Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/118

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
102
MARVAILHOU AR VRETONED

eus paket o chaseal. Lavaret a refed zoken penaoz out moumounik sant Hubert, rag eur maoud out evit dineiza ar gedon. Eun nebeut oun souezet evelato ouz da glevet o koms eus a deir c’had, ha Yann n’en doa nemet diou en e baner. Marteze n’az poa ket lazet mat unan eus an teir c’had, hag hounnez, a gredan, a zo eat e breskin eus a baner Yann, hag a zo o c‘hoari koukou en eun tu bennak… N’oun ket evit-se nebeutoc’h anaoudek d‘it, ha da drugarekaat a ran a greiz kalon, rak gant an diou c’had, Katel a raio d’eomp eur geusteuren, eur friko ha ne vanko ennan nemedout.

« Da vignon anaoudek, Bidoch. »

Yann ! Yann ! Klevet mad ec’h eus ar pez am eus lennet war al lizer-man ? N’em boa-me ket lakeat er mintin-man teir c’had er baner ?

YANN

Ya, aotrou, teir c’had.

PENDOLOG

Ha va mignon Bidoch a lavar n’en deus bet nemet diou.

YANN

Ya, aotrou, diou c’had.

PENDOLOG

Anzao a rez ive n’ec’h eus roet nemet diou ?

YANN

Ya, Aotrou, diou c’had.