur lavaret :

— « N’em eus nemet bara heiz da ginnig d’eoc’h, va zud keiz ; hogen, ar pez am eus a roan a galon vad ! »

— « Bennoz d’it ! eme Jezuz. Ha brema, me fell d’in, d’am zro, paea ac’hanout dioc’h va giz, abalamour d’ar vadelez ac‘h eus diskouezet en hor c‘henver ; goulen ’ta tri zra diganen, ar pez a giri, ha me o roio d’it. »

— « Goulen ar baradoz ! » eme zant Per d’ezan e pleg e skouarn.

— « O ne ran ket, eme ar goveller. Goulen a ran ma chommo stag oc‘h ar skaon-ma kement hini a azezo warni, betek ma plijo ganen rei d’ezan e frankiz ! »

— « A roan d‘it, eme hor Zalver. Ha goude ?