Teir bazen ar vad, pe Kerlo al Leal

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche


TEIR BAZEN AR VAD


PE KERLO AL LEAL


————


Brema ’z eus ouspen kant vloaz ez oa e Plouelven, e bro Breiz, eun den diwar ar meaz, koz-koz, e hano Kerlo, leshanvet an den leal. Morse n’en doa great droug da zen ; morse n’oa eat diwar an hent mat.

Ha koulskoude, tra iskis ! Kerlo n’oa ket karet ; doujet e oa, kredi read e gomzou, e onestiz a yoa meulet gant an holl, mez n’oa ket karet.

Ar gwel anezan a lakae an holl da veza nec‘het, aounik zoken ; c’hoariou trouzus ar vugale. c’hoarzadennou skiltrus an dud yaouank, konchennou ar c’homerezed, a ehane a-grenn, ’dal m’e weled o tifourcha en eun tu bennak ; n’anavezed mignoun ebed d’ezan, hag e veve e-unanik en e doull-ti didrous.

Tenval e spered dre veza e-unan, ha skwiz o veva deiziou bepred henvel an eil ouz egile, Kerlo, an den eün, en doe eur mennoz :

« N’oar ket eürus e Plouelven, emezan. Marvat ez eus dre ar bed broiou sederoc’h ar vuez enno. Mont a ran pelloc’h da glask an eürusted na gaver ket dre ama. »

Ha Kerlo a werzas e di, e zouarou ; ha neuze, leun e c’hodellou a beziou aour, ez eas da glask an eürusted.

Bale a reas e-pad pell amzer, treuzi a reas meur a wej ar mor divent, gwelet a reas keariou bras ha pinvidik, mont a reas dre vroiou dudius, dre goajou koz gant meur a gantved bloaveziou, el leac’h ma kleved kanaouennou dispar laboused dic’hiz ; pignat a reas war gern meneziou stok o c’herniou oc’h an oabl ; disken a reas e traoniennou doun ha didrous, a vev enno ar bastored ; chomm a reas a-zav dirak al lennou glas, hogen na gavas an eürusted e nep leac’h.

Kement e valeas, ar c’heaz, ma tigouezas e penn ar bed. Hag eno Kerlo a welas eur gear goant, an toennou great gant mein lugernus a skede dindan bannou an heol. Dont a rea eus ar gear-ze kanaouennou dudius, c’hoarzadennou laouen, moueziou tud yaouank o pedi. Tro-war-dro ez oa mogeriou gwer kristal, gant eun nor was ; Kerlo a lennas warni :

« Ama ema bro an eürustet ;
« Dont a ri ennan ma vezes kavet din. »

« Alo ! eme Gerlo leun a levenez, setu me eta digouezet e penn va beaj hir ! N’em eus ket klasket en aner. Emaon o vont da danva an eürusted ! »

Teir bazen a yoa etrezan hag an nor ; an hini genta a yoa en arc’hant, an eil en aour, hag an drede e diamant neat.

Kerlo a yea da bignat pa zeuas eun nerz vurzudus da staga e dreid e-barz ar bazen genta, hag e klevas eur vouez o lavaret d’ezan :

« Petra ec‘h eus great evit dont ama ? »

— « Hanvet oun Kerlo al Leal, a respontas ar Breizad. eun tammig lorc’h ennan. Kement-se a ro da entent n’en deus den netra da rebech ouzin. Na gredan ket em befe morse great an disterra droug, na great gaou ouz den. »

— « Kaer eo kement-se, a dra-zur, eme ar vouez adarre, hogen n’eo ket a-walc‘h en em viret dioc’h ar pez a zo fall, beva hervez ar reiz ; traou all a zo e lezen Doue ; red eo c’hoaz ober ar vad, beza karantezus e-kenver an nesa. Hen ankounac’heat ac’h eus, Kerlo al Leal ; kea, dizro e-touez an dud, arabad e vezo d’it dizrei ken az po bet an hano a Kerlo ar Madoberer. An nor-ma neuze a zigoro evidout. »

Kerlo a blegas e benn, eun tammig mezek, hag a yeas ac’hano.

Dont a reas daou vloaz goude da skei var dor ar gear eürus. En dro-ma ec‘h hellas pignat war ar bazen genta, a yoa en arc’hant, evel a ouezer ; hogen, kaer en doe, na hellas ket mont war an eil ; ar vouez en doa klevet en dro genta a gomzas adarre.

— « Petra ec’h eus great, Kerlo, evit beza digemeret ama ? »

— « Deuet ’eus sonj d’in, eme Gerlo, eus eun den brokus, oun dleour d’ezan eus va madou ; pa oan yaouank ha paour e prestas d’in arc’hant da brena douar ha d’o labourat dioc‘htu ; pa falvezas d’in paea va dle, e nac’has kemeret ar vad diwar e arc’hant. Eat oun d’e gaout ; paour eo brema d’e dro hag em eus roet d’ezan an drederen eus va danvez. »

— « Mat ec’h eus great, eme ar vouez ; diskouezet ec’h eus ez out anaoudek ; hogen plijadurus hag eas kenan eo ober vad d’ar re a zo bet mat en hor c’henver ; renta ar mad evit ar mad n’eo ken nemet ar bazen genta eus ar garantez. Kea, ha gra gwelloc’h c’hoaz. »

Ha Kerlo en hent. A benn daou vloaz e tizroas adarre. Er vej-ma ez eas war ar bazen aour, hogen, galloud ebed da vont war ar bazen huella.

— « Kerlo, eme ar vouez kuzet, petra ec’h eus great evit beza digemeret ama ? »

— « Eat oun da Vreiz-Izel, d’am c’hear a Blouelven ; galvet em eus d’am zi holl beorien ar barrez. hag em eus rannet etrezo an eil drederen eus va danvez. »

— « Brav e kavan kement-se, eme ar vouez. Ober vad d‘ar re n’o deus great na vad na droug d’eomp, setu aze eil bazen ar garantez ; n’eo ket avad an hini huella ; kea, ha gra gwelloc’h c’hoaz. »

Hag, evit an dervet gwej. Kerlo a zistroas e touez an dud. E vleo a yoa deuet da veza gwenn, hogen evel bannou sklerijen a yoa en-dro d’e benn, eun earidigez a vadelez a yoa brema war e zrem, e leac‘h an ear fougeüs en deveze kent peurvuia.

Hep ma vije harzet gant netra, Kerlo a bignas ar bazen arc’hant, ar bazen aour hag ar bazen diamant, hag e skoas war dor al leac’h ma rene eun eürusted peurbadus. E galon, me lavar d’eoc’h a lamme meurbet en e greiz.

An nor a c’hourzigoras, hag ar vouez a anaveze a c’houlennas :

— « Petra ec‘h eus great, Kerlo, evit beza digemeret ama ? »

— « Eun enebour em boa, eme ar Breizad, eun den kalet ha kounnarus, a reas kals a zismeganz d’in. Bet oun oc’h e welet, lavaret em eus d’ezan ec’h ankounac’haen, hag em eus lezet gantan an drederen ziweza eus va danvez. »

— « Ober vad d‘ar re o deus great droug d’eomp, satu aze huella pazen ar garantez. Deus ebarz, ha bez eürus, her gounezet ec’h eus. »

An nor a zigoras frank, Kerlo a yeas e-barz… Eno ema abaoue…


————