Sevel a ran Marvailhou ar Vretoned evit ar re-oll
a gar ar Brezoneg, yez koz an Arvor.
Sevel a ran c’hoaz al levr-ma evit ma’z ay da greski niver al levriou brezonek a zo, siouaz, ker rouez !…
Yaouankizou hon amzer a zo troet war al lenn ; pa na lenner ket levriou mad, e lenner levriou fall. Ar re-ma a ziruilh warnomp eus Paris evit breina ar c’halonou ; rak, petra int peurvuia ? Marvailhou pe gonchennou hudur, flear ganto, gouest da lakaat ar vosen en eur vro a-bez ma na vije ket enebet outo. Ha koulskoude ez eer d’ezo evel ma’z a loened-zo d’an teil, respet d’eoc’h !
Gwasoc’h ive e troer war an traou gallek, o tilezel, siouaz ! giziou fur ar Vretoned koz, hor c’hendadou. Na lavaran ket e ve eun dra fall lenn al levriou gallek. Ar pez a gavan fall eo ar fae hag an dispriz a gresk dre ma troer muioc’h war ar galleg. War zigarez ma c’houzont eun tamm sklabez gallek, kals tud yaouank hirio a vez klevet dalc’hmad o c’hallegat, o kana soniou diboell pe lubrik, « Viens Poupoule », « C’est la lutte finale », ha me oar ?
Hor mennoz d’eomp-ni, Barzed Gourenez Breiz-Izel, eo miret e Breiz ar giziou koz, ar brezoneg, ar c’ha-