Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/119

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
103
AN TEIR C’HAD


PENDOLOG

Brema eo sklear hag anat evit an holl penaoz ec’h eus bet teir c’had da…

YANN

Ya, aotrou, teir c’had.

PENDOLOG

Ro peoc’h d’in, glaourennek… ha penaoz Bidoch n’en deus bet diganes nemet diou c‘had.

YANN

Ya, Aotrou, diou c’had !

PENDOLOG

Peoc’h a roï, ginou tartez ?… ha selaou mat… eus a ziou c’had da deir.

YANN

Ya, aotrou, teir c‘had.

PENDOLOG

Eur wech c’hoaz, peoc‘h a roï, marlounk ! Te a rafe d’in koll va skiant. Eur c’had a vank, ne dal ket ar boan d‘it klask digaresiou. Petra ec‘h eus-te great ganti ? Klaoustre ec’h eus bet an tanva anezi ?

YANN

Ah ! Ah ! Ah ! aotrou, c’houi n‘oc’h ket eun den ken diot hag ho mignon Bidoch, c‘houi zo eun diviner !!!


Divez ar pez.